{"collection":"Bible & Christianity","html_url":"https://unchartedknowledge.5gfusion.net/browse/bib/wb/brt/luk.htm","path":"bib/wb/brt/luk.htm","source_url":"https://sacred-texts.com/bib/wb/brt/luk.htm","text":"1:1 Kalz o veza\u00f1 kemeret ar garg da skriva\u00f1 istor an trao\u00f9 c'hoarvezet, hag anavezet mat evit beza\u00f1 gwir en hon touez,\n1:2 hervez m'o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kenta\u00f1, hag a zo bet ministred ar Ger,\n1:3 kredet em eus ivez, Teofil mat-meurbet, e tleen o skriva\u00f1 dit dre urzh, goude beza\u00f1 graet un enklask pizh warno holl, gant evezh,\n1:4 evit ma'c'h anavezi ar wirionez diwar-benn ar pezh a zo bet desket dit.\n1:5 En amzer Herodez, roue Judea, e oa ur beleg anvet Zakaria, eus lignez Abia; e wreg a oa eus lignez Aaron, hag en em c'halve Elizabed.\n1:6 Reizh e oant o-daou dirak an Aotrou, hag e heulient holl gourc'hemenno\u00f9 hag urzhio\u00f9 an Aotrou, en un doare divlam.\n1:7 N'o devoa ket a vugale, rak Elizabed a oa gaonac'h, hag o-daou, e oant aet war an oad.\n1:8 Erruout a reas, evel ma rae Zakaria e garg a veleg dirak Doue, hervez urzh e dro,\n1:9 ma voe galvet dre ar sord, hervez giz ar velegiezh, da vont e-barzh templ an Aotrou, evit devi\u00f1 an eza\u00f1s.\n1:10 An holl bobl a oa er-maez o pedi\u00f1, d'an eur ma teved an eza\u00f1s.\n1:11 Neuze un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezha\u00f1 en e sav, en tu dehou da aoter an eza\u00f1s.\n1:12 Zakaria, o welout anezha\u00f1, a voe trubuilhet, hag ar spont a grogas enna\u00f1.\n1:13 Met an ael a lavaras dezha\u00f1: Zakaria, na'z pez ket aon, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elizabed a c'hano dit ur mab, hag e roi dezha\u00f1 an anv a Yann.\n1:14 Bez' e vo evidout un abeg a joa hag a laouenidigezh, ha kalz en em laouenaio eus e c'hanedigezh.\n1:15 Rak bras e vo dirak an Aotrou; n'evo na gwin, nag evaj kre\u00f1v ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm;\n1:16 distrei\u00f1 a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue,\n1:17 hag e valeo diraza\u00f1 e spered hag e nerzh Elia, evit trei\u00f1 kalono\u00f9 an tado\u00f9 ouzh ar vugale, hag ar re disentus ouzh furnez ar re reizh, evit aoza\u00f1 d'an Aotrou ur bobl tuet mat.\n1:18 Zakaria a lavaras d'an ael: A betra ec'h anavezin kement-se? Rak me a zo kozh, ha va gwreg a zo aet war an oad?\n1:19 An ael a respontas dezha\u00f1: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue; degaset on bet evit komz ouzhit ha diskl\u00earia\u00f1 dit ar c'helo\u00f9 mat-ma\u00f1.\n1:20 Ha setu, te a ya da veza\u00f1 mut, ha ne c'helli ken komz, betek an deiz ma c'hoarvezo an trao\u00f9-ma\u00f1, abalamour ne'c'h eus ket kredet da'm c'homzo\u00f9, hag a erruo en o amzer.\n1:21 Koulskoude, ar bobl a c'hortoze Zakaria, hag a oa souezhet ma talee en templ.\n1:22 Pa voe deuet er-maez, ne c'helle ket komz outo, hag ec'h anavezjont en devoa bet ur welidigezh en templ, rak dre sino\u00f9 en roe da gompren dezho; hag e chomas mut.\n1:23 Pa voe echuet deizio\u00f9 e garg, ez eas d'e di.\n1:24 Un nebeut amzer goude, Elizabed, e wreg, en em gavas dougerez, hag en em guzhas e-pad pemp miz, o lavarout:\n1:25 Evel-se eo, en deus graet an Aotrou em c'he\u00f1ver en deizio\u00f9-ma\u00f1, m'en deus sellet ouzhin, evit lemel an dismega\u00f1s a oa warnon dirak an dud.\n1:26 Er c'hwec'hvet miz, Doue a gasas an ael Gabriel en ur g\u00ear a C'halilea galvet Nazared,\n1:27 d'ur werc'hez a zlee dimezi\u00f1 d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David; ar werc'hez-se a oa anvet Mari.\n1:28 An ael, o veza\u00f1 aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludi\u00f1 a ran, te a zo bet resevet en gras, an Aotrou a zo ganit. [Benniget out e-touez ar gwragez.]\n1:29 O veza\u00f1 gwelet an ael, e voe trubuilhet gant e gomzo\u00f9, hag e so\u00f1je enni ec'h-unan petra a c'helle ar salud-se beza\u00f1.\n1:30 Neuze an ael a lavaras dezhi: Mari, na'z pez ket aon, rak kavet ec'h eus gras dirak Doue.\n1:31 Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab, hag e c'halvi e anv Jezuz.\n1:32 Bras e vo, hag e vo galvet mab an Uhela\u00f1-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezha\u00f1 tron David e dad.\n1:33 Ren a raio da virviken war diegezh Jakob, hag e ren n'en devo ken a fin.\n1:34 Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet?\n1:35 An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout, ha galloud an Uhela\u00f1-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud; dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue.\n1:36 Ha setu, Elizabed da geniterv a zoug ivez ur mab en he c'hozhni, hag hema\u00f1 eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h.\n1:37 Rak n'eus netra dibosupl da Zoue.\n1:38 Ha Mari a lavaras: Setu servijerez an Aotrou, ra vo graet din hervez da gomz. Hag an ael a bellaas diouti.\n1:39 Neuze Mari a savas, hag a yeas buan da vro ar menezio\u00f9, en ur g\u00ear eus Bro-Juda,\n1:40 hag, o veza\u00f1 aet e ti Zakaria, e saludas Elizabed.\n1:41 Kerkent ha ma klevas Elizabed Salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof; hag Elizabed a voe leuniet eus ar Spered-Santel.\n1:42 Hag o sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez, ha benniget eo frouezh da gof.\n1:43 A-belec'h e teu kement-ma\u00f1 din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon?\n1:44 Rak mouezh da salud n'he deus ket kentoc'h skoet va divskouarn, m'en deus ar bugel bihan tridet gant levenez em c'hof.\n1:45 E\u00fcrus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an trao\u00f9 a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.\n1:46 Neuze Mari a lavaras: Va ene a veul an Aotrou,\n1:47 ha va spered en em laouena e Doue va Salver,\n1:48 abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vrema\u00f1, e vin galvet e\u00fcrus gant an holl rummado\u00f9,\n1:49 rak an Holl-C'halloudek en deus graet trao\u00f9 bras din; e anv a zo santel,\n1:50 hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezha\u00f1.\n1:51 Diskouezet en deus nerzh e vrec'h; stlabezet en deus ar so\u00f1jezono\u00f9 a rae ar re lorc'hus en o c'halon.\n1:52 Didronet en deus ar re c'halloudek, ha savet en deus ar re vihan.\n1:53 Leuniet en deus a vado\u00f9 a re o devoa naon, ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.\n1:54 Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout so\u00f1j eus e drugarez,\n1:55 evel m'en devoa e lavaret d'hon tado\u00f9, da Abraham ha d'e lignez da viken.\n1:56 Mari a chomas gant Elizabed war-dro tri miz; neuze e tistroas d'he zi.\n1:57 Neuze, amzer Elizabed o veza\u00f1 deuet, e c'hanas ur mab.\n1:58 He amezeien hag he c'herent, o veza\u00f1 anavezet penaos en devoa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c'he\u00f1ver, en em laouenajont ganti.\n1:59 O veza\u00f1 deuet an eizhvet deiz evit amdroc'ha\u00f1 ar bugel, e c'halvjont anezha\u00f1 Zakaria, eus anv e dad.\n1:60 Met e vamm, o kemer ar gomz, a lavaras: Nann, met Yann e vo galvet.\n1:61 Hag e lavarjont dezhi: N'eus den ez kerentiezh hag a zo galvet eus an anv-se.\n1:62 Neuze e c'houlennjont dre sin ouzh e dad penaos e felle dezha\u00f1 e vije galvet.\n1:63 Zakaria, o veza\u00f1 goulennet taolenno\u00f9igo\u00f9, a skrivas ar gerio\u00f9-ma\u00f1: Yann eo e anv. Hag an holl a voe souezhet.\n1:64 Kerkent e c'henou a zigoras, e deod a ziereas, hag e komze en ur veuli\u00f1 Doue.\n1:65 O holl amezeien a voe leuniet a spont, hag an holl drao\u00f9-ma\u00f1 en em vrude dre holl venezio\u00f9 Judea.\n1:66 An holl re o c'hleve, o mire en o c'halon, hag e lavarent: Petra eta e vo ar bugel bihan-se? Ha dorn an Aotrou a oa warna\u00f1.\n1:67 Neuze Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel, hag e tiouganas, o lavarout:\n1:68 Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre ma'z eo deuet da welout ha da zasprena\u00f1 e bobl,\n1:69 hag abalamour m'en deus savet deomp ur Salver Galloudek e tiegezh David e servijer,\n1:70 evel m'en devoa lavaret dre c'henou e brofeded santel, abaoe penn-kenta\u00f1 ar bed,\n1:71 dre m'en deus hor saveteet a zaouarn hon enebourien, hag eus dorn an holl re a gasae ac'hanomp,\n1:72 evit ober trugarez e-ke\u00f1ver hon tado\u00f9, o kaout so\u00f1j eus e emglev santel,\n1:73 eus al le en devoa graet da Abraham hon tad,\n1:74 penaos, o veza\u00f1 hon tennet eus dorn hon enebourien, e roje deomp da servija\u00f1 anezha\u00f1 hep aon,\n1:75 er santelezh hag er reizhder diraza\u00f1 e-pad holl deizio\u00f9 hor buhez.\n1:76 Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhela\u00f1-Meurbet; rak te a gerzho dirak dremm an Aotrou, evit kempenn e hento\u00f9,\n1:77 evit rei\u00f1 anaoudegezh ar silvidigezh d'e bobl dre pardon eus o fec'hedo\u00f9,\n1:78 dre garantez trugarezus hon Doue; drezi, ar sav-heol eus an nec'h en deus hor gwelet,\n1:79 evit skl\u00earijenna\u00f1 ar re a zo azezet en de\u00f1valijenn hag e skeud ar marv, hag evit ren hor c'hammedo\u00f9 e hent ar peoc'h.\n1:80 Ar bugel bihan a greske hag en em gre\u00f1vae er spered; hag e chomas el lec'hio\u00f9 distro betek an deiz ma tlee beza\u00f1 diskouezet da Israel.\n2:1 En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl.\n2:2 Ar gont kenta\u00f1-se a voe graet e-pad ma oa Kiriniuz gouarner Siria.\n2:3 Dre-se an holl a yae evit lakaat o anv, pep hini en e g\u00ear.\n2:4 Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus k\u00ear Nazared da g\u00ear David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David,\n2:5 evit rei\u00f1 e anv gant Mari e wreg, hag a oa dougerez.\n2:6 E-pad ma oant eno, an amzer ma tlee gwilioudi\u00f1 a erruas,\n2:7 hag e c'hanas he mab kenta\u00f1-ganet, hag e mailhuras anezha\u00f1, hag e lakaas anezha\u00f1 en ur c'hraou, abalamour ne oa ket plas evito en ostaleri.\n2:8 Bez' e oa er memes korn-bro m\u00easaerien a gouske er parkeier, hag a ziwalle o loened e-pad beilhadenno\u00f9 an noz.\n2:9 Setu un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho, hag o devoe ur spont bras.\n2:10 Neuze an ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu e tegasan deoc'h ur c'helo\u00f9 mat, a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl,\n2:11 rak ganet eo hiziv deoc'h, e k\u00ear David, ur Salver, hag a zo ar C'hrist, an Aotrou.\n2:12 Setu ama\u00f1 ur sin deoc'h: c'hwi a gavo ur bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c'hraou.\n2:13 Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an ne\u00f1v, o veuli\u00f1 hag o lavarout:\n2:14 Gloar da Zoue el lec'hio\u00f9 uhel-meurbet, ha peoc'h war an douar e-touez an dud karet ganta\u00f1!\n2:15 Pa voe en em dennet an aeled diganto en ne\u00f1v, ar v\u00easaerien a lavaras an eil d'egile: Deomp eta betek Betlehem, ha gwelomp ar pezh a zo c'hoarvezet, hag en deus an Aotrou roet da anavezout deomp.\n2:16 Mont a rejont eta buan di, hag e kavjont Mari, Jozef hag ar bugel bihan a oa gourvezet er c'hraou.\n2:17 O veza\u00f1 e welet, e tiskl\u00earjont ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel bihan-se.\n2:18 An holl re o c'hleve a oa souezhet bras eus ar pezh a oa bet lavaret dezho gant ar v\u00easaerien.\n2:19 Mari a vire an holl drao\u00f9-se, o tistremen anezho en he c'halon.\n2:20 Hag ar v\u00easaerien a zistroas, en ur rei\u00f1 gloar ha meuleudi da Zoue, evit kement o devoa klevet ha gwelet, hervez ma oa bet lavaret dezho.\n2:21 Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc'ha\u00f1 ar bugel, e voe galvet JEZUZ, anv a oa bet roet dezha\u00f1 gant an ael, a-raok ma oa ko\u00f1sevet e kof e vamm.\n2:22 Ha pa voe deuet, hervez lezenn Moizez, an deizio\u00f9 dezho da veza\u00f1 glanaet, e voe kaset ar bugel da Jeruzalem, evit e ginnig d'an Aotrou\n2:23 (hervez ma'z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kenta\u00f1-ganet a vo gouestlet da Zoue),\n2:24 hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled, pe ziv goulmig.\n2:25 Bez' e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon; an den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel, hag ar Spered-Santel a oa warna\u00f1.\n2:26 Diskl\u00eariet e voe dezha\u00f1 a-berzh Doue dre ar Spered-Santel, penaos ne varvje ket, a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou.\n2:27 Dont a reas en templ dre ar Spered, hag evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz, evit ober en e ge\u00f1ver hervez giz al lezenn,\n2:28 e kemeras anezha\u00f1 etre e zivrec'h, hag e veulas Doue, o lavarout:\n2:29 Aotrou, laosk brema\u00f1 da servijer da vont e peoc'h, hervez da c'her,\n2:30 rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh,\n2:31 an hini ac'h eus graet dirak an holl boblo\u00f9,\n2:32 ar skl\u00earijenn a dle sklaeria\u00f1 an holl dud, ha gloar da bobl Israel.\n2:33 Ha Jozef hag e vamm a oa souezhet eus an trao\u00f9 a lavared anezha\u00f1.\n2:34 Simeon o bennigas, hag a lavaras da Vari, e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da veza\u00f1 kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da veza\u00f1 ur sin eus enebiezh,\n2:35 en hevelep doare ma vo so\u00f1jezono\u00f9 kalon kalz dizoloet; hag evidout-te, ur c'hleze a dreuzo da ene.\n2:36 Bez' e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc'h Fanuel, eus meuriad Aser; oadet bras e oa, hag he devoa bevet gant he fried seizh vloaz, abaoe he gwerc'hded.\n2:37 Chomet e oa inta\u00f1vez, oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro, n'ae ket er-maez eus an templ, o servija\u00f1 Doue noz-deiz er yuno\u00f9 hag er pedenno\u00f9.\n2:38 O veza\u00f1 deuet d'an eur-ma\u00f1, e veule ivez an Aotrou, hag e komze diwar-benn Jezuz ouzh an holl dud eus Jeruzalem a c'hortoze an daspren.\n2:39 Goude m'o devoe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, da Nazared, o c'h\u00ear.\n2:40 Hag ar bugel a greske hag en em nerzhe [e spered], o veza\u00f1 leuniet a furnez; ha gras Doue a oa warna\u00f1.\n2:41 E dad hag e vamm a yae beb bloaz da Jeruzalem, da c'houel ar Pask.\n2:42 P'en devoe Jezuz daouzek vloaz, e pignjont da Jeruzalem, hervez giz ar gouel.\n2:43 Pa voe deizio\u00f9 ar gouel tremenet, evel ma tistroent ac'hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem; Jozef hag e vamm n'anavezjont ket-se.\n2:44 Met, o so\u00f1jal e oa en o zouez, e valejont un devezh; neuze e klaskjont anezha\u00f1 e-touez o c'herent hag ar re eus o anaoudegezh;\n2:45 pa n'en kavent ket, e tistrojont da Jeruzalem d'e glask.\n2:46 Hag a-benn tri devezh e kavjont anezha\u00f1 en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc'h ober goulenno\u00f9 outo.\n2:47 Kement hini a gleve anezha\u00f1 a oa souezhet gant e furnez hag e responto\u00f9.\n2:48 Pa welas e dud anezha\u00f1, e voent souezhet, hag e vamm a lavaras dezha\u00f1: Va bugel, perak ec'h eus graet evel-se deomp? Setu, da dad ha me, en glac'har, a glaske ac'hanout.\n2:49 E\u00f1 a lavaras dezho: Perak em c'hlaskec'h? N'ouiec'h ket eo ret din beza\u00f1 dalc'het gant labourio\u00f9 va Zad?\n2:50 Met int ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.\n2:51 Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared, hag e touje dezho. E vamm a vire an holl drao\u00f9-se en he c'halon.\n2:52 Jezuz a greske e furnez, e ment, hag e gras, dirak Doue ha dirak an dud.\n3:1 Ar bemzekvet bloavezh eus impalaerded Tiberius Kezar, Po\u00f1s-Pilat o veza\u00f1 gouarner Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha Trakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,\n3:2 dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec'h distro.\n3:3 Yann a zeuas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedo\u00f9,\n3:4 evel ma'z eo skrivet e levr lavario\u00f9 ar profed Izaia: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenait e wenodenno\u00f9.\n3:5 Pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec'hienn a vo izelaet; an hento\u00f9 gwariet a vo eeunaet, hag ar re dorgennek a vo kompezet;\n3:6 ha pep kig a welo silvidigezh Doue.\n3:7 Lavarout a rae eta d'ar bobl a zeue evit beza\u00f1 badezet ganta\u00f1: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont?\n3:8 Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, ha n'en em lakait ket da lavarout ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham.\n3:9 Ar vouc'hal a zo a-vrema\u00f1 lakaet ouzh gwrizio\u00f9 ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da veza\u00f1 troc'het ha taolet en tan.\n3:10 Neuze ar bobl a c'houlennas diganta\u00f1: Petra a raimp eta?\n3:11 E\u00f1 a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant, ra roio unan d'an hini n'en deus ket.\n3:12 Dont a reas ivez publikaned evit beza\u00f1 badezet, hag e lavarjont dezha\u00f1: Mestr, petra a raimp?\n3:13 E\u00f1 a lavaras dezho: Na gemerit ket en tu-hont d'ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h.\n3:14 Soudarded a c'houlennas ivez diganta\u00f1: Ha ni, petra a raimp? E\u00f1 a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae.\n3:15 Evel ma oa ar bobl o c'hortoz, ha ma c'houlenne an holl en o c'halon hag e\u00f1 ne oa ket Yann ar C'hrist,\n3:16 Yann en em lakaas da lavarout d'an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e voto\u00f9. E\u00f1 ho padezo er Spered-Santel hag en tan.\n3:17 E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.\n3:18 E\u00f1 a lavare meur a gelennadurezh all d'ar bobl, o prezeg dezho an Aviel.\n3:19 Met Herodez an tetrark, o veza\u00f1 bet tamallet gant Yann diwar-benn Herodiaz, gwreg [Filip] e vreur, ha diwar-benn an holl drao\u00f9 fall en devoa graet,\n3:20 a reas goude an holl drao\u00f9 fall all, an hini da lakaat Yann er prizon.\n3:21 Evel ma rae an holl bobl en em vadezi\u00f1 ganta\u00f1, Jezuz a voe ivez badezet; hag e-pad ma pede, an ne\u00f1v a zigoras,\n3:22 hag ar Spered-Santel a ziskennas warna\u00f1 e doare ur c'horf, evel hini ur goulm; hag ur vouezh a zeuas eus an ne\u00f1v, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.\n3:23 Jezuz a oa oadet war-dro tregont vloaz p'en em lakaas da brezeg, hag e oa, evel ma kreded, mab da Jozef, mab Heli,\n3:24 mab Matat, mab Levi, mab Melki, mab Jannai, mab Jozef,\n3:25 mab Matatiaz, mab Amoz, mab Nahum, mab Esli, mab Naggai,\n3:26 mab Maaz, mab Mataziaz, mab Semein, mab Jozef, mab Juda,\n3:27 mab Joanan, mab Resa, mab Zorobabel, mab Salatiel, mab Neri,\n3:28 mab Melki, mab Addi, mab Kosam, mab Elmodam, mab Er,\n3:29 mab Joze, mab Eliezer, mab Jorim, mab Mazat, mab Levi,\n3:30 mab Simeon, mab Juda, mab Jozef, mab Jonam, mab Eliakim,\n3:31 mab Melea, mab Mainan, mab Mattaza, mab Natan, mab David,\n3:32 mab Jese, mab Obed, mab Booz, mab Salmon, mab Naason,\n3:33 mab Aminadab, mab Aram, [mab Joram,] mab Ezrom, mab Farez, mab Juda,\n3:34 mab Jakob, mab Izaak, mab Abraham, mab Tara, mab Nac'hor,\n3:35 mab Seruk, mab mab Ragav, mab Faleg, mab Eber, mab Sala,\n3:36 mab Kainam, mab Arpaksad, mab Sem, mab Noe, mab Lamec'h,\n3:37 mab Matuzala, mab Enoc'h, mab Jared, mab Maleleel, mab Kainan,\n3:38 mab Enoz, mab Set, mab Adam, mab Doue.\n4:1 Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan, hag a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro;\n4:2 eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh, ha ne zebras netra e-pad an deizio\u00f9-se; goude ma voent tremenet, en devoa naon.\n4:3 Neuze an diaoul a lavaras dezha\u00f1: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-ma\u00f1 dont da veza\u00f1 bara.\n4:4 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, [met gant pep ger a zeu eus Doue].\n4:5 Neuze an diaoul en kasas [war ur menez uhel], a reas dezha\u00f1 gwelout en un taol holl rouantelezhio\u00f9 ar bed,\n4:6 hag a lavaras dezha\u00f1: Rei\u00f1 a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhio\u00f9-se, rak roet eo bet din, hag e roan anezha\u00f1 da neb a fell din.\n4:7 Ma taoulinez eta dirazon, an holl drao\u00f9-se a vo dit.\n4:8 Jezuz a respontas dezha\u00f1: [A-dre\u00f1v din, Satan! Rak] skrivet eo: Azeuli\u00f1 a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemeta\u00f1.\n4:9 Kas a reas anezha\u00f1 ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezha\u00f1 war lein an templ, hag e lavaras dezha\u00f1: Mar dout Mab Doue, en em daol ac'han d'an trao\u00f1, rak skrivet eo\n4:10 e c'hourc'hemenno d'e aeled kaout evezh ouzhit, evit da ziwall,\n4:11 ha penaos e tougint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.\n4:12 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Lavaret eo: Na dempti ket an Aotrou da Zoue.\n4:13 An diaoul, o veza\u00f1 echuet an holl demptadur, en em dennas diouta\u00f1 evit un amzer.\n4:14 Jezuz a zistroas da C'halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezha\u00f1 a redas dre an holl vro tro-war-dro.\n4:15 Kelenn a rae en o sinagogenno\u00f9, hag e oa enoret gant an holl.\n4:16 Jezuz a zeuas da Nazared, e-lec'h ma oa bet savet, hag ez eas, hervez e c'hiz, er sinagogenn deiz ar sabad. Sevel a reas evit lenn.\n4:17 Neuze e voe roet dezha\u00f1 levr ar profed Izaia, hag o veza\u00f1 displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet enna\u00f1:\n4:18 Spered an Aotrou a zo warnon; abalamour da-se en deus va eouliet evit prezeg an Aviel d'ar beorien; [kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret,] evit embann an dasprenadur d'ar re dalc'het, ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas er frankiz ar re gwasket,\n4:19 ha da embann bloavezh trugarezus an Aotrou.\n4:20 Goude beza\u00f1 pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas; daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outa\u00f1.\n4:21 Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Ar gomz-ma\u00f1 eus ar Skritur a zo peurc'hraet hiziv, hag he c'hlevet hoc'h eus.\n4:22 An holl a roe testeni dezha\u00f1, hag a oa souezhet eus ar c'homzo\u00f9 a c'hras a zeue eus e c'henou, hag e lavarent: N'eo ket hema\u00f1 mab Jozef?\n4:23 E\u00f1 a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-ma\u00f1: Medisin, en em yac'ha da-unan; gra ivez ama\u00f1, e-barzh da vro, kement hon eus klevet lavarout ac'h eus graet e Kafarnaoum.\n4:24 Met e\u00f1 a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos profed ebet n'eo degemeret mat en e vro.\n4:25 Me a lavar deoc'h e gwirionez: bez' e oa kalz a inta\u00f1vezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an ne\u00f1v e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz, kement ken e voe un naonegezh vras dre an holl vro.\n4:26 Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un inta\u00f1vez eus Sarepta, e Sidon.\n4:27 Bez' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer Elizea ar profed; koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad.\n4:28 An holl re a oa er sinagogenn, o klevout kement-se, a yeas droug enno.\n4:29 Hag o veza\u00f1 savet, e kasjont anezha\u00f1 kuit eus o c'h\u00ear, hag e lakajont anezha\u00f1 war lein ar menez ma oa savet o c'h\u00ear warna\u00f1, evit e deurel d'an trao\u00f1.\n4:30 Met e\u00f1, o tremen dre o c'hreiz, a yeas kuit.\n4:31 Neuze e tiskennas da Gafarnaoum, k\u00ear eus Galilea, hag e kelenne an dud d'an deizio\u00f9 ar sabad.\n4:32 Souezhet e oant eus e gredenn, rak komz a rae gant galloud.\n4:33 Bez' e oa er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered a ziaoul hudur, hag a grie gant ur vouezh uhel:\n4:34 A! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue.\n4:35 Jezuz a c'hourdrouzas anezha\u00f1, o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. An diaoul, o veza\u00f1 e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezha\u00f1, hep ober droug ebet dezha\u00f1.\n4:36 Spouronet e voent holl, hag e lavarent etrezo: Petra eo kement-ma\u00f1? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredo\u00f9 hudur, hag ez eont kuit.\n4:37 Hag ar vrud anezha\u00f1 a yeas e pep lec'h er vro tro-war-dro.\n4:38 Jezuz, o veza\u00f1 aet er-maez eus ar sinagogenn, a yeas e ti Simon. Mamm-gaer Simon he devoa ur gwall derzhienn, hag e pedjont anezha\u00f1 eviti.\n4:39 O veza\u00f1 eta aet a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn paouez, hag an derzhienn a yeas kuit diouti; kerkent, hi a savas hag a servijas anezho.\n4:40 Pa voe kuzhet an heol, an holl re o devoa re gla\u00f1v dalc'het gant meur a gle\u00f1vedo\u00f9, o degase dezha\u00f1; e\u00f1 a yac'hae anezho holl en ur lakaat e zaouarn war bep hini anezho.\n4:41 An diaoulien ivez a yae er-maez eus kalz, o krial hag o lavarout: Te eo [ar C'hrist,] Mab Doue; met e\u00f1 o gourdrouze, ha ne leze ket anezho da lavarout e ouient e oa ar C'hrist\n4:42 Adalek ma teuas an deiz, ez eas d'ul lec'h distro; ur bobl vras en klaske hag a zeuas betek enna\u00f1, hag a c'hoantae en derc'hel, evit n'o c'huitaje ket.\n4:43 Met e\u00f1 a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg kelo\u00f9 mat rouantelezh Doue d'ar c'h\u00eario\u00f9 all, rak evit-se eo on bet kaset.\n4:44 Hag e prezege e sinagogenno\u00f9 Galilea.\n5:1 Evel ma oa Jezuz war aod lenn Genezared, ar bobl en em daole warna\u00f1 evit klevout ger Doue.\n5:2 Gwelout a reas div vag en tu all d'ar mor; ar besketaerien a oa diskennet hag a walc'he o rouedo\u00f9.\n5:3 Pignat a reas en unan eus ar bago\u00f9-se, hini a oa da Simon, hag e pedas anezha\u00f1 da bellaat un tamm diouzh an douar; o veza\u00f1 azezet, e kelenne ar bobl diwar ar vag.\n5:4 P'en devoe paouezet da gomz, e lavaras da Simon: Kae a-raokoc'h en dour don, ha taolit ho rouedo\u00f9 evit pesketa.\n5:5 Simon a respontas dezha\u00f1: Mestr, ni hon eus labouret e-pad an noz hep tapout netra; koulskoude, war da c'her, e taolin ar roued.\n5:6 O veza\u00f1 en graet, e tapjont un niver bras a besked; evel ma torre o rouedo\u00f9,\n5:7 e rejont sin d'o c'henvreudeur hag a oa er vag all, da zont d'o sikour. Dont a rejont hag e leugnjont an div vag, en hevelep doare ma'z aent d'ar fo\u00f1s.\n5:8 Simon P\u00ear, o veza\u00f1 gwelet kement-se, en em strinkas d'an daoulin ouzh treid Jezuz, hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec'her on.\n5:9 Rak ar spont a oa kroget enna\u00f1 hag en holl re a oa ganta\u00f1, abalamour d'ar pesketaerezh o devoa graet,\n5:10 kenkoulz evel e Jakez ha Yann, mibien Zebedea, kenvreudeur da Simon. Neuze Jezuz a lavaras da Simon: Na'z pez ket aon, a-vrema\u00f1 e vi pesketaer tud.\n5:11 Hag o veza\u00f1 degaset o bago\u00f9 d'an douar, e kuitajont pep tra, hag e heuilhjont anezha\u00f1.\n5:12 Evel ma oa en ur g\u00ear eus Galilea, un den goloet a lovrentez, o veza\u00f1 gwelet Jezuz, en em strinkas war e c'henou ouzh an douar, hag en pedas, o lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.\n5:13 Jezuz, oc'h astenn e zorn, en stokas hag a lavaras dezha\u00f1: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha kerkent al lovrentez a guitaas anezha\u00f1.\n5:14 Jezuz a zifennas outa\u00f1 n'en lavarje da zen. Met kae, a lavaras dezha\u00f1, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.\n5:15 Ar vrud anezha\u00f1 en em skuilhe muioc'h-mui, ha kalz a dud en em zastume evit e glevout hag evit beza\u00f1 yac'haet ganta\u00f1 eus o c'hle\u00f1vedo\u00f9.\n5:16 Met e\u00f1 en em zalc'he a-du el lec'hio\u00f9 distro, evit pedi\u00f1.\n5:17 Un devezh ma kelenne, ha ma oa azezet eno farizianed ha doktored al lezenn deuet eus holl vourc'hio\u00f9 Galilea, eus Judea hag eus Jeruzalem, galloud an Aotrou a oberie evit yac'haat ar re gla\u00f1v.\n5:18 Neuze e teuas tud a zouge war ur gwele un den seizet, hag e klaskent mont en ti hag e lakaat dirak Jezuz.\n5:19 Pa ne ouient dre belec'h e gas e-barzh, abalamour d'ar bobl, e pignjont war an ti, hag en diskennjont dre an teol gant e wele, e-kreiz ar bobl, dirak Jezuz;\n5:20 E\u00f1, o welout o feiz, a lavaras dezha\u00f1: O den, da bec'hedo\u00f9 a zo pardonet dit.\n5:21 Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c'hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hema\u00f1 hag a wallgomz? Piv a c'hell pardoni\u00f1 ar pec'hedo\u00f9, nemet Doue hepken?\n5:22 Met Jezuz, oc'h anavezout o so\u00f1jezono\u00f9, a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Petra a c'hrozmolit en ho kalono\u00f9?\n5:23 Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedo\u00f9 a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha bale?\n5:24 Met, evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoni\u00f1 ar pec'hedo\u00f9, -e lavaras d'an den seizet-: Me en lavar dit, sav, doug da wele, ha kae da'z ti.\n5:25 Ha raktal e savas dirazo, e tougas ar gwele ma oa gourvezet warna\u00f1, hag ez eas d'e di, o rei\u00f1 gloar da Zoue.\n5:26 Hag e voent holl souezhet bras, hag e roent gloar da Zoue; leuniet e voent a zouja\u00f1s hag e lavarent: Ni hon eus gwelet hiziv trao\u00f9 burzhudus.\n5:27 Goude-se, e teuas hag e welas ur publikan anvet Levi, azezet e ti ar gwirio\u00f9, hag e lavaras dezha\u00f1: Deus war va lerc'h.\n5:28 E\u00f1, o kuitaat pep tra, a savas hag a heulias anezha\u00f1.\n5:29 Levi a reas ur fest vras en e di, hag un niver bras a bublikaned hag a dud all a oa ouzh taol ganto.\n5:30 Ar re anezho a oa skribed ha farizianed a c'hrozmole hag a lavare d'e ziskibien: Perak e tebrit hag ec'h evit gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?\n5:31 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h eo ar re o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo kla\u00f1v.\n5:32 N'on ket deuet da c'hervel d'ar geuzidigezh ar re reizh, met ar bec'herien.\n5:33 Lavarout a rejont ivez dezha\u00f1: Perak e yun alies diskibien Yann hag e reont pedenno\u00f9, kenkoulz evel re ar farizianed, e-lec'h da re-te a zebr hag a ev?\n5:34 E\u00f1 a lavaras dezho: Ha c'hwi a c'hell lakaat da yuna\u00f1 mignoned ar pried, e-pad ma'z ema\u00f1 ar pried ganto?\n5:35 Met deizio\u00f9 a zeuio ma vo lamet ar pried diganto; neuze e yunint, en deizio\u00f9-se.\n5:36 Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak e freuzfe an hini nevez, hag an tamm kemeret eus an hini nevez n'en em rafe ket gant an hini kozh.\n5:37 Den ne laka gwin nevez e seier-l\u00ear kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier kozh hag en em skuilhfe, hag ar seier a vefe kollet.\n5:38 Met ar gwin nevez a zle beza\u00f1 lakaet e seier nevez, [hag an daou en em vir a-unan].\n5:39 Ha n'eus den a ev gwin kozh hag a c'houlenn gwin nevez, rak lavarout a ra: Gwell eo an hini kozh.\n6:1 C'hoarvezout a reas, e-pad an eil-kenta\u00f1 sabad, ma tremene Jezuz dre barkeier ed; e ziskibien a ziframme ta\u00f1vouezenno\u00f9, hag, o veza\u00f1 o gwasket en o daouarn, e tebrent anezho.\n6:2 Hinienno\u00f9 eus ar farizianed a lavaras dezha\u00f1: Perak e rit ar pezh n'eo ket aotreet ober deizio\u00f9 ar sabad?\n6:3 Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David hag ar re a oa ganta\u00f1, p'o devoa naon?\n6:4 Penaos ez eas e ti Doue, e kemeras hag e tebras ar barao\u00f9 a ginnig, hag o roas memes d'ar re a oa ganta\u00f1, petra bennak ne c'helle o debri\u00f1 nemet ar veleien hepken?\n6:5 Hag e lavaras dezho: Mab an den a zo mestr memes war ar sabad.\n6:6 C'hoarvezout a reas ivez, un deiz sabad all, ma'z eas er sinagogenn, ha ma kelenne enni; hag e oa eno un den, ma oa disec'het e zorn dehou.\n6:7 Ar skribed hag ar farizianed a selle outa\u00f1, evit gwelout hag e\u00f1 a yac'hafe deiz ar sabad, evit kaout peadra d'e damall.\n6:8 Met evel ma'c'h anaveze o so\u00f1jezono\u00f9, e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: Sav hag en em zalc'h aze er c'hreiz. E\u00f1, o veza\u00f1 savet, en em zalc'has en e sav.\n6:9 Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c'houlennin ouzhoc'h: hag aotreet eo, e deizio\u00f9 ar sabad, ober vad pe droug, savetei\u00f1 un den pe e lezel da goll?\n6:10 Neuze, o sellout ouzh an holl re a oa en-dro dezha\u00f1, e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Ober a reas, hag e zorn a zeuas yac'h [evel egile].\n6:11 Int a voe leuniet a fulor, hag en em guzulient war ar pezh a c'helljent ober da Jezuz.\n6:12 En amzer-se, Jezuz a yeas war ar menez evit pedi\u00f1, hag e tremenas an noz holl o pedi\u00f1 Doue.\n6:13 Pa voe deuet ar beure, e c'halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzek anezho a c'halvas ebestel:\n6:14 Simon, ma roas an anv a B\u00ear dezha\u00f1; Andrev e vreur; Jakez ha Yann; Filip ha Bartolome;\n6:15 Mazhev ha Tomaz; Jakez mab Alfe, ha Simon anvet Gredus;\n6:16 Jud kar da Jakez; ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas.\n6:17 O veza\u00f1 neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn gant e vandenn diskibien, hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem, hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit beza\u00f1 yac'haet eus o c'hle\u00f1vedo\u00f9.\n6:18 Ar re a oa dalc'het gant speredo\u00f9 hudur a oa ivez yac'haet.\n6:19 Hag an holl bobl a glaske steki\u00f1 outa\u00f1, abalamour ma teue anezha\u00f1 un nerzh a yac'hae holl.\n6:20 Neuze Jezuz a savas e zaoulagad war e ziskibien, o lavarout: E\u00fcrus oc'h, c'hwi a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc'h!\n6:21 E\u00fcrus oc'h, c'hwi hoc'h eus naon brema\u00f1, rak leuniet e viot! E\u00fcrus oc'h, c'hwi a ouel brema\u00f1, rak karget e viot gant levenez!\n6:22 E\u00fcrus e viot, pa gasaio an dud ac'hanoc'h, pa gasint kuit ac'hanoc'h eus o zouez, pa lavarint dismega\u00f1s deoc'h ha pa daolint hoc'h anv evel fall, abalamour de Vab an den!\n6:23 En em laouenait en amzer-se, ha tridit gant ar joa, rak ho kopr a vo bras en ne\u00f1v, rak evel-se o deus graet o zado\u00f9 d'ar brofeded.\n6:24 Met gwalleur deoc'h-hu, tud pinvidik, rak c'hwi hoc'h eus bet ho kopr!\n6:25 Gwalleur deoc'h-hu, tud leuniet, rak c'hwi ho po naon! Gwalleur deoc'h-hu, ar re a c'hoarzh brema\u00f1, rak c'hwi en em c'hlac'haro hag a ouelo!\n6:26 Gwalleur deoc'h-hu pa lavaro an holl dud vad ac'hanoc'h, rak o zado\u00f9 o deus graet evel-se e-ke\u00f1ver ar fals-profeded!\n6:27 Met me a lavar deoc'h-hu, c'hwi hag am selaou: Karit hoc'h enebourien, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h,\n6:28 bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re a wallgomz ouzhoc'h.\n6:29 D'an hini a sko ac'hanout war ur jod, tro eben outa\u00f1. D'an hini a zilam da vantell diganit, laosk ivez ganta\u00f1 da doneg.\n6:30 Ro da biv bennak a c'houlenn diganit, ha mar fell da unan bennak dilemel diganit ar pezh a zo dit, n'en adc'houlenn ket.\n6:31 Ar pezh a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezha\u00f1 dezho.\n6:32 Ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a gar ivez ar re o c'har.\n6:33 Ma ne rit vad nemet d'ar re a ra vad deoc'h, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a ra ar memes tra.\n6:34 Ma ne brestit nemet d'ar re digant e c'hortozit kaout diganto, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a brest ivez d'an dud a vuhez fall, evit kaout kement all.\n6:35 Met karit hoc'h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c'hwi a vo bugale an Uhela\u00f1-Meurbet, abalamour ma'z eo mat e-ke\u00f1ver ar re dizanaoudek hag ar re fall.\n6:36 Bezit eta trugarezus, evel ma'z eo ivez ho Tad trugarezus.\n6:37 Na varnit ket, ha ne viot ket barnet; na gondaonit ket, ha ne viot ket kondaonet; pardonit, hag e viot pardonet;\n6:38 roit, hag e vo roet deoc'h; roet e vo deoc'h en ho kerc'henn ur muzul mat, stardet hag hejet, a zeuio dreist ar barr; rak muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all.\n6:39 Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Daoust hag un den dall a c'hell ren un den dall? Ha ne gouezhint ket o daou er poull?\n6:40 An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr; met pep diskibl mat a vo evel e vestr.\n6:41 Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan?\n6:42 Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust ez hini? Pilpous, lam da genta\u00f1 an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.\n6:43 N'eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall, na wezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat.\n6:44 Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec'h-unan. Ne zastumer ket a fiez diwar ar spern, nag a rezin diwar an drez.\n6:45 An den mat a denn trao\u00f9 mat eus te\u00f1zor mat e galon, hag an den fall a denn trao\u00f9 fall eus te\u00f1zor fall e galon; rak eus leunder ar galon eo e komz ar genou.\n6:46 Perak eta e c'halvit ac'hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran?\n6:47 Me a ziskouezo deoc'h ouzh piv eo he\u00f1vel pep den hag a zeu da'm c'havout, a selaou va c'homzo\u00f9 hag a sent outo.\n6:48 He\u00f1vel eo ouzh un den a sav un ti, hag o veza\u00f1 kleuzet ha toullet don, en deus lakaet an diazez war ar roc'h; an doureier o veza\u00f1 deuet, ha skoet gant nerzh a-enep an ti-se, n'o deus ket gellet e ziskar, dre ma'z eo diazezet war ar roc'h.\n6:49 Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo he\u00f1vel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez; an doureier o veza\u00f1 skoet gant nerzh a-enep dezha\u00f1, kouezhet eo kerkent, ha diskar an ti-se a zo bet bras.\n7:1 Goude m'en devoa Jezuz peurlavaret ar c'homzo\u00f9-ma\u00f1 dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas e Kafarnaoum.\n7:2 Mevel ur c'hantener, karet mat ganta\u00f1, a oa kla\u00f1v, hag a yae da vervel.\n7:3 Ar c'hantener, o veza\u00f1 klevet komz diwar-benn Jezuz, a gasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien, da bedi\u00f1 anezha\u00f1 da zont da yac'haat e servijer.\n7:4 Ar re-ma\u00f1 eta, o veza\u00f1 deuet da gavout Jezuz, a bedas anezha\u00f1 start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se dezha\u00f1,\n7:5 rak karout a ra hor pobl; e\u00f1 eo, en deus lakaet sevel hor sinagogenn deomp.\n7:6 Jezuz eta a yeas ganto. Ha pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek enna\u00f1 mignoned, da lavarout dezha\u00f1: Aotrou, na gemer ket a boan, rak n'on ket din e teufes dindan va zoenn.\n7:7 Abalamour da-se, ne'm eus ket kavet e oan din va-unan da vont betek ennout; met lavar ur ger, ha va mevel a vo yac'haet.\n7:8 Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-ma\u00f1! Hag en gra.\n7:9 Jezuz, o veza\u00f1 klevet kement-se, a voe souezhet, hag, o tistrei\u00f1, a lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.\n7:10 Pa zistroas d'ar g\u00ear ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h ar mevel a oa bet kla\u00f1v.\n7:11 An deiz war-lerc'h, Jezuz a yeas d'ur g\u00ear anvet Nain; kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae ganta\u00f1.\n7:12 Evel ma tostaent ouzh dor k\u00ear, setu e touged d'an douar unan marv, mab nemeta\u00f1 e vamm, a oa inta\u00f1vez; un niver bras a dud eus k\u00ear a oa ganti.\n7:13 An Aotrou, o veza\u00f1 he gwelet, en devoe truez outi, hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!\n7:14 O veza\u00f1 tostaet, e stokas an arched, hag ar re en douge a arsavas; hag e lavaras: Den yaouank, me en lavar dit, sav!\n7:15 An hini marv a azezas hag en em lakaas da gomz. Jezuz en roas d'e vamm.\n7:16 Ar spont a grogas enno holl, hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo bet savet en hon touez, ha Doue a zo deuet da welout e bobl.\n7:17 Ar vrud-se en em skuilhas dre holl Judea, ha dre an holl vro tro-war-dro.\n7:18 An holl drao\u00f9-ma\u00f1 a voe lavaret da Yann gant e ziskibien.\n7:19 Yann a c'halvas daou eus e ziskibien hag o c'hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezha\u00f1: Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all?\n7:20 An dud-ma\u00f1 eta, o veza\u00f1 deuet da gavout Jezuz, a lavaras dezha\u00f1: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout evit lavarout dit: Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all?\n7:21 En eur-se zoken, Jezuz a yac'haas kalz a dud eus o c'hle\u00f1vedo\u00f9, eus o mac'hagno\u00f9 hag eus an drouk-speredo\u00f9, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.\n7:22 Neuze en ur respont, e lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a vale, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'helou mat a zo prezeget d'ar beorien.\n7:23 E\u00fcrus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon.\n7:24 Ar re en devoa Yann degaset o veza\u00f1 aet kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?\n7:25 Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurio\u00f9, a zo e tiez ar rouaned.\n7:26 Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.\n7:27 E\u00f1 eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a gempenno an hent a-raok dit.\n7:28 Me a lavar deoc'h penaos e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihana\u00f1 e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egeta\u00f1.\n7:29 An holl dud o deus e glevet, hag ar bublikaned ivez; diskl\u00eariet o deus reizhder Doue o veza\u00f1 bet badezet gant badeziant Yann.\n7:30 Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o veza\u00f1 n'o deus ket graet o badezi\u00f1 ganta\u00f1, o deus disprizet menoz Doue evito.\n7:31 Neuze an Aotrou a lavaras: Ouzh piv e ke\u00f1verin tud ar rummad-ma\u00f1? Ouzh piv int he\u00f1vel?\n7:32 He\u00f1vel int ouzh bugale azezet war al leurg\u00ear, hag a gri an eil d'egile, o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fle\u00fct, ha n'hoc'h eus ket da\u00f1set; ni hon eus kanet deoc'h hirvoudo\u00f9, ha n'hoc'h eus ket gouelet.\n7:33 Rak Yann-Vadezour a zo deuet, hep debri\u00f1 bara, hag hep eva\u00f1 gwin, hag e lavarit: Un diaoul a zo enna\u00f1.\n7:34 Mab an den a zo deuet, o tebri\u00f1 hag oc'h eva\u00f1, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'an dud a vuhez fall.\n7:35 Met ar furnez a zo bet reishaet gant he holl vugale.\n7:36 Ur farizian, o veza\u00f1 e bedet da zebri\u00f1 en e di, Jezuz a yeas e ti ar farizian, hag en em lakaas ouzh taol.\n7:37 Ur wreg eus k\u00ear, ur wreg a vuhez fall, o veza\u00f1 gouezet e oa ouzh taol e ti ar farizian, a zegasas ul lestr alabastr, leun a c'hwez-vat,\n7:38 hag oc'h en em zerc'hel a-dre\u00f1v, ouzh treid Jezuz, o ouela\u00f1, en em lakaas da zoura\u00f1 e dreid gant he daero\u00f9, ha d'o zorcha\u00f1 gant blev he fenn; pokat a rae d'e dreid, hag ec'h eoulie anezho gant ar c'hwezh-vat.\n7:39 Ar farizian en devoa e bedet, o welout kement-se, a lavaras enna\u00f1 e-unan: Ma vije an den-ma\u00f1 profed, e ouije piv eo a wreg a stok enna\u00f1, ha penaos eo a vuhez fall.\n7:40 Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezha\u00f1: Simon, bez' em eus un dra bennak da lavarout dit. E\u00f1 a lavaras dezha\u00f1: Lavar anezha\u00f1, Mestr.\n7:41 Ur c'hredour en devoa daou zleour, unan a zlee dezha\u00f1 pemp kant diner, hag egile hanter-kant.\n7:42 Evel n'o devoa ket peadra da baea\u00f1, e\u00f1 a bardonas o dle dezho o-daou. Lavar din eta pehini anezho o-daou en karo ar muia\u00f1.\n7:43 Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini a zo bet pardonet ar muia\u00f1 dezha\u00f1. Jezuz a lavaras dezha\u00f1: barnet mat ec'h eus.\n7:44 Neuze, o tistrei\u00f1 ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelet a rez ar wreg-ma\u00f1? Deuet on ez ti, ha ne'c'h eus ket roet a zour din evit gwalc'hi\u00f1 va zreid; met hi he deus o douret gant he daero\u00f9, hag he deus o sec'het gant he blev.\n7:45 Te, ne'c'h eus ket roet ur pok din; met hi, abaoe ma'z on deuet en ti, n'he deus ket paouezet da bokat da'm zreid.\n7:46 Te, ne'c'h eus ket skuilhet a eoul war va fenn; met hi, he deus skuilhet eoul a c'hwezh-vat war va zreid.\n7:47 Dre-se e lavaran dit, he fec'hedo\u00f9 niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz; met an neb a bardoner nebeut dezha\u00f1, a gar nebeut.\n7:48 Neuze e lavaras dezhi: Da bec'hedo\u00f9 a zo pardonet dit.\n7:49 Ar re a oa ouzh taol ganta\u00f1 en em lakaas da lavarout enno oc'h-unan: Piv eo hema\u00f1, hag a bardon memes ar pec'hedo\u00f9?\n7:50 Met e\u00f1 a lavaras d'ar wreg: Da feiz he deus da saveteet; kae e peoc'h.\n8:1 Goude-se, Jezuz a yae eus eil k\u00ear hag eus eil bourc'h d'egile, o prezeg hag o kemenn kelo\u00f9 mat rouantelezh Doue.\n8:2 An daouzek a oa ganta\u00f1, kenkoulz hag un nebeut gwragez a oa bet yac'haet a zrouk-speredo\u00f9 hag a gle\u00f1vedo\u00f9; Mari, anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti,\n8:3 Janed, gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reo\u00f9 all, en sikoure gant o mado\u00f9.\n8:4 Evel ma en em zastume kalz a bobl, ha ma teue d'e gavout meur a hini eus an holl g\u00eario\u00f9, e lavaras dezho dre barabolenn:\n8:5 Un hader a yeas er-maez evit hada\u00f1 e had, hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag e voe mac'het, ha laboused an ne\u00f1v he debras holl.\n8:6 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, ha pa voe savet, e sec'has abalamour ma n'he devoa ket a c'hlebor.\n8:7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; ar spern a savas gant ar greun hag o mougas.\n8:8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag, o veza\u00f1 savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an trao\u00f9-ma\u00f1, e krie: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.\n8:9 E ziskibien a c'houlennas diganta\u00f1 petra e oa ar barabolenn-se.\n8:10 Respont a reas: Roet eo deoc'h-hu da anavezout trao\u00f9 kuzhet rouantelezh Doue; met d'ar re all eo komzet dre barabolenno\u00f9, en hevelep doare o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.\n8:11 Setu petra eo ar barabolenn-se: An had eo ger Doue.\n8:12 Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou; met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c'halon, en aon en ur gredi\u00f1 na vefent salvet.\n8:13 Ar re a zo war al lec'hio\u00f9 meinek, eo ar re a glev ar ger, hag e zegemer gant joa; met n'o deus ket a wrizienn ha ne gredont nemet ur pennad; pa zeu an temptadur, e tec'hont kuit.\n8:14 Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da veza\u00f1 mouget gant prederio\u00f9, pinvidigezhio\u00f9 ha plijadurio\u00f9 ar vuhez-ma\u00f1, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zarevi\u00f1.\n8:15 Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc'h, hag a zoug frouezh gant kendalc'husted.\n8:16 Den, goude beza\u00f1 enaouet ur c'houlaouenn, ne c'holo anezhi gant ul lestr, ha ne laka anezhi dindan ar gwele; met he lakaat a ra war ur c'hantolor, evit ma sklaerio ar re a zeu en ti.\n8:17 Rak n'eus netra kuzhet na zle beza\u00f1 diskl\u00eariet, ha n'eus netra goloet na zle beza\u00f1 dizoloet hag anavezet gant an holl.\n8:18 Lakait evezh eta penaos e selaouit; rak roet e vo d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, a vo lamet diganta\u00f1 memes ar pezh a gred en deus.\n8:19 E vamm hag e vreudeur a zeuas d'e gavout, met ne c'hellent ket tostaat abalamour d'ar bobl.\n8:20 Neuze e voe lavaret dezha\u00f1: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez, hag e c'hoantaont da welout.\n8:21 Met e\u00f1 a respontas: Va mamm ha va breudeur eo ar re a selaou ger Doue, hag a sent outa\u00f1.\n8:22 Dont a reas un deiz, ma'z eas en ur vag gant e ziskibien, hag e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'al lenn. Hag ez ejont.\n8:23 E-pad ma oant er vag, e kouske; un taol-avel bras a savas war al lenn, ar vag en em leunie gant an dour hag e oant e riskl bras.\n8:24 Neuze e teujont d'e gavout, hag en dihunjont, o lavarout: Mestr, mestr, ez eomp da goll! Met e\u00f1, o veza\u00f1 dihunet, a c'hourc'hemennas an avel hag ar mor; ar re-ma\u00f1 a davas, hag e voe ur sioulder bras.\n8:25 Neuze e lavaras dezho: Pelec'h ema\u00f1 ho feiz? Int, leuniet a zouja\u00f1s hag a spont, a lavare etrezo: Piv eta eo hema\u00f1, a c'hourc'hemenn memes d'an avelio\u00f9 ha d'an dour, hag e sentont outa\u00f1?\n8:26 Dont a rejont neuze da vro ar C'hadareniz, a zo dirak Galilea.\n8:27 Pa voe Jezuz diskennet d'an douar, e teuas a-raok dezha\u00f1 un den eus k\u00ear, a oa dalc'het gant diaoulien pell a oa. Ne zouge ket a zilhad, ha ne chome ket en un ti, met er bezio\u00f9.\n8:28 Adalek ma welas Jezuz, e krias, hag ouzh en em deurel d'e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhela\u00f1-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac'hanon.\n8:29 Rak Jezuz a c'hourc'hemenne d'ar spered hudur mont kuit eus an den-se; en em gemeret e oa anezha\u00f1 abaoe pell a oa; e eren a raed gant chadenno\u00f9 hag e ziwall a raed gant hualo\u00f9, met e\u00f1 a dorre an ereo\u00f9, hag e oa kaset gant an diaoul el lec'hio\u00f9 distro.\n8:30 Jezuz a c'houlennas outa\u00f1: Pe anv ac'h eus? Hag e respontas: Lejion. Rak kalz a ziaoulien a oa aet enna\u00f1.\n8:31 Int a bede anezha\u00f1 na c'hourc'hemennje ket dezho mont en donder.\n8:32 Bez' e oa eno ur vandenn vras a voc'h o peuri\u00f1 war ar menez; hag e pedent anezha\u00f1 d'o lezel da vont er moc'h-se; e\u00f1 o lezas da vont.\n8:33 An diaoulien eta o veza\u00f1 aet kuit eus an den, a yeas er moc'h, hag ar vandenn en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag a voe beuzet.\n8:34 Ar re o mesae, o welout ar pezh a oa erruet, a dec'has kuit da lavarout kement-se e k\u00ear ha war ar maez.\n8:35 Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c'hoarvezet. O veza\u00f1 deuet da gavout Jezuz, e kavjont an den ma oa aet kuit an diaoulien anezha\u00f1, azezet ouzh treid Jezuz, gwisket hag en e skiant vat; hag e voent leuniet a spont.\n8:36 Ar re o devoa gwelet an trao\u00f9-se a lavaras dezho penaos e oa bet yac'haet an hini dalc'het gant an diaoulien.\n8:37 Holl dud bro ar C'hadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont vras enno. Mont a reas eta er vag evit distrei\u00f1.\n8:38 An den ma oa aet kuit an diaoulien anezha\u00f1, en pedas d'e lezel da vont ganta\u00f1. Met Jezuz a gasas anezha\u00f1 kuit, o lavarout:\n8:39 Distro da'z ti, ha lavar an trao\u00f9 bras en deus Doue graet dit. Mont a reas eta kuit, oc'h embann dre holl g\u00ear kement en devoa Jezuz graet en e ge\u00f1ver.\n8:40 Pa voe distroet, Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras, rak an holl a c'hortoze anezha\u00f1.\n8:41 Ha setu, un den anvet Jairuz, hag a oa penn eus ar sinagogenn, a zeuas, hag oc'h en em deurel ouzh treid Jezuz, en pedas da zont en e di,\n8:42 rak en devoa ur verc'h nemeti, oadet a zaouzek vloaz pe war-dro, hag a oa o vont da vervel. Evel ma'z ae Jezuz di, e oa gwasket gant ar bobl.\n8:43 Neuze ur wreg kla\u00f1v, daouzek vloaz a oa, gant an diwada\u00f1, hag he devoa dispignet he holl vado\u00f9 gant medisined, hep gallout beza\u00f1 yac'haet gant hini ebet,\n8:44 a dostaas outa\u00f1 a-ziadre\u00f1v, hag a stokas ouzh bevenn e zilhad; raktal he diwada\u00f1 a baouezas.\n8:45 Ha Jezuz a lavaras: Piv en deus stoket ouzhin? Evel ma nac'he an holl kement-se, P\u00ear hag ar re a oa ganta\u00f1 a lavaras dezha\u00f1: Mestr, an dud a zo en-dro dit a wask ac'hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?\n8:46 Met Jezuz a lavaras: Unan bennak en deus stoket ouzhin, rak anavezet em eus e oa aet un nerzh er-maez ac'hanon.\n8:47 Neuze ar wreg, o welout ne oa ket bet kement-se kuzhet outa\u00f1, a zeuas en ur grena\u00f1 holl, hag oc'h en em deurel d'e dreid, e tiskl\u00earias dirak ar bobl evit petra he devoa stoket outa\u00f1, ha penaos e oa bet yac'haet kerkent.\n8:48 Jezuz a lavaras dezhi: Va merc'h, [kemer fizia\u00f1s], da feiz he deus da yac'haet; kae e peoc'h.\n8:49 Evel ma komze c'hoazh, unan bennak eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezha\u00f1: Da verc'h a zo marv; na skuizh ket ar Mestr.\n8:50 Met Jezuz, o veza\u00f1 e glevet, a lavaras da benn ar sinagogenn: Na'z pez ket aon, kred hepken, hag hi a vo yac'haet.\n8:51 Pa voe deuet en ti, ne lezas den da vont e-barzh, nemet P\u00ear, Yann ha Jakez, ha tad ha mamm ar plac'hig.\n8:52 An holl a ouele hag a hirvoude abalamour dezhi. Met e\u00f1 a lavaras: Na ouelit ket, n'eo ket marv, met kousket a ra.\n8:53 Hag int a rae goap outa\u00f1, oc'h anavezout e oa marv.\n8:54 Met, [o veza\u00f1 graet dezho holl mont er-maez,] e kemeras he dorn, hag e krias: Bugel, sav!\n8:55 He spered a zistroas, hag e savas kerkent; neuze e c'hourc'hemennas rei\u00f1 dezhi da zebri\u00f1.\n8:56 He c'herent a voe gwall souezhet; met e\u00f1 a c'hourc'hemennas dezho na lavarjent da zen ar pezh a oa c'hoarvezet.\n9:1 O veza\u00f1 dastumet e zaouzek diskibl, Jezuz a roas dezho nerzh ha galloud war an holl diaoulien, ha da yac'haat ar c'hle\u00f1vedo\u00f9.\n9:2 Hag e kasas anezho da brezeg rouantelezh Doue, ha da yac'haat ar re gla\u00f1v.\n9:3 Lavarout a reas dezho: Na zougit netra evit an hent, na bazh, na sac'h, na bara, nag arc'hant, ha n'ho pet ket daou wiskamant.\n9:4 E peseurt ti bennak ma'z eot, chomit enna\u00f1 betek ma'z eot kuit.\n9:5 Hag evit ar re na zegemerint ket ac'hanoc'h, o vont kuit eus o c'h\u00ear, hejit ar poultr eus ho treid, e testeni a-enep an dud-se.\n9:6 O veza\u00f1 aet kuit, ez ajent eus bourc'h e bourc'h, o prezeg an Aviel, hag o yac'haat ar re gla\u00f1v e pep lec'h.\n9:7 Koulskoude, Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae Jezuz, ha ne ouie petra da so\u00f1jal, abalamour darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv,\n9:8 re all e oa en em ziskouezet Elia, ha re all unan eus ar brofeded kozh a oa adsavet a varv.\n9:9 Herodez a lavare: Graet em eus troc'ha\u00f1 e benn da Yann; met piv eo hema\u00f1 a glevan an hevelep trao\u00f9 diwar e benn? Hag e c'hoantae gwelout anezha\u00f1.\n9:10 An ebestel o veza\u00f1 distroet, a lavaras da Jezuz kement o devoa graet. O veza\u00f1 o c'hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec'h distro, tost ouzh ur g\u00ear anvet Betsaida.\n9:11 Ar bobl o veza\u00f1 klevet-se en heulias; Jezuz o degemeras hag a gomzas outo diwar-benn rouantelezh Doue; yac'haat a reas ivez ar re o devoa ezhomm da veza\u00f1 yac'haet.\n9:12 Evel ma'c'h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outa\u00f1 hag a lavaras dezha\u00f1: Kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hio\u00f9 hag er c'h\u00eario\u00f9igo\u00f9 en-dro, da loja\u00f1 ha da brena\u00f1 boued, rak ama\u00f1 emaomp en ul lec'h distro.\n9:13 Met e\u00f1 a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebri\u00f1 dezho. Hag int a respontas: N'hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brena\u00f1 boued evit an holl bobl-ma\u00f1.\n9:14 Rak bez' e oant war-dro pemp mil den. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Lakait anezho da azeza\u00f1 a renko\u00f9 a hanter-kant.\n9:15 Hag e rejont evel-se, o lakajont holl da azeza\u00f1.\n9:16 Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sellout war-zu an ne\u00f1v, e vennigas anezho, o zorras, hag o roas d'an diskibien, evit m'o rojent d'ar bobl.\n9:17 Debri\u00f1 a rejont holl hag o devoa a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemoranto\u00f9.\n9:18 C'hoarvezout a reas, evel ma pede e-unan, ha ma oa an diskibien ganta\u00f1, e c'houlennas outo: Piv a lavar an dud on-me?\n9:19 Int a respontas: Darn a lavar out Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded adsavet a varv.\n9:20 E\u00f1 a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? P\u00ear a respontas: Te eo Krist Doue.\n9:21 Met e tifennas gwall start outo lavarout kement-se da zen,\n9:22 hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouza\u00f1v kalz a drao\u00f9, ha beza\u00f1 taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, ha beza\u00f1 lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv an trede deiz.\n9:23 Hag e lavaras d'an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezha\u00f1 e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.\n9:24 Rak piv bennak a fello dezha\u00f1 savetei\u00f1 e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din, he saveteo.\n9:25 Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, mar en em zistrujfe, pe mar en em gollfe e-unan?\n9:26 Rak piv bennak en devo mezh ac'hanon hag eus va c'homzo\u00f9, Mab an den en devo mezh anezha\u00f1 pa zeuio en e c'hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.\n9:27 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hinienno\u00f9 eus a-douez ar re a zo ama\u00f1, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue.\n9:28 War-dro eizh devezh goude ar c'homzo\u00f9-se, Jezuz a gemeras ganta\u00f1 P\u00ear, Yann ha Jakez, hag a bignas war ur menez evit pedi\u00f1.\n9:29 E-pad ma pede, e zremm a droas a zoare, hag e zilhad a zeuas gwenn ha lugernus evel al luc'hed.\n9:30 Ha setu daou zen a gomze ganta\u00f1; Moizez hag Elia e oant;\n9:31 en em ziskouezjont gant gloar, hag e komzjont eus e varv, a zlee beza\u00f1 graet e Jeruzalem.\n9:32 P\u00ear hag ar re a oa ganta\u00f1 o devoa kement a c'hoant kousket; pa zihunjont, e weljont e c'hloar hag an daou zen a oa ganta\u00f1.\n9:33 Evel ma'z ae an dud-ma\u00f1 kuit digant Jezuz, P\u00ear a lavaras dezha\u00f1: Mestr, mat eo deomp chom ama\u00f1; greomp ama\u00f1 teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia. Ne ouie ket mat petra a lavare.\n9:34 Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn d'o golo; hag evel ma c'holoe anezho, ar spont a grogas en diskibien.\n9:35 Ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hema\u00f1 eo va Mab karet-mat, selaouit e\u00f1.\n9:36 Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. E ziskibien a davas, ha ne lavarjont netra da zen, d'ar c'houlz-se, eus ar pezh o devoa gwelet.\n9:37 An deiz war-lerc'h, evel ma tiskennent eus ar menez, ur bobl vras a zeuas a-raok Jezuz.\n9:38 Un den, a-douez an dud-se, a grias hag a lavaras: Mestr, me az ped, taol da zaoulagad war va mab, rak va mab nemeta\u00f1 eo.\n9:39 Ur spered a grog enna\u00f1, ha kerkent e laosk kriadenno\u00f9 bras; neuze ar spered a hej anezha\u00f1 start, en laka da eoni\u00f1, hag a boan e kuita anezha\u00f1, goude beza\u00f1 e vrevet holl.\n9:40 Hag em eus pedet da ziskibien d'e gas kuit, met n'o deus ket gallet.\n9:41 Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houza\u00f1vin ac'hanoc'h? Degas ama\u00f1 da vab.\n9:42 Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar, hag a zifretas start anezha\u00f1; met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel, hag en roas d'e dad.\n9:43 Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, e\u00f1 a lavaras d'e ziskibien:\n9:44 Evidoc'h-hu, selaouit mat ar c'homzo\u00f9-ma\u00f1: Mab an den a zle beza\u00f1 lakaet etre daouarn an dud.\n9:45 Met ne gomprenent ket ar gomz-se; te\u00f1val e oa evito, ha ne gomprenent enni netra, met ne gredent goulenn netra outa\u00f1 war gement-se.\n9:46 Neuze ur so\u00f1j a zeuas dezho, anavezout pehini anezho a vije ar brasa\u00f1.\n9:47 Jezuz, o welout so\u00f1j o c'halon, a gemeras ur bugel bihan, a lakaas anezha\u00f1 en e gichen,\n9:48 hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset. Rak an hini ac'hanoc'h holl eo ar bihana\u00f1, hennezh eo a vo bras.\n9:49 Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezha\u00f1: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outa\u00f1, abalamour ne heul ket ac'hanomp.\n9:50 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Na zifennit ket outa\u00f1; rak an neb n'ema\u00f1 ket a-enep deomp, a zo evidomp.\n9:51 Evel ma tostae an amzer ma tlee beza\u00f1 savet diwar an douar, en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem.\n9:52 Kas a reas tud a-raok dezha\u00f1; o veza\u00f1 aet, ec'h antrejont en ur vourc'h eus Samaria, evit kempenn ul lojeiz dezha\u00f1.\n9:53 Met ar re-ma\u00f1 n'en degemerjont ket, abalamour ma'z ae war-zu Jeruzalem.\n9:54 Jakez ha Yann, e ziskibien, o welout-se, a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an ne\u00f1v evit o devi\u00f1 [evel ma reas Elia].\n9:55 Hogen Jezuz, o tistrei\u00f1, a c'hourdrouzas anezho [hag a lavaras: N'ouzoc'h ket eus peseurt spered oc'h buhezet;\n9:56 rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o savetei\u00f1]. Hag ez ejont da ur vourc'h all.\n9:57 Evel ma oant en hent, un den a lavaras dezha\u00f1: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, e kement lec'h ma'z i.\n9:58 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Al lern o deus toullo\u00f9, ha laboused an ne\u00f1v neizhio\u00f9; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpa\u00f1 e benn.\n9:59 Lavarout a reas da unan all: Heul ac'hanon. Hag hema\u00f1 a lavaras: Aotrou, lez ac'hanon da vont da genta\u00f1 da sebelia\u00f1 va zad.\n9:60 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Lez ar re varv da sebelia\u00f1 o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.\n9:61 Unan all a lavaras dezha\u00f1 ivez: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, met lez ac'hanon da genta\u00f1 da vont da gimiadi\u00f1 diouzh ar re a zo em zi.\n9:62 Jezuz a respontas dezha\u00f1: An hini a laka e zorn war an arar hag a sell war e lerc'h, n'eo ket dereat evit rouantelezh Doue.\n10:1 Goude-se, an Aotrou a lakaas c'hoazh dek ha tri-ugent all, hag o c'hasas daou ha daou a-raok dezha\u00f1, en holl g\u00eario\u00f9 hag en holl lec'hio\u00f9 ma tlee mont e-unan.\n10:2 Hag e lavaras dezho: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.\n10:3 It, setu e kasan ac'hanoc'h evel oaned e-touez bleizi.\n10:4 Na zougit na yalc'h, na sac'h, na boto\u00f9, ha na saludit den en hent.\n10:5 E peseurt ti bennak ma'z eot, lavarit da genta\u00f1: Ra vo ar peoc'h war an ti-ma\u00f1!\n10:6 Mar bez eno ur bugel a beoc'h, ho peoc'h a chomo warna\u00f1; mar n'eus ket, e tistroio deoc'h.\n10:7 Chomit en ti-se, o tebri\u00f1 hag oc'h eva\u00f1 ar pezh a vo roet deoc'h; rak al labourer a zo din eus e c'hopr. Na dremenit ket eus un ti da un ti all.\n10:8 E peseurt k\u00ear bennak ma'z eot, mar ho tegemerer enni, debrit ar pezh a vo kinniget deoc'h,\n10:9 yac'hait ar re gla\u00f1v a vo eno, ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc'h.\n10:10 Met e peseurt k\u00ear bennak ma'z eot, mar n'ho tegemerer ket, it er straedo\u00f9, ha lavarit:\n10:11 Heja\u00f1 a reomp a-enep deoc'h ar poultr a zo staget ouzhimp en ho k\u00ear; gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc'h.\n10:12 Me a lavar deoc'h, en deiz-se e vo dousoc'h da Sodom eget d'ar g\u00ear-se.\n10:13 Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar miraklo\u00f9 a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.\n10:14 Abalamour da-se, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon, eget deoc'h.\n10:15 Ha te, Kafarnaoum, savet out bet betek an ne\u00f1v, hogen izelaet e vi betek lec'h ar marv.\n10:16 An neb a selaou ac'hanoc'h, a selaou ac'hanon, hag an neb a zispriz ac'hanoc'h, a zispriz ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanon, a zispriz an hini en deus va c'haset.\n10:17 An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaoulien a zouj ac'hanomp ez anv.\n10:18 E\u00f1 a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezha\u00f1 eus an ne\u00f1v evel ul luc'hedenn.\n10:19 Setu, e roan deoc'h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c'hruged, ha war holl nerzho\u00f9 an enebour; ha netra ne c'hello noazout ouzhoc'h.\n10:20 Koulskoude, n'en em laouenait ket eus ma sent ar speredo\u00f9 ouzhoc'h; met en em laouenait kentoc'h eus ma'z ema\u00f1 hoc'h anvio\u00f9 skrivet en ne\u00f1vo\u00f9.\n10:21 En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuli\u00f1 a ran, o Tad, Aotrou an ne\u00f1v hag an douar ma ec'h eus kuzhet an trao\u00f9-ma\u00f1 ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskl\u00eariet d'ar vugale! Ya, o Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat.\n10:22 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad, nemet ar Mab, hag an hini a fell d'ar Mab e ziskl\u00earia\u00f1 dezha\u00f1.\n10:23 Hag, o tistrei\u00f1 ouzh e ziskibien, e lavaras dezho, a-du: E\u00fcrus eo an daoulagad a wel ar pezh a welit!\n10:24 Rak, me a lavar deoc'h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welout, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevout.\n10:25 Neuze un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras da Jezuz evit e amproui\u00f1: Mestr, petra a zlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?\n10:26 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Petra a zo skrivet el lezenn, ha petra a lennez enni?\n10:27 E\u00f1 a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, hag eus da holl so\u00f1j, ha da nesa\u00f1 eveldout da-unan.\n10:28 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Respontet mat ec'h eus; gra kement-se hag e vevi.\n10:29 Met an den-ma\u00f1, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesa\u00f1?\n10:30 Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko, hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezha\u00f1; ha goude beza\u00f1 e vrevet a daolio\u00f9, ez ejont kuit, o lezel anezha\u00f1 hanter-varv.\n10:31 Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se, hag o veza\u00f1 gwelet an den, a dremenas e-biou.\n10:32 Ul Leviad, o veza\u00f1 ivez deuet er memes lec'h, hag o welout anezha\u00f1, a yeas e-biou.\n10:33 Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-ma\u00f1, hag o welout anezha\u00f1 en devoe truez outa\u00f1.\n10:34 O tostaat, e lienas e c'houlio\u00f9, hag e lakaas warno eoul ha gwin. Goude e lakaas anezha\u00f1 war e varc'h, en kasas da un ostaleri, hag e kemeras preder anezha\u00f1.\n10:35 Antronoz, o vont kuit, e tennas daou ziner arc'hant, o roas d'an ostiz, hag e lavaras dezha\u00f1: Az pez preder anezha\u00f1, ha kement a zispign ouzhpenn, me en roio dit pa zistroin.\n10:36 Pehini eta eus an tri-se a gav dit eo bet nesa\u00f1 an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron?\n10:37 An doktor a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e ge\u00f1ver eo. Jezuz a lavaras eta dezha\u00f1: Kae, ha gra ivez evel-se.\n10:38 Evel ma oant en hent, ez eas en ur vourc'h, hag ur wreg anvet Marta en degemeras en he zi.\n10:39 Ur c'hoar he devoa, anvet Mari; homa\u00f1, oc'h en em zerc'hel azezet ouzh treid Jezuz, a selaoue e gomzo\u00f9.\n10:40 Marta a oa prederiet gant al labour en ti; o veza\u00f1 deuet, e lavaras: Aotrou, ha n'evezhiez ket penaos va c'hoar am lez da servija\u00f1 va-unan? Lavar dezhi eta va sikour.\n10:41 Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec'h gant kalz a drao\u00f9;\n10:42 met un dra hepken a zo ret; Mari he deus dibabet al lodenn wella\u00f1, ha ne vo ket lamet diganti.\n11:1 Un deiz ma oa Jezuz o pedi\u00f1 en ul lec'h bennak, goude m'en devoe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, desk deomp pedi\u00f1, evel m'en deus Yann desket ivez d'e ziskibien.\n11:2 Hag e lavaras dezho: Pa bedot, lavarit: [Hon] Tad [hag a zo en ne\u00f1v], ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, [ra vo graet da volontez war an douar evel en ne\u00f1v,]\n11:3 ro deomp bemdez hor bara pemdeziek,\n11:4 pardon deomp hor pec'hedo\u00f9, rak ni a bardon ivez d'an holl re o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezha\u00f1 en temptadur, [met hon diwall diouzh an droug].\n11:5 Neuze e lavaras dezho: Mar en defe unan ac'hanoc'h ur mignon hag a zeufe d'e gavout da hanternoz da lavarout dezha\u00f1: Va mignon, prest din tri bara,\n11:6 rak ur mignon din, o veaji\u00f1, a zo deuet da'm zi, ha ne'm eus netra da ginnig dezha\u00f1;\n11:7 ha mar respontfe dezha\u00f1 an den a zo en e di: Na dregas ket ac'hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin em gwele, ne c'hellan ket sevel evit o rei\u00f1 dit!\n11:8 Me a lavar deoc'h, pa ne savfe ket da rei\u00f1 dezha\u00f1 abalamour ma'z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d'e dregaserezh, hag e rofe dezha\u00f1 kement hag en defe ezhomm.\n11:9 Me ivez a lavar deoc'h: Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h.\n11:10 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezha\u00f1.\n11:11 Piv eo an tad en ho touez, a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn diganta\u00f1 bara? Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezha\u00f1 un naer e-lec'h pesk?\n11:12 Pe c'hoazh, mar goulenn diganta\u00f1 ur vi, a roio dezha\u00f1 ur grug?\n11:13 Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, rei\u00f1 trao\u00f9 mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en ne\u00f1v a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn diganta\u00f1!\n11:14 Jezuz a gasas kuit un diaoul mut; pa voe aet an diaoul kuit, an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet.\n11:15 Lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul, pri\u00f1s an diaoulien eo e kas an diaoulien kuit.\n11:16 Reo\u00f9 all, evit e amproui\u00f1, a c'houlenne diganta\u00f1 ur mirakl eus an ne\u00f1v.\n11:17 Met Jezuz, oc'h anavezout o so\u00f1jezono\u00f9, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, hag un ti a vo diskaret.\n11:18 Mar ema\u00f1 eta Satan dizunanet ganta\u00f1 e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaoulien?\n11:19 Mar kasan kuit an diaoulien dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.\n11:20 Met mar kasan kuit an diaoulien dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h.\n11:21 Pa ziwall un den kre\u00f1v hag armet mat e di, kement en deus a zo e peoc'h.\n11:22 Met pa zeu unan all kre\u00f1voc'h egeta\u00f1, e tiskar anezha\u00f1, e tilamm diganta\u00f1 e holl armo\u00f9 ma fizie enno, hag e lodenn e ziwisk.\n11:23 An hini n'ema\u00f1 ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.\n11:24 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hio\u00f9 sec'h, da glask diskuizh, ha ne gav ket; neuze e lavar: Distrei\u00f1 a rin da'm zi a-belec'h on deuet;\n11:25 pa zeu, e kav anezha\u00f1 skubet ha kempennet.\n11:26 Neuze ez a, e kemer ganta\u00f1 seizh spered all gwashoc'h egeta\u00f1, hag ez eont hag e chomont enna\u00f1; ha stad diwezha\u00f1 an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini genta\u00f1.\n11:27 Evel ma lavare an trao\u00f9-se, ur weg eus ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezha\u00f1: E\u00fcrus ar c'hof en deus da zouget, hag an divronn ac'h eus sunet!\n11:28 Met Jezuz a lavaras: E\u00fcrusoc'h eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outa\u00f1!\n11:29 Evel m'en em zastume ar bobl a vandenn war e dro, Jezuz en em lakaas da lavarout: Ar rummad-ma\u00f1 a zo fall; goulenn a ra ur mirakl, ha ne vo roet hini ebet dezha\u00f1, nemet hini [ar profed] Jona.\n11:30 Rak, evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Niniv, Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad-ma\u00f1.\n11:31 Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-ma\u00f1, hag a gondaono anezho, abalamour ma teuas eus pellder an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu ez eus ama\u00f1 brasoc'h eget Salomon.\n11:32 Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-ma\u00f1, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus ama\u00f1 brasoc'h eget Jona.\n11:33 Den n'enaou ul lamp evit he lakaat en ul lec'h kuzhet, pe dindan ar boezell; met he lakaat a ra war ar c'hantolor, abalamour d'ar re a zeu en ti da welout ar skl\u00earijenn.\n11:34 Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo skl\u00earijennet; met mar deo fall, da gorf a vo en de\u00f1valijenn.\n11:35 Diwall eta na vefe ket te\u00f1valijenn ar skl\u00earijenn a zo ennout.\n11:36 Mar deo eta da holl gorf skl\u00earijennet, ha mar n'en deus lod ebet anezha\u00f1 en de\u00f1valijenn, e vo skl\u00earijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac'hanout gant he skl\u00earijenn.\n11:37 Evel ma komze, ur farizian en pedas da leina\u00f1 en e di; Jezuz a yeas, hag en em lakaas ouzh taol.\n11:38 Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc'het a-raok lein.\n11:39 An Aotrou a lavaras dezha\u00f1: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laero\u00f1si hag a fallentez.\n11:40 Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh?\n11:41 Roit, kentoc'h, an aluzen eus ar pezh hoc'h eus, ha pep tra a vo glan evidoc'h.\n11:42 Met gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru, ha war an holl louzo\u00f9, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa an trao\u00f9 a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.\n11:43 Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorio\u00f9 kenta\u00f1 er sinagogenno\u00f9, ha beza\u00f1 saludet war al leurg\u00eario\u00f9.\n11:44 Gwalleur deoc'h, [skribed ha farizianed, pilpouzed]! Abalamour ma'z oc'h he\u00f1vel ouzh bezio\u00f9 na weler ket, ha ma vale an dud warno hep gouzout emaint eno.\n11:45 Neuze, unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz, hag a lavaras dezha\u00f1: Mestr, en ur lavarout an trao\u00f9-se, e tismega\u00f1sez ac'hanomp-ni ivez.\n11:46 Ha Jezuz a lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hio\u00f9 na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied.\n11:47 Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezio\u00f9 d'ar brofeded en deus ho tado\u00f9 lakaet d'ar marv.\n11:48 C'hwi a zo eta an testo\u00f9 hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tado\u00f9, rak int o deus lazhet ar brofeded, ha c'hwi a sav o bezio\u00f9.\n11:49 Abalamour da-se, furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel; hag e lazhint lod anezho, ha lod all a wallgasint,\n11:50 evit ma vo goulennet digant ar rummad-ma\u00f1 gwad an holl brofeded hag a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed,\n11:51 adal gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ; ya, a lavaran deoc'h, goulennet e vo digant ar rummad-ma\u00f1.\n11:52 Gwalleur deoc'h, doktored al lezenn! Rak, o veza\u00f1 kemeret alc'houez an anaoudegezh, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje beza\u00f1 aet.\n11:53 Hag evel ma lavare an trao\u00f9-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waska\u00f1 start, ha d'ober dezha\u00f1 komz war galz a drao\u00f9,\n11:54 o stigna\u00f1 pecho\u00f9 dezha\u00f1, hag o klask paka\u00f1 un dra bennak eus e c'heno\u00f9 [evit e damall].\n12:1 War gement-se, ar bobl o veza\u00f1 en em zastumet dre viliero\u00f9, ken ma kerzhent an eil war egile, Jezuz en em lakaas da lavarout d'e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.\n12:2 N'eus netra goloet na vo dizoloet, ha netra kuzhet na zle beza\u00f1 anavezet.\n12:3 Dre-se, an trao\u00f9 ho po lavaret en de\u00f1valijenn a vo klevet er skl\u00earijenn, hag ar pezh ho po lavaret er skouarn er c'hambro\u00f9, a vo prezeget war lein an tiez.\n12:4 Hag e lavaran deoc'h, deoc'h-hu va mignoned: N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha, goude-se, ne c'hellont ober netra ouzhpenn.\n12:5 Met me a ziskouezo deoc'h piv a zleit douja\u00f1. Doujit an hini en deus, goude beza\u00f1 lamet ar vuhez, ar galloud da gas d'ar gehenn; ya, me a lavar deoc'h, hennezh eo an hini a zleit douja\u00f1.\n12:6 Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n'ankounac'ha ket unan hepken anezho.\n12:7 Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.\n12:8 Lavarout a ran deoc'h: Piv bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue;\n12:9 met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, a vo dinac'het dirak aeled Doue.\n12:10 Ha piv bennak en devo komzet a-enep Mab an den, e vo pardonet dezha\u00f1; met d'an hini en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet.\n12:11 Pa viot kaset er sinagogenno\u00f9, dirak mestro\u00f9 ar vro hag ar re c'halloudek, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn, nag eus ar pezh ho po da lavarout,\n12:12 rak ar Spered-Santel a zesko deoc'h d'an eur-se ar pezh ho po da lavarout.\n12:13 Neuze unan eus ar bobl a lavaras dezha\u00f1: Mestr, lavar d'am breur lodenna\u00f1 ganin hon h\u00earezh.\n12:14 E\u00f1 a lavaras dezha\u00f1: O den, piv en deus va lakaet ho parner, pe evit ober ho lodenno\u00f9?\n12:15 Neuze e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni; rak un den n'en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vado\u00f9.\n12:16 Hag e lavaras dezho ar barabolenn-ma\u00f1: Douaro\u00f9 un den pinvidik o devoa roet kalz a frouezh,\n12:17 hag e so\u00f1je enna\u00f1 e-unan, o lavarout: Petra a rin? Rak ne'm eus ket lec'h a-walc'h evit dastum va eost.\n12:18 Setu ar pezh a rin, emeza\u00f1, diskar a rin va soliero\u00f9 hag e savin reo\u00f9 vrasoc'h, hag e tastumin enno va holl eost ha va mado\u00f9;\n12:19 neuze e lavarin da'm ene: Va ene, kalz a vado\u00f9 ac'h eus a-du evit meur a vloavezh; en em ziskuizh, debr, ev, ha bez laouen.\n12:20 Met Doue a lavaras dezha\u00f1: Den diskiant, en noz-ma\u00f1 memes, da ene a vo goulennet diganit; hag ar pezh ac'h eus dastumet, da biv e viot?\n12:21 Evel-se ema\u00f1 gant an hini a zastum mado\u00f9 evita\u00f1 e-unan, ha n'eo ket pinvidik e Doue.\n12:22 Neuze e lavaras d'e ziskibien: Dre-se, e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket.\n12:23 Ar vuhez a zo muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad.\n12:24 Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n'o deus na kav na solier, ha Doue o mag; pegement ne dalvezit ket muioc'h eget laboused?\n12:25 Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad?\n12:26 Ma ne c'hellit ket eta ober memes an trao\u00f9 bihana\u00f1, perak oc'h nec'het gant ar peurrest?\n12:27 Sellit penaos e kresk al lili: ne labouront ket, ne nezont ket; koulskoude, e lavaran deoc'h penaos Salomon memes en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.\n12:28 Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier, hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h-hu, tud a nebeud a feiz?\n12:29 Ha n'en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot, pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec'het.\n12:30 Rak tud ar bed eo, a glask an holl drao\u00f9-se. Ho Tad a oar hoc'h eus ezhomm anezho.\n12:31 Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue, hag an holl drao\u00f9-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.\n12:32 Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad rei\u00f1 deoc'h ar rouantelezh.\n12:33 Gwerzhit ar pezh hoc'h eus, hag roit e\u00f1 en aluzen. En em rit yilc'hier deoc'h ha ne goshaint ket, un te\u00f1zor en ne\u00f1v ha ne vanko biken, a-belec'h al laeron ne dostaont ket, hag e-pelec'h ar pre\u00f1ved ne zistrujont ket.\n12:34 Rak el lec'h ma'z ema\u00f1 ho te\u00f1zor, eno ivez e vo ho kalon.\n12:35 Ra vo ho tivgroazell gourizet, hag ho lampo\u00f9 war enaou,\n12:36 ha bezit evel tud a c'hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, abalamour pa zeuio ha pa skoio war an nor, e tigorint dezha\u00f1 kerkent.\n12:37 E\u00fcrus ar servijerien a vo kavet gant o mestr o veilha\u00f1 pa erruo! Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en em c'hourizo, e lakaio anezho ouzh taol, hag e servijo anezho.\n12:38 Mar deu d'an eil pe d'an drede veilhadenn, ha mar o c'hav er stad-se, e\u00fcrus ar servijerien-se!\n12:39 Anavezout a rit penaos mar goufe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toulla\u00f1 e di.\n12:40 C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na so\u00f1jit ket.\n12:41 Neuze P\u00ear a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, pe deomp-ni, pe d'an holl, e lavarez ar barabolenn-se?\n12:42 Hag an Aotrou a lavaras dezha\u00f1: Piv eo ar merour feal ha fur, en deus ar mestr lakaet war e vevelien, evit rei\u00f1 dezho en amzer dereat o muzuliad ed?\n12:43 E\u00fcrus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc'h ober kement-se pa erruo!\n12:44 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaio anezha\u00f1 war gement en deus.\n12:45 Met mar lavar ar merour-se en e galon: Va mestr a zale da zont; ha mar en em laka da skei\u00f1 gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebri\u00f1, da eva\u00f1, ha d'en em vezvi\u00f1,\n12:46 mestr a merer-se a zeuio en deiz na c'hortoz ket, hag en eur na oar ket, e tilamo anezha\u00f1, hag e roio dezha\u00f1 e lod gant ar re disleal.\n12:47 Ar merer hag a anavez bolontez e vestr, ha n'eo ket en em zalc'het prest, ha n'en deus ket graet ar volontez-se, a vo skoet warna\u00f1 kalz a daolio\u00f9.\n12:48 Met an hini n'en deus ket hec'h anavezet, hag en deus graet trao\u00f9 din a gastiz, a vo skoet warna\u00f1 nebeutoc'h a daolio\u00f9. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc'h c'hoazh digant an hini a zo bet fiziet kalz enna\u00f1.\n12:49 Deuet on da lakaat an tan war an douar; ha petra am eus da c'hoantaat, mar deo dija enaouet?\n12:50 Met dleout a ran beza\u00f1 badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall e vefe graet kement-se!\n12:51 Kredi\u00f1 a rit on deuet da zegas ar peoc'h war an douar? Nann a lavaran deoc'h, met kentoc'h an dizunvaniezh.\n12:52 Rak en amzer da zont, en un ti, e vo pemp dizunvanet, tri a-enep daou, ha daou a-enep tri.\n12:53 An tad a vo a-enep ar mab hag ar mab a-enep an tad, ar vamm a-enep ar verc'h hag ar verc'h a-enep ar vamm, ar vamm-gaer a-enep ar verc'h-kaer hag ar verc'h-kaer a-enep ar vamm-gaer.\n12:54 Lavarout a reas c'hoazh d'ar bobl: Pa welit ur goumoulenn o sevel diouzh tu ar c'huzh-heol, e lavarit raktal: Dont a raio glav, hag e teu.\n12:55 Ha pa c'hwezh avel ar c'hreisteiz, e lavarit: Tomm e vo, hag e teu da veza\u00f1 tomm.\n12:56 Pilpouzed! Anavezout a rit doareo\u00f9 an ne\u00f1v hag an douar, penaos eta n'anavezit ket an amzer-ma\u00f1?\n12:57 Ha penaos n'anavezit ket ac'hanoc'h hoc'h-unan ar pezh a zo reizh?\n12:58 Pa'z ez gant da enebour dirak ar gouarner, evezhi en hent da ziskarga\u00f1 diganta\u00f1, gant aon na lakafe ac'hanout dirak ar barner, hag ar barner da'z lakaat etre daouarn ar serjant, hag ar serjant da'z lakaat er prizon.\n12:59 Me a lavar penaos ne zeui ket kuit ac'hane, ken na'z po paeet an diwezha\u00f1 gwenneg.\n13:1 En amzer-se, hinienno\u00f9 eus an dud en em gave eno, a lavaras da Jezuz ar pezh a oa c'hoarvezet da C'halileiz en devoa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzho\u00f9.\n13:2 Ha Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha kredi\u00f1 a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouza\u00f1vet kement-se?\n13:3 Nann, a lavaran deoc'h; met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.\n13:4 Pe kredi\u00f1 a rit an triwec'h den ma'z eo kouezhet tour Siloa warno, o lazha\u00f1 anezho, a oa brasoc'h pec'herien eget holl dud Jeruzalem?\n13:5 Nann, a lavaran deoc'h; met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.\n13:6 Lavarout a reas ivez ar barabolenn-ma\u00f1: Un den en devoa ur wezenn-fiez plantet en e winieg, hag e teuas da glask frouezh enni, met ne gavas ket.\n13:7 Neuze e lavaras d'ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-ma\u00f1, ha ne gavan ket; troc'h anezhi; perak e talc'h lec'h en aner en douar?\n13:8 Ar gwinier a respontas dezha\u00f1: Aotrou, lez anezhi c'hoazh ar bloaz-ma\u00f1, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti.\n13:9 Marteze e tougo frouezh, ha ma ne ra ket, e troc'hi anezhi goude.\n13:10 Evel ma kelenne Jezuz en ur sinagogenn un deiz sabad,\n13:11 en em gavas eno ur wreg dalc'het gant ur spered he c'hla\u00f1vae triwec'h vloaz a oa; daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c'helle tamm ebet en em eeuna\u00f1.\n13:12 Jezuz, o welout anezhi, he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac'haet out eus da gle\u00f1ved.\n13:13 E\u00f1 a lakaas e zaouarn warni, ha kerkent en em eeunas, hag e roas gloar da Zoue.\n13:14 Met penn ar sinagogenn, droug enna\u00f1 eus m'en devoe Jezuz yac'haet un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar bobl: C'hwec'h devezh a zo evit labourat; deuit eta en deizio\u00f9-se evit beza\u00f1 yac'haet, ha neket devezh ar sabad.\n13:15 Met an Aotrou a respontas dezha\u00f1: Pilpouzed, pep hini ac'hanoc'h, ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c'hraou deiz ar sabad, ha ne gas ket anezha\u00f1 d'an dour?\n13:16 Ha ne zleed ket ivez, deiz ar sabad, distaga\u00f1 eus he chadenn ar verc'h-ma\u00f1 da Abraham, a oa dalc'het ereet gant Satan triwec'h bloaz a oa?\n13:17 Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek, hag an holl bobl en em laouenae eus an holl drao\u00f9 glorius a rae.\n13:18 Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra eo he\u00f1vel rouantelezh Doue, pe ouzh petra e ha\u00f1valin anezhi?\n13:19 He\u00f1vel eo ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh; hag e kresk, hag e teu da veza\u00f1 ur wezenn [vras], en hevelep doare ma teu laboused an ne\u00f1v da chom en he branko\u00f9.\n13:20 Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e ha\u00f1valin rouantelezh Doue?\n13:21 He\u00f1vel eo ouzh ur goell a gemer ur wreg, hag a laka e tri muzuliad bleud, betek ma vo an toaz goet holl.\n13:22 Jezuz a yae dre ar c'h\u00eario\u00f9 ha dre ar bourc'hio\u00f9, o kelenn hag o terc'hel hent Jeruzalem.\n13:23 Unan bennak a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeud a dud? E\u00f1 a lavaras dezho:\n13:24 Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh; rak, me a lavar deoc'h, penaos kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket.\n13:25 Pa vo aet mestr an ti, ha m'en devo prennet an nor, ha pa en em lakaot-c'hwi, o veza\u00f1 er-maez, da skei\u00f1 ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, e\u00f1 a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h oc'h.\n13:26 Neuze e lavarot: Ni hon eus debret hag evet dirazout, ha te ac'h eus kelennet en hor straedo\u00f9.\n13:27 Hag e\u00f1 a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h oc'h; en em dennit diouzhin, c'hwi holl a ra micher a fallentez.\n13:28 Eno e vo goueladego\u00f9 ha grigo\u00f1sadego\u00f9-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez.\n13:29 Hag e teuio tud eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz, a vo ouzh taol e rouantelezh Doue.\n13:30 Ha setu ez eus re ziwezha\u00f1 hag a vo ar re genta\u00f1, hag ez eus re genta\u00f1 hag a vo ar re ziwezha\u00f1.\n13:31 En deiz-se, e teuas d'e gavout hinienno\u00f9 eus ar farizianed, o lavarout dezha\u00f1: Kae kuit, ha kerzh ac'han, rak Herodez a fell dezha\u00f1 da lazha\u00f1.\n13:32 E\u00f1 a lavaras dezho: It, ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaoulien hag ec'h echuan da rei\u00f1 ar yec'hed d'ar re gla\u00f1v, hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin.\n13:33 Koulskoude, ret eo din bale hiziv, warc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, evit na c'hoarvezo ket e varvfe ur profed er-maez eus Jeruzalem.\n13:34 Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded, hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale, evel ma tastum ar yar he c'hlodad dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!\n13:35 Setu, ho ti a ya da chom [hep den], ha me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui, betek ma lavarot: Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou.\n14:1 Un deiz sabad, Jezuz a oa aet e ti unan eus penno\u00f9 ar farizianed evit debri\u00f1; ar farizianed a selle outa\u00f1.\n14:2 Un den dourgoe\u00f1vet a oa diraza\u00f1.\n14:3 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d'ar farizianed: Hag aotreet eo yac'haat deiz ar sabad?\n14:4 Int a davas. Neuze, o kemer an hini kla\u00f1v, en yac'haas hag en kasas kuit.\n14:5 Goude-se, e lavaras dezho: Piv ac'hanoc'h, mar kouezh e vab pe e ejen en ur pu\u00f1s, na dennfe ket anezha\u00f1 er-maez kerkent, deiz ar sabad?\n14:6 Ha ne c'helljont ket respont dezha\u00f1 war gement-se.\n14:7 Lavarout a reas ivez d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent al lec'hio\u00f9 kenta\u00f1; hag e lavaras dezho:\n14:8 Pa vi pedet gant unan bennak d'un eured, n'en em laka ket er c'henta\u00f1 plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc'h egedout,\n14:9 hag e teufe an hini en deus ho pedet, te hag e\u00f1, ha ne lavarfe dit: Ro al lec'h da hema\u00f1, hag ez afes neuze gant mezh er plas diwezha\u00f1.\n14:10 Met pa vi pedet, kae d'en em lakaat er plas diwezha\u00f1, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Va mignon, pign uheloc'h. Neuze, kement-se a roio enor dit dirak ar re a vo ouzh taol ganit.\n14:11 Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.\n14:12 Hag e lavaras d'an hini en devoa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac'hanout d'o zro, ha na rafent dit ar memes tra.\n14:13 Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm, ar re dall.\n14:14 Hag e vi e\u00fcrus dre ma ne c'hellont ket e renta\u00f1 dit, rak te az po ar pae en adsavidigezh ar re reizh.\n14:15 Unan eus ar re a oa ouzh taol, o veza\u00f1 klevet kement-se, a lavaras dezha\u00f1: E\u00fcrus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!\n14:16 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Un den a reas ur goan vras, hag a bedas dezhi kalz a dud;\n14:17 da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d'ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest.\n14:18 Hag en em lakajont holl, a-unan, da zigarezi\u00f1. An hini kenta\u00f1 a lavaras dezha\u00f1: Prenet em eus douar, ha ret eo din mont da welout anezha\u00f1; da bedi\u00f1 a ran da'm digarezi\u00f1.\n14:19 Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened, hag ez an da welout hag int a zo mat; da bedi\u00f1 a ran da'm digarezi\u00f1.\n14:20 Hag unan all a lavaras: Ur wreg am eus kemeret, dre-se ne c'hellan ket mont.\n14:21 Ar mevel, o veza\u00f1 distroet, a ziskl\u00earias kement-ma\u00f1 d'e vestr. Neuze mestr an ti, droug enna\u00f1, a lavaras d'e vevel: Kae buan dre leurio\u00f9 ha straedo\u00f9 k\u00ear, ha degas ama\u00f1 ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re dall hag ar re gamm.\n14:22 Goude, ar mevel a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, graet eo bet evel ma ec'h eus gourc'hemennet, ha lec'h a zo c'hoazh.\n14:23 Ar mestr a lavaras d'ar mevel: Kae dre an hento\u00f9 hag a-hed ar girzhier, ha gra d'ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.\n14:24 Rak lavarout a ran deoc'h, hini ebet eus ar re a zo pedet ne da\u00f1vaio eus va c'hoan.\n14:25 Evel ma yae ul lod bras a dud gant Jezuz, e tistroas etrezek enno, hag e lavaras dezho:\n14:26 Mar deu unan bennak da'm c'havout, ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c'hoarezed, ha muioc'h c'hoazh e vuhez hec'h-unan, ne c'hell ket beza\u00f1 va diskibl.\n14:27 Ha piv bennak ne zougo ket e groaz, ha ne heulio ket ac'hanon, ne c'hell ket beza\u00f1 va diskibl.\n14:28 Rak piv ac'hanoc'h, o c'hoantaat sevel un tour, ne azez ket da genta\u00f1, ne ra ket ar gont eus an dispign evit gwelout hag e\u00f1 en deus peadra d'e echui\u00f1,\n14:29 gant aon, goude beza\u00f1 lakaet an diazez, na c'hellfe ket e echui\u00f1, ha na zeufe an holl re en gwelje d'ober goap anezha\u00f1,\n14:30 ha da lavarout: An den-ma\u00f1 a zo en em lakaet da sevel un tour, ha n'en deus ket gallet e echui\u00f1!\n14:31 Pe, piv eo ar roue, o vont en hent evit ober brezel d'ur roue all, ne azez ket da genta\u00f1, ha n'en em c'houlenn ket e-unan hag e\u00f1 a c'hell gant dek mil den mont da ziaraogi\u00f1 an hini a zeu a-enep dezha\u00f1 gant ugent mil?\n14:32 Anez, pa ema\u00f1 c'hoazh pell hema\u00f1, e kas dezha\u00f1 ur c'hannad da c'houlenn ar peoc'h.\n14:33 Evel-se, piv bennak ac'hanoc'h ivez na zilez ket kement en deus, ne c'hell ket beza\u00f1 diskibl din.\n14:34 Un dra vat eo an holen, met mar koll e vlaz gant petra e vo e roet dezha\u00f1?\n14:35 N'eo mat, nag evit an douar, nag evit an teil; e deurel a reer er-maez. Ra selaouo an neb en deus divskouarn da glevout.\n15:1 An holl bublikaned hag an dud a vuhez fall a dostae ouzh Jezuz evit e glevout.\n15:2 Ar farizianed hag ar skribed a grozmole, o lavarout: Hema\u00f1 a zegemer an dud a vuhez fall hag a zebr ganto.\n15:3 Met e\u00f1 a lavaras dezho ar barabolenn-ma\u00f1:\n15:4 Pehini ac'hanoc'h, mar en deus kant da\u00f1vad, ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec'h distro, evit mont da glask an hini a zo kollet, betek m'en deus e gavet?\n15:5 Ha piv, o veza\u00f1 e gavet, n'en laka war e zivskoaz gant levenez,\n15:6 hag, o veza\u00f1 deuet d'ar g\u00ear, ne c'halv e vignoned hag e amezeien, ha ne lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va da\u00f1vad a oa kollet?\n15:7 Me a lavar deoc'h, e vo muioc'h a levenez en ne\u00f1v evit ur pec'her hepken hag en deus keuz, eget na vo evit naontek ha pevar-ugent ha n'o deus ket ezhomm a geuzidigezh.\n15:8 Pe, piv eo ar wreg, o kaout dek pezh arc'hant, mar koll unan anezho, n'enaou ket ur c'houlaouenn, ne skub ket he zi, ha ne glask ket gant evezh anezha\u00f1 betek ma deu d'e gavout,\n15:9 hag, o veza\u00f1 kavet anezha\u00f1, ne c'halv he mignonezed hag hec'h amezegezed, ha ne lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus ar pezh arc'hant am boa kollet?\n15:10 Me a lavar deoc'h, ez eus levenez dirak aeled Doue evit ur pec'her hepken hag en deus keuz.\n15:11 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Un den en devoa daou vab.\n15:12 An hini yaouanka\u00f1 a lavaras d'e dad: Va zad, ro din al lodenn eus ar mado\u00f9 a zle degouezhout din. Hag an tad a lodennas dezho e vado\u00f9.\n15:13 Un nebeut deizio\u00f9 goude, ar mab yaouanka\u00f1 o veza\u00f1 dastumet kement en devoa, a yeas d'ur vro bell hag a zispignas enni e vado\u00f9, o veva\u00f1 en diroll.\n15:14 Goude m'en devoa dispignet holl, e teuas un naonegezh vras er vro-se, hag en em gavas en dienez.\n15:15 O veza\u00f1 aet, en em lakaas e servij unan eus tud ar vro-se; kaset e voe ganta\u00f1 en e zouaro\u00f9 da vesa ar moc'h.\n15:16 Hag en dije karet leunia\u00f1 e gof gant ar c'hloso\u00f9 a zebre ar moc'h; met den ne roe dezha\u00f1.\n15:17 O veza\u00f1 eta deuet enna\u00f1 e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien a zo gopraet gant va zad hag o deus bara e-leizh, ha me a varv gant an naon!\n15:18 Sevel a rin hag ez in da gavout va zad, hag e lavarin dezha\u00f1: Va zad, pec'het em eus a-enep an ne\u00f1v hag a-enep dit,\n15:19 n'on ken din da veza\u00f1 galvet da vab; degemer ac'hanon evel unan eus da vevelien.\n15:20 Mont a reas eta hag e teuas da gavout e dad. Evel ma oa c'hoazh pell, e dad a welas anezha\u00f1 hag en devoe truez outa\u00f1, hag, o redek d'e gavout, e lamas d'e c'houzoug hag e pokas dezha\u00f1.\n15:21 E vab a lavaras dezha\u00f1: Va zad, pec'het em eus a-enep an ne\u00f1v hag a-enep dit, n'on ken din da veza\u00f1 galvet da vab.\n15:22 Met an tad a lavaras d'e vevelien: degasit ar sae gaera\u00f1, hag he gwiskit dezha\u00f1; lakait ur walenn war e viz, ha boto\u00f9 en e dreid.\n15:23 Degasit al leue lart ha lazhit anezha\u00f1; debromp hag en em laouenaomp,\n15:24 rak ar mab-ma\u00f1 din a oa marv, hag eo distroet d'ar vuhez; kollet e oa, hag eo adkavet. Hag en em lakajont d'en em laouenaat.\n15:25 Ar mab hena\u00f1 a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an da\u00f1so\u00f9.\n15:26 Gervel a reas unan eus ar servijerien, hag e c'houlennas diganta\u00f1 petra a oa kement-se.\n15:27 Ar servijer a lavaras dezha\u00f1: Da vreur a zo distro, ha da dad en deus lazhet al leue lart, abalamour ma'z eo distroet yac'h.\n15:28 Met hema\u00f1 a yeas droug enna\u00f1, ha ne felle ket dezha\u00f1 mont en ti. E dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh.\n15:29 Met e\u00f1 a respontas d'e dad: Setu, ez eus kement a vloazio\u00f9 abaoe ma servijan ac'hanout hep beza\u00f1 biskoazh manket da'z kourc'hemenn, ha ne'c'h eus biskoazh roet din ur c'havrig evit en em laouenaat gant va mignoned.\n15:30 Ha pa'z eo deuet ar mab-ma\u00f1 dit, an hini en deus debret da vado\u00f9 gant merc'hed fall, ec'h eus lakaet lazha\u00f1 al leue lart evita\u00f1!\n15:31 E dad a lavaras dezha\u00f1: Va mab, te a zo bepred ganin, ha kement am eus a zo dit.\n15:32 Met ret mat e oa en em laouenaat hag en em sederaat, rak da vreur ama\u00f1 a oa marv, hag deuet eo d'ar vuhez en-dro; kollet e oa, met adkavet eo.\n16:1 Jezuz a lavaras ivez d'e ziskibien: Un den pinvidik en devoa ur merer a oa tamallet diraza\u00f1 da veza\u00f1 dispignet e vado\u00f9.\n16:2 E\u00f1 a c'halvas anezha\u00f1, hag a lavaras dezha\u00f1: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken gouarn va mado\u00f9.\n16:3 Neuze ar merer-ma\u00f1 a lavaras enna\u00f1 e-unan: Petra a rin, pa lam va mestr diganin gouarnerezh e vado\u00f9? Ne c'hellfen ket labourat an douar; mezh am befe o c'houlenn aluzen.\n16:4 Gouzout a ran petra a rin evit ma vo tud hag am degemero en o ziez, pa vo lamet va gouarnerezh diganin,.\n16:5 Neuze e c'halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d'an hini kenta\u00f1: Pegement a dleez da'm mestr?\n16:6 E\u00f1 a respontas: Kant muzuliad (= kant bat) eoul. Hag ar merer a lavaras dezha\u00f1: Kemer da verk, azez buan, ha skriv hanter-kant..\n16:7 Neuze e lavaras d'un all: Ha te, pegement a dleez? E\u00f1 a lavaras: Kant muzuliad (= kant kor) gwinizh. Ar merer a lavaras dezha\u00f1: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent.\n16:8 Ar mestr a veulas ar merer disleal-se abalamour m'en devoe graet-se gant furnez; rak bugale ar c'hantved-ma\u00f1 a zo furoc'h e-ke\u00f1ver o rummad eget bugale ar skl\u00earijenn.\n16:9 Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned gant pinvidigezhio\u00f9 direizh, abalamour pa zeuint da vankout, e tegemerint ac'hanoc'h en teltenno\u00f9 peurbadus.\n16:10 An hini a zo leal en trao\u00f9 bihan, a vo ivez leal en trao\u00f9 bras; hag an hini a zo disleal en trao\u00f9 bihan, a vo ivez disleal en trao\u00f9 bras.\n16:11 Mar n'hoc'h ket bet eta leal er mado\u00f9 direizh, piv a fizio ennoc'h ar mado\u00f9 gwirion?\n16:12 Ha mar n'hoc'h ket bet leal er mado\u00f9 a zo d'ar re all, piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h?\n16:13 Mevel ebet ne c'hell servija\u00f1 daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servija\u00f1 Doue ha Mammon.\n16:14 Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaoue kement-se, hag a rae goap anezha\u00f1.\n16:15 E\u00f1 a lavaras dezho: Evidoc'h-hu, c'hwi a fell deoc'h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalono\u00f9; rak ar pezh a zo uhel dirak an dud, a zo fall bras dirak Doue.\n16:16 Al lezenn hag ar brofeded a yae betek Yann; adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.\n16:17 Met aesoc'h eo d'an ne\u00f1v ha d'an douar tremen, eget d'ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout.\n16:18 Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit gant he gwaz, a ra avoultriezh.\n16:19 Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lien fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.\n16:20 Bez' e oa ivez ur paour, anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c'houlio\u00f9;\n16:21 c'hoantaat a rae terri\u00f1 e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik; hag ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlio\u00f9.\n16:22 En em gavout a reas ma varvas ar paour, hag e voe kaset gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez, hag e voe sebeliet;\n16:23 o veza\u00f1 e lec'h ar marv, er poanio\u00f9, e savas e zaoulagad, hag e welas eus pell Abraham, ha Lazar en e askre;\n16:24 o krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin, ha kas Lazar, evit ma trempo en dour penn e viz, ha ma freskaio din va zeod, rak gwall-boaniet on er flamm-ma\u00f1.\n16:25 Abraham a respontas: Va mab, az pez so\u00f1j penaos ec'h eus resevet da vado\u00f9 e-pad da vuhez, ha Lazar n'en deus bet nemet poanio\u00f9; brema\u00f1 e\u00f1 a zo diboaniet, ha te a zo er poanio\u00f9.\n16:26 Ouzhpenn-se, bez' ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo ama\u00f1 tremen aze, ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni.\n16:27 Ar pinvidik a lavaras: Da bedi\u00f1 a ran eta, tad Abraham, da gas Lazar da di va zad, rak pemp breur am eus,\n16:28 evit testenia\u00f1 dezho an trao\u00f9-ma\u00f1, gant aon na zeufent ivez el lec'h-ma\u00f1 a boanio\u00f9.\n16:29 Abraham a respontas dezha\u00f1: Bez' o deus Moizez hag ar brofeded; ra selaouint anezho.\n16:30 Ar pinvidik a lavaras: Nann, tad Abraham; met mar da unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz.\n16:31 Hag Abraham a lavaras dezha\u00f1: Ma ne selaouont ket Moizez, nag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut, ha pa savfe unan bennak a-douez ar re varv.\n17:1 Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Ret eo e c'hoarvezfe skouerio\u00f9 fall; met gwalleur d'an hini ma teuint dreza\u00f1.\n17:2 Gwelloc'h eo dezha\u00f1 e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen-milin, hag e vefe taolet er mor, eget ma rofe skouer fall da unan eus ar re vihan-ma\u00f1.\n17:3 Lakait evezh ouzhoc'h. Mar en deus da vreur pec'het [a-enep dit], tamall anezha\u00f1; ha mar en deus keuz, pardon dezha\u00f1.\n17:4 Mar pec'h seizh gwech an deiz en da enep, ha mar distro seizh gwech an deiz da'z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezha\u00f1.\n17:5 An ebestel a lavaras d'an Aotrou: Kresk deomp hor feiz.\n17:6 Hag an Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese, hag en em blant er mor; hag e sentfe ouzhoc'h.\n17:7 Piv ac'hanoc'h, mar en deus ur mevel oc'h arat, pe o vesa al loened, a lavaro dezha\u00f1 kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost ama\u00f1, hag en em laka ouzh taol?\n17:8 Ha ne lavaro ket kentoc'h dezha\u00f1: Aoz koan din, en em c'houriz ha servij ac'hanon, betek ma em bo debret hag evet; ha goude-se e tebri hag ec'h evi.\n17:9 Ha trugarez en devo d'ar mevel-se, abalamour m'en deus graet ar pezh en deus gourc'hemennet dezha\u00f1? [Ne gredan ket.]\n17:10 C'hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc'hemennet deoc'h, lavarit: Mevelien didalvoudek omp, abalamour n'hon eus graet nemet ar pezh a oa ret deomp ober.\n17:11 Evel ma'z ae da Jeruzalem, e tremene war harzo\u00f9 Samaria ha Galilea,\n17:12 hag evel ma'z antree en ur vourc'h, e voe diarbennet gant dek den lovr en em zalc'he pell diouta\u00f1.\n17:13 Int, o sevel o mouezh, a grias: Jezuz, mestr, az pez truez ouzhimp!\n17:14 O veza\u00f1 o gwelet, e lavaras dezho: It, hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, e voent naetaet.\n17:15 Unan anezho, o welout e oa yac'haet, a zistroas o rei\u00f1 gloar da Zoue a vouezh uhel.\n17:16 Hag en em daolas ouzh treid Jezuz, e c'henou d'an douar, o trugarekaat. Hema\u00f1 a oa Samaritan.\n17:17 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An holl zek, ha n'int ket bet yac'haet? Pelec'h eta ema\u00f1 an dek all?\n17:18 N'eus en em gavet nemet an diavaeziad-ma\u00f1 hag a zo distroet da rei\u00f1 gloar da Zoue?\n17:19 Neuze e lavaras dezha\u00f1: Sav, kae, da feiz en deus da yac'haet.\n17:20 Ar farizianed, o veza\u00f1 goulennet outa\u00f1 pegoulz e teuje rouantelezh Doue, e respontas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus.\n17:21 Ne vo ket lavaret: Ema\u00f1 ama\u00f1, pe: Ema\u00f1 aze; rak setu, ema\u00f1 rouantelezh Doue en ho touez.\n17:22 Hag e lavaras d'e ziskibien: Dont a raio un amzer ma ho po c'hoant da welout unan eus deizio\u00f9 Mab an den, ha n'en gwelot ket.\n17:23 Hag e vo lavaret deoc'h: Setu ema\u00f1 ama\u00f1, pe: Setu ema\u00f1 aze. N'it ket, ha na heuilhit ket anezho.\n17:24 Rak evel ma teu ul luc'hedenn da lugerni\u00f1 eus ur penn d'an oabl betek ur penn all, evel-se e teuio Mab an den en e zeiz.\n17:25 Met ret eo dezha\u00f1 kent-se gouza\u00f1v kalz a drao\u00f9, ha beza\u00f1 taolet kuit gant ar rummad-ma\u00f1.\n17:26 Ar pezh a erruas en amzer Noe, a erruo en hevelep doare en amzer Mab an den.\n17:27 An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a roe e dimezi\u00f1, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h, hag an dour-beuz a zeuas hag o distrujas holl.\n17:28 Kement-se a erruas c'hoazh en amzer Lot; an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante hag a save tiez;\n17:29 met en deiz ma'z eas Lot kuit eus Sodom, e teuas glav tan ha soufr eus an ne\u00f1v hag o distrujas holl.\n17:30 Evel-se e vo ivez en deiz ma teuio Mab an den.\n17:31 En deiz-se, an hini a vo war an doenn hag en devo e drao\u00f9 e-barzh an ti, arabat e vo dezha\u00f1 diskenn evit o c'has ganta\u00f1; en hevelep doare, an hini a vo er parkeier, arabat e vo dezha\u00f1 mont war-dre\u00f1v.\n17:32 Ho pet so\u00f1j eus gwreg Lot.\n17:33 Piv bennak a glasko savetei\u00f1 e vuhez, he c'hollo, ha piv bennak he c'hollo, he c'havo.\n17:34 Me a lavar deoc'h, penaos en noz-se, eus daou den a vo en un hevelep gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet,\n17:35 eus div wreg a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet,\n17:36 [eus daou den a vo er parkeier, unan a vo kemeret hag egile lezet].\n17:37 O respont, e lavarjont dezha\u00f1: Pelec'h e vo, Aotrou? E\u00f1 a lavaras dezho: E-lec'h ma vo ar c'horf, en em zastumo an erered.\n18:1 Jezuz a lavaras ivez dezho ar barabolenn-ma\u00f1, evit diskouez penaos eo ret pedi\u00f1 bepred, hag hep skuizha\u00f1.\n18:2 Bez' e oa en ur g\u00ear ur barner na zouje ket Doue, ha n'en devoa respet ebet evit den.\n18:3 Bez' e oa ivez er g\u00ear-se un inta\u00f1vez a zeue d'e gavout, o lavarout: Gra din reizh diouzh va enebour.\n18:4 E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Koulskoude e lavaras enna\u00f1 e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue, ha na'm eus respet ebet evit den,\n18:5 koulskoude, dre ma teu an inta\u00f1vez-ma\u00f1 da skuizha\u00f1 ac'hanon, e rin reizh dezhi, gant aon na gendalc'hfe da derri\u00f1 din va fenn.\n18:6 Hag an Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal-se.\n18:7 Doue, ha ne raio ket reizh d'e re dibabet a gri dezha\u00f1 noz-deiz, hag e taleo en o c'he\u00f1ver?\n18:8 Me a lavar deoc'h, e raio reizh dezho prest. Met pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?\n18:9 Lavarout a reas ivez ar barabolenn-ma\u00f1, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh, hag a zisprize ar re all:\n18:10 Daou zen a bignas d'an templ da bedi\u00f1; unan a oa farizian, hag egile a oa publikan.\n18:11 Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bede evel-hen enna\u00f1 e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, nag ivez evel ar publikan-se.\n18:12 Yuna\u00f1 a ran div wech ar sizhun, rei\u00f1 a ran an deog eus kement am eus.\n18:13 Met ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne grede ket memes sevel e zaoulagad d'an ne\u00f1v; met skei\u00f1 a rae war boull e galon, o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin, ur pec'her on!\n18:14 Me a lavar deoc'h, hema\u00f1 a zistroas pardonet d'e di kentoc'h eget egile; rak piv bennak en em uhela, a vo izelaet, ha piv bennak en em izela, a vo uhelaet.\n18:15 Degaset e voe dezha\u00f1 bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien, o welout kement-se, a c'hrozmole d'ar re o degase.\n18:16 Jezuz, o c'hervel anezho d'e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo he\u00f1vel outo.\n18:17 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh.\n18:18 Unan eus ar penno\u00f9 a c'houlennas diganta\u00f1: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?\n18:19 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Perak em galvez mat? N'eus hini mat nemet Doue hepken.\n18:20 Anavezout a rez ar gourc'hemenno\u00f9: Na ra ket avoultriezh; Na lazh ket; Na laer ket; Na lavar ket a falstesteni; Enor da dad ha da vamm.\n18:21 E\u00f1 a lavaras dezha\u00f1: Miret em eus an holl drao\u00f9-se adalek va yaouankiz.\n18:22 Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras: Mankout a ra dit c'hoazh un dra: Gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un te\u00f1zor en ne\u00f1v; goude-se deus hag heul ac'hanon.\n18:23 Pa en devoe klevet kement-se, e teuas gwall-drist; rak pinvidik bras e oa.\n18:24 Jezuz, o welout e oa deuet gwall-drist, a lavaras: Pegen diaes eo d'ar re o deus mado\u00f9 mont e rouantelezh Doue!\n18:25 Aesoc'h eo d'ur c'ha\u00f1val tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.\n18:26 Ar re en kleve a lavaras: Ha piv a c'hell beza\u00f1 salvet?\n18:27 Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a zo dibosupl d'an dud a zo posupl da Zoue.\n18:28 P\u00ear a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet.\n18:29 E\u00f1 a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe wreg, pe vreudeur, pe gerent, pe vugale, evit rouantelezh Doue,\n18:30 ha ne resevo kalz muioc'h er c'hantved-ma\u00f1, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.\n18:31 Jezuz a gemeras neuze a-du an daouzek, hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem, hag an holl drao\u00f9 a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den, a ya da veza\u00f1 graet.\n18:32 Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezha\u00f1, dismega\u00f1set e vo, kra\u00f1chet e vo outa\u00f1,\n18:33 ha goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.\n18:34 Met ne gomprenent netra e kement-se; ar c'homzo\u00f9-se a oa kuzhet evito, ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho.\n18:35 Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent, hag a c'houlenne an aluzen;\n18:36 o klevout ar bobl a dremene, e c'houlennas petra a oa kement-se.\n18:37 Lavaret e voe dezha\u00f1 e tremene Jezuz a Nazared.\n18:38 Neuze e krias: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!\n18:39 Ar re a yae a-raok a groze dezha\u00f1 evit ma tavje; met e\u00f1 a grie c'hoazh kre\u00f1voc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!\n18:40 Jezuz, o chom a-sav, a c'hourc'hemennas en degas d'e gavout; ha pa voe tostaet,\n18:41 e c'houlennas outa\u00f1: Petra a fell dit e rafen evidout? E\u00f1 a respontas: Aotrou, ma'c'h adkavin ar gweled.\n18:42 Ha Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Adkav ar gweled, da feiz he deus da yac'haet.\n18:43 Kerkent ec'h adkavas ar gweled, hag ec'h heulias Jezuz, o rei\u00f1 gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.\n19:1 Jezuz, o veza\u00f1 aet e Jeriko, a dremene dre g\u00ear.\n19:2 Ha setu un den anvet Zake, a oa penn ar bublikaned ha pinvidik,\n19:3 a glaske gwelout piv oa Jezuz; met ne c'helle ket abalamour d'ar bobl, rak gwall vihan e oa.\n19:4 Dre-se e redas a-raok, hag e pignas war ur wezenn-sikomor evit e welout, abalamour ma tlee tremen dre eno.\n19:5 Jezuz, o veza\u00f1 deuet el lec'h-se, hag o sevel e zaoulagad, a welas anezha\u00f1 hag a lavaras dezha\u00f1: Zake, diskenn buan, rak ret eo din loja\u00f1 hiziv ez ti.\n19:6 E\u00f1 a ziskennas buan, hag en degemeras gant levenez.\n19:7 An holl re a welas kement-se a grozmole, o lavarout e oa aet da loja\u00f1 e ti un den a vuhez fall.\n19:8 Met Zake en em zalc'has dirak an Aotrou, hag a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, rei\u00f1 a ran an hanter eus va mado\u00f9 d'ar beorien, ha mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezha\u00f1 peder gwech kement all.\n19:9 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-ma\u00f1, abalamour ma'z eo hema\u00f1 ivez mab da Abraham.\n19:10 Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da savetei\u00f1 ar pezh a oa kollet.\n19:11 Evel ma selaouent ar c'homzo\u00f9-se, Jezuz, o kenderc'hel, a ginnigas ur barabolenn, abalamour ma oant tost ouzh Jeruzalem, ha ma kredent ez ae rouantelezh Doue d'en em ziskouez prest.\n19:12 Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d'ur vro bell evit kemer ur rouantelezh dezha\u00f1, ha distrei\u00f1 goude.\n19:13 O veza\u00f1 galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn, hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout, betek ma tistroin.\n19:14 Met tud e vro a gasae anezha\u00f1, hag e kasjont ur c'hannadur war e lerc'h, evit lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hema\u00f1 warnomp.\n19:15 Erruout a reas eta, pa voe distroet goude beza\u00f1 kemeret e rouantelezh, ma c'hourc'hemennas lakaat degas e servijerien en devoa roet arc'hant dezho, evit gouzout pegement en devoa gounezet pep hini ganta\u00f1.\n19:16 An hini kenta\u00f1, o veza\u00f1 deuet, a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek all.\n19:17 E\u00f1 a lavaras dezha\u00f1: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeud a drao\u00f9, ez po ar galloud war dek k\u00ear.\n19:18 An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp all.\n19:19 E\u00f1 a lavaras ivez da hema\u00f1: Ha te, az pez ar galloud war bemp k\u00ear.\n19:20 Hag unan all a zeuas, hag a lavaras: Aotrou, setu da vinenn am eus miret paket en ul lienenn;\n19:21 rak da zouja\u00f1 a ran, gouzout a ran penaos out un den garv, e kemerez e-lec'h na'c'h eus lakaet netra, hag e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet.\n19:22 E\u00f1 a lavaras dezha\u00f1: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzo\u00f9 da-unan; gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec'h na'm eus lakaet netra hag a ved e-lec'h na'm eus ket hadet.\n19:23 Perak eta ne'c'h eus ket lakaet va arc'hant en ti-bank, hag em distro, em bije e zilamet gant ar c'hampi?\n19:24 Hag e lavaras d'ar re a oa eno: Lamit diganta\u00f1 ar vinenn-se, ha roit hi d'an hini en deus dek minenn.\n19:25 Int a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, dija en deus dek minenn.\n19:26 Me a lavar deoc'h, e vo roet d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, e vo lamet diganta\u00f1 memes ar pezh en deus..\n19:27 E-ke\u00f1ver va enebourien, ar re ne felle ket dezho e renjen warno, degasit int ama\u00f1, ha lazhit int dirazon.\n19:28 Goude beza\u00f1 lavaret kement-se, e pignas da Jeruzalem, o vont a-raok ar bobl.\n19:29 O veza\u00f1 tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d'ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien,\n19:30 o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, ha pa viot aet enni, e kavot un azenig stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warna\u00f1; distagit e\u00f1, ha degasit e\u00f1 din.\n19:31 Ha mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezha\u00f1? C'hwi a lavaro dezha\u00f1: abalamour m'en deus an Aotrou ezhomm anezha\u00f1.\n19:32 Ar re gaset a yeas, hag a gavas pep tra evel m'en devoa lavaret dezho.\n19:33 Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se?\n19:34 Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezha\u00f1.\n19:35 Hag e tegasjont anezha\u00f1 da Jezuz; o veza\u00f1 lakaet o dilhad war an azenig, e lakajont Jezuz da bignat warna\u00f1.\n19:36 Evel ma tremene, kalz a astenne o dilhad war an hent.\n19:37 Ha pa oa o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuli\u00f1 Doue a vouezh uhel evit an holl viraklo\u00f9 o devoa gwelet.\n19:38 Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en ne\u00f1v, ha gloar el lec'hio\u00f9 uhel meurbet!\n19:39 Hinienno\u00f9 eus farizianed ar vandenn a lavaras dezha\u00f1: Mestr, kroz da ziskibien.\n19:40 E\u00f1 a respontas hag a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h, mar tav ar re-ma\u00f1, ar vein a grio.\n19:41 Pa voe tost da g\u00ear, o welout anezhi, e ouelas warni, hag e lavaras:\n19:42 O! Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihana\u00f1 en deiz-ma\u00f1 a zo roet dit, an trao\u00f9 a sell ouzh da beoc'h! Met brema\u00f1, kuzhet int da'z taoulagad.\n19:43 Rak deizio\u00f9 a zeuio warnout, ma raio da enebourien fozio\u00f9 en-dro dit, hag e kelc'hint ac'hanout, hag e waskint ac'hanout a bep tu.\n19:44 Hag e tiskarint ac'hanout, te ha da vugale a zo en da greiz, ha ne lezint ket ennout maen war vaen, abalamour na'c'h eus ket anavezet an amzer ma'z out bet gweladennet.\n19:45 Neuze, o veza\u00f1 aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe [hag a brene] e-barzh,\n19:46 o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a vo un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezha\u00f1 ur c'havarn laeron.\n19:47 Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed, ha penno\u00f9 ar bobl a glaske e lakaat d'ar marv.\n19:48 Met ne ouient ket petra d'ober, rak an holl bobl en em stage ouzh e gomzo\u00f9.\n20:1 Un deiz ma kelenne Jezuz ar bobl en templ, ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed, hag an henaourien, o veza\u00f1 deuet, a gomzas outa\u00f1,\n20:2 hag a lavaras dezha\u00f1: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an trao\u00f9-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?\n20:3 E\u00f1 a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h; lavarit din,\n20:4 badeziant Yann, ha dont a rae eus an ne\u00f1v, pe eus an dud?\n20:5 Hag int a so\u00f1je enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an ne\u00f1v, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet enna\u00f1?\n20:6 Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio; rak kredi\u00f1 a reont ez eo Yann ur profed.\n20:7 Dre-se e respontjont ne ouient ket a-belec'h e teue.\n20:8 Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an trao\u00f9-se.\n20:9 Neuze en em lakaas da lavarout d'ar bobl ar barabolenn-ma\u00f1: Un den a blantas ur winieg, he feurmas da winierien, hag ez eas evit pell amzer en ur vro all.\n20:10 Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien, evit ma rojent dezha\u00f1 frouezh eus ar winieg. Met ar winierien a gannas anezha\u00f1 hag e kasjont anezha\u00f1 kuit hep netra.\n20:11 Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all; met e kannjont anezha\u00f1, e rejont dezha\u00f1 meur a zismega\u00f1s, hag e kasjont anezha\u00f1 kuit hep netra.\n20:12 Kas a reas c'hoazh un trede, met int a c'hloazas anezha\u00f1 ivez, hag e gasas kuit.\n20:13 Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat; marteze, [pa en gwelint,] e toujint anezha\u00f1.\n20:14 Met ar winierien, o veza\u00f1 e welet, a so\u00f1jas enno o-unan, o lavarout: Setu an heritour; [deuit,] lazhomp-e\u00f1, evit ma vo an heritaj deomp.\n20:15 Hag o veza\u00f1 e daolet er-maez eus ar winieg, e lazhjont anezha\u00f1. Petra eta a raio mestr ar winieg?\n20:16 Dont a raio, hag e tistrujo ar winierien-se, hag e roio ar winieg da re all. O veza\u00f1 klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c'hoarvezo ket-se!\n20:17 Neuze, Jezuz, o sellout outo, a lavaras dezho: Petra eta eo ar pezh a zo skrivet evel-hen: Ar maen taolet kuit gant ar re a va\u00f1sone, a zo deuet da veza\u00f1 penn ar c'horn?\n20:18 An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha flastret e vo an hini ma kouezho warna\u00f1.\n20:19 Neuze ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warna\u00f1 d'an eur-se memes, rak anavezet o devoa mat penaos en devoa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho; met aon o devoa rak ar bobl.\n20:20 Setu perak, oc'h evezhia\u00f1 anezha\u00f1, e kasjont dezha\u00f1 tud hag a rae an neuz da veza\u00f1 reizh, evit e dapout en e gomzo\u00f9, abalamour d'e lakaat e daouarn mestr ar vro hag e galloud ar gouarner.\n20:21 An dud-ma\u00f1 eta a c'houlennas diganta\u00f1: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez.\n20:22 Ha dleet eo paea\u00f1 ar gwir da Gezar, pe n'eo ket?\n20:23 Met e\u00f1, oc'h anavezout o gwidre, a lavaras dezho: [Perak e temptit ac'hanon?]\n20:24 Diskouezit din un diner. Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-ma\u00f1? Int a respontas: Eus Kezar.\n20:25 Neuze e\u00f1 a lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.\n20:26 Ne c'helljont ket e dapout en e gomzo\u00f9 dirak ar bobl; met, o veza\u00f1 souezhet gant e respont, e tavjont.\n20:27 Neuze hinienno\u00f9 a-douez ar sadukeiz, ar re a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a dostaas, hag a reas outa\u00f1 ar goulenn-ma\u00f1:\n20:28 Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp, ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d'ar wreg, evit sevel lignez d'e vreur.\n20:29 Bez' e oa eta seizh breur. An hini kenta\u00f1 o veza\u00f1 kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale.\n20:30 An eil a zimezas d'e wreg, hag a varvas hep bugale.\n20:31 An trede he c'hemeras ivez, hag o seizh holl en hevelep doare, hag e varvjont hep lezel bugale.\n20:32 Ha goude holl ar wreg a varvas ivez.\n20:33 A behini anezho e vo eta gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.\n20:34 Jezuz a respontas dezho: Bugale ar c'hantved-ma\u00f1 a zimez, hag a ro da zimezi\u00f1.\n20:35 Met ar re a vo kavet din da gaout lod er c'hantved da zont en adsavidigezh a-douez ar re varv, ne zimezint ket ha ne roint ket da zimezi\u00f1.\n20:36 Rak ne c'hellint ket kennebeut mervel, abalamour ma vint he\u00f1vel ouzh an aeled, ha ma vint bugale Doue, o veza\u00f1 bugale an adsavidigezh a varv.\n20:37 Met, penaos ar re varv a adsav da vev, kement-se eo a ziskouez Moizez pa c'halv er vodenn loskus an Aotrou, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob.\n20:38 Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev; rak an holl a vev evita\u00f1.\n20:39 Hag hinienno\u00f9 eus ar skribed, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, komzet mat ec'h eus.\n20:40 Ha ne gredent ken goulenn netra outa\u00f1.\n20:41 Neuze e lavaras dezho: Perak e lavarer eo ar C'hrist Mab David?\n20:42 David e-unan a lavar e levr ar Salmo\u00f9: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din,\n20:43 betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.\n20:44 Mar galv eta David anezha\u00f1 Aotrou, penaos eo e\u00f1 e vab?\n20:45 Evel ma selaoue an holl bobl, e lavaras d'e ziskibien:\n20:46 Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeo\u00f9 hir ha beza\u00f1 saludet er marc'hallac'hio\u00f9, hag a gar ar c'hadorio\u00f9 kenta\u00f1 er sinagogenno\u00f9, hag ar plaso\u00f9 kenta\u00f1 er festo\u00f9;\n20:47 int a zismantr tiez an inta\u00f1vezed, hag a ra evit ar gweled pedenno\u00f9 hir; bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.\n21:1 O veza\u00f1 savet e zaoulagad, Jezuz a welas tud pinvidik a lakae o frofo\u00f9 e te\u00f1zor an templ.\n21:2 Gwelout a reas ivez un inta\u00f1vez paour, a lakaas e-barzh daou bezhig.\n21:3 Hag e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an inta\u00f1vez paour-se he deus lakaet e-barzh muioc'h eget an holl re all.\n21:4 Rak holl o deus lakaet, e profo\u00f9, eus ar pezh o devoa a-re; met houma\u00f1 he deus lakaet eus he dienez, kement holl he devoa evit beva\u00f1.\n21:5 Hag evel ma lavare hinienno\u00f9 dezha\u00f1 e oa savet an templ gant mein gaer ha gant profo\u00f9 pinvidik, e lavaras:\n21:6 C'hwi a sell ouzh an trao\u00f9-se! Deizio\u00f9 a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.\n21:7 Hag e c'houlennjont outa\u00f1: Mestr, pegoulz en em gavo an trao\u00f9-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest da c'hoarvezout?\n21:8 Hag e lavaras: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h; rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo [ar C'hrist], hag an amzer a dosta. N'it ket eta war o lerc'h.\n21:9 Pa glevot komz eus brezelio\u00f9, hag eus dispac'hio\u00f9, na spontit ket, rak ret eo e teufe an trao\u00f9-se a-raok; met ne vo ket kerkent ar fin.\n21:10 Lavarout a reas dezho ivez: Ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all;\n21:11 hag e vo kreno\u00f9-douar bras e meur a lec'h, ha naonegezhio\u00f9, ha bosenno\u00f9; hag en em ziskouezo trao\u00f9 spouronus, ha sino\u00f9 bras en ne\u00f1v.\n21:12 Met, a-raok an holl drao\u00f9-se, e lakaint o daouarn warnoc'h hag e wallgasint ac'hanoc'h, ho kasint en o sinagogenno\u00f9 hag ho lakaint er prizon, hag ho kasint dirak ar rouaned ha dirak an ouarnerien, abalamour da'm anv.\n21:13 Kement-se a vo evidoc'h ul lec'h da destenia\u00f1.\n21:14 Lakait eta en ho kalon na dleit ket so\u00f1jal a-raok en ho tifenn,\n21:15 rak me a roio deoc'h ur genou hag ur furnez na c'hellint respont netra hoc'h holl enebourien dezho.\n21:16 C'hwi a vo gwerzhet gant ho kerent, gant ho preudeur, gant ho nesa\u00f1 ha gant ho mignoned, hag e lakaint kalz ac'hanoc'h d'ar marv.\n21:17 C'hwi a vo kasaet gant an holl, abalamour da'm anv.\n21:18 Met n'en em gollo ket ur vlevenn eus ho penn.\n21:19 Derc'hel a reot hoc'h eneo\u00f9 dre ho kouza\u00f1vusted sioul.\n21:20 Pa welot Jeruzalem kelc'hiet gant armeo\u00f9, gouezit eo tost he glac'har.\n21:21 Neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezio\u00f9; ar re a vo e-kreiz Jeruzalem, ra en em dec'hint er-maez anezhi; hag ar re a vo er parkeier, ra chomint hep mont e k\u00ear.\n21:22 Rak bez' e vint deizio\u00f9 a gastiz, abalamour d'an holl drao\u00f9 a zo bet skrivet da erruout.\n21:23 Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizio\u00f9-se! Rak ur glac'har bras a vo war ar vro-ma\u00f1, ha droug a vo a-enep ar bobl-ma\u00f1.\n21:24 Kouezha\u00f1 a raint dindan dremm ar c'hleze, kaset e vint da sklaved e-touez an holl boblo\u00f9, ha Jeruzalem a vo mac'het gant ar boblo\u00f9, betek ma vo peurleuniet amzerio\u00f9 ar boblo\u00f9.\n21:25 Bez' e vo sino\u00f9 en heol, el loar hag er stered; ha war an douar, ar boblo\u00f9 a vo en nec'hamant, ha ne ouezint petra d'ober e-ke\u00f1ver ar mor hag e donno\u00f9 oc'h ober un trouz bras.\n21:26 An dud a vo prest da renta\u00f1 o ene gant ar spont, o c'hortoz an trao\u00f9 a dle c'hoarvezout er bed, rak galloudo\u00f9 an ne\u00f1vo\u00f9 a vo hejet.\n21:27 Ha neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ur c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras.\n21:28 Pa en em lakaio an trao\u00f9-se da c'hoarvezout, sellit d'an nec'h, ha savit ho penno\u00f9, rak ho tasprenadur a dosta.\n21:29 Hag e lavaras dezho ur barabolenn: Gwelit ar wezenn-fiez hag an holl wez all:\n21:30 pa vountont, ec'h anavezit ac'hanoc'h hoc'h-unan o welout anezho, eo tost an ha\u00f1v;\n21:31 evel-se ivez, pa welot kement-se o c'hoarvezout, gouezit eo tost Rouantelezh Doue.\n21:32 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-ma\u00f1 ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl drao\u00f9-se.\n21:33 An ne\u00f1v hag an douar a dremeno, met va gerio\u00f9 ne dremenint ket.\n21:34 Lakait eta evezh ouzhoc'h, gant aon na zeufe ho kalono\u00f9 da veza\u00f1 pounneraet gant an dirollerezh, ar vezventi, ha gant prederio\u00f9 ar vuhez-ma\u00f1, ha na zeufe an deiz-se warnoc'h a-daol-trumm.\n21:35 Rak dont a raio evel ur roued, da soupren an holl re a chom war gorre an douar.\n21:36 Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl drao\u00f9 a dle c'hoarvezout, ha da chom dirak Mab an den.\n21:37 Jezuz a gelenne en templ e-pad an deiz, hag en noz ez ae hag en em zalc'he war ar menez galvet Menez an Olived.\n21:38 Ha, da c'houlou-deiz, an holl bobl a zeue d'e gavout evit e selaou.\n22:1 Gouel ar bara hep goell, anvet ar Pask, a dostae.\n22:2 Ar veleien vras hag ar skribed a glaske penaos e c'helljent lakaat Jezuz d'ar marv; rak douja\u00f1 a raent ar bobl.\n22:3 Met Satan a yeas e Judaz, lesanvet Iskariod, unan eus an daouzek;\n22:4 hag ez eas, hag e komzas gant ar veleien vras ha gant penno\u00f9 ar warded, diwar an doare ma en lakaje etre o daouarn.\n22:5 Laouen e voent a gement-se, hag e tivizjont rei\u00f1 arc'hant dezha\u00f1.\n22:6 E\u00f1 a roas e c'her, hag e klaske an tu dereat evit e rei\u00f1 dezho hep ma ouije ar bobl.\n22:7 Koulskoude, deiz ar bara hep goell a zeuas, ma oa ret aberzha\u00f1 ar Pask,\n22:8 ha Jezuz a gasas P\u00ear ha Yann, o lavarout: It da ficha\u00f1 deomp ar Pask, evit ma tebrimp anezha\u00f1.\n22:9 Int a lavaras dezha\u00f1: Pelec'h e c'hoantaez e fichfemp anezha\u00f1?\n22:10 E\u00f1 a lavaras dezho: Pa'z eot e k\u00ear, ec'h erruo ganeoc'h un den o tougen ur podad dour; heuilhit-e\u00f1 en ti ma'z aio enna\u00f1,\n22:11 ha lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar dit: Pelec'h ema\u00f1 al lec'h ma tebrin enna\u00f1 ar Pask gant va diskibien?\n22:12 Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, bras ha kempennet; fichit eno ar Pask.\n22:13 Int eta o veza\u00f1 aet kuit, a gavas an trao\u00f9 evel m'en devoa lavaret dezho, hag e fichjont ar Pask.\n22:14 Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol, hag an daouzek abostol a oa ganta\u00f1.\n22:15 Hag e lavaras dezho: C'hoantaet kalz em eus debri\u00f1 ar Pask-ma\u00f1 ganeoc'h, a-raok ma c'houza\u00f1vin.\n22:16 Rak me a lavar deoc'h, ne zebrin ken anezha\u00f1, betek e vo graet e rouantelezh Doue.\n22:17 Hag o veza\u00f1 kemeret an hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezha\u00f1 ha lodennit anezha\u00f1 etrezoc'h.\n22:18 Rak me a lavar deoc'h, n'evin mui eus frouezh ar gwini, ken na vo deuet rouantelezh Doue.\n22:19 Neuze e kemeras bara hag, o veza\u00f1 trugarekaet, e torras anezha\u00f1, hag en roas dezho, o lavarout: Hema\u00f1 eo va c'horf, an hini a zo roet evidoc'h; grit kement-ma\u00f1 en e\u00f1vor ac'hanon.\n22:20 En hevelep doare, goude beza\u00f1 koaniet, e roas dezho an hanaf, o lavarout: An hanaf-ma\u00f1 eo an emglev nevez em gwad, an hini a zo skuilhet evidoc'h.\n22:21 Met setu, dorn an hini am gwerzh a zo ouzh an daol-ma\u00f1 ganin.\n22:22 Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra, evel ma'z eo merket; met gwalleur d'an den ma'z eo gwerzhet dreza\u00f1!\n22:23 Hag en em lakajont da c'houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se.\n22:24 Sevel a reas ivez un tabut etrezo, evit gouzout pehini anezho a dlee beza\u00f1 galvet ar brasa\u00f1.\n22:25 Met e\u00f1 a lavaras dezho: Rouaned ar boblo\u00f9 a vestroni anezho, hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien.\n22:26 Met c'hwi, na rit ket evel-se; ra vo ar brasa\u00f1 en ho touez evel ar bihana\u00f1, hag an hini a ren evel an hini a servij.\n22:27 Rak pehini eo ar brasa\u00f1, an hini a zo ouzh taol, pe an hini a servij? N'eo ket an hini a zo ouzh taol? Ha koulskoude me a zo en ho touez evel an hini a servij.\n22:28 C'hwi eo ar re a zo chomet ganin em amprouadurio\u00f9,\n22:29 ha me a reizh deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad reizhet din,\n22:30 evit ma tebrot ha ma'c'h evot ouzh va zaol em rouantelezh, ha ma viot azezet war dronio\u00f9, o varn daouzek meuriad Israel.\n22:31 An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh.\n22:32 Met pedet em eus evidout evit na zesfailho ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kre\u00f1va da vreudeur.\n22:33 P\u00ear a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, me a zo prest da vont ganit, ha d'ar prizon ha d'ar marv.\n22:34 Met Jezuz a lavaras dezha\u00f1: P\u00ear, me en lavar dit, ar c'hilhog ne gano ket hiziv, na'z po nac'het teir gwech d'anavezout ac'hanon.\n22:35 Neuze e lavaras dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc'h, hep sac'h, hag hep boto\u00f9, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc'h? Int a respontas: Netra.\n22:36 Met brema\u00f1, emeza\u00f1, an hini en deus ur yalc'h, ra he c'hemero, hag en hevelep doare an hini en deus ur sac'h; hag an hini n'en deus ket ur c'hleze, ra werzho e vantell ha preno unan.\n22:37 Rak me a lavar deoc'h, eo ret c'hoazh d'ar pezh a zo skrivet beza\u00f1 peurc'hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.\n22:38 Hag e lavarjont: Aotrou, setu daou gleze. E\u00f1 a lavaras dezho: A-walc'h eo.\n22:39 Neuze Jezuz, o veza\u00f1 aet er-maez, a yeas, hervez e c'hiz, da Venez an Olived, hag e ziskibien a heulias anezha\u00f1.\n22:40 Pa voe erruet el lec'h-se, e lavaras dezho: Pedit evit na gouezhot ket en temptadur.\n22:41 Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen, hag, o taoulina\u00f1, e pede,\n22:42 o lavarout: Tad, mar fell dit pellaat an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.\n22:43 Un ael eus an ne\u00f1v en em ziskouezas dezha\u00f1 evit e gre\u00f1vaat.\n22:44 Gwasket gant an anken, e pede kalz startoc'h; hag e teuas dezha\u00f1 ur c'hwezenn evel beradenno\u00f9 gwad, hag a gouezhe war an douar.\n22:45 O veza\u00f1 savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien, met o c'havas kousket gant an dristidigezh,\n22:46 hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.\n22:47 Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho; hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezha\u00f1.\n22:48 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Judaz, gwerzha\u00f1 a rez Mab an den dre ur pok?\n22:49 Ar re a oa en-dro da Jezuz, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, ha skei\u00f1 a raimp gant ar c'hleze?\n22:50 Hag unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has dezha\u00f1 e skouarn dehou.\n22:51 Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Paouezit! Hag o veza\u00f1 stoket ouzh skouarn ar servijer, e yac'haas anezha\u00f1.\n22:52 Neuze Jezuz a lavaras d'ar veleien vras, da gabitened an templ, ha d'an henaourien, a oa deuet a-enep dezha\u00f1: Deuet oc'h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc'h ul laer.\n22:53 Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houma\u00f1 eo hoc'h eur, ha galloud an de\u00f1valijenn.\n22:54 Neuze e krogjont enna\u00f1, hag e kasjont anezha\u00f1 da di ar beleg-meur. P\u00ear a heulie a-bell.\n22:55 Pa o devoe enaouet tan e-kreiz ar porzh, ha ma voent azezet a-unan, P\u00ear a azezas en o zouez.\n22:56 Ur vatezh, o welout anezha\u00f1 e-kichen an tan, hag o sellout pizh outa\u00f1, a lavaras: Hema\u00f1 a oa ivez gant an den-se.\n22:57 Met e\u00f1 a zinac'has Jezuz, o lavarout: Gwreg, n'anavezan ket anezha\u00f1.\n22:58 Un nebeut goude, unan all, o veza\u00f1 e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met P\u00ear a lavaras: O den, ned on ket.\n22:59 War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur, hema\u00f1 a oa ivez ganta\u00f1, rak Galileat eo ivez.\n22:60 Met P\u00ear a lavaras: O den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas.\n22:61 An Aotrou, o veza\u00f1 distroet, a sellas ouzh P\u00ear; ha P\u00ear en devoe so\u00f1j eus komz an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret dezha\u00f1: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech.\n22:62 Hag o veza\u00f1 aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.\n22:63 Neuze an dud a zalc'he Jezuz, a rae goap anezha\u00f1, hag a skoe warna\u00f1.\n22:64 O veza\u00f1 e vouchet, e skoent war e zremm, hag e c'houlennent outa\u00f1: Divin piv eo an hini en deus da skoet.\n22:65 Hag e lavarent kalz a drao\u00f9 a-enep dezha\u00f1, en ur zroukkomz en e enep.\n22:66 Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas hag a reas Jezuz dont dirak ar sanedrin;\n22:67 lavarout a rejont dezha\u00f1: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. E\u00f1 a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket,\n22:68 ha mar goulennan ouzhoc'h ivez, ne respontot ket din, [ha ne'm lezot ket da vont].\n22:69 Diwar vrema\u00f1, Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue.\n22:70 Neuze e lavarjont holl: Te eo eta Mab Doue? E\u00f1 a respontas dezho: C'hwi a lavar hoc'h-unan, bez' ez on.\n22:71 Neuze e lavarjont: Da betra hon eus c'hoazh ezhomm a desteni, pa'z eo gwir hon eus e glevet eus e c'henou?\n23:1 Neuze an holl dud-se, o veza\u00f1 savet, a zegasas anezha\u00f1 da Bilat.\n23:2 Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-ma\u00f1 o trompla\u00f1 ar bobl hag o tifenn paea\u00f1 ar gwir da Gezar, o lavarout eo ar C'hrist, ar roue.\n23:3 Pilat a reas outa\u00f1 ar goulenn-ma\u00f1: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezha\u00f1: Te en lavar.\n23:4 Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-ma\u00f1.\n23:5 Met int a zalc'he, o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o veza\u00f1 en graet adalek Galilea, betek ama\u00f1.\n23:6 Pa glevas Pilat komz eus Galilea, e c'houlennas hag e oa Galileat an den-se.\n23:7 Hag o veza\u00f1 gouezet e oa eus dalc'h Herodez, e kasas anezha\u00f1 da Herodez, hag a oa e Jeruzalem en deizio\u00f9-se.\n23:8 Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en devoa c'hoant d'e welout, abalamour m'en devoa klevet lavarout kalz a drao\u00f9 diwar e benn, hag e c'hortoze e welout oc'h ober ur mirakl bennak.\n23:9 Ober a reas eta meur a c'houlenn outa\u00f1; met Jezuz ne respontas netra dezha\u00f1.\n23:10 Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno, hag a damalle anezha\u00f1 gwasha\u00f1 ma c'hellent.\n23:11 Met Herodez, gant tud e ward, a zisprizas anezha\u00f1; hag evit ober goap anezha\u00f1, e lakaas gwiska\u00f1 dezha\u00f1 ur sae splann, hag e tistroas anezha\u00f1 da Bilat.\n23:12 En deiz-se, Herodez ha Pilat a zeuas da veza\u00f1 mignoned; rak a-raok e oant enebourien.\n23:13 Neuze Pilat, o veza\u00f1 dastumet ar veleien vras, mistri ar vro, hag ar bobl, a lavaras dezho:\n23:14 Degaset hoc'h eus din an den-se evel m'en dije savet ar bobl, ha goude beza\u00f1 graet goulenno\u00f9 outa\u00f1 dirazoc'h, ne'm eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedo\u00f9 a damallit dezha\u00f1,\n23:15 nag Herodez kennebeut, rak ho kaset em eus d'e gavout; ha setu n'en deus graet netra a vefe din a varv.\n23:16 O veza\u00f1 eta graet e gastiza\u00f1, e laoskin anezha\u00f1.\n23:17 [Ret e oa dezha\u00f1 leuskel unan dezho e deiz ar gouel.]\n23:18 Neuze e krijont holl a-unan: Laka hema\u00f1 d'ar marv, ha laosk deomp Barabbaz.\n23:19 Hema\u00f1 a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e k\u00ear, hag ur muntr.\n23:20 Pilat, o kaout c'hoant da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez.\n23:21 Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz!\n23:22 E\u00f1 a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet enna\u00f1 netra hag a vefe din a varv. E gastiza\u00f1 a rin hag e laoskin anezha\u00f1.\n23:23 Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadego\u00f9 bras ma vije staget ouzh ar groaz; hag o c'hriadenno\u00f9 ha re ar veleien vras a greske.\n23:24 Neuze Pilat a varnas ober evel ma felle dezho.\n23:25 Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c'houlennent; hag e lezas Jezuz d'o bolontez.\n23:26 Hag evel ma kasent anezha\u00f1, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezha\u00f1 da zougen ar groaz, war lerc'h Jezuz.\n23:27 Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, hag en em c'hlac'hare hag a hirvoude diwar e benn.\n23:28 Jezuz, o tistrei\u00f1 etrezek enno, a lavaras dezho: Merc'hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc'h hoc'h-unan ha war ho pugale,\n23:29 rak deizio\u00f9 a zeuio ma vo lavaret: E\u00fcrus ar merc'hed difrouezh, ar c'hofo\u00f9 n'o deus ket ganet, hag an divronn n'o deus ket maget!\n23:30 Neuze en em lakaint da lavarout d'ar menezio\u00f9: Kouezhit warnomp! ha d'ar grec'hienno\u00f9: Goloit ac'hanomp!\n23:31 Rak ma reer an trao\u00f9-ma\u00f1 d'ar c'hoad glas, petra a vo graet d'ar c'hoad sec'h?\n23:32 Hag e kased ivez daou dorfedour, evit o lakaat da vervel ganta\u00f1.\n23:33 Pa voent deuet el lec'h anvet Klopenn, e stagjont anezha\u00f1 ouzh ar groaz eno, hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz.\n23:34 Jezuz a lavare: Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad, ouzh o zeurel d'ar sord.\n23:35 Ar bobl en em zalc'he eno, hag a selle. Mistri ar vro hag ar bobl a rae goap anezha\u00f1, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan, mar deo ar C'hrist, an hini dibabet gant Doue!\n23:36 Ar soudarded ivez, o tostaat evit kinnig gwinegr dezha\u00f1, a rae goap outa\u00f1,\n23:37 o lavarout: Mar dout roue ar Yuzevien, en em savete da-unan.\n23:38 Ha bez' e oa a-us d'e benn ar skrid-ma\u00f1, [e gresianeg, e latin hag en hebraeg]: HEMA\u00d1 EO ROUE AR YUZEVIEN.\n23:39 Unan eus an dorfedourien a oa kroazstaget a zismega\u00f1se ivez anezha\u00f1, o lavarout: Mar dout ar C'hrist, en em savete da-unan, ha ni ivez.\n23:40 Met egile, o krozal dezha\u00f1, a lavaras: Ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d'an hevelep poan?\n23:41 Evidomp-ni, ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon torfedo\u00f9, met hema\u00f1 n'en deus graet droug ebet.\n23:42 Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez so\u00f1j ac'hanon, pa zeui ez rouantelezh.\n23:43 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Me en lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.\n23:44 Bez' e oa war-dro ar c'hwec'hvet eur, hag e voe te\u00f1valijenn war an douar holl, betek an navet eur.\n23:45 An heol a de\u00f1valaas, ha gouel an templ a rogas dre e greiz.\n23:46 Ha Jezuz en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Va Zad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O veza\u00f1 lavaret kement-se, e varvas.\n23:47 Ar c'hantener, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a roas gloar da Zoue, o lavarout: A dra sur, an den-ma\u00f1 a oa reizh.\n23:48 An holl bobl hag a oa en em zastumet eno, o welout kement-se, a yeas kuit en ur skei\u00f1 war boull o c'halon.\n23:49 An holl re a anaveze anezha\u00f1, hag ar gwragez o devoa e heuliet adalek Galilea, en em zalc'he a-bell, hag a selle ouzh an trao\u00f9-se.\n23:50 Un den anvet Jozef, ur c'huzulier-meur, un den mat ha reizh,\n23:51 un den n'en devoa ket roet e ali d'o diviz na d'o obero\u00f9, o tont eus Arimatea, k\u00ear eus ar Yuzevien, a c'hortoze ivez rouantelezh Doue;\n23:52 o veza\u00f1 deuet da gavout Pilat, e c'houlennas outa\u00f1 korf Jezuz.\n23:53 O veza\u00f1 e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn, hag e lakaas anezha\u00f1 en ur bez toullet er roc'h, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den.\n23:54 Bez' e oa deiz ar c'hempennadur, hag ar sabad a zeue.\n23:55 Ar gwragez deuet eus Galilea gant Jezuz, o veza\u00f1 heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet korf Jezuz e-barzh.\n23:56 Hag o veza\u00f1 distroet, ec'h aozjont louzo\u00f9 a c'hwez-vat ha frondo\u00f9, hag e tiskuizhjont deiz ar sabad, hervez al lezenn.\n24:1 Deiz kenta\u00f1 ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzo\u00f9 a c'hwez-vat o devoa fichet; [hag ur re bennak o heulie].\n24:2 Hag e kavjont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez.\n24:3 O veza\u00f1 aet enna\u00f1, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz.\n24:4 Evel na ouient petra da so\u00f1jal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho, gwisket gant dilhad lugernus.\n24:5 Evel ma oant spontet, ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev?\n24:6 N'ema\u00f1 ket ama\u00f1, adsavet eo a varv. Ho pet so\u00f1j penaos en devoa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea,\n24:7 o lavarout: Ret eo da Vab an den beza\u00f1 lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha beza\u00f1 kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz.\n24:8 Hag e teuas so\u00f1j dezho eus e gomzo\u00f9.\n24:9 O veza\u00f1 distroet eus ar bez, e tiskl\u00earjont an holl drao\u00f9-se d'an unnek, ha d'an holl re all.\n24:10 Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an trao\u00f9-ma\u00f1 d'an ebestel.\n24:11 Met e kemerent ar pezh a lavarent dezho evel ur sorc'henn.\n24:12 Koulskoude, P\u00ear a savas hag a redas d'ar bez; o veza\u00f1 pleget, ne welas nemet al lienenno\u00f9 war an douar; mont a reas kuit, souezhet enna\u00f1 e-unan eus ar pezh a oa c'hoarvezet.\n24:13 An deiz-se memes, daou anezho a yae d'ur vourc'h anvet Emma\u00fcz, war hed tri-ugent stadenn diouzh Jeruzalem;\n24:14 int a gomze etrezo diwar-benn ar pezh a oa c'hoarvezet.\n24:15 Evel ma komzent, ha ma poellataent, Jezuz e-unan, o veza\u00f1 tostaet, en em lakaas da vale ganto.\n24:16 Met o daoulagad a oa dalc'het, en hevelep doare ma n'anavezjont ket anezha\u00f1.\n24:17 E\u00f1 a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzo\u00f9-se a lavarit etrezoc'h, en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist?\n24:18 Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezha\u00f1: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an trao\u00f9 c'hoarvezet enni en deizio\u00f9-ma\u00f1?\n24:19 E\u00f1 a lavaras dezho: Ha petra? Int a respontas dezha\u00f1: Ar pezh a zo erruet gant Jezuz a Nazared, ur profed bras, galloudek en obero\u00f9 hag e komzo\u00f9 dirak Doue ha dirak an holl bobl,\n24:20 ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e varnet d'ar marv, hag e staget ouzh ar groaz.\n24:21 Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel, ha koulskoude, setu an trede deiz ma'z eo c'hoarvezet an trao\u00f9-se.\n24:22 Gwir eo penaos gwragez bennak, eus hon touez, o deus hor gwall souezhet; rak o veza\u00f1 bet aet d'ar bez a-raok an deiz,\n24:23 n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho, ha lavaret e oa bev.\n24:24 Hinienno\u00f9 ac'hanomp a zo aet d'ar bez, hag o deus kavet an trao\u00f9 evel m'o deus ar gwragez lavaret dezho, met e\u00f1, n'o deus ket e welet.\n24:25 Neuze e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da gredi\u00f1 kement en deus lavaret ar brofeded!\n24:26 Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouza\u00f1v an trao\u00f9-se, ha mont en e c'hloar?\n24:27 Neuze e tisplegas dezho an holl Skriturio\u00f9 a gomze outa\u00f1 adalek Moizez betek an holl brofeded.\n24:28 Evel-se e tostaent ouzh ar vourc'h e-lec'h ma'z aent, met Jezuz a rae van da vont pelloc'h.\n24:29 Int a reas dezha\u00f1 chom ganto, o lavarout dezha\u00f1: Chom ganeomp, rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.\n24:30 Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras bara hag e trugarekaas; hag o veza\u00f1 e dorret, e roas anezha\u00f1 dezho.\n24:31 Neuze o daoulagad a zigoras hag ec'h anavezjont anezha\u00f1; met e\u00f1 a dec'has a-zirak o daoulagad.\n24:32 Neuze e lavarjont an eil d'egile: Hor c'halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent, ha pa ziskl\u00earie deomp ar Skriturio\u00f9?\n24:33 O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem, hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles,\n24:34 o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon.\n24:35 D'o zro, e lavarjont ivez ar pezh a oa erruet ganto en hent, ha penaos o devoa e anavezet p'en devoa torret ar bara.\n24:36 Evel ma komzent evel-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz, hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!\n24:37 Met int, spontet ha spouronet, a grede gwelout ur spered.\n24:38 E\u00f1 a lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a so\u00f1jo\u00f9 en ho kalono\u00f9?\n24:39 Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, rak me va-unan eo. Stokit ennon, ha sellit ouzhin; rak ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus.\n24:40 O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid.\n24:41 Met evel, en o levenez, ne gredent ket c'hoazh, ha ma oant souezhet, e lavaras dezho: Bez' hoc'h eus un dra bennak da zebri\u00f1?\n24:42 Hag e rojont dezha\u00f1 un tamm pesk rostet hag un derenn vel.\n24:43 O veza\u00f1 o kemeret, e tebras dirazo.\n24:44 Neuze e lavaras dezho: Setu ar pezh a lavaren deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h, e oa ret ma vije peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er Brofeded hag er Salmo\u00f9.\n24:45 Neuze e tigoras dezho o spered, evit ma komprenjent ar Skriturio\u00f9.\n24:46 Hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, [hag evel-se e oa ret,] e c'houza\u00f1vje ar C'hrist, hag e savje a varv d'an trede deiz,\n24:47 ha ma vije prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedo\u00f9, e-touez an holl boblo\u00f9, o vont da genta\u00f1 dre Jeruzalem.\n24:48 C'hwi eo an testo\u00f9 eus an trao\u00f9-se,\n24:49 ha setu, ez an da gas deoc'h ar pezh en deus va Zad prometet. Evidoc'h-hu, chomit e k\u00ear Jeruzalem, ken na viot gwisket gant ar galloud eus an nec'h.\n24:50 Neuze e tegasas anezho er-maez betek Betania, hag, o veza\u00f1 savet e zaouarn, e vennigas anezho.\n24:51 Hag e c'hoarvezas evel ma vennige anezho, e pellaas diouto, hag e voe savet en ne\u00f1v.\n24:52 Int, o veza\u00f1 e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras.\n24:53 Hag e oant dalc'hmat en templ, o veuli\u00f1 hag o venniga\u00f1 Doue. [Amen.]","title":"Breton Bible (NT Gospels): Luke","type":"page"}
