{"collection":"Bible & Christianity","html_url":"https://unchartedknowledge.5gfusion.net/browse/bib/wb/brt/joh.htm","path":"bib/wb/brt/joh.htm","source_url":"https://sacred-texts.com/bib/wb/brt/joh.htm","text":"1:1 Er penn-kenta\u00f1 e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue.\n1:2 Er penn-kenta\u00f1 e oa gant Doue.\n1:3 An holl drao\u00f9 a zo bet graet dreza\u00f1, ha netra eus ar pezh a zo bet graet, n'eo bet graet hepta\u00f1.\n1:4 Enna\u00f1 e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa skl\u00earijenn an dud.\n1:5 Ar skl\u00earijenn he deus lugernet en de\u00f1valijenn, hag an de\u00f1valijenn n'he deus ket he degemeret.\n1:6 Bez' e voe un den, anvet Yann, kaset a-berzh Doue.\n1:7 Dont a reas da veza\u00f1 test, da rei\u00f1 testeni d'ar skl\u00earijenn, evit ma kredje an holl dreza\u00f1.\n1:8 Ne oa ket ar skl\u00earijenn, met kaset e oa da rei\u00f1 testeni d'ar skl\u00earijenn.\n1:9 Ar skl\u00earijenn wirion, an hini a sklaera pep den, a oa o tont er bed.\n1:10 Er bed e oa, hag ar bed a zo bet graet ganta\u00f1; met ar bed n'en deus ket e anavezet.\n1:11 Deuet eo da gavout e re, hag e re n'o eus ket e zegemeret.\n1:12 Met d'an holl re o deus e zegemeret, en deus roet an droed da veza\u00f1 graet bugale da Zoue, da c'houzout eo, d'an holl re a gred en e anv,\n1:13 ar re n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.\n1:14 Hag ar Ger a zo bet graet kig, hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini Mab nemeta\u00f1 an Tad.\n1:15 Yann a roas testeni dezha\u00f1, pa grias o lavarout: Hema\u00f1 eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, abalamour ma oa kentoc'h egedon.\n1:16 Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras evit gras.\n1:17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.\n1:18 Den n'en deus biskoazh gwelet Doue; ar Mab nemeta\u00f1 a zo en askre an Tad, eo an hini en deus graet e anavezout.\n1:19 Setu ama\u00f1 testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha levited da c'houlenn outa\u00f1: Piv out-te?\n1:20 Diskl\u00earia\u00f1 a reas ha ne nac'has ket, diskl\u00earia\u00f1 a reas: N'on ket-me ar C'hrist.\n1:21 Hag e c'houlennjont outa\u00f1: Piv out eta? Bez' out Elia? E\u00f1 a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? E\u00f1 a respontas: Nann.\n1:22 Int a lavaras eta dezha\u00f1: Piv out-te? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hon degaset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan?\n1:23 E\u00f1 a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec'h distro: Plaenit hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia.\n1:24 Ar re a oa bet kaset a oa farizianed.\n1:25 Goulenn a rejont outa\u00f1: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed?\n1:26 Yann a respontas hag a lavaras dezho: Evidon-me, me a vadez en dour; met unan bennak a zo en ho touez, ha n'anavezit ket anezha\u00f1.\n1:27 Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h, [hag a zo dreiston]; ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e voto\u00f9.\n1:28 Kement-ma\u00f1 a c'hoarvezas e Betania, en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann.\n1:29 An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam pec'hed ar bed.\n1:30 E\u00f1 eo an hini e lavaren diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa.\n1:31 Evidon-me, n'anavezen ket anezha\u00f1; met deuet on da vadezi\u00f1 en dour, evit ma vo diskl\u00eariet da Israel.\n1:32 Yann a roas c'hoazh an testeni-ma\u00f1, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an ne\u00f1v evel ur goulm, hag o tont warna\u00f1.\n1:33 Evidon-me, n'anavezen ket anezha\u00f1; met an hini en deus va c'haset da vadezi\u00f1 en dour, en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warna\u00f1, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel.\n1:34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo e\u00f1 Mab Doue.\n1:35 An deiz war-lerc'h, Yann a oa c'hoazh eno gant daou eus e ziskibien,\n1:36 hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue.\n1:37 An daou ziskibl, o veza\u00f1 e glevet o komz evel-se, a heulias Jezuz.\n1:38 Jezuz o veza\u00f1 distroet hag o welout e heulient anezha\u00f1, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezha\u00f1: Rabbi (da lavarout eo Mestr), pelec'h e chomez?\n1:39 E\u00f1 a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont, hag e weljont pelec'h e chome, hag e chomjont ganta\u00f1 an deiz-se, rak war-dro an dekvet eur e oa.\n1:40 Andrev, breur Simon-P\u00ear, a oa unan eus an daou o devoa klevet ar pezh en devoa lavaret Yann, hag o devoa heuliet Jezuz.\n1:41 Andrev a gavas da genta\u00f1 Simon e vreur, hag a lavaras dezha\u00f1: Ni hon eus kavet ar Mesiaz (da lavarout eo ar C'hrist, an Eouliet).\n1:42 Hag e tegasas anezha\u00f1 da Jezuz. Jezuz, o veza\u00f1 sellet outa\u00f1, a lavaras dezha\u00f1: Te eo Simon, mab Jona; te a vo galvet Kefaz (da lavarout eo P\u00ear).\n1:43 An deiz war-lerc'h, Jezuz a c'hoantaas mont e Galilea, hag e kavas Filip; lavarout a reas dezha\u00f1: Heul ac'hanon.\n1:44 Filip a oa eus Betsaida, k\u00ear Andrev ha P\u00ear.\n1:45 Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezha\u00f1: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz, mab Jozef, eus Nazared.\n1:46 Natanael a lavaras dezha\u00f1: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezha\u00f1: Deus ha gwel.\n1:47 Jezuz, o welout Natanael o tont d'e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad, ha n'eus ket a droidell enna\u00f1.\n1:48 Natanael a lavaras dezha\u00f1: A-belec'h ec'h anavezez ac'hanon? Jezuz a respontas dezha\u00f1: A-raok ma c'halvas Filip ac'hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, e welen ac'hanout.\n1:49 Natanael a respontas dezha\u00f1: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.\n1:50 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Abalamour ma em eus lavaret dit em boa da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez; te a welo trao\u00f9 brasoc'h eget ar re-ma\u00f1.\n1:51 Lavarout a reas ivez dezha\u00f1: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: A-vrema\u00f1 c'hwi a welo an ne\u00f1v digor, hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den.\n2:1 Tri devezh goude, e voe un eured e Kana e Galilea, ha mamm Jezuz a oa eno.\n2:2 Jezuz ivez a voe pedet da vont d'an eured gant e ziskibien.\n2:3 Ar gwin o veza\u00f1 manket, mamm Jezuz a lavaras dezha\u00f1: N'o deus ken a win.\n2:4 Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? Va eur n'eo ket c'hoazh deuet.\n2:5 E vamm a lavaras d'ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc'h.\n2:6 Bez' e oa eno c'hwec'h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc'hel pep hini anezho daou pe dri muzuliad.\n2:7 Jezuz a lavaras dezho: Leugnit a zour al listri-se; hag e kargjont anezho leun-barr.\n2:8 Lavarout a reas dezho: Tennit brema\u00f1 anezha\u00f1, ha kasit da vestr ar fest. Hag e kasjont.\n2:9 P'en devoe mestr ar fest ta\u00f1vaet an dour troet e gwin (ne ouie ket a-belec'h e teue ar gwin-se, met ar vevelien o devoa tennet an dour a ouie), e c'halvas ar pried,\n2:10 hag e lavaras dezha\u00f1: Pep den a ro da genta\u00f1 ar gwin mat, hag an hini falloc'h goude ma vefe bet evet kalz; met te ac'h eus miret ar gwin mat betek vrema\u00f1.\n2:11 Jezuz a reas ar c'henta\u00f1 mirakl-ma\u00f1 e Kana Galilea, hag e tiskouezas e c'hloar; e ziskibien a gredas enna\u00f1.\n2:12 Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeut devezhio\u00f9.\n2:13 Pask ar Yuzevien a oa tost, ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.\n2:14 En templ e kavas ar re a werzhe ejened, de\u00f1ved ha koulmed, gant an drokerien a oa azezet eno.\n2:15 O veza\u00f1 graet ur skourjez-kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an de\u00f1ved hag an ejened; teurel a reas d'an douar arc'hant an drokerien, hag e tiskaras o zaolio\u00f9,\n2:16 hag e lavaras d'ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac'han, ha na rit ket eus ti va Zad un ti a varc'had.\n2:17 Neuze e ziskibien o devoe so\u00f1j eo skrivet: An oaz evit da di en deus va devet.\n2:18 Ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezha\u00f1: Dre beseurt sin e tiskouezez deomp e c'hellez ober kement-se?\n2:19 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Diskarit an templ-ma\u00f1, ha me a adsavo anezha\u00f1 a-benn tri devezh.\n2:20 Ar Yuzevien a lavaras dezha\u00f1: C'hwec'h vloaz ha daou-ugent e oar bet o sevel an templ-ma\u00f1, ha te en adsavfe e tri devezh?\n2:21 Met e\u00f1 a gomze eus templ e gorf.\n2:22 Goude eta ma oa adsavet a-douez ar re varv, e ziskibien o devoe so\u00f1j en devoa lavaret an dra-se, hag e kredjont er Skritur ha d'ar ger-se en devoa Jezuz lavaret.\n2:23 E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar pask, kalz a dud a gredas en e anv, o welout ar miraklo\u00f9 a rae.\n2:24 Met Jezuz ne fizie ket enno, rak o anavezout a rae holl.\n2:25 Ha n'en devoa ket ezhomm e vije roet testeni dezha\u00f1 gant den, rak anavezout a rae e-unan ar pezh a oa en den.\n3:1 Bez' e oa un den, e-touez ar farizianed, anvet Nikodem, unan eus re vras ar Yuzevien.\n3:2 Hema\u00f1 a zeuas, e-pad an noz, da gavout Jezuz hag a lavaras dezha\u00f1: Mestr, ni a oar out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar miraklo\u00f9-se a rez, nemet Doue a vefe ganta\u00f1.\n3:3 Jezuz a respontas dezha\u00f1: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den a-nevez, ne c'hell ket gwelout rouantelezh Doue.\n3:4 Nikodem a lavaras dezha\u00f1: Penaos e c'hell un den beza\u00f1 ganet pa'z eo kozh? Hag e\u00f1 a c'hell distrei\u00f1 e kof e vamm, ha beza\u00f1 ganet un eil gwech?\n3:5 Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue.\n3:6 Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig, a zo kig, hag ar pezh a zo ganet eus ar Spered, a zo spered.\n3:7 Na vez ket souezhet eus ar pezh am eus lavaret dit: Ret eo ma viot ganet a-nevez.\n3:8 An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar, hag e klevez an trouz; met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu, na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered.\n3:9 Nikodem a lavaras dezha\u00f1: Penaos e c'hell an trao\u00f9-se en em ober?\n3:10 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an trao\u00f9-se?\n3:11 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: ni a lavar ar pezh a ouzomp, hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, met ne zegemerit ket hon testeni.\n3:12 Ma ne gredit ket pa em eus komzet deoc'h eus trao\u00f9 douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus trao\u00f9 ne\u00f1vel?\n3:13 Den n'eo pignet en ne\u00f1v, nemet an hini a zo diskennet eus an ne\u00f1v, Mab an den [a zo en ne\u00f1v].\n3:14 Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,\n3:15 evit [na vo ket kollet] piv bennak a gred enna\u00f1, [met ma] en devo ar vuhez peurbadus.\n3:16 Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemeta\u00f1, evit na vo ket kollet piv bennak a gred enna\u00f1, met m'en devo ar vuhez peurbadus.\n3:17 Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed dreza\u00f1.\n3:18 An hini a gred enna\u00f1 n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet e anv Mab nemeta\u00f1 Doue.\n3:19 Hag an dra kiriek d'ar varnedigezh eo penaos ar skl\u00earijenn a zo deuet er bed, ha penaos o deus an dud karet muioc'h an de\u00f1valijenn eget ar skl\u00earijenn, abalamour ma oa fall o obero\u00f9.\n3:20 Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar skl\u00earijenn, ha ne zeu ket d'ar skl\u00earijenn, gant aon na vefe rebechet e obero\u00f9.\n3:21 Met an hini a ra hervez ar wirionez, a zeu d'ar skl\u00earijenn, evit ma vo diskl\u00eariet e obero\u00f9, abalamour int graet e Doue.\n3:22 Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien war douar Judea, hag eno e chomas ganto hag e vadeze.\n3:23 Yann a vadeze ivez e Enon, tost ouzh Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour, hag ez aed di evit beza\u00f1 badezet,\n3:24 rak Yann ne oa ket bet c'hoazh lakaet er prizon.\n3:25 Bez' e voe un tamall etre diskibien Yann hag ar Yuzevien, diwar-benn ar c'hlanidigezh.\n3:26 Dont a rejont da gavout Yann, hag e lavarjont dezha\u00f1: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan, hag ac'h eus roet testeni dezha\u00f1, setu, e\u00f1 a vadez, hag an holl a ya d'e gavout.\n3:27 Yann a respontas: Den ne c'hell ober netra, ma n'eo ket bet roet dezha\u00f1 eus an ne\u00f1v.\n3:28 C'hwi hoc'h-unan a zo testo\u00f9 din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezha\u00f1.\n3:29 An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h; met mignon an ozhac'h a zo eno hag en selaou; leuniet eo a levenez o klevout mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini; mat-tre eo.\n3:30 Ret eo dezha\u00f1 kreski\u00f1 ha din bihanaat.\n3:31 An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl; an hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag a gomz eus an douar; an hini a zeu eus an ne\u00f1v a zo dreist an holl;\n3:32 rei\u00f1 a ra testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet; met den ne zegemer e desteni.\n3:33 An hini a zegemer e desteni, en deus siellet penaos eo Doue gwirion.\n3:34 Rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzo\u00f9 Doue, rak Doue ne ro ket dezha\u00f1 ar Spered dre vuzul.\n3:35 An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn.\n3:36 An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warna\u00f1.\n4:1 An Aotrou, o veza\u00f1 gouezet o devoa ar farizianed klevet e rae hag e vadeze muioc'h a ziskibien eget Yann,\n4:2 (koulskoude ne oa ket Jezuz e-unan a vadeze, met e ziskibien)\n4:3 a guitaas Bro-Judea, hag a zistroas e Galilea;\n4:4 met, ret e oa dezha\u00f1 tremen dre Samaria.\n4:5 Erruout a reas eta en ur g\u00ear eus Samaria, anvet Sikar, tost d'an douar en devoa Jakob roet d'e vab Jozef.\n4:6 Eno e oa pu\u00f1s Jakob. Jezuz eta, skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar pu\u00f1s; war-dro ar c'hwec'hvet eur e oa.\n4:7 Ur wreg samaritan o veza\u00f1 deuet evit tenna\u00f1 dour, Jezuz a lavaras dezhi: Ro din da eva\u00f1.\n4:8 E ziskibien a oa aet e k\u00ear, evit prena\u00f1 boued.\n4:9 Ar wreg samaritan a respontas dezha\u00f1: Penaos, te hag a zo yuzev, a c'houlenn da eva\u00f1 diganin-me, ur Samaritanez? (Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned.)\n4:10 Jezuz a respontas hag a lavaras dezhi: Mar anavezjes donezon Doue, ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da eva\u00f1, te a c'houlennje da-unan diganta\u00f1, hag e\u00f1 a roje dit dour bev.\n4:11 Ar wreg a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, te ne'c'h eus netra evit tenna\u00f1 dour, hag ar pu\u00f1s a zo don; a-belec'h eta ez pefe an dour bev-se?\n4:12 Brasoc'h out eget hon tad Jakob en deus roet deomp ar pu\u00f1s-ma\u00f1 hag en deus evet e-unan anezha\u00f1, kenkoulz evel e vibien hag e loened?\n4:13 Jezuz a respontas dezhi: Piv bennak a ev eus an dour-ma\u00f1 en devo c'hoazh sec'hed;\n4:14 met an hini a evo eus an dour a roin dezha\u00f1 n'en devo biken sec'hed; hag an dour a roin dezha\u00f1 a zeuio enna\u00f1 ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.\n4:15 Ar wreg a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, ro din an dour-se, evit na'm bo ken sec'hed, ha na zeuin ken da denna\u00f1 dour ama\u00f1.\n4:16 Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried, ha deus ama\u00f1.\n4:17 Ar wreg a respontas: Ne'm eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec'h eus: Ne'm eus pried ebet;\n4:18 rak pemp pried ac'h eus bet; hag an hini a zo ganit brema\u00f1 n'eo ket da bried; gwir ac'h eus lavaret e kement-se.\n4:19 Ar wreg a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, gwelout a ran out ur profed.\n4:20 Hon tado\u00f9 o deus azeulet war ar menez-ma\u00f1, ha c'hwi a lavar penaos al lec'h e pelec'h eo ret azeuli\u00f1 eo Jeruzalem.\n4:21 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac'hanon; an amzer a zeu ma n'azeulor ken an Tad na war ar menez-ma\u00f1 nag e Jeruzalem.\n4:22 C'hwi a azeul ar pezh n'anavezit ket; evidomp-ni, ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien.\n4:23 Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma'c'h azeulo ar gwir azeulerien an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c'houlenn ar seurt azeulerien-se.\n4:24 Doue a zo Spered, hag eo ret d'ar re en azeul, e azeuli\u00f1 e spered hag e gwirionez.\n4:25 Ar wreg a lavaras dezha\u00f1: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c'halver Krist, a dle dont; pa vo-e\u00f1 deuet, e tiskl\u00eario deomp an holl drao\u00f9.\n4:26 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me, an hini a gomz ouzhit.\n4:27 War gement-se, e ziskibien a erruas, hag e oant souezhet dre ma komze gant ur wreg; koulskoude hini anezho ne lavaras dezha\u00f1: Petra a c'houlennez? Pe, perak e komzez ganti?\n4:28 Neuze ar wreg a lezas he fod-dour, a yeas e k\u00ear, hag a lavaras d'an dud:\n4:29 Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet; ne vefe ket e\u00f1 ar C'hrist?\n4:30 Mont a rejont eta eus k\u00ear, hag ez ejont d'e gavout.\n4:31 Koulskoude, e ziskibien a bede anezha\u00f1, o lavarout: Mestr, debr.\n4:32 Met e\u00f1 a lavaras dezho: Me am eus da zebri\u00f1 ur boued n'anavezit ket.\n4:33 An diskibien a lavare eta an eil d'egile: Unan bennak en defe degaset da zebri\u00f1 dezha\u00f1?\n4:34 Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset, ha peurober e oberenn.\n4:35 Ne lavarit ket ez eus c'hoazh pevar miz ac'han d'an eost? Setu, me a lavar deoc'h: Savit ho taoulagad, ha sellit ouzh ar maezio\u00f9 a wenna dija evit an eost.\n4:36 An hini a ved en deus ur gopr, hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m'en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved.\n4:37 Rak e kement-ma\u00f1 eo gwir ar gomz-ma\u00f1: Unan all eo an hader, hag unan all eo ar meder.\n4:38 Me am eus ho kaset e-lec'h n'hoc'h eus ket labouret; reo\u00f9 all o deus labouret, ha c'hwi a zo aet war o labour.\n4:39 Kalz eus Samaritaned ar g\u00ear-se a gredas enna\u00f1, abalamour da gomz ar wreg; roet he devoa an testeni-ma\u00f1: Lavaret en deus din kement am eus graet.\n4:40 Ar Samaritaned eta, o veza\u00f1 deuet d'e gavout, a bedas anezha\u00f1 da chom ganto; hag e chomas daou zevezh eno.\n4:41 Hag un niver brasoc'h a gredas abalamour d'e gelennadurezh.\n4:42 Hag e lavarent d'ar wreg: N'eo ket abalamour da'z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezha\u00f1 hon-unan, hag ec'h anavezomp penaos hema\u00f1 eo e gwirionez Salver ar bed[, ar C'hrist].\n4:43 Daou zevezh goude, ez eas kuit ac'hano, evit mont e Galilea,\n4:44 rak Jezuz e-unan en devoa diskl\u00eariet penaos ur profed n'eo ket enoret en e vro.\n4:45 Pa oa erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C'halileiz o devoa gwelet kement en devoa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d'ar gouel.\n4:46 Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana e Galilea, e-lec'h m'en devoa graet gwin gant dour. Ha, bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa kla\u00f1v e vab.\n4:47 An den-ma\u00f1, o veza\u00f1 anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, a yeas d'e gavout hag a bedas anezha\u00f1 da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel.\n4:48 Jezuz a lavaras: Ma ne welit ket a sino\u00f9 hag a viraklo\u00f9, ne gredit ket.\n4:49 An Aotrou-ma\u00f1 a di ar roue a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, diskenn, a-raok ma varvo va bugel.\n4:50 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Kae, da vab a vev. An den-ma\u00f1 a gredas ar pezh en devoa Jezuz lavaret dezha\u00f1, hag a yeas kuit.\n4:51 Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas a-raok dezha\u00f1, hag a lavaras dezha\u00f1: Da vab a vev.\n4:52 E\u00f1 a c'houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc'h. Hag int a lavaras dezha\u00f1: Dec'h d'ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezha\u00f1.\n4:53 Hag an tad a anavezas e oa d'an eur-se en devoa Jezuz lavaret dezha\u00f1: Da vab a vev; hag e kredas, e\u00f1 hag holl dud e di.\n4:54 Jezuz a reas an eil mirakl-se en e zistro eus Judea da C'halilea.\n5:1 Goude-se, e teue ur gouel gant ar Yuzevien, ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.\n5:2 Bez' e oa e Jeruzalem, tost ouzh dor an De\u00f1ved, ur stank, galvet en hebraeg Betesda, hag en devoa pemp porched.\n5:3 Eno e oa gourvezet un niver bras a dud kla\u00f1v, dall, kamm ha seizet, [a c'hortoze keflusk an dour.\n5:4 Rak un ael a ziskenne er stank, a amzer-da-amzer, hag a gemmeske an dour. An hini kenta\u00f1 a yae e-barzh, goude ma vije bet kemmesket an dour, a veze yac'haet, n'eus forzh peseurt kle\u00f1ved a vije ganta\u00f1].\n5:5 Bez' e oa eno un den hag a oa kla\u00f1v abaoe eizh vloaz ha tregont.\n5:6 Jezuz, o welout anezha\u00f1 gourvezet hag oc'h anavezout e oa dija kla\u00f1v abaoe pell amzer, a lavaras dezha\u00f1: Fellout a ra dit beza\u00f1 yac'haet?\n5:7 Ar c'hla\u00f1vour a respontas dezha\u00f1: Aotrou, ne'm eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour; hag e-pad m'emaon o vont, unan all a ziskenn a-raok din.\n5:8 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Sav, doug da wele, ha bale.\n5:9 Kerkent, an den a oa yac'haet; hag e kemeras e wele, hag e valeas. Met an deiz-ma\u00f1 a oa un deiz sabad.\n5:10 Ar Yuzevien eta a lavaras d'an hini a oa bet yac'haet: Ar sabad eo; n'eo ket aotreet dit dougen da wele.\n5:11 E\u00f1 a respontas dezho: An hini en deus va yac'haet, en deus lavaret din: Doug da wele ha bale.\n5:12 Hag int a c'houlennas outa\u00f1: Piv eo an den-se en deus lavaret dit: Doug da wele ha bale?\n5:13 Met an hini a oa bet yac'haet ne ouie ket piv e oa; rak Jezuz a oa en em dennet e-kuzh abalamour ma oa kalz a dud eno.\n5:14 Goude-se, Jezuz a gavas anezha\u00f1 en templ, hag a lavaras dezha\u00f1: Setu, te a zo bet yac'haet; na bec'h ken, gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc'h.\n5:15 An den-ma\u00f1 a yeas hag a lavaras d'ar Yuzevien e oa Jezuz en devoa e yac'haet.\n5:16 Abalamour da gement-se, ar Yuzevien a heskine Jezuz, [hag a glaske e lakaat d'ar marv,] dre m'en devoa graet-se deiz ar sabad.\n5:17 Met Jezuz a lavaras dezho: Va Zad a labour betek vrema\u00f1, ha me a labour ivez.\n5:18 Abalamour da-se, ar Yuzevien a glaske c'hoazh muioc'h e lakaat d'ar marv, neket hepken dre ma torre ar sabad, met c'hoazh abalamour ma c'halve Doue e Dad, oc'h en em ober e-unan kevatal da Zoue.\n5:19 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: ar Mab ne c'hell netra anezha\u00f1 e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh e ober; rak kement a ra an Tad, ar Mab ivez en gra evelta\u00f1.\n5:20 Rak an Tad a gar ar Mab, hag a ziskouez dezha\u00f1 kement a ra. Ha diskouez a raio dezha\u00f1 obero\u00f9 brasoc'h eget ar re-ma\u00f1, evit ma viot sabatuet.\n5:21 Rak, evel ma ro an Tad ar vuhez d'ar re varv, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d'ar re a fell dezha\u00f1.\n5:22 An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab,\n5:23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset.\n5:24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va c'homz, hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus, ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez.\n5:25 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an amzer a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue; hag ar re he c'hlevo, a vevo.\n5:26 Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez enna\u00f1 e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab ar galloud da gaout ar vuhez enna\u00f1 e-unan,\n5:27 hag roet en deus dezha\u00f1 ar galloud da varn, abalamour ma'z eo Mab an den.\n5:28 Na vezit ket eta souezhet a gement-se; rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh an holl re a zo er bezio\u00f9, ha ma'z aint er-maez:\n5:29 ar re o devo graet mat, en adsavidigezh a vuhez; hag ar re o devo graet fall, en adsavidigezh a varn.\n5:30 Ne c'hellan ober netra ac'hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va c'hoant, met bolontez va Zad en deus va c'haset.\n5:31 Mar roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni n'eo ket gwir.\n5:32 Bez' ez eus unan hag a ro testeni ac'hanon, ha gouzout a ran an testeni a ro ac'hanon a zo gwir.\n5:33 Kaset hoc'h eus tud da gavout Yann, hag e\u00f1 en deus roet testeni d'ar wirionez.\n5:34 Evidon-me, ne glaskan ket testeni an den, met lavarout a ran kement-ma\u00f1 evit ma viot salvet.\n5:35 Yann a oa ar c'houlaouenn a zev, hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc'h, evit ur pennad, en em laouenaat ouzh e skl\u00earijenn.\n5:36 Met me am eus un testeni brasoc'h eget hini Yann, rak an obero\u00f9 en deus va Zad roet din da beurober, an obero\u00f9-ma\u00f1 memes a ran, a ro ac'hanon an testeni-ma\u00f1, penaos en deus an Tad va c'haset.\n5:37 Hag an Tad en deus va c'haset, en deus e-unan roet testeni ac'hanon. C'hwi n'hoc'h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zremm.\n5:38 Hag e c'her ne chom ket ennoc'h, pa'z eo gwir ne gredit ket en hini en deus kaset deoc'h.\n5:39 Furchal a rit ar Skriturio\u00f9, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon.\n5:40 Koulskoude c'hwi ne fell ket deoc'h dont da'm c'havout, evit kaout ar vuhez.\n5:41 Ne dennan ket a c'hloar a-berzh an dud;\n5:42 met gouzout a ran n'ema\u00f1 ket karantez Doue ennoc'h hoc'h-unan.\n5:43 Deuet on en anv va Zad, ha ne zegemerit ket ac'hanon; mar deu unan all en e anv e-unan, c'hwi a zegemero anezha\u00f1.\n5:44 Penaos e c'hellit kredi\u00f1, pa dennit ho kloar an eil digant egile, ha pa ne glaskit ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?\n5:45 Na so\u00f1jit ket eo me ho tamallo dirak an Tad; Moizez, an hini a esperit enna\u00f1, eo an hini ho tamallo.\n5:46 Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak e\u00f1 en deus skrivet diwar va fenn.\n5:47 Met ma ne gredit ket e skrido\u00f9, penaos e kredot va c'homzo\u00f9?\n6:1 Goude-se, Jezuz a dremenas en tu all da vor Galilea, pe vor Tiberiaz.\n6:2 Ur bobl vras a heulie anezha\u00f1, abalamour ma welent ar miraklo\u00f9 a rae war ar re gla\u00f1v.\n6:3 Jezuz a bignas war ar menez, hag eno ec'h azezas gant e ziskibien.\n6:4 Setu, ar Pask, gouel ar Yuzevien, a oa tost.\n6:5 Jezuz eta, o veza\u00f1 savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d'e gavout, a lavaras da Filip: Pelec'h e prenimp bara evit m'o devo an dud-ma\u00f1 da zebri\u00f1?\n6:6 Met, e\u00f1 a lavare kement-se evit amproui\u00f1 anezha\u00f1, rak gouzout a rae ar pezh edo o vont d'ober.\n6:7 Filip a respontas dezha\u00f1: Daou c'hant diner a vara ne vefe ket a-walc'h evit rei\u00f1 un tammig da bep hini.\n6:8 Unan eus e ziskibien, Andrev, breur Simon-P\u00ear, a lavaras dezha\u00f1:\n6:9 Bez' ez eus ama\u00f1 ur paotrig en deus pemp bara heiz, ha daou besk; met petra eo kement-se evit kement a dud?\n6:10 Koulskoude Jezuz a lavaras: Grit d'an dud azeza\u00f1. Bez' e oa kalz a c'heot el lec'h-se. Ar wersed eta a azezas, en niver a war-dro pemp mil.\n6:11 Jezuz a gemeras ar barao\u00f9, hag o veza\u00f1 trugarekaet, o roas [d'an diskibien, hag an diskibien] d'ar re a oa azezet; en hevelep doare e rojont eus ar pesked, kement ha ma fellas dezho.\n6:12 Goude m'o devoe bet o gwalc'h, e lavaras d'e ziskibien: Dastumit an tammo\u00f9 a zo manet, evit na vo kollet netra.\n6:13 Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammo\u00f9 eus ar pemp bara heiz, chomet a zilerc'h gant ar re o devoa debret.\n6:14 An dud-se, o welout ar mirakl en devoa Jezuz graet, a lavare: Hema\u00f1 eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.\n6:15 Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.\n6:16 Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor,\n6:17 hag o veza\u00f1 aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor, da Gafarnaoum; dija e oa te\u00f1val, ha Jezuz ne oa ket c'hoazh deuet d'o c'havout.\n6:18 Dre ma oa kre\u00f1v an avel, koummo\u00f9 ar mor a save.\n6:19 Ha, p'o devoa roe\u00f1vet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn, e weljont Jezuz a valee war ar mor hag a dostae ouzh ar vag; hag o devoe aon.\n6:20 Met e\u00f1 a lavaras dezho: Me eo, n'ho pet ket aon.\n6:21 Degemer a rejont anezha\u00f1 eta gant joa er vag, ha kerkent ar vag en em gavas el lec'h ma'z aent.\n6:22 An deiz war-lerc'h, ar bobl, hag a oa chomet en tu all d'ar mor, a welas ne oa bet eno bag ebet, nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha penaos Jezuz ne oa ket aet e-barzh ganto, met penaos e ziskibien a oa aet kuit o-unan;\n6:23 koulskoude bago\u00f9 all a oa erruet eus Tiberiaz, tost ouzh al lec'h m'o devoa debret ar bara, goude m'en devoe Jezuz trugarekaet.\n6:24 Pa welas eta ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont er bago\u00f9 hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz.\n6:25 Hag o veza\u00f1 e gavet en tu all d'ar mor, e lavarjont dezha\u00f1: Mestr, pegoulz out en em gavet ama\u00f1?\n6:26 Jezuz a respontas dezho hag a lavaras: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi am c'hlaske, neket abalamour m'hoc'h eus gwelet miraklo\u00f9, met abalamour m'hoc'h eus debret bara ha m'hoc'h eus bet ho kwalc'h.\n6:27 Labourit, neket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus, hag a vo roet deoc'h gant Mab an den; rak Doue, an Tad, en deus e verket gant e siell.\n6:28 Lavarout a rejont eta dezha\u00f1: Petra a raimp evit labourat da obero\u00f9 Doue?\n6:29 Jezuz a respontas dezho: Hema\u00f1 eo ober Doue, ma kredot en hini en deus kaset.\n6:30 Neuze e lavarjont dezha\u00f1: Peseurt mirakl a rez eta, evit m'en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt labour a rez?\n6:31 Hon tado\u00f9 o deus debret ar mann el lec'h distro, hervez ma'z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebri\u00f1 bara an ne\u00f1v.\n6:32 Ha Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, Moizez n'en deus ket roet deoc'h bara an ne\u00f1v, met va Zad a ro deoc'h gwir vara an ne\u00f1v.\n6:33 Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an ne\u00f1v, hag a ro ar vuhez d'ar bed.\n6:34 Int a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, ro deomp atav eus ar bara-se.\n6:35 Ha Jezuz a respontas dezho: Me eo ar bara a vuhez; an hini a zeuio da'm c'havout n'en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n'en devo biken sec'hed.\n6:36 Met e lavaret em eus deoc'h, gwelet hoc'h eus ac'hanon, ha ne gredit ket.\n6:37 Kement a roio an Tad din a zeuio da'm c'havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio davedon.\n6:38 Rak diskennet on eus an ne\u00f1v, neket evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset.\n6:39 Ha setu ama\u00f1 bolontez an Tad en deus va c'haset, na gollin hini eus ar re a zo bet roet din, met ma'c'h adsavin anezho a varv en deiz diwezha\u00f1.\n6:40 Houma\u00f1 eo bolontez an hini en deus va c'haset, penaos piv bennak a wel ar Mab hag a gred enna\u00f1, en devo ar vuhez peurbadus; ha me en adsavo a varv en deiz diwezha\u00f1.\n6:41 Ar Yuzevien a c'hrozmole eta a-enep dezha\u00f1, abalamour ma lavare: Me eo ar bara diskennet eus an ne\u00f1v.\n6:42 Hag e lavarent: N'eo ket hema\u00f1 Jezuz, mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an ne\u00f1v?\n6:43 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Na c'hrozmolit ket etrezoc'h.\n6:44 Den ne c'hell dont da'm c'havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c'haset; ha me en adsavo a varv en deiz diwezha\u00f1.\n6:45 Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket diganta\u00f1, a zeu da'm c'havout.\n6:46 N'eo ket en defe un den gwelet an Tad; nemet an hini a zeu eus Doue, hennezh nemetken en deus gwelet an Tad.\n6:47 E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc'h: An hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.\n6:48 Me eo ar bara a vuhez.\n6:49 Ho tado\u00f9 o deus debret ar mann el lec'h distro, hag int a zo marv.\n6:50 Ama\u00f1 eo ar bara a zo diskennet eus an ne\u00f1v, evit na varvo ket an hini a zebro diouta\u00f1.\n6:51 Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an ne\u00f1v; mar debr unan bennak eus ar bara-ma\u00f1, e vevo da viken; hag ar bara a roin eo va c'hig. Rei\u00f1 a rin anezha\u00f1 evit buhez ar bed.\n6:52 Ar Yuzevien a dabute eta etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-ma\u00f1 rei\u00f1 deomp e gig da zebri\u00f1?\n6:53 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: Ma ne zebrit ket kig Mab an den, ha ma n'evit ket e wad, n'ho po ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan.\n6:54 An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad, en deus ar vuhez peurbadus; hag ec'h adsavin anezha\u00f1 a varv en deiz diwezha\u00f1.\n6:55 Rak va c'hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj.\n6:56 An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me enna\u00f1.\n6:57 Evel m'en deus an Tad, hag a zo bev, kaset ac'hanon, ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon.\n6:58 Ama\u00f1 eo ar bara a zo diskennet eus an ne\u00f1v. N'eo ket evel ho tado\u00f9; debret o deus ar mann hag int a zo marv; an hini a zebro ar bara-ma\u00f1 a vevo da viken.\n6:59 Jezuz a lavaras an trao\u00f9-ma\u00f1, o kelenn e sinagogenn Gafarnaoum.\n6:60 Kalz eus e ziskibien, o veza\u00f1 e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet; piv a c'hell e selaou?\n6:61 Met Jezuz, oc'h anavezout enna\u00f1 e-unan e c'hrozmole e ziskibien a gement-se, a lavaras dezho: Skouer fall a gemerit a gement-se?\n6:62 Petra eta e vo, mar gwelfec'h Mab an den o pignat el lec'h ma oa kent?\n6:63 Ar spered eo a vuhezeka; ar c'hig ne servij da netra. Ar gerio\u00f9 a lavaran deoc'h a zo spered ha buhez.\n6:64 Met, bez' ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kenta\u00f1 pere a oa ar re na gredent ket, ha piv e oa an hini en gwerzhje.\n6:65 Hag e lavare: Abalamour da gement-se eo, em eus lavaret deoc'h penaos den ne c'hell dont da'm c'havout, ma n'eo ket roet kement-se dezha\u00f1 gant va Zad.\n6:66 Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas, ha n'aent ket ken ganta\u00f1.\n6:67 Jezuz a lavaras eta d'an daouzek: Ha c'hwi, ne fell ket deoc'h mont kuit ivez?\n6:68 Simon-P\u00ear a respontas dezha\u00f1: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac'h eus komzo\u00f9 ar vuhez peurbadus,\n6:69 ha ni hon eus kredet, hag hon eus anavezet out [ar C'hrist,] Mab an Doue bev.\n6:70 Jezuz a respontas dezho: Ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul.\n6:71 Komz a rae diwar-benn Judaz-Iskariod, mab Simon, rak hema\u00f1 eo a dlee e werzha\u00f1, evita\u00f1 da veza\u00f1 unan eus an daouzek.\n7:1 Goude an trao\u00f9-se, Jezuz a valee dre C'halilea, rak ne felle ket dezha\u00f1 chom e Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazha\u00f1.\n7:2 Met, gouel ar Yuzevien, galvet an Teltenno\u00f9, a dostae.\n7:3 E vreudeur a lavaras dezha\u00f1: Kae ac'han, ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an obero\u00f9 a rez.\n7:4 Rak den ne ra netra e-kuzh, pa glask beza\u00f1 anavezet. Mar rez an trao\u00f9-se, en em ziskouez da-unan d'ar bed.\n7:5 Rak e vreudeur memes ne gredent ket enna\u00f1.\n7:6 Jezuz a lavaras dezho: Va amzer n'eo ket c'hoazh deuet; met hoc'h amzer-hu a zo atav deuet.\n7:7 Ar bed ne c'hell ket ho kasaat; met kasaat a ra ac'hanon, abalamour ma roan testeni anezha\u00f1, penaos eo fall e obero\u00f9.\n7:8 Evidoc'h-c'hwi, pignit d'ar gouel-ma\u00f1; evidon-me, ne bignin ket c'hoazh dezha\u00f1, rak va amzer n'eo ket c'hoazh deuet.\n7:9 Hag o veza\u00f1 lavaret kement-se dezho, e chomas e Galilea.\n7:10 Met, pa voe aet e vreudeur, e pignas ivez d'ar gouel, neket a-wel d'an holl, met evel e-kuzh.\n7:11 Ar Yuzevien eta a glaske anezha\u00f1 e-pad ar gouel, hag a lavare: Pelec'h ema\u00f1?\n7:12 Hag e voe ur brud diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo; ha darn all a lavare: Nann, met touella\u00f1 a ra ar bobl.\n7:13 Koulskoude, den ne gomze frank anezha\u00f1, gant aon rak ar Yuzevien.\n7:14 War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas en templ, hag a gelenne.\n7:15 Ar Yuzevien a oa souezhet hag a lavare: Penaos ec'h anavez an den-ma\u00f1 ar skriturio\u00f9, o veza\u00f1 n'en deus ket o desket?\n7:16 Jezuz a respontas dezho: Va c'helennadurezh n'eo ket ac'hanon, met eus an hini en deus va c'haset.\n7:17 Mar fell da unan bennak ober bolontez Doue, ec'h anavezo hag-e\u00f1 eo va c'helennadurezh eus Doue, pe ha me a gomz ac'hanon va-unan.\n7:18 An hini a gomz anezha\u00f1 e-unan, a glask e c'hloar e-unan; met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a dle beza\u00f1 kredet, ha n'eus ket a zireizhder enna\u00f1.\n7:19 N'en deus ket Moizez roet al lezenn deoc'h? Hag hini ac'hanoc'h ne vir anezhi. Perak e klaskit va lazha\u00f1?\n7:20 Ar bobl a respontas dezha\u00f1: Un diaoul ac'h eus; piv eo an hini a glask da lazha\u00f1?\n7:21 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Un oberenn am eus graet, hag oc'h holl souezhet a gement-se.\n7:22 Moizez en deus gourc'hemennet deoc'h an amdroc'h (n'eo ket ma teu eus Moizez, met eus an Tado\u00f9), ha c'hwi a amdroc'h un den deiz ar sabad.\n7:23 Mar bez amdroc'het un den deiz ar sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac'hanon abalamour ma em eus yac'haet un den penn-da-benn deiz ar sabad?\n7:24 Na varnit ket hervez an doare, met barnit hervez ar reizhder.\n7:25 Hag ur re bennak eus Jeruzalem a lavare: n'eo ket an hini a glasker da lakaat da vervel?\n7:26 Ha setu aze e komz frank, ha ne lavarer netra dezha\u00f1. Ar mestro\u00f9, hag anavezet o defe ez eo e gwirionez ar C'hrist?\n7:27 Koulskoude, ni a oar a-belec'h eo hema\u00f1; e-lec'h pa zeuio ar C'hrist, den n'anavezo a-belec'h eo.\n7:28 Ha Jezuz a grie en templ eta, o kelenn, hag o lavarout: C'hwi a anavez ac'hanon, hag ec'h ouzoc'h a-belec'h on. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, ha c'hwi n'anavezit ket anezha\u00f1.\n7:29 Me a anavez anezha\u00f1, rak dont a ran eus e berzh, hag e\u00f1 eo en deus va c'haset.\n7:30 Klask a raent kregi\u00f1 enna\u00f1; met den ne grede lakaat e zorn warna\u00f1, abalamour e eur ne oa ket c'hoazh deuet.\n7:31 Koulskoude, kalz eus ar bobl a gredas enna\u00f1, hag a lavare: Pa zeuio ar C'hrist, hag ober a raio brasoc'h miraklo\u00f9 eget ma ra hema\u00f1?\n7:32 Ar farizianed, o veza\u00f1 klevet ar pezh a lavare ar bobl anezha\u00f1 e-kuzh, a gasas, a-unvan gant ar veleien vras, serjanted evit kregi\u00f1 enna\u00f1.\n7:33 Setu perak Jezuz a lavaras dezho: Me a zo ganeoc'h c'hoazh evit un nebeut amzer, ha mont a ran da gavout an hini en deus va c'haset;\n7:34 klask a reot ac'hanon, ha ne'm c'havot ket; ha c'hwi, ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on.\n7:35 Ar Yuzevien eta a lavare etrezo: Pelec'h ez aio, na c'hellimp ket kavout anezha\u00f1? Mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C'hresianed, ha kelenn a raio ar C'hresianed?\n7:36 Petra eo ar pezh en deus lavaret: C'hwi am c'hlasko, ha ne'm c'havot ket; ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on?\n7:37 An deiz diwezha\u00f1 ha brasa\u00f1 eus ar gouel, Jezuz en em gave eno, hag a grie: Mar en deus unan bennak sec'hed, ra zeuio da'm c'havout, ha ra evo.\n7:38 An hini a gred ennon, st\u00eario\u00f9 dour a vuhez a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur.\n7:39 Met e\u00f1 a lavare kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje enna\u00f1; rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c'hoazh roet, abalamour na oa ket bet c'hoazh roet da Jezuz e c'hloar.\n7:40 Kalz eus ar bobl, o veza\u00f1 klevet ar gerio\u00f9-se, a lavare: Hema\u00f1 eo e gwirionez ar profed.\n7:41 Reo\u00f9 all a lavare: Ar C'hrist eo. Ha reo\u00f9 all a lavare: Met ar C'hrist, ha dont a ra eus Galilea?\n7:42 Ar Skritur, ha ne lavar ket e teuio ar C'hrist eus lignez David hag eus bourc'h Betlehem, a-belec'h e oa David?\n7:43 Ar bobl eta a oa lodennet diwar e benn.\n7:44 Hag ur re bennak anezho a c'hoantae kregi\u00f1 enna\u00f1, met den ne lakaas e zaouarn warna\u00f1.\n7:45 Ar serjanted eta a zistroas etrezek ar veleien vras hag ar farizianed; ar re-ma\u00f1 a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket e zegaset?\n7:46 Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se.\n7:47 Ar farizianed a lavaras dezho: Bet oc'h-hu ivez touellet?\n7:48 Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestro\u00f9 pe eus ar farizianed hag en defe kredet enna\u00f1?\n7:49 Met ar bobl villiget-ma\u00f1 n'anavez ket al lezenn.\n7:50 Nikodem, an hini a oa deuet en noz da gavout Jezuz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho:\n7:51 Ha barn a ra hol lezenn un den hep beza\u00f1 e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet?\n7:52 Int a respontas dezha\u00f1: Bez' out ivez Galileat? Evesha ha gwel: profed ebet a zo deuet eus Galilea.\n7:53 Ha pep hini en em dennas en e di.\n8:1 Jezuz a yeas da Venez an Olived.\n8:2 Da c'houlou-deiz e tistroas adarre d'an templ, hag an holl bobl a zeuas d'e gavout; o veza\u00f1 azezet e kelenne anezho.\n8:3 Neuze ar skribed hag ar farizianed a zegasas ur wreg tapet en avoultriezh, hag, o veza\u00f1 he lakaet en o c'hreiz,\n8:4 e lavarjont dezha\u00f1: Mestr, ar wreg-ma\u00f1 a zo bet souprenet oc'h ober avoultriezh,\n8:5 ha Moizez en deus gourc'hemennet deomp meinata an hevelep dud; te eta, petra a lavarez a gement-se?\n8:6 Lavarout a raent kement-se evit e amproui\u00f1, evit gallout e damall. Met Jezuz, o veza\u00f1 en em bleget, a skrive gant e viz war an douar.\n8:7 Evel ma talc'hent d'ober goulenno\u00f9 outa\u00f1, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed, ra daolo ar maen kenta\u00f1 ganti.\n8:8 Hag o taoublega\u00f1 a-nevez, e skrive war an douar.\n8:9 Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstia\u00f1s, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re gosha\u00f1 da genta\u00f1, betek ar re diwezha\u00f1, ha Jezuz a voe lezet e-unan gant ar wreg chomet eno e-kreiz.\n8:10 Neuze Jezuz, o veza\u00f1 savet, evel na wele den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec'h ema\u00f1 da damallerien? Ha n'en deus den barnet ac'hanout?\n8:11 Hi a respontas: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Me ne varnan ket ac'hanout kennebeut; kae ha na bec'h ken.\n8:12 Jezuz a gomzas c'hoazh d'ar bobl, hag a lavaras: Me eo skl\u00earijenn ar bed; an hini a heul ac'hanon ne valeo ket en de\u00f1valijenn, met bez' en devo skl\u00earijenn ar vuhez.\n8:13 Ar farizianed a lavaras dezha\u00f1: Te a ro testeni ac'hanout da-unan; da desteni n'eo ket gwirion.\n8:14 Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion, rak gouzout a ran a-belec'h on deuet, ha pelec'h ez an; met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan, na pelec'h ez an.\n8:15 C'hwi a varn hervez ar c'hig; me ne varnan den.\n8:16 Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwir; rak n'on ket va-unan-penn, met ganin ema\u00f1 an Tad en deus va c'haset.\n8:17 Skrivet eo en ho lezenn penaos testeni daou zen a zo gwir.\n8:18 Me eo a ro testeni ac'hanon va-unan; hag an Tad en deus va c'haset a ro ivez testeni ac'hanon.\n8:19 Lavarout a rejont eta dezha\u00f1: Pelec'h ema\u00f1 da Dad? Jezuz a respontas: C'hwi n'anavezit na me, na va Zad. Mar anavezfec'h ac'hanon, ec'h anavezfec'h ivez va Zad.\n8:20 Jezuz a lavaras ar c'homzo\u00f9-ma\u00f1 el lec'h ma oa an te\u00f1zor, o kelenn en templ; ha den ne groge enna\u00f1, rak e eur ne oa ket deuet c'hoazh.\n8:21 Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: Mont a ran kuit, ha c'hwi am c'hlasko, hag e varvot en ho pec'hed; ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an.\n8:22 Ar Yuzevien a lavare eta: En em lazha\u00f1 a raio e-unan, peogwir e lavar: c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an.\n8:23 Hag e\u00f1 a lavaras dezho: C'hwi a zo eus trao\u00f1, me a zo eus krec'h. C'hwi a zo eus ar bed-ma\u00f1; me n'on ket eus ar bed-ma\u00f1.\n8:24 Setu perak em eus lavaret deoc'h e varvot en ho pec'hedo\u00f9: rak ma ne gredit ket ar pezh emaon, c'hwi a varvo en ho pec'hedo\u00f9.\n8:25 Lavarout a rejont eta dezha\u00f1: Piv out-te? Ha Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc'h abaoe ar penn-kenta\u00f1.\n8:26 Kalz a drao\u00f9 am eus da lavarout ac'hanoc'h ha da varn ennoc'h; met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, hag ar pezh am eus klevet diganta\u00f1, a lavaran d'ar bed.\n8:27 Ne gomprenjont ket e komze dezho eus an Tad.\n8:28 Ha Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec'h anavezot ar pezh emaon, ha penaos ne ran netra ac'hanon va-unan, met e lavaran an trao\u00f9 evel m'en deus va Zad o desket din.\n8:29 An hini en deus va c'haset a zo ganin. Hag an Tad n'en deus ket va lezet va-unan, abalamour ma ran atav ar pezh a blij dezha\u00f1.\n8:30 Evel ma lavare Jezuz an trao\u00f9-se, kalz a gredas enna\u00f1.\n8:31 Jezuz a lavaras eta d'ar Yuzevien o devoa kredet enna\u00f1: Mar chomit em ger, emaoc'h e gwirionez va diskibien.\n8:32 Anavezout a reot ar wirionez, hag ar wirionez ho tizereo.\n8:33 Respont a rejont dezha\u00f1: Ni a zo eus lignez Abraham, ha biskoazh n'omp bet mevelien da zen; penaos eta e lavarez: C'hwi a vo lakaet dieub?\n8:34 Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini en em ro d'ar pec'hed a zo mevel d'ar pec'hed.\n8:35 Hag ar mevel ne chom ket atav en ti; met ar mab a chom enna\u00f1 atav.\n8:36 Mar en deus ar Mab eta ho tizereet, c'hwi a vo e gwirionez dieub.\n8:37 Gouzout a ran oc'h lignez Abraham, met c'hwi a glask va lazha\u00f1 abalamour na gav ket va ger a zigor en ho kalon.\n8:38 Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad; ha c'hwi ivez, c'hwi a ra ar pezh hoc'h eus gwelet e ti ho tad.\n8:39 Int a respontas dezha\u00f1: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h bugale Abraham, c'hwi a raje obero\u00f9 Abraham.\n8:40 Met brema\u00f1, c'hwi a glask va lazha\u00f1, me, un den en deus lavaret deoc'h ar wirionez am eus desket gant Doue; Abraham n'en deus ket graet kement-se.\n8:41 C'hwi a ra obero\u00f9 ho tad. Lavarout a rejont eta dezha\u00f1: Ni n'omp ket bet ganet eus un avoultriezh; un Tad hepken hon eus, Doue eo.\n8:42 Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, abalamour ma'z on deuet eus Doue, hag a-berzh Doue e teuan; rak n'on ket deuet ac'hanon va-unan, met e\u00f1 eo an hini en deus va c'haset.\n8:43 Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour da-se, ne c'hellit ket selaou va c'homz.\n8:44 Ho tad, a ziskennit anezha\u00f1, eo an diaoul, ha c'hwi a fell deoc'h ober c'hoanto\u00f9 ho tad. Lazher-den eo bet adalek ar penn-kenta\u00f1, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez, dre ma n'eus ket a wirionez enna\u00f1. Pa lavar ar gaou, e komz eus ar pezh a zo enna\u00f1 e-unan, rak gaouiat eo, ha tad d'ar gaou.\n8:45 Met abalamour ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ac'hanon.\n8:46 Piv ac'hanoc'h a gendrec'ho ac'hanon a bec'hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac'hanon?\n8:47 An hini a zo eus Doue a selaou komzo\u00f9 Doue; dre-se c'hwi ne selaouit ket, abalamour n'oc'h ket eus Doue.\n8:48 Ar Yuzevien a respontas dezha\u00f1: Ha n'hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan, ha penaos ez eus un diaoul ennout?\n8:49 Jezuz a respontas: Ne'm eus ket un diaoul, met enori\u00f1 a ran va Zad, ha c'hwi a zizenor ac'hanon.\n8:50 Ne glaskan ket va gloar, bez' ez eus unan hag e glask, ha barn a ra.\n8:51 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.\n8:52 Ar Yuzevien a lavaras dezha\u00f1: Anavezout a reomp brema\u00f1 ez eus un diaoul ennout; Abraham a zo marv, hag ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.\n8:53 Ha brasoc'h out eget Abraham hon tad, hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen?\n8:54 Jezuz a respontas dezho: Mar tennan gloar ac'hanon va-unan, va gloar n'eo netra; va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue.\n8:55 Koulskoude, n'hoc'h eus ket e anavezet, met me a anavez anezha\u00f1; ha ma lavarfen n'anavezan ket anezha\u00f1, e vefen ur gaouiad eveldoc'h; met anavezout a ran anezha\u00f1 hag e viran e c'her.\n8:56 Abraham ho tad en deus tridet gant al levenez, o so\u00f1jal e tlee gwelout va deiz; hag e welet en deus, hag eo en em laouenaet.\n8:57 Ar Yuzevien a lavaras dezha\u00f1: Te ne'c'h eus ket c'hoazh hanter kant vloaz, hag ac'h eus gwelet Abraham?\n8:58 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-raok ma voe Abraham, emaon.\n8:59 Neuze e kemerjont mein evit o zeurel ganta\u00f1; met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ [o tremen dre o c'hreiz, hag evel-se ez eas kuit].\n9:1 Evel ma oa Jezuz o tremen, e welas un den a oa dall abaoe e c'hanedigezh.\n9:2 E ziskibien a c'houlennas diganta\u00f1: Mestr, piv en deus pec'het, hema\u00f1 pe e gerent, dre ma'z eo ganet dall?\n9:3 Jezuz a respontas: N'eo ket en defe hema\u00f1 pe e dud pec'het, met abalamour ma vefe obero\u00f9 Doue diskl\u00eariet enna\u00f1.\n9:4 E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn obero\u00f9 an hini en deus va c'haset; an noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni.\n9:5 E-pad ma'z on er bed, ez on skl\u00earijenn ar bed.\n9:6 O veza\u00f1 lavaret kement-se, e kra\u00f1chas d'an douar, hag e reas fank gant e halv; neuze e frotas daoulagad an dall gant ar fank-se,\n9:7 hag e lavaras dezha\u00f1: Kae, hag en em walc'h e stank Siloa (da lavarout eo: Kaset). Mont a reas di, en em walc'has, hag ez eas kuit o welout sklaer.\n9:8 An amezeien hag ar re o devoa e welet a-raok, pa oa dall, a lavare: N'eo ket hema\u00f1 an hini en em zalc'he azezet, hag a c'houlenne an aluzen?\n9:9 Darn a lavare: E\u00f1 eo; darn all a lavare: He\u00f1vel eo outa\u00f1; e\u00f1 e-unan a lavare: Me va-unan eo.\n9:10 Int a lavaras eta dezha\u00f1: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit?\n9:11 E\u00f1 a respontas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus eouliet ganta\u00f1 va daoulagad, ha lavaret din: Kae da stank Siloa, hag en em walc'h enni. Me a zo eta aet, hag ez on en em walc'het, hag e welan.\n9:12 Int a lavaras dezha\u00f1: Pelec'h ema\u00f1 an den-se? E\u00f1 a lavaras: N'ouzon ket.\n9:13 Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall.\n9:14 Un deiz sabad e oa, p'en devoa Jezuz graet ar fank, ha p'en devoa digoret e zaoulagad dezha\u00f1.\n9:15 Ar farizianed a c'houlenne eta diganta\u00f1 ivez penaos en devoa adkavet ar gweled. E\u00f1 a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het hag e welan.\n9:16 Neuze hinienno\u00f9 eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad. Reo\u00f9 all a lavare: Penaos e c'hell un den fall ober hevelep miraklo\u00f9? Hag e oant dizunvan etrezo.\n9:17 Lavarout a rejont a-nevez d'an dall: Ha te, petra a lavarez diwar e benn, p'en deus digoret dit da zaoulagad? E\u00f1 a respontas: Ur profed eo.\n9:18 Met ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall, hag e oa digoret e zaoulagad dezha\u00f1, ken ma lakajont gervel e dud.\n9:19 Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hennezh eo ho mab, a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel brema\u00f1?\n9:20 E dud a respontas: Ni a oar eo hor mab, hag eo bet ganet dall;\n9:21 met n'ouzomp ket penaos e wel brema\u00f1, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezha\u00f1 e zaoulagad. Oad en deus, goulennit diganta\u00f1, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outa\u00f1.\n9:22 E dud a lavare kement-se, abalamour m'o devoa aon rak ar Yuzevien; ar Yuzevien o devoa lakaet en o fenn, penaos piv bennak a anavezje Jezuz evit ar C'hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.\n9:23 Dre-se e dud a lavaras: Oad en deus, goulennit diganta\u00f1.\n9:24 Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall, hag e lavarjont dezha\u00f1: Ro gloar da Zoue, ni a oar an den-se a zo ur pec'her.\n9:25 E\u00f1 a respontas: N'ouzon ket hag-e\u00f1 eo ur pec'her; un dra a ouzon eo penaos e oan dall, ha penaos e welan brema\u00f1.\n9:26 Int a lavaras c'hoazh dezha\u00f1: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit?\n9:27 E\u00f1 a respontas dezho: E lavaret em eus dija deoc'h, ha n'hoc'h eus ket e selaouet? Perak e fell deoc'h e glevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da veza\u00f1 e ziskibien?\n9:28 Neuze e tismega\u00f1sjont anezha\u00f1 hag e lavarjont: Te eo a zo e ziskibl, evidomp-ni, ni a zo diskibien Moizez.\n9:29 Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met evit hema\u00f1, n'ouzomp ket a-belec'h eo.\n9:30 An den a respontas: Un dra souezhus eo, penaos n'ouzoc'h ket a-belec'h eo; ha koulskoude en deus digoret va daoulagad din!\n9:31 Ha, ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar re fall; met mar deu unan bennak da enori\u00f1 Doue ha da ober e volontez, e selaou anezha\u00f1.\n9:32 N'eus bet klevet biskoazh en defe den digoret daoulagad un den ganet dall.\n9:33 Ma ne vije ket hema\u00f1 eus Doue, ne c'hellje ober netra.\n9:34 Int a respontas dezha\u00f1: Te a zo bet ganet holl er pec'hed, hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezha\u00f1 kuit.\n9:35 Jezuz a glevas penaos o devoa e gaset kuit, hag o veza\u00f1 en em gavet ganta\u00f1, e lavaras dezha\u00f1: Ha kredi\u00f1 a rez e Mab Doue?\n9:36 E\u00f1 a respontas: Piv eo Aotrou, evit ma kredin enna\u00f1?\n9:37 Ha Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Gwelet ec'h eus anezha\u00f1, e\u00f1 e-unan eo an hini a gomz ouzhit.\n9:38 Neuze e lavaras: Kredi\u00f1 a ran, Aotrou, hag ec'h azeulas anezha\u00f1.\n9:39 Ha Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-ma\u00f1 da varn, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio dall ar re a wel.\n9:40 Hag hinienno\u00f9 eus ar farizianed a oa ganta\u00f1, o klevout kement-se, a lavaras dezha\u00f1: Ha ni, bez' omp-ni ivez dall?\n9:41 Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h dall, n'ho pije ket a bec'hed; met brema\u00f1 e lavarit: Gwelout a reomp; abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.\n10:1 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini na da ket e kraou an de\u00f1ved dre an nor, met a bign dre ul lec'h all, a zo ul laer hag ur brigant.\n10:2 Met an hini a ya dre an nor, eo mesaer an de\u00f1ved.\n10:3 Ar porzhier a zigor dezha\u00f1 an nor, hag an de\u00f1ved a glev e vouezh; gervel a ra e ze\u00f1ved e-unan dre o anv, hag e kas anezho er-maez.\n10:4 Ha p'en deus lakaet er-maez e ze\u00f1ved e-unan, e vale a-raok dezho, hag an de\u00f1ved a heul anezha\u00f1, abalamour ma'c'h anavezont e vouezh.\n10:5 Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi.\n10:6 Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.\n10:7 Jezuz eta a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an de\u00f1ved.\n10:8 An holl re a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an de\u00f1ved n'o deus ket o selaouet.\n10:9 Me eo an nor; mar deu unan bennak e-barzh drezon, e vo salvet; dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.\n10:10 Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazha\u00f1 ha distruja\u00f1; met me a zo deuet evit m'o devo va de\u00f1ved ar vuhez ha ma vint er fonnuster.\n10:11 Me eo ar mesaer mat; ar mesaer mat a ro e vuhez evit e ze\u00f1ved.\n10:12 Met an devezhour n'eo ket ar mesaer, hag an de\u00f1ved n'int ket dezha\u00f1; pa wel ar bleiz o tont, e tilez an de\u00f1ved hag e tec'h; ar bleiz a grog en de\u00f1ved hag a stlabez anezho.\n10:13 An devezhour a dec'h, abalamour ma'z eo devezhour, ha ne gemer ket preder eus an de\u00f1ved.\n10:14 Me eo ar mesaer mat, me a anavez va de\u00f1ved, hag anavezet on ganto,\n10:15 evel ma'c'h anavez va Zad ac'hanon, hag evel ma'c'h anavezan va Zad; ha rei\u00f1 a ran va buhez evit va de\u00f1ved.\n10:16 De\u00f1ved all am eus ha n'int ket eus an tropell-ma\u00f1; ret eo din ivez degas anezho; hag e klevint va mouezh, ha ne vo nemet ur bagad, hag ur mesaer hepken.\n10:17 Dre-se eo e kar va Zad ac'hanon, abalamour ma roan va buhez evit he adkemer.\n10:18 Den ne lam anezhi diganin, me a ro anezhi ac'hanon va-unan; ar galloud am eus d'he c'huitaat, hag ar galloud d'he adkemer; an urzh-se am eus bet digant va Zad.\n10:19 Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerio\u00f9-se.\n10:20 Kalz anezho a lavare: Un diaoul en deus, diskiantet eo; perak e selaouit anezha\u00f1?\n10:21 Re all a lavare: Ar gerio\u00f9-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeri\u00f1 daoulagad ar re dall?\n10:22 Bez' e oa e Jeruzalem gouel an Dedi, hag ar goa\u00f1v a oa.\n10:23 Evel ma valee Jezuz en templ, e porched Salomon,\n10:24 ar Yuzevien en em zastumas eta en-dro dezha\u00f1, hag a lavaras dezha\u00f1: Betek pegeit e talc'hi hor spered en doueta\u00f1s? Mar dout ar C'hrist, lavar e\u00f1 deomp freals.\n10:25 Jezuz a respontas dezho: E lavaret em eus deoc'h, ha ne gredit ket; an obero\u00f9 a ran e anv va Zad a ro testeni ac'hanon.\n10:26 Met c'hwi ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va de\u00f1ved, evel ma em eus e lavaret deoc'h.\n10:27 Va de\u00f1ved a glev va mouezh, ha me a anavez anezho, hag int a heul ac'hanon.\n10:28 Me a ro dezho ar vuhez peurbadus; ne vint kollet biken, ha den n'o lamo eus va dorn.\n10:29 Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl; den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad.\n10:30 Me hag an Tad a zo unan.\n10:31 Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata.\n10:32 Ha Jezuz a lavaras dezho: Graet em eus dirazoc'h kalz a obero\u00f9 mat, a-berzh va Zad; evit pehini anezho e veinatait ac'hanon?\n10:33 Ar Yuzevien a respontas dezha\u00f1: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met abalamour d'ur gwallgomz, dre ma n'out nemet un den hag en em rez Doue.\n10:34 Jezuz a respontas dezho: N'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed?\n10:35 Mar he deus eta galvet doueed ar re ma oa ger Doue kaset dezho (hag ar Skritur ne c'hell ket beza\u00f1 torret),\n10:36 lavarout a rit-hu e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?\n10:37 Ma ne ran ket obero\u00f9 va Zad, na gredit ket ac'hanon.\n10:38 Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit da'm obero\u00f9, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot an Tad a zo ennon, hag ez on enna\u00f1.\n10:39 Klask a raent eta c'hoazh kregi\u00f1 enna\u00f1, met en em denna\u00f1 a reas eus o daouarn.\n10:40 Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadezi\u00f1 da genta\u00f1, hag e chomas eno.\n10:41 Kalz a dud a zeuas d'e gavout, hag e lavarent: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet; met kement-holl en deus Yann lavaret eus an den-ma\u00f1 a zo gwir.\n10:42 Ha kalz a gredas enna\u00f1 el lec'h-se.\n11:1 Bez' e oa ur c'hla\u00f1vour, anvet Lazar, eus Betania, k\u00eariadenn Mari ha Marta he c'hoar.\n11:2 Mari a oa an hini a eoulias an Aotrou a c'hwez-vat, hag a dorchas e dreid gant he blev; ha Lazar, he breur, a oa kla\u00f1v.\n11:3 Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout da Jezuz: Aotrou, an hini a garez a zo kla\u00f1v.\n11:4 Jezuz, o veza\u00f1 klevet kement-se, a lavaras: Ar c'hle\u00f1ved-se n'eo ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma vo roet gloar da Vab Doue a gement-se.\n11:5 Jezuz a gare Marta, hag he c'hoar, ha Lazar.\n11:6 Koulskoude, p'en devoa klevet penaos e oa kla\u00f1v, e chomas daou zevezh c'hoazh el lec'h ma oa.\n11:7 Neuze e lavaras d'e ziskibien: Distroomp e Judea.\n11:8 An diskibien a lavaras dezha\u00f1: Mestr, ar Yuzevien a glaske, n'eus ket pell, da veinata, hag e tistroez a-nevez di!\n11:9 Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar bale unan bennak e-pad an deiz, ne gouezh ket, abalamour ma wel skl\u00earijenn ar bed-ma\u00f1.\n11:10 Met mar bale unan bennak e-pad an noz, e kouezh, abalamour n'eus ket a skl\u00earijenn enna\u00f1.\n11:11 Komz a reas evel-se, ha goude e lavaras dezho: Lazar, hor mignon, a gousk; met me a ya d'e zihuni\u00f1.\n11:12 E ziskibien a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, mar kousk, e vo yac'haet.\n11:13 Met Jezuz en devoa komzet eus marv Lazar; hag int a grede e komze eus diskuizh ar c'housked.\n11:14 Neuze Jezuz a lavaras dezho freals: Lazar a zo marv.\n11:15 Hag ez eus joa ganin abalamour deoc'h, dre ne oan ket eno evit ma kredot; met deomp d'e gavout.\n11:16 Tomaz, galvet Didim, a lavaras d'an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gant Jezuz.\n11:17 Jezuz, o veza\u00f1 erruet, a gavas Lazar er bez abaoe dija pevar devezh.\n11:18 Betania a oa war-dro pemzek stadenn eus Jeruzalem,\n11:19 ha kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da-gichen Marta ha Mari, evit o frealzi\u00f1 diwar-benn o breur.\n11:20 Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezha\u00f1; met Mari a chomas azezet er g\u00ear.\n11:21 Ha Marta a lavaras da Jezuz: Aotrou, ma vijes bet ama\u00f1, va breur ne vije ket marvet.\n11:22 Met anavezout a ran penaos brema\u00f1 memes, holl gement a c'houlenni digant Doue, Doue en roio dit.\n11:23 Jezuz a lavaras dezhi: Da vreur a adsavo a varv.\n11:24 Marta a respontas dezha\u00f1: Gouzout a ran ec'h adsavo da vev da adsavidigezh an deiz diwezha\u00f1.\n11:25 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez; an hini a gred ennon a vevo, memes ha pa vefe marv.\n11:26 Ha piv bennak a vev hag a gred ennon, ne varvo biken. Ha kredi\u00f1 a rez kement-se?\n11:27 Hi a lavaras dezha\u00f1: Ya, Aotrou, me a gred out ar C'hrist, Mab Doue, an hini a zlee dont er bed.\n11:28 P'he devoe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari, he c'hoar, e-kuzh, hag e lavaras dezhi: Ar Mestr a zo ama\u00f1, hag e c'halv ac'hanout.\n11:29 Houma\u00f1, o veza\u00f1 klevet anezhi, a savas buan, hag a zeuas d'e gavout.\n11:30 Jezuz ne oa ket c'hoazh aet er bourc'h, bez' e oa el lec'h ma oa deuet Marta a-raok dezha\u00f1.\n11:31 Yuzevien a oa gant Mari en ti, ouzh he frealzi\u00f1; pa weljont e oa savet ken buan, hag e oa aet er-maez, e heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouela\u00f1 d'ar bez.\n11:32 Pa voe deuet Mari el lec'h ma oa Jezuz, ha pa welas anezha\u00f1, en em daolas d'e dreid, hag e lavaras dezha\u00f1: Aotrou, ma vijes bet ama\u00f1, va breur ne vije ket marvet.\n11:33 Pa welas Jezuz anezhi o ouela\u00f1, ha penaos e ouele ivez ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet;\n11:34 neuze e lavaras: Pelec'h hoc'h eus e lakaet? Int a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, deus ha gwel.\n11:35 Jezuz en em lakaas da ouela\u00f1.\n11:36 War gement-se ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezha\u00f1.\n11:37 Met hinienno\u00f9 anezho a lavaras: E\u00f1, an hini en deus digoret daoulagad an dall, ha ne c'hellje ket ober ivez na varvje ket hema\u00f1?\n11:38 Neuze Jezuz, o huanadi\u00f1 a-nevez enna\u00f1 e-unan, a zeuas d'ar bez: ur c'hev e oa, hag ur maen a oa lakaet warna\u00f1.\n11:39 Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, c'hwez fall a zo dija ganta\u00f1, rak aze ema\u00f1 abaoe pevar deiz zo.\n11:40 Jezuz a lavaras dezhi: Ne'm eus ket lavaret dit penaos, mar kredez, e weli gloar Doue?\n11:41 Lemel a rejont eta ar maen [eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv]. Ha Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an ne\u00f1v, a lavaras: Tad, da drugarekaat a ran eus ma ec'h eus va selaouet.\n11:42 Gouzout a raen e selaouez ac'hanon atav, met e lavaret em eus abalamour d'ar bobl-ma\u00f1 a zo en-dro din, evit ma kredo ec'h eus va degaset.\n11:43 P'en devoe lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez!\n11:44 Hag an hini marv a zeuas er-maez, e zaouarn hag e dreid ereet gant bandenno\u00f9, hag e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezha\u00f1, ha lezit e\u00f1 da vont.\n11:45 Kalz eta a-douez ar Yuzevien a oa deuet da welout Mari, hag o devoa gwelet ar pezh en devoa Jezuz graet, a gredas enna\u00f1.\n11:46 Met hinienno\u00f9 anezho a yeas da gavout ar farizianed, hag a lavaras dezho ar pezh en devoa Jezuz graet.\n11:47 Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin, hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a viraklo\u00f9.\n11:48 Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo enna\u00f1, hag ar Romaned a zeuio, hag a zistrujo al lec'h-ma\u00f1 hag hor pobl.\n11:49 Met Kaifaz, unan anezho, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra;\n11:50 ha ne so\u00f1jit ket eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl, eget na vefe kollet holl dud ar vro?\n11:51 Hogen ne lavare ket kement-se anezha\u00f1 e-unan, met o veza\u00f1 beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar bobl;\n11:52 ha n'eo ket hepken evit ar bobl, met ivez evit dastum en ur c'horf hepken bugale Doue a zo a-stlabez.\n11:53 Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv.\n11:54 Dre-se Jezuz n'en em ziskoueze ket en un doare frank e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac'hane en ur vro tost d'al lec'h distro, d'ur g\u00ear galvet Efraim; hag e chomas eno gant e ziskibien.\n11:55 Pask ar Yuzevien a oa tost, ha kalz a dud eus ar vro a bigne da Jeruzalem a-raok ar Pask, evit en em c'hlanaat.\n11:56 Klask a raent eta Jezuz, hag, oc'h en em zerc'hel en templ, e lavarent an eil d'egile: Petra a so\u00f1jit? Ne zeuio ket d'ar gouel?\n11:57 Met ar veleien vras hag ar farizianed o devoa roet urzh, penaos ma ouije unan bennak pelec'h e oa, ra en diskuilhje, evit ma krogjed enna\u00f1.\n12:1 C'hwec'h devezh a-raok ar Pask, Jezuz a zeuas da Vetania, e-lec'h ma oa Lazar, an hini a oa bet marv hag en devoa adsavet a-douez ar re varv.\n12:2 Graet e voe dezha\u00f1 eno ur goan, Marta a servije, ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol ganta\u00f1.\n12:3 Neuze Mari, o veza\u00f1 kemeret ul lur c'hwezh-vat a nard pur, eus ur priz bras, a eoulias ganti treid Jezuz, hag o zorchas gant e blev; an ti a voe leuniet gant c'hwezh an traet-se.\n12:4 Neuze Judaz Iskariod, mab Simon, unan eus an diskibien, an hini a dlee e werzha\u00f1, a lavaras:\n12:5 Perak n'eo ket bet gwerzhet ar c'hwezh-vat-se tri c'hant diner, evit o rei\u00f1 d'ar beorien?\n12:6 Lavarout a rae kement-se, n'eo ket m'en dije preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer, hag o veza\u00f1 ma oa ganta\u00f1 ar yalc'h, e kemere ar pezh a lakaed enni.\n12:7 Jezuz a lavaras eta dezha\u00f1: Lez anezhi d'ober; miret he deus ar c'hwezh-vat-se evit deiz va beziadur.\n12:8 Rak c'hwi ho po bepred ar beorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.\n12:9 Neuze ur vandenn vras a Yuzevien, o veza\u00f1 gouezet e oa Jezuz eno, a zeuas di, n'eo ket hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar, an hini en devoa adsavet a-douez ar re varv.\n12:10 Hag ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d'ar marv,\n12:11 rak kalz eus ar Yuzevien, abalamour dezha\u00f1, a yae hag a grede e Jezuz.\n12:12 An deiz war-lerc'h, ul lod bras a dud deuet evit ar gouel, o klevout e oa deuet Jezuz e Jeruzalem,\n12:13 a gemeras branko\u00f9 palmez, hag a yeas a-raok dezha\u00f1, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel, an hini a zeu en anv an Aotrou!\n12:14 Ha Jezuz, o veza\u00f1 kavet un azenig, a bignas warna\u00f1 eno, hervez ma'z eo skrivet:\n12:15 Na'z pez ket aon, merc'h Sion: setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez.\n12:16 E ziskibien ne gomprenjont ket da genta\u00f1 kement-se; met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da so\u00f1j dezho penaos e oa bet skrivet an trao\u00f9-se diwar e benn, hag e oant bet c'hoarvezet ganta\u00f1.\n12:17 Ar vandenn a oa ganta\u00f1 p'en devoa galvet Lazar eus ar bez, ha p'en devoa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezha\u00f1.\n12:18 Hag abalamour ivez m'en devoa anavezet ar bobl penaos en devoa graet ar mirakl-se eo, e oant aet a-raok dezha\u00f1.\n12:19 Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra; setu, an holl dud a ya war e lerc'h.\n12:20 Met, bez' e oa un toullad Gresianed e-touez ar re a oa pignet evit azeuli\u00f1 e-pad ar gouel.\n12:21 Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea; hag, o pedi\u00f1 anezha\u00f1, e lavarjont dezha\u00f1: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz.\n12:22 Filip a zeuas hag a lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz.\n12:23 Ha Jezuz a respontas dezho: An eur a zo deuet ma tle Mab an den resev gloar.\n12:24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: ma ne varv ket ar c'hreunenn winizh goude ma vez taolet en douar, e chom hec'h-unan; met mar marv, e toug kalz a frouezh.\n12:25 An hini a gar e vuhez he c'hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-ma\u00f1 he miro evit ar vuhez peurbadus.\n12:26 Mar servij unan bennak ac'hanon, ra zeuio war va lerc'h; hag e-lec'h ma vin, eno e vo ivez va servijer; ha mar servij unan bennak ac'hanon, an Tad a enoro anezha\u00f1.\n12:27 Brema\u00f1 va ene a zo trubuilhet; ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-ma\u00f1! Met evit kement-se on deuet en eur-ma\u00f1.\n12:28 Tad, ro gloar da'z anv. Neuze e teuas ur vouezh eus an ne\u00f1v, hag a lavaras: Roet em eus gloar dezha\u00f1, hag e roin gloar dezha\u00f1 c'hoazh.\n12:29 Ar bobl a oa eno, hag o devoa klevet, a lavare e oa ar c'hurun; re all a lavare: Un ael en deus komzet outa\u00f1.\n12:30 Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Ar vouezh-se n'eo ket evidon-me, met evidoc'h.\n12:31 Brema\u00f1 en em ra barnedigezh ar bed-ma\u00f1; brema\u00f1 pri\u00f1s ar bed-ma\u00f1 a vo taolet er-maez.\n12:32 Ha me, pa vin bet savet eus an douar, a denno an holl dud da'm c'havout.\n12:33 Met, lavarout a rae kement-se evit merka\u00f1 dre beseurt marv e tlee mervel.\n12:34 Ar bobl a respontas dezha\u00f1: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken; penaos eta e lavarez eo ret da Vab an den beza\u00f1 savet? Piv eo ar Mab an den-se?\n12:35 Jezuz a lavaras dezho: Ar skl\u00earijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar skl\u00earijenn, gant aon na zeufe an de\u00f1valijenn d'ho soupren; rak an hini a gerzh en de\u00f1valijenn ne oar ket pelec'h ez a.\n12:36 E-pad m'hoc'h eus ar skl\u00earijenn, kredit er skl\u00earijenn evit ma viot bugale ar skl\u00earijenn. Jezuz a lavaras an trao\u00f9-se, ha goude ez eas hag en em guzhas diouto.\n12:37 Hag evita\u00f1 da veza\u00f1 graet kement a viraklo\u00f9 dirazo, ne gredjont ket enna\u00f1,\n12:38 abalamour d'ar ger en devoa ar profed Izaia lavaret da veza\u00f1 peurc'hraet: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet diskl\u00eariet brec'h an Aotrou?\n12:39 Dre-se, ne c'hellent ket kredi\u00f1, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh:\n12:40 Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na welfent gant o daoulagad, ha na gomprenfent gant o c'halon, ha na zistrofent ouzh Doue, ha na yac'hafen anezho.\n12:41 Izaia a lavaras an trao\u00f9-ma\u00f1, pa welas e c'hloar, ha pa gomzas anezha\u00f1.\n12:42 Koulskoude kalz, memes eus ar re vras, a gredas enna\u00f1; met n'anzavent ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da veza\u00f1 kaset kuit eus ar sinagogenn.\n12:43 Rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud, eget gloar Doue.\n12:44 Met Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon, met en hini en deus va c'haset.\n12:45 Hag an hini a wel ac'hanon, a wel an hini an deus va c'haset.\n12:46 Me a zo deuet er bed evel skl\u00earijenn, evit na chomo ket en de\u00f1valijenn an neb a gred ennon.\n12:47 Ha mar klev unan bennak va gerio\u00f9 ha ne gred ket ennon, ne varnan ket anezha\u00f1, rak n'on ket deuet evit barn ar bed, met evit e savetei\u00f1.\n12:48 An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerio\u00f9 en deus e varner; ar ger am eus prezeget eo, a varno anezha\u00f1 en deiz diwezha\u00f1.\n12:49 Rak n'eo ket ac'hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c'haset, en deus gourc'hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg.\n12:50 Hag anavezout a ran penaos e c'hourc'hemenn eo ar vuhez peurbadus. An trao\u00f9 a lavaran eta, a lavaran evel m'en deus an Tad o lavaret din.\n13:1 A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-ma\u00f1 d'an Tad, evel m'en devoa karet e re a oa er bed, o c'haras betek ar fin.\n13:2 Ha da goulz koan (an diaoul o veza\u00f1 lakaet e kalon Judaz Iskariod, mab Simon, e werzha\u00f1),\n13:3 Jezuz, oc'h anavezout en devoa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue, hag e tistroe da Zoue,\n13:4 a savas diouzh koan, a lamas e vantell, hag o veza\u00f1 kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti.\n13:5 Goude-se e lakaas dour en ur billig, hag en em lakaas da walc'hi\u00f1 treid e ziskibien, ha d'o zorcha\u00f1 gant al lienenn a oa en-dro dezha\u00f1.\n13:6 Dont a reas eta da Simon-P\u00ear, hag hema\u00f1 a lavaras dezha\u00f1: Te, Aotrou, te a walc'hfe din va zreid!\n13:7 Jezuz a respontas hag a lavaras dezha\u00f1: Te n'ouzout ket brema\u00f1 ar pezh a ran; met e c'houzout a ri diwezhatoc'h.\n13:8 P\u00ear a lavaras dezha\u00f1: Biken ne walc'hi din va zreid. Jezuz a respontas dezha\u00f1: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'z po ket a lod ganin.\n13:9 Neuze Simon-P\u00ear a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn.\n13:10 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezha\u00f1 e zreid hepken, hag ema\u00f1 glan penn-da- benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl.\n13:11 Rak gouzout a rae piv oa an hini a werzhje anezha\u00f1; abalamour da-se e lavaras: C'hwi n'oc'h ket glan holl.\n13:12 Goude eta m'en devoa gwalc'het dezho o zreid, ha m'en devoa adkemeret e vantell, o veza\u00f1 en em lakaet ouzh taol, e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?.\n13:13 Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit, rak bez' ez on.\n13:14 Mar em eus eta gwalc'het deoc'h ho treid, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a dle ivez gwalc'hi\u00f1 ho treid an eil d'egile.\n13:15 Rak roet em eus deoc'h ur skouer, abalamour ma reot evel ma em eus graet deoc'h.\n13:16 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr, nag an hini kaset brasoc'h eget an hini en deus e gaset.\n13:17 Mar gouzoc'h an trao\u00f9-se, ez oc'h e\u00fcrus, mar sentit outo.\n13:18 Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl; gouzout a ran ar re am eus choazet. Met ret eo d'ar Skritur beza\u00f1 peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.\n13:19 Me en lavar deoc'h adalek brema\u00f1, a-raok ma'c'h erruo an dra, abalamour, pa vo erruet, e kredot ar pezh emaon.\n13:20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: an hini a zegemer an hini am bo kaset, a zegemer ac'hanon; hag an hini a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset.\n13:21 P'en devoe Jezuz lavaret kement-se, e voe poaniet en e spered, hag e roas an testeni-ma\u00f1: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am gwerzho.\n13:22 Hag an diskibien a selle an eil ouzh egile, o veza\u00f1 ne ouient ket a biv eo e komze.\n13:23 Met, unan anezho, an hini a oa karet gant Jezuz, a oa kousket ouzh taol war-zu askre Jezuz.\n13:24 Simon-P\u00ear a reas sin dezha\u00f1 da c'houlenn eus piv e komze.\n13:25 E\u00f1, o veza\u00f1 pleget a-us kerc'henn Jezuz, a lavaras dezha\u00f1: Aotrou! Piv eo?\n13:26 Jezuz a respontas: An hini a roin dezha\u00f1 un tamm soubet. Hag, o veza\u00f1 soubet un tamm, e roas anezha\u00f1 da Judaz Iskariod, mab Simon.\n13:27 Ha goude m'en devoe Judaz kemeret an tamm, Satan a yeas enna\u00f1. Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Gra raktal ar pezh ac'h eus d'ober.\n13:28 Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak en devoa lavaret kement-se dezha\u00f1.\n13:29 Rak hinienno\u00f9 a so\u00f1je penaos, evel ma oa ar yalc'h gant Judaz, en devoa Jezuz lavaret dezha\u00f1: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel; pe, ro un dra bennak d'ar beorien.\n13:30 O veza\u00f1 eta kemeret an tamm, Judaz a yeas kuit raktal. Noz e oa.\n13:31 Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Brema\u00f1, roet eo bet gloar da Vab an den, ha roet eo bet gloar da Zoue enna\u00f1.\n13:32 Mar deo bet roet gloar da Zoue enna\u00f1, Doue a roio gloar dezha\u00f1 ivez enna\u00f1 e-unan, hag e roio gloar dezha\u00f1 prest.\n13:33 Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. C'hwi am c'hlasko, hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien, me en lavar deoc'h-hu ivez brema\u00f1: E-lec'h ma'z an, ne c'hellit ket dont.\n13:34 Rei\u00f1 a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile; evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.\n13:35 Eus kement-ma\u00f1 ec'h anavezo an holl penaos oc'h va diskibien, ma hoc'h eus karantez an eil evit egile.\n13:36 Simon-P\u00ear a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, da belec'h ez ez-te? Jezuz a lavaras dezha\u00f1: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heulia\u00f1 brema\u00f1; met te am heulio diwezhatoc'h.\n13:37 P\u00ear a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, perak ne c'hellan ket da heulia\u00f1 brema\u00f1? Me a rofe va buhez evidout-te.\n13:38 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Te a rofe da vuhez evidon-me! E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c'hilhog, na'z po va dinac'het teir gwech.\n14:1 Na vezent ket trubuilhet ho kalono\u00f9. Kredit e Doue, kredit ivez ennon.\n14:2 Bez' ez eus meur a chomaj e ti va Zad; ma ne vije ket, me am bije e lavaret deoc'h. Mont a ran da gempenn ul lec'h deoc'h.\n14:3 Ha pa vin aet, ha pa em bo kempennet ul lec'h deoc'h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit ma viot c'hwi ivez el lec'h m'emaon.\n14:4 Ha c'hwi a oar pelec'h ez an, hag ec'h ouzoc'h an hent.\n14:5 Tomaz a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez; ha penaos e c'hellfemp anavezout an hent?\n14:6 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez; den ne zeu d'an Tad, nemet drezon.\n14:7 Mar ho pije va anavezet, ho pije anavezet va Zad; hag a-vrema\u00f1 ec'h anavezit anezha\u00f1, hag hoc'h eus e welet.\n14:8 Filip a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, diskouez deomp an Tad, hag eo a-walc'h deomp.\n14:9 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Keit all a zo abaoe ma'z on ganeoc'h, ha te ne'c'h eus ket va anavezet! Filip, an hini en deus va gwelet, en deus gwelet an Tad. Penaos eta e lavarez: Diskouez deomp an Tad?\n14:10 Ha ne gredez ket on-me en Tad, hag ema\u00f1 an Tad ennon? Ar gerio\u00f9 a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan; met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an obero\u00f9 a ran.\n14:11 Kredit ac'hanon pa lavaran ez on en Tad, hag ema\u00f1 an Tad ennon; pe kredit ac'hanon da vihana\u00f1 abalamour d'an obero\u00f9-se memes.\n14:12 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: An hini a gred ennon a raio ivez an obero\u00f9 a ran, hag e raio reo\u00f9 vrasoc'h c'hoazh eget ar re-ma\u00f1, abalamour ma'z an da gavout va Zad.\n14:13 Ha kement a c'houlennot em anv, me a raio anezha\u00f1, evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab.\n14:14 Mar goulennit un dra bennak em anv, me a raio anezha\u00f1.\n14:15 Mar karit ac'hanon, mirit va gourc'hemenno\u00f9.\n14:16 Ha me a bedo an Tad, hag e\u00f1 a roio deoc'h ur Frealzer all, evit chom da viken ganeoc'h,\n14:17 ar Spered a wirionez, na c'hell ket ar bed degemer anezha\u00f1, dre na wel ket anezha\u00f1, ha n'anavez ket anezha\u00f1; met c'hwi a anavez anezha\u00f1, abalamour ma chom ganeoc'h, ha ma vo ennoc'h.\n14:18 Ne lezin ket ac'hanoc'h emzivaded; dont a rin d'ho kavout.\n14:19 C'hoazh un nebeut amzer, hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan, ha ma vevot ivez.\n14:20 En deiz-se, ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h.\n14:21 An hini en deus va gourc'hemenno\u00f9, hag a vir anezho, hennezh eo an hini a gar ac'hanon; hag an hini a gar ac'hanon, a vo karet gant va Zad, ha me en karo hag en em roin da anavezout dezha\u00f1.\n14:22 Judaz, neket an Iskariod, a lavaras dezha\u00f1: Aotrou! A-belec'h e teu ma en em roi da anavezout deomp, ha nann d'ar bed?\n14:23 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger, ha va Zad a garo anezha\u00f1, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomaj ganta\u00f1.\n14:24 An hini na gar ket ac'hanon, ne vir ket va gerio\u00f9; hag ar ger hoc'h eus klevet n'eo ket ac'hanon-me, met eus an Tad en deus va c'haset.\n14:25 Lavarout a ran deoc'h an trao\u00f9-ma\u00f1 e-pad ma choman ganeoc'h.\n14:26 Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc'h an holl drao\u00f9, hag a zegaso so\u00f1j deoc'h e kement am eus lavaret deoc'h.\n14:27 Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h; rei\u00f1 a ran deoc'h va feoc'h; ne roan ket anezhi deoc'h evel ma ro ar bed. Na vezet ket ho kalon nec'het, na spontet.\n14:28 Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit, hag e tistroan davedoc'h. Mar karjec'h ac'hanon, ho pije levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad; rak va Zad a zo brasoc'h egedon.\n14:29 Ha me am eus e lavaret deoc'h brema\u00f1, a-raok ma erruo an dra, evit pa vo erruet, e kredot.\n14:30 Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak pri\u00f1s ar bed-ma\u00f1 a zeu; ha n'en deus netra ennon.\n14:31 Met evit ma'c'h anavezo ar bed penaos e karan va Zad, ha penaos e ran ar pezh en deus an Tad gourc'hemennet din, savit ha deomp ac'hann.\n15:1 Me eo ar wir winienn, ha va Zad eo ar gwinier.\n15:2 Lemel a ra ac'hanon kement brank na zoug ket a frouezh; hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c'hoazh muioc'h a frouezh.\n15:3 Dija oc'h-hu glan, abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h.\n15:4 Chomit ennon, hag e chomin ennoc'h. Evel na c'hell ket ar brank dougen frouezh anezha\u00f1 e-unan, ma ne chom stag ouzh ar winienn, c'hwi ne c'hellot ket kennebeut ma ne chomit ket ennon.\n15:5 Me eo ar winienn, ha c'hwi eo ar branko\u00f9. An hini a chom ennon ha ma choman enna\u00f1, a zoug kalz a frouezh; rak hepdon ne c'hellit ober netra.\n15:6 Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank, hag e sec'h; neuze e tastumer ar branko\u00f9, o zaoler en tan hag e tevont.\n15:7 Mar chomit ennon, ha mar chom va gerio\u00f9 ennoc'h, c'hwi a c'houlenno ar pezh a fello deoc'h, hag ho po anezha\u00f1.\n15:8 Roet e vo gloar da'm Zad, mar dougit kalz a frouezh, ha c'hwi a vo va diskibien.\n15:9 Evel m'en deus an Tad va c'haret, me am eus ivez ho karet; chomit em c'harantez.\n15:10 Mar mirit va gourc'hemenno\u00f9, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemenno\u00f9 va Zad, hag e choman en e garantez.\n15:11 Lavaret em eus deoc'h an trao\u00f9-ma\u00f1, evit ma chomo va levenez ennoc'h, ha ma vo ho levenez peurleuniet.\n15:12 Va gourc'hemenn eo, ma en em garot an eil egile, evel ma em eus ho karet.\n15:13 Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.\n15:14 C'hwi a vo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h.\n15:15 N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kervel a ran mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.\n15:16 N'eo ket c'hwi hoc'h eus va choazet, met me eo am eus ho choazet, hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot, ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, ha ma roio va Zad deoc'h ar pezh a c'houlennot outa\u00f1 em anv.\n15:17 Ar pezh a c'hourc'hemennan deoc'h eo ma en em garot an eil egile.\n15:18 Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit penaos en deus va c'hasaet a-raok deoc'h.\n15:19 Mar bijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezha\u00f1; met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed, met ma em eus ho choazet er bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h.\n15:20 Ho pet so\u00f1j eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar mevel n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Mar o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h; mar o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini.\n15:21 Met ober a raint deoc'h kement-se holl abalamour da'm anv, rak n'anavezont ket an hini en deus va c'haset.\n15:22 Ma ne vijen ket deuet, ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed; met brema\u00f1 n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed.\n15:23 An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad.\n15:24 Ma ne'm bije ket graet en o zouez an obero\u00f9 n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed; met brema\u00f1 o deus o gwelet, hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez.\n15:25 Met kement-se a zo evit ma vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg.\n15:26 Met pa vo deuet ar Frealzer, a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, e\u00f1 a roio testeni ac'hanon.\n15:27 Ha c'hwi ivez, c'hwi a roio testeni, abalamour m'emaoc'h ganin adalek ar penn-kenta\u00f1.\n16:1 Lavaret em eus deoc'h an trao\u00f9-ma\u00f1, evit na gemerot ket a skouer fall.\n16:2 Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogenno\u00f9; an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv servija\u00f1 Doue.\n16:3 Ober a raint kement-se deoc'h, abalamour n'o deus ket anavezet na va Zad na me.\n16:4 Met me am eus lavaret deoc'h an trao\u00f9-se, evit m'ho po so\u00f1j, pa vo deuet an eur, em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kenta\u00f1, abalamour ma oan ganeoc'h.\n16:5 Met brema\u00f1 ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn ouzhin: Pelec'h ez ez?\n16:6 Met, abalamour ma em eus lavaret deoc'h an trao\u00f9-ma\u00f1, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon.\n16:7 Koulskoude, me a lavar deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit; rak ma ne dan ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout; met mar dan kuit, me a gaso anezha\u00f1 deoc'h.\n16:8 Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed a bec'hed, a reizhder, hag a varnedigezh:\n16:9 a bec'hed, abalamour na gredont ket ennon;\n16:10 a reizhder, abalamour ma'z an da gavout va Zad ha ne'm gwelot mui;\n16:11 a varnedigezh, abalamour pri\u00f1s ar bed-ma\u00f1 a zo dija barnet.\n16:12 Kalz a drao\u00f9 all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'oc'h ket c'hoazh evit o dougen.\n16:13 Met pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezha\u00f1 e-unan, met lavarout a raio kement en devo klevet, hag e tiskl\u00eario deoc'h an trao\u00f9 da zont.\n16:14 E\u00f1 eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din, ha ma en diskl\u00eario deoc'h.\n16:15 Kement en deus an Tad a zo din; setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din, hag en diskl\u00eario deoc'h.\n16:16 C'hoazh un nebeut amzer ha ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot, abalamour ma'z an da gavout va Zad.\n16:17 Hag hinienno\u00f9 eus an diskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot; hag: Abalamour ma'z an da gavout va Zad?\n16:18 Lavarout a raent eta: Petra eo pa lavar: A-benn nebeut amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar.\n16:19 Jezuz eta, oc'h anavezout e c'hoantaent ober goulenno\u00f9 outa\u00f1, a lavaras dezho: C'hwi a ra goulenno\u00f9 an eil ouzh egile diwar-benn ar pezh am eus lavaret: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot.\n16:20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio; c'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.\n16:21 Pa wilioud ur wreg, he devez poan, abalamour ma vez deuet he amzer; met adalek ma'z eo gwilioudet eus ur bugel, n'he devez ken so\u00f1j eus he foan, gant ar joa he deus da veza\u00f1 ganet un den er bed.\n16:22 Evel-se, c'hwi a zo brema\u00f1 en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez.\n16:23 Hag en deiz-se, c'hwi ne c'houlennot ken mann ouzhin war netra. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, penaos kement a c'houlennot digant an Tad em anv, e roio anezha\u00f1 deoc'h.\n16:24 Betek vrema\u00f1 n'hoc'h eus goulennet netra em anv; goulennit, hag ho po, evit ma vo ho levenez peurleuniet.\n16:25 Me am eus lavaret deoc'h an trao\u00f9-ma\u00f1 e parabolenno\u00f9; met an amzer a zeu na gomzin ken deoc'h e parabolenno\u00f9; met me a gomzo deoc'h freals eus an Tad.\n16:26 En deiz-se, c'hwi a c'houlenno em anv, ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h,\n16:27 rak an Tad e-unan ho kar, abalamour m'hoc'h eus va c'haret, ha m'hoc'h eus kredet on deuet eus Doue.\n16:28 Me a zo deuet eus an Tad, hag on deuet er bed; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gavout va Zad.\n16:29 E ziskibien a lavaras dezha\u00f1: Setu, brema\u00f1 e komzez freals, ha ne lavarez parabolenn ebet.\n16:30 Brema\u00f1, ni a oar ec'h anavezez an holl drao\u00f9, ha ne'c'h eus ket ezhomm e c'houlennfe den netra ouzhit; abalamour da-se eo e kredomp out deuet eus Doue.\n16:31 Jezuz a respontas dezho: C'hwi a gred brema\u00f1?\n16:32 Setu, an eur a zeu, hag deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez, ha penaos e lezot ac'hanon va-unan; met me n'on ket va-unan, abalamour va Zad a zo ganin.\n16:33 Lavaret em eus deoc'h an trao\u00f9-ma\u00f1 evit m'ho po ar peoc'h ennon; c'hwi ho po trubuilho\u00f9 er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.\n17:1 Jezuz a gomzas evel-se, hag o sevel e zaoulagad etrezek an ne\u00f1v, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet; ro gloar da'z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,\n17:2 hervez ma ec'h eus roet dezha\u00f1 galloud war bep kig, evit ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezha\u00f1.\n17:3 Hag ar vuhez peurbadus eo, ma'c'h anavezint ac'hanout, te, ar gwir Doue hepken, ha Jezuz-Krist, an hini ac'h eus kaset.\n17:4 Roet em eus gloar dit war an douar; echuet em eus al labour az poa roet din d'ober.\n17:5 Ha brema\u00f1, ro gloar din, Tad, ez kichen da-unan, eus ar gloar-se am boa tost ouzhit a-raok ma voe graet ar bed.\n17:6 Diskl\u00eariet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed; dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da c'her.\n17:7 Anavezet o deus brema\u00f1 penaos kement ac'h eus roet din a zeu ac'hanout.\n17:8 Rak roet em eus dezho ar gerio\u00f9 ac'h eus roet din, hag o deus o degemeret, hag o deus anavezet e gwirionez on deuet ac'hanout, hag o deus kredet ec'h eus va c'haset.\n17:9 Pedi\u00f1 a ran evito, ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac'h eus roet din, abalamour ma'z int dit.\n17:10 Ha kement a zo din, a zo dit; hag ar pezh a zo dit, a zo din; hag enno e vez roet gloar din.\n17:11 Me n'on ken er bed, met ar re-ma\u00f1 a zo er bed, ha me a ya da'z kavout. Tad santel, mir ez anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan, eveldomp-ni.\n17:12 E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho ez anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet.\n17:13 Ha brema\u00f1, me a ya da'z kavout, hag e lavaran an trao\u00f9-ma\u00f1 er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno.\n17:14 Roet em eus dezho da c'her, hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.\n17:15 Ne bedan ket ac'hanout d'o lemel eus ar bed, met d'o diwall diouzh an droug.\n17:16 N'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.\n17:17 Santela anezho dre da wirionez; da c'her eo ar wirionez.\n17:18 Evel ma ec'h eus va c'haset er bed, em eus ivez o c'haset er bed.\n17:19 Ha me en em santela va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet dre ar wirionez.\n17:20 Ne bedan ket hepken evito, met ivez evit a re a gredo ennon dre o ger,\n17:21 evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon o Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed eo te ac'h eus va c'haset.\n17:22 Roet em eus dezho ar gloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan, evel ma'z omp ni unan,\n17:23 me enno, ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma'c'h anavezo ar bed ec'h eus va c'haset, hag e karez anezho evel ma ec'h eus va c'haret.\n17:24 Tad, me a fell din e vo ganin ar re ac'h eus roet din, el lec'h e vin, evit ma welint ar gloar ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed.\n17:25 Tad gwirion, ar bed n'en deus ket anavezet ac'hanout; met me am eus anavezet ac'hanout, hag ar re-ma\u00f1 o deus anavezet eo te ac'h eus va c'haset.\n17:26 Hag em eus roet da anavezout dezho da anv, hag e roin anezha\u00f1 da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac'h eus bet evidon, ha ma vin ivez enno.\n18:1 Goude m'en devoe Jezuz lavaret an trao\u00f9-ma\u00f1, ez eas gant e ziskibien en tu all d'ar froud Kedron, e-lec'h ma oa ul liorzh; antreal a reas enni, e\u00f1 hag e ziskibien.\n18:2 Judaz, an hini en gwerzhe, a anaveze ivez al lec'h-se, abalamour Jezuz a oa aet alies eno gant e ziskibien.\n18:3 Judaz eta, o veza\u00f1 kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternio\u00f9, gant goulou ha gant armo\u00f9.\n18:4 Ha Jezuz, o c'houzout kement a dlee c'hoarvezout ganta\u00f1, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?\n18:5 Int a respontas dezha\u00f1: Jezuz a Nazared. Jezuz a lavaras dezho: Me eo. Ha Judaz, an hini en gwerzhe, a oa ivez ganto.\n18:6 Kerkent m'en devoa lavaret dezho: Me eo, e teujont a-dre\u00f1v, hag e kouezhjont d'an douar.\n18:7 Goulenn a reas c'hoazh ur wech outo: Piv a glaskit? Hag int a respontas: Jezuz a Nazared.\n18:8 Jezuz a respontas: Lavaret em eus deoc'h penaos eo me; mar deo eta me a glaskit, lezit ar re-ma\u00f1 da vont kuit.\n18:9 Kement-ma\u00f1 a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar gomz-ma\u00f1 en devoa lavaret: Ne'm eus kollet hini ebet eus ar re ac'h eus roet din.\n18:10 Neuze Simon-P\u00ear, a oa ganta\u00f1 ur c'hleze, a dennas anezha\u00f1, a skoas ganta\u00f1 ur servijer d'ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dehou dezha\u00f1; ar servijer-se a oa anvet Malkuz.\n18:11 Met Jezuz a lavaras da B\u00ear: Laka da gleze en e c'houin; ha n'evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?\n18:12 Neuze ar vandenn soudarded, ar c'habiten hag an dud kaset gant ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezha\u00f1,\n18:13 hag a gasas anezha\u00f1 da genta\u00f1 da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz, beleg-meur ar bloaz-se.\n18:14 Kaifaz a oa an hini en devoa roet ar c'huzul-se d'ar Yuzevien, penaos e oa talvoudek e varvje un den hepken evit ar bobl.\n18:15 Met, Simon-P\u00ear, gant un diskibl all, en devoa heuliet Jezuz. An diskibl-se a oa anavezet gant ar beleg-meur, hag ez eas gant Jezuz e palez ar beleg-meur.\n18:16 Met P\u00ear a oa chomet er-maez, e-tal an nor. An diskibl all, hag a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas eta da gomz ouzh ar borzhierez, hag a lakaas P\u00ear da vont e-barzh.\n18:17 Neuze ar vatezh (ar borzhierez) a lavaras da B\u00ear: N'out ket ivez eus diskibien an den-se? E\u00f1 a lavaras: N'on ket.\n18:18 Ar mevelien hag ar servijerien a oa eno, o veza\u00f1 graet tan, abalamour ma oa yen, e tomment. P\u00ear a oa ganto, hag e tomme.\n18:19 Ar beleg-meur a reas goulenno\u00f9 ouzh Jezuz diwar-benn e ziskibien, ha diwar-benn e gredenn.\n18:20 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Komzet em eus sklaer d'an dud; atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ, e-lec'h m'en em zastum ar Yuzevien eus a bep lec'h, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh.\n18:21 Perak eta e rez goulenno\u00f9 ouzhin? Gra da c'houlenno\u00f9 ouzh a re o deus klevet ar pezh am eus lavaret dezho: an dud-se a oar ar pezh am eus lavaret.\n18:22 P'en devoa lavaret kement-se, unan eus ar servijerien a oa eno, a roas ur jodad da Jezuz, en ur lavarout dezha\u00f1: Evel-se eo e respontez d'ar beleg-meur?\n18:23 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Mar em eus komzet fall, diskouez ar pezh fall am eus lavaret; met mar em eus komzet mat, perak e skoez ac'hanon?\n18:24 Hag Annaz a gasas anezha\u00f1 ereet da Gaifaz ar beleg-meur.\n18:25 Simon-P\u00ear a oa eno, hag en em domme; lavarout a rejont dezha\u00f1: Ha n'out ket te ivez eus e ziskibien? E\u00f1 en nac'has hag a lavaras: N'on ket.\n18:26 Unan eus mevelien ar beleg-meur, a oa kar d'an hini en devoa P\u00ear troc'het e skouarn, a lavaras dezha\u00f1: Ha ne'm eus ket da welet el liorzh ganta\u00f1?\n18:27 P\u00ear en nac'has adarre; ha kerkent ar c'hilhog a ganas.\n18:28 Neuze e kasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi; ar mintin e oa, ha n'ejont ket e-barzh ar pretordi o-unan, gant aon d'en em saotra\u00f1, evit ma c'helljent debri\u00f1 ar Pask.\n18:29 Pilat, o veza\u00f1 aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Pet tamall a rit a-enep an den-se?\n18:30 Respont a rejont dezha\u00f1: Ma ne vije ket un torfedour, n'hor bije ket e lakaet etre da zaouarn.\n18:31 Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezha\u00f1 hoc'h-unan, ha barnit e\u00f1 hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezha\u00f1: N'hon eus ket ar galloud da lazha\u00f1 den.\n18:32 Kement-ma\u00f1 a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa Jezuz lavaret, o verka\u00f1 dre beseurt marv e tlee mervel.\n18:33 Neuze Pilat a zistroas d'ar pretordi hag o veza\u00f1 lakaet Jezuz da zont, e lavaras dezha\u00f1: Bez' out-te roue ar Yuzevien?\n18:34 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Ac'hanout da-unan eo e lavarez kement-se, pe reo\u00f9 all o deus e lavaret dit?\n18:35 Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da bobl hag ar veleien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet?\n18:36 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-ma\u00f1; mar bije bet va rouantelezh eus ar bed-ma\u00f1, va mevelien o dije stourmet evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien; met brema\u00f1 va rouantelezh n'eo ket ac'han.\n18:37 Neuze Pilat a lavaras dezha\u00f1: Te a zo eta roue? Jezuz a respontas: E lavarout a rez; roue on, evit-se eo on bet ganet, hag evit-se eo on deuet er bed, evit rei\u00f1 testeni d'ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez, a selaou va mouezh.\n18:38 Pilat a lavaras dezha\u00f1: Petra eo ar wirionez? Ha goude m'en devoa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien, hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet en den-se.\n18:39 Met, bez' hoc'h eus ur c'hiz en ho touez, ma laoskfen deoc'h unan bennak gant ar Pask. Fellout a ra deoc'h eta e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?\n18:40 Neuze an holl a grias a-nevez: Na laosk ket hema\u00f1, met Barabbaz. Ha Barabbaz a oa ul laer.\n19:1 Pilat eta a gemeras Jezuz, hag a lakaas anezha\u00f1 da veza\u00f1 skourjezet.\n19:2 Ar soudarded, o veza\u00f1 gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn, hag a wiskas anezha\u00f1 gant ur vantell vouk.\n19:3 Hag e lavarent dezha\u00f1: Roue ar Yuzevien, ni a salud ac'hanout; hag e roent jodado\u00f9 dezha\u00f1.\n19:4 Pilat o veza\u00f1 aet a-nevez er-maez a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezha\u00f1 deoc'h er-maez, evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet enna\u00f1.\n19:5 Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell vouk; ha Pilat a lavaras dezho: Setu an den.\n19:6 Met pa welas ar veleien vras hag ar servijerien anezha\u00f1, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezha\u00f1 hoc'h-unan ha kroazstagit anezha\u00f1; rak me ne gavan torfed ebet enna\u00f1.\n19:7 Ar Yuzevien a respontas dezha\u00f1: Ni hon eus ul lezenn, hag hervez hol lezenn e tle mervel, abalamour ma'z eo en em raet Mab Doue.\n19:8 Pilat, o klevout ar ger-se, en devoe c'hoazh muioc'h a zouja\u00f1s.\n19:9 Distrei\u00f1 a reas eta er pretordi, hag e lavaras da Jezuz: A-belec'h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezha\u00f1.\n19:10 Neuze Pilat a lavaras dezha\u00f1: Ne lavarez netra din? N'ouzout ket em eus ar galloud da lakaat kroazstaga\u00f1 ac'hanout, hag ar galloud da'z leuskel da vont?\n19:11 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Te ne'z pije galloud ebet warnon, ma ne vije ket bet roet dit diouzh krec'h; setu perak an hini en deus va lakaet etre da zaouarn en deus graet ur pec'hed brasoc'h.\n19:12 Adalek neuze Pilat a glaske e leuskel; met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar; rak piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar.\n19:13 Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez, hag a azezas war e gador-varn, el lec'h galvet ar Pavez, hag en hebraeg Gabbata\n19:14 (met kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur); hag e lavaras d'ar Yuzevien: Setu ho roue.\n19:15 Met int a grias: Lam anezha\u00f1! Lam anezha\u00f1! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstaga\u00f1 a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: Ni n'hon eus roue all ebet nemet Kezar.\n19:16 Neuze e roas anezha\u00f1 dezho evit beza\u00f1 kroazstaget. Kemer a rejont eta anezha\u00f1 hag e kasjont Jezuz ganto.\n19:17 Ha Jezuz, o tougen e groaz, a zeuas el lec'h anvet ar C'hlopenn, hag a zo en hebraeg Golgota.\n19:18 Eno e kroazstagjont anezha\u00f1 ha daou all ganta\u00f1, unan en un tu, hag unan all en tu all, ha Jezuz er c'hreiz.\n19:19 Pilat a reas ivez ur skrid, hag en lakaas war ar groaz; enna\u00f1 e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN.\n19:20 Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skrid-se, abalamour al lec'h ma oa Jezuz kroazstaget a oa tost da g\u00ear; skrivet e oa en hebraeg, e gresianeg hag e latin.\n19:21 Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien.\n19:22 Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet.\n19:23 Goude m'o devoe ar soudarded kroazstaget Jezuz, e kemerjont e zilhad, hag e rejont peder lodenn, ul lodenn evit pep hini; kemer a rejont ivez ar sae; met ar sae a oa hep gwri, eus ur wiadenn, adalek krec'h betek trao\u00f1.\n19:24 Lavaret a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi, met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe, evit ma vije peurc'hraet ar gomz-ma\u00f1 eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad, ha taolet o deus va sae d'ar sord. Evel-se e reas ar soudarded.\n19:25 Mamm Jezuz, ha c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz.\n19:26 Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab.\n19:27 Neuze e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di.\n19:28 Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa peurc'hraet holl, a lavaras, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: Sec'hed am eus.\n19:29 Bez' e oa eno ul lestr leun a winegr. Leunia\u00f1 a rejont eta ur spoueenn a winegr, hag o veza\u00f1 he lakaet e penn ur gorzenn sikadez, e kinnigjont anezhi d'e c'henou.\n19:30 P'en devoa Jezuz kemeret ar gwinegr e lavaras: Peurc'hraet eo pep tra! Hag, o veza\u00f1 pleget e benn, e roas ar spered.\n19:31 Met, ar Yuzevien, gant aon na chomfe ar c'horfo\u00f9 war ar groaz deiz ar sabad (rak kempennadur ar Pask e oa, hag ar sabad-se a oa un deiz bras), a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar d'ar re groazstaget, ha ma vijent tennet ac'hane.\n19:32 Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kenta\u00f1, goude d'an eil a oa kroazstaget ganta\u00f1.\n19:33 Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezha\u00f1 e zivhar.\n19:34 Koulskoude unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezha\u00f1 gant ul la\u00f1s, ha kerkent e tilamas anezha\u00f1 gwad ha dour.\n19:35 An hini en deus gwelet a ro testeni a gement-se (hag e desteni a zo gwirion, hag e oar e lavar gwir), evit ma kredot.\n19:36 Ha kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: E eskern ne vint ket torret.\n19:37 Hag e lec'h all ar Skritur a lavar c'hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet.\n19:38 Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz.\n19:39 Nikodem, an hini, er penn-kenta\u00f1, a oa aet en noz da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur eus ur veskadenn mir hag aloez.\n19:40 Kemer a rejont eta korf Jezuz, hag e c'holojont anezha\u00f1 gant bandenno\u00f9 ha gant al louzo\u00f9 a c'hwezh-vat, evel m'o devoa ar Yuzevien ar c'hiz da sebelia\u00f1.\n19:41 Setu, e oa ul liorzh el lec'h ma oa bet kroazstaget, hag el liorzh ur bez nevez na oa bet c'hoazh lakaet den enna\u00f1.\n19:42 Lakaat a rejont eta Jezuz enna\u00f1, abalamour da gempennadur ar Yuzevien hag ivez dre ma oa tost ar bez.\n20:1 An deiz kenta\u00f1 eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, evel ma oa c'hoazh te\u00f1val, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.\n20:2 Redek a reas eta hag e teuas da gavout Simon-P\u00ear hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet eo an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet.\n20:3 Neuze P\u00ear a yeas er-maez gant an diskibl all, hag ez ejont d'ar bez.\n20:4 Hag e redent o-daou a-unvan, met an diskibl all-se a redas buanoc'h eget P\u00ear, hag a erruas da genta\u00f1 er bez.\n20:5 O veza\u00f1 en em bleget, e welas ar bandenno\u00f9 war an douar, met ne deas ket e-barzh.\n20:6 Simon-P\u00ear a heulie anezha\u00f1, hag, o veza\u00f1 erruet, a yeas er bez; gwelout a reas ar bandenno\u00f9 war an douar,\n20:7 hag al lienenn a oa bet lakaet dezha\u00f1 war e benn ha ne oa ket gant ar bandenno\u00f9, met pleget en ul lec'h a-du.\n20:8 An diskibl all, an hini erruet da genta\u00f1 er bez, a yeas ivez enna\u00f1, hag e welas, hag e kredas.\n20:9 Rak n'o devoa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee Jezuz adsevel a varv.\n20:10 Hag an diskibien a zistroas d'o ziez.\n20:11 Koulskoude Mari en em zalc'he er-maez, tost ouzh ar bez, o ouela\u00f1; hag evel ma ouele, en em blegas er bez\n20:12 hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz.\n20:13 Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma'z eo tennet ac'han va Aotrou, ha n'ouzon ket pelec'h eo bet lakaet.\n20:14 Hag o veza\u00f1 lavaret kement-se, e tistroas, hag e welas Jezuz en e sav; met ne ouie ket e oa Jezuz.\n20:15 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o kredi\u00f1 e oa al liorzher, a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, mar ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet, hag e kemerin anezha\u00f1.\n20:16 Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hag hi, o veza\u00f1 distroet, a lavaras dezha\u00f1: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!\n20:17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue.\n20:18 Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he devoa gwelet an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret kement-se dezhi.\n20:19 An abardaez eus an deiz-se a oa ar c'henta\u00f1 eus ar sizhun, an dorio\u00f9 eus al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o veza\u00f1 serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas hag en em ziskouezas en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!\n20:20 P'en devoa lavaret kement-se dezho, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. An diskibien eta, o welout an Aotrou, o devoe ur joa vras.\n20:21 Lavarout a reas dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad kaset ac'hanon, me ho kas ivez.\n20:22 P'en devoe lavaret kement-se, e c'hwezas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel.\n20:23 D'ar re e pardonot o fec'hedo\u00f9, e vint pardonet dezho, ha d'ar re o dalc'hot, e vint dalc'het dezho.\n20:24 Met Tomaz, unan eus an daouzek, galvet Didim, ne oa ket ganto pa oa deuet Jezuz.\n20:25 An diskibien all a lavaras dezha\u00f1 eta: Ni hon eus gwelet an Aotrou. Met e\u00f1 a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tacho\u00f9 en e zaouarn, ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.\n20:26 Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti, ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorio\u00f9 o veza\u00f1 serret, en em zalc'has en o c'hreiz hag a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!\n20:27 Neuze e lavaras da Domaz: Laka ama\u00f1 da viz, ha sell ouzh va daouarn; astenn ivez da zorn, ha laka anezha\u00f1 em c'hostez, ha na vez ket diskredik, met kred.\n20:28 Tomaz a respontas hag a lavaras dezha\u00f1: Va Aotrou ha va Doue!\n20:29 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, [Tomaz,] ec'h eus kredet. E\u00fcrus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet!\n20:30 Jezuz a reas c'hoazh dirak e ziskibien kalz a viraklo\u00f9 all, met n'int ket skrivet el levr-ma\u00f1.\n20:31 Hag an trao\u00f9-ma\u00f1 a zo bet skrivet, evit ma kredot ez eo Jezuz eo ar C'hrist, Mab Doue, hag evit, o kredi\u00f1, m'ho po ar vuhez dre e anv.\n21:1 Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d'e ziskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-ma\u00f1.\n21:2 Simon-P\u00ear, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea, ha daou all eus e ziskibien, a oa asambles.\n21:3 Simon-P\u00ear a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezha\u00f1: Ni a ya ivez ganit. Mont a rejont, hag e pignjont er vag; met ne dapjont netra en noz-se.\n21:4 Ar mintin o veza\u00f1 deuet, Jezuz en em gavas war an aod, met an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz.\n21:5 Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebri\u00f1? Int a respontas dezha\u00f1: Nann.\n21:6 E\u00f1 a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag, hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi, ha ne c'hellent ken he zenna\u00f1 er-maez, abalamour d'an niver bras a besked.\n21:7 Setu perak, an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da B\u00ear: An Aotrou eo! Ha Simon-P\u00ear, oc'h anavezout e oa an Aotrou, a lakaas e sae war-c'horre (rak en noazh e oa) hag en em daolas er mor.\n21:8 Met an diskibien all a zeuas gant ar vag, o ruza\u00f1 ar roued leun a besked, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad.\n21:9 Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, ha pesked warno, ha bara.\n21:10 Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet brema\u00f1.\n21:11 Simon-P\u00ear a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar, leun gant tri hag hanter-kant pesk bras; ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued.\n21:12 Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leina\u00f1. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outa\u00f1: Piv out-te? o c'houzout e oa an Aotrou.\n21:13 Jezuz eta a dostaas, a gemeras bara, hag a roas anezha\u00f1 dezho, kenkoulz hag eus ar pesked.\n21:14 An deirvet gwech a oa dija ma rae Jezuz en em ziskouez d'e ziskibien, goude beza\u00f1 adsavet a-douez ar re varv.\n21:15 Goude m'o devoa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-P\u00ear: Simon, mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-ma\u00f1? P\u00ear a respontas: Ya, Aotrou, gouzout a rez penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Mesa va oaned.\n21:16 Lavarout a reas dezha\u00f1 un eil gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? P\u00ear a respontas dezha\u00f1: Ya, Aotrou, te a oar penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Mesa va de\u00f1ved.\n21:17 Lavarout a reas dezha\u00f1 evit un deirvet gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? P\u00ear a voe glac'haret eus m'en devoa goulennet diganta\u00f1 evit an deirvet gwech: Va c'harout a rez? Met e\u00f1 a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, anavezout a rez an holl drao\u00f9, gouzout a rez e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Mesa va de\u00f1ved.\n21:18 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: pa oas yaouank, te en em c'hourize da-unan hag ez aes e-lec'h ma felle dit; met pa vi kozh, ta a astenno da zaouarn, hag unan all a c'hourizo ac'hanout, hag a gaso ac'hanout e-lec'h na fello ket dit mont.\n21:19 Met, lavarout a rae kement-se, evit merka\u00f1 dre beseurt marv P\u00ear a roje gloar da Zoue. Ha goude beza\u00f1 komzet evel-se, e lavaras dezha\u00f1: Heul ac'hanon.\n21:20 Ha P\u00ear, o veza\u00f1 distroet, a welas o tont war e lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini a oa gourvezet war askre Jezuz e-pad ar goan, hag en devoa lavaret dezha\u00f1: Aotrou, piv eo an hini a werzh ac'hanout?\n21:21 P\u00ear eta, o veza\u00f1 e welet, a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hema\u00f1, petra a erruo ganta\u00f1?\n21:22 Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heul ac'hanon.\n21:23 Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur, penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n'en devoa ket lavaret dezha\u00f1: Ne varvo ket; met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit?\n21:24 An diskibl-se eo, a ro testeni eus an trao\u00f9-ma\u00f1 hag en deus o skrivet, ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.\n21:25 Kalz a drao\u00f9 all c'hoazh a zo bet graet gant Jezuz, ha ma vijent bet skrivet dre ar munud, ne gredan ket e c'hellje ar bed memes kenderc'hel al levrio\u00f9 a vije skrivet. [Amen.]","title":"Breton Bible (NT Gospels): John","type":"page"}
