{"collection":"Bible & Christianity","html_url":"https://unchartedknowledge.5gfusion.net/browse/bib/wb/brt/mar.htm","path":"bib/wb/brt/mar.htm","source_url":"https://sacred-texts.com/bib/wb/brt/mar.htm","text":"1:1 Penn-kenta\u00f1 Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue.\n1:2 Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu e kasan va c'hannad dirak da zremm, da gempenn an hent dirazout;\n1:3 mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodenno\u00f9.\n1:4 Yann a zeuas o badezi\u00f1 el lec'h distro, hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedo\u00f9.\n1:5 An holl Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout, hag e oant badezet ganta\u00f1 er st\u00ear Jordan, oc'h anzav o fec'hedo\u00f9.\n1:6 Yann a zouge ur sae a vlev ka\u00f1val hag ur gouriz l\u00ear en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.\n1:7 Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, hag a zo galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blega\u00f1, da zieren korreenn e voto\u00f9.\n1:8 Evidon-me, ho padezet em eus en dour, met e\u00f1 ho padezo er Spered-Santel.\n1:9 Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea, hag e voe badezet gant Yann er Jordan.\n1:10 Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an ne\u00f1vo\u00f9 digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warna\u00f1.\n1:11 Ur vouezh a zeuas eus an ne\u00f1vo\u00f9, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.\n1:12 Ha raktal ar Spered a gasas Jezuz el lec'h distro.\n1:13 Hag e voe el lec'h distro daou-ugent devezh, o veza\u00f1 temptet gant Satan; eno e oa gant al loened gouez, hag an aeled a servije anezha\u00f1.\n1:14 Met goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a yeas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue,\n1:15 hag o lavarout: An amzer a zo peurc'hraet, ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.\n1:16 Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.\n1:17 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud.\n1:18 Kerkent, o lezel o rouedo\u00f9, e heuilhjont anezha\u00f1.\n1:19 Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas en ur vag Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, o ficha\u00f1 o rouedo\u00f9.\n1:20 Raktal e c'halvas anezho; hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezha\u00f1.\n1:21 Goude-se ez ejont e Kafarnaoum; Jezuz, o veza\u00f1 da genta\u00f1 aet er sinagogenn deiz ar Sabad, a gelenne enni.\n1:22 Hag e oant souezhet eus e gelenn; rak o deski\u00f1 a rae evel o kaout galloud, ha neket evel ar skribed.\n1:23 Neuze, en em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur hag a grias, o lavarout:\n1:24 Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue.\n1:25 Jezuz a c'hourdrouzas anezha\u00f1 o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se.\n1:26 Neuze ar spered hudur en hejas start hag o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit outa\u00f1.\n1:27 Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-ma\u00f1? Petra eo ar gredenn nevez-ma\u00f1? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn, memes d'ar speredo\u00f9 hudur, hag e sentont outa\u00f1.\n1:28 Hag ar vrud anezha\u00f1 en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea.\n1:29 Kerkent goude, o veza\u00f1 aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev.\n1:30 Mamm-gaer Simon a oa en he gwele, kla\u00f1v gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outa\u00f1 diwar he fenn.\n1:31 Neuze, o tostaat, en ur gemer he dorn e reas dezhi sevel; raktal an derzhienn a yeas kuit diouti, hag e servijas anezho.\n1:32 War an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezha\u00f1 an holl dud kla\u00f1v, hag ar re a oa dalc'het gant diaoulien.\n1:33 Holl dud k\u00ear a oa dastumet dirak dor an ti.\n1:34 Hag e yac'haas kalz a dud kla\u00f1v eus meur a gle\u00f1ved, hag e kasas kuit meur a ziaoul, o tifenn outo lavarout ec'h anavezent anezha\u00f1.\n1:35 Ar beure, evel ma rae c'hoazh gwall de\u00f1val, o veza\u00f1 savet, ez eas er-maez, hag o vont en ul lec'h a-du, e pedas eno.\n1:36 Simon, hag ar re a oa ganta\u00f1 a yeas d'e glask.\n1:37 O veza\u00f1 e gavet, e lavarjont dezha\u00f1: An holl a glask ac'hanout.\n1:38 E\u00f1 a lavaras dezho: Deomp d'an nesa\u00f1 bourc'hio\u00f9, evit ma prezegin ivez eno; rak evit-se eo on deuet.\n1:39 Hag e prezege en o sinagogenno\u00f9, dre an holl C'halilea, hag e kase kuit an diaoulien.\n1:40 Un den lovr a zeuas d'e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezha\u00f1: Mar fell dit, e c'hellez va glanaat.\n1:41 Jezuz, o kaout truez outa\u00f1, a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezha\u00f1: Fellout a ra din, bez glanaet.\n1:42 Hag adalek m'en devoa lavaret-se, al lorgnez a guitaas raktal an den-ma\u00f1, hag e voe glanaet.\n1:43 Jezuz a gasas anezha\u00f1 kuit raktal, gant gourc'hemenno\u00f9 start,\n1:44 o lavarout dezha\u00f1: Diwall da lavarout netra da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.\n1:45 Met an den-ma\u00f1, o veza\u00f1 aet kuit, en em lakaas da ziskl\u00earia\u00f1 uhel an dra ha da skuilha\u00f1 ar vrud aze, en hevelep doare na c'helle mui Jezuz mont e k\u00ear dirak an holl; met en em zerc'hel a rae er-maez el lec'hio\u00f9 distro, hag a bep tu e teued d'e gavout.\n2:1 Un devezh bennak goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum, hag e voe klevet e oa en ti.\n2:2 Ha kerkent kement a dud en em zastumas eno, en hevelep doare ma ne oa ket a lec'h a-walc'h dirak an nor evit o derc'hel; e\u00f1 a brezege dezho ger Doue.\n2:3 Neuze e teuas d'e gavout tud o tegas dezha\u00f1 un den seizet, douget gant pevar den.\n2:4 Met evel na c'hellent ket tostaat ouzh an nor abalamour d'an dud niverus, e tistojont an ti ma oa enna\u00f1; hag o veza\u00f1 e doullet, e tiskennjont ar gwele war ma oa gourvezet an den seizet warna\u00f1.\n2:5 Neuze Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, da bec'hedo\u00f9 a zo pardonet dit.\n2:6 Ur re eus ar skribed a oa azezet eno, a so\u00f1je en o c'halono\u00f9:\n2:7 Perak e lavar hema\u00f1 gwallgomzo\u00f9? Piv a c'hell pardoni\u00f1 ar pec'hedo\u00f9 nemet Doue hepken?\n2:8 Jezuz, o veza\u00f1 anavezet raktal dre e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc'h eus ar so\u00f1jo\u00f9-se en ho kalono\u00f9?\n2:9 Petra eo an aesoc'h, lavarout d'an den seizet- ma\u00f1: Da bec'hedo\u00f9 a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele, ha bale?\n2:10 Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoni\u00f1 ar pec'hedo\u00f9, -e lavaras d'an den seizet-:\n2:11 Me a lavar dit, sav, kemer da wele, ha kae da'z ti.\n2:12 Ha kerkent e savas, hag o veza\u00f1 kemeret e wele, ez eas er-maez, dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet, ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all.\n2:13 Neuze Jezuz a zistroas war-zu ar mor; an holl bobl a zeue d'e gavout, hag e\u00f1 o c'helenne.\n2:14 En ur dremen, e welas Levi, mab Alfe, azezet e ti ar gwirio\u00f9, hag e lavaras dezha\u00f1: Deus war va lerc'h. E\u00f1, o veza\u00f1 savet, en heulias.\n2:15 Jezuz o veza\u00f1 ouzh taol e ti an den-ma\u00f1, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol ganta\u00f1 ha gant e ziskibien; rak kalz anezho o devoa heuliet anezha\u00f1.\n2:16 Ar skribed hag ar farizianed, o welout penaos e tebre gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr hag ec'h ev-e\u00f1 gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?\n2:17 Jezuz o veza\u00f1 klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo kla\u00f1v; n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.\n2:18 Diskibien Yann ha re ar farizianed a yune alies, hag e teujont hag e lavarjont dezha\u00f1: A-belec'h e teu, ma yun diskibien Yann ha re ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket?\n2:19 Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont yuna\u00f1 e-pad ma'z ema\u00f1 ar pried ganto? E-pad an holl amzer ma ema\u00f1 ar pried ganto, ne c'hellont ket yuna\u00f1.\n2:20 Met deizio\u00f9 a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint, en deizio\u00f9-se.\n2:21 Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh, hag ar rog a vefe brasoc'h.\n2:22 Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-l\u00ear kozh; rak ar gwin [nevez] a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-l\u00ear a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle beza\u00f1 lakaet e seier nevez.\n2:23 C'hoarvezout a reas, evel ma tremene Jezuz dre barkeier ed un deiz sabad, penaos e ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframma\u00f1 ta\u00f1vouezenno\u00f9.\n2:24 Ar farizianed a lavaras dezha\u00f1: Sell, perak e reont ar pezh n'eo ket aotreet ober deizio\u00f9 ar sabad?\n2:25 E\u00f1 a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David, p'en devoa ezhomm, ha p'en devoa naon, e\u00f1 hag ar re a oa ganta\u00f1?\n2:26 Penaos ez eas e ti Doue, e amzer Abiazar, beleg-meur, hag e tebras barao\u00f9 a ginnig, evit ne oa nemet ar veleien a dlee o debri\u00f1, hag e roas lod ivez d'ar re a oa ganta\u00f1?\n2:27 Neuze e lavaras dezho: Ar sabad a zo bet graet evit an den, neket an den evit ar sabad.\n2:28 Dre-se Mab an den a zo mestr memes war ar sabad.\n3:1 Jezuz a yeas ur wech all er sinagogenn, hag e oa eno un den en devoa un dorn disec'het.\n3:2 Hag ec'h eveshaent outa\u00f1 da welout hag e\u00f1 a yac'hafe anezha\u00f1, deiz ar sabad, evit e damall.\n3:3 Neuze e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: En em zalc'h aze er c'hreiz.\n3:4 Hag e lavaras dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, e deizio\u00f9 ar sabad, savetei\u00f1 un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.\n3:5 Neuze, o sellout outo gant fae, hag o veza\u00f1 glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezha\u00f1, hag e teuas yac'h [evel egile].\n3:6 Ar farizianed, o veza\u00f1 aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezha\u00f1, evit e lakaat da vervel.\n3:7 Neuze Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulie anezha\u00f1 eus Galilea, eus Judea,\n3:8 eus Jeruzalem, eus Idumea, hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o veza\u00f1 klevet komz eus an trao\u00f9 bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu enna\u00f1.\n3:9 E\u00f1 a lavaras d'e ziskibien derc'hel prest ur vag dezha\u00f1, abalamour d'ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto.\n3:10 Rak kalz anezho en devoa yac'haet, en hevelep doare ma en em daole warna\u00f1, evit steki\u00f1 outa\u00f1, kement en devoa ur c'hle\u00f1ved.\n3:11 Ha pa wele an speredo\u00f9 hudur anezha\u00f1, e taoulinent diraza\u00f1 hag e krient: Te eo Mab Doue!\n3:12 Met e\u00f1 a c'hourc'hemenne start dezho na ziskl\u00earjent ket anezha\u00f1.\n3:13 Pignat a reas neuze war ur menez, hag e c'halvas ar re a felle dezha\u00f1, hag e teujont d'e gavout.\n3:14 Hag e lakaas daouzek anezho, da veza\u00f1 ganta\u00f1, evit o c'has da brezeg,\n3:15 hag evit kaout ar galloud [da yac'haat ar re gla\u00f1v ha] da gas kuit an diaoulien.\n3:16 Bez' e oant: Simon, ma roas an anv a B\u00ear dezha\u00f1;\n3:17 Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo, mibien ar c'hurun;\n3:18 Andrev, Filip, Bartolome, Mazhev, Tomaz, Jakez mab Alfe, Tadde, Simon ar C'hananeat,\n3:19 ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas. Neuze e tistrojont d'an ti;\n3:20 ar bobl en em zastumas a-nevez eno, en hevelep doare ma ne c'hellent ket memes kemer o fred.\n3:21 E gerent, o veza\u00f1 klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo.\n3:22 Hag ar skribed, a oa diskennet eus Jeruzalem, a lavare: Trec'het eo gant Beelzebul; kas a ra kuit an diaoulien dre bri\u00f1s an diaoulien.\n3:23 Met Jezuz, o veza\u00f1 o galvet, a lavaras dezho dre barabolenno\u00f9: Penaos e c'hell Satan kas Satan kuit?\n3:24 Mar bez ur rouantelezh a-enep dezhi hec'h-unan, ne c'hell ket ar rouantelezh-se padout;\n3:25 ha mar bez un ti a-enep dezha\u00f1 e-unan, ne c'hell ket an ti-se padout;\n3:26 evel-se, mar sav Satan a-enep dezha\u00f1 e-unan ha mar deo dizunvan, ne c'hell ket padout, met e ziwezh eo.\n3:27 Den ne c'hell mont e ti un den kre\u00f1v ha preizha\u00f1 e vado\u00f9, nemet en defe da genta\u00f1 ereet an den kre\u00f1v-se; neuze e preizho e di.\n3:28 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos pep pec'hed a vo pardonet da vugale an dud, kenkoulz hag ar gwallgomzo\u00f9 m'o devo touet drezo;\n3:29 met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, n'en devo biken a bardon; met dalc'het e vo dindan ar varn peurbadus.\n3:30 Jezuz a gomze evel-se, abalamour ma lavarent: Dalc'het eo gant ur spered hudur.\n3:31 E vreudeur hag e vamm a erruas eta, hag oc'h en em zerc'hel er-maez, e kasjont d'e c'hervel;\n3:32 ar bobl a oa azezet en-dro dezha\u00f1, hag e voe lavaret dezha\u00f1: Setu, da vamm ha da vreudeur a zo er-maez aze o c'houlenn ac'hanout.\n3:33 Met e\u00f1 a respontas: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur?\n3:34 Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa en-dro dezha\u00f1, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.\n3:35 Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.\n4:1 Jezuz en em lakaas c'hoazh da gelenn, e-tal ar mor, hag ur bobl vras o veza\u00f1 en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas enni, hag an holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor.\n4:2 Deski\u00f1 a rae dezho kalz a drao\u00f9, dre barabolenno\u00f9, hag e lavare dezho en e gelennadurezh:\n4:3 Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hada\u00f1;\n4:4 hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.\n4:5 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, e-lec'h ma oa nebeut a zouar; ha kerkent e savas, abalamour ne oa ket aet don en douar;\n4:6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.\n4:7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh.\n4:8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh, o sevel hag o kreski\u00f1, en hevelep doare ma roas ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, hag unan all kant.\n4:9 Hag e lavaras dezho: ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.\n4:10 Met, pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezha\u00f1, gant an daouzek, a c'houlennas diganta\u00f1 diwar-benn ar barabolenn-se.\n4:11 E\u00f1 a lavaras dezho: Roet eo deoc'h-hu [da anavezout] trao\u00f9 kuzhet rouantelezh Doue; met evit ar re a-ziavaez, pep tra a zo lavaret dre barabolenno\u00f9,\n4:12 evit o welout, e welont ha n'anavezont ket, hag o klevout, e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent, ha na vefe pardonet dezho o fec'hedo\u00f9.\n4:13 Hag e lavaras dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos e komprenot ar re all?\n4:14 An hader a had ger Doue.\n4:15 Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma'z eo hadet ar ger enna\u00f1, met raktal m'o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c'halono\u00f9;\n4:16 ar re a zegemer an had el lec'hio\u00f9 meinek, eo ar re a glev ar ger, hag e zegemer da genta\u00f1 gant joa;\n4:17 met n'o deus ket a wrizienn enno oc'h-unan, ha ne badont nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kavont kerkent skouer fall.\n4:18 Hag ar re a zegemer an had e-touez an drein, eo ar re a selaou ar ger;\n4:19 met prederio\u00f9 ar bed-ma\u00f1, ha tromplerezh ar pinvidigezhio\u00f9 hag an holl c'hoanto\u00f9 evit an trao\u00f9 all o tont, a voug ar ger, hag e laka difrouezh.\n4:20 Met ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer, hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, hag unan all kant.\n4:21 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Degas a reer ur c'houlaouenn evit he lakaat dindan ar boezell, pe dindan ar gwele? N'eo ket evit he lakaat war ur c'hantolor?\n4:22 Rak n'eus netra kuzhet na zle beza\u00f1 diskl\u00eariet, ha n'eus netra goloet na vo gwelet gant an holl.\n4:23 Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo.\n4:24 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant ar memes muzul ho po muzuliet d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-hu [c'hwi a selaou].\n4:25 Rak roet e vo d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, e vo lamet diganta\u00f1 memes ar pezh en deus.\n4:26 Lavarout a reas c'hoazh: Bez' ema\u00f1 diwar-benn rouantelezh Doue evel ma taolfe un den had en douar;\n4:27 pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos.\n4:28 Rak an douar a ro anezha\u00f1 e-unan, da genta\u00f1 ar geot, goude an da\u00f1vouezenn, hag ar c'hreunenn en da\u00f1vouezenn.\n4:29 Ha pa vez darev ar frouezh, e lakaer raktal ar falz enna\u00f1, dre ma'z eo prest an eost.\n4:30 Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e ha\u00f1valin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?\n4:31 He\u00f1vel eo ouzh ur c'hreunenn sezo; pa he hader, ez eo ar bihana\u00f1 eus holl hado\u00f9 an douar;\n4:32 met goude ma vez hadet, e sav hag e teu brasoc'h eget al louzo\u00f9 all, hag e taol branko\u00f9, en hevelep doare ma c'hell laboused an ne\u00f1v chom dindan he skeud.\n4:33 Diskl\u00earia\u00f1 a reas dezho ger Doue dre galz a barabolenno\u00f9 en doare-ma\u00f1, hervez ma c'hellent e glevout.\n4:34 Ha ne gomze ket outo hep parabolenn; met a-du, e tisplege pep tra d'e ziskibien.\n4:35 En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'an dour.\n4:36 Ha goude beza\u00f1 kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag, evel ma oa enni; hag e oa ivez bago\u00f9 bihan all ouzh e ambroug.\n4:37 Neuze e savas un taol-avel bras, hag ar c'hoummo\u00f9-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie.\n4:38 E\u00f1 a oa e diadre\u00f1v ar vag, kousket war ur blueg; hag e tihunjont anezha\u00f1 o lavarout: Mestr, ha ne rez van ebet eus ma en em gollomp?\n4:39 E\u00f1, o veza\u00f1 dihunet, a c'hourc'hemennas an avelio\u00f9, hag a lavaras d'ar mor: Tav, bez sioul. An avel a davas, hag e voe ur sioulder bras.\n4:40 Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon? Penaos n'hoc'h eus ket a feiz?\n4:41 Hag o devoe un aon bras, hag e lavarent an eil d'egile: Met piv eo hema\u00f1, ma sent memes an avel hag ar mor outa\u00f1?\n5:1 Erruout a rejont en tu all d'ar mor, e bro ar C'hadareniz.\n5:2 Ha raktal, evel ma tiskennas Jezuz eus ar vag, un den dalc'het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezio\u00f9 d'e gavout.\n5:3 Chom a rae er bezio\u00f9, ha den ne c'helle e zerc'hel ereet, na zoken gant chadenno\u00f9;\n5:4 rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid, hag o veza\u00f1 bet ereet gant chadenno\u00f9, en devoa torret ar chadenno\u00f9 ha friket an hern; ha den ne c'helle e zo\u00f1vaat.\n5:5 Chom a rae dalc'hmat, noz ha deiz, war ar menezio\u00f9 hag er bezio\u00f9, o krial hag oc'h en em vlo\u00f1sa\u00f1 gant mein.\n5:6 P'en devoe gwelet Jezuz a-bell, e teredas, e taoulinas diraza\u00f1,\n5:7 hag e lavaras, o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue uhel-meurbet? Da bedi\u00f1 a ran dre anv Doue, na boagn ket ac'hanon.\n5:8 Rak Jezuz a lavare dezha\u00f1: Spered hudur, kae eus an den-se.\n5:9 Ha Jezuz a c'houlennas diganta\u00f1: Pe anv ac'h eus? E\u00f1 a respontas: Va anv a zo Lejion; rak kalz omp.\n5:10 Hag e pede start anezha\u00f1 na gasje ket anezho er-maez eus ar vro-se.\n5:11 Bez' e oa eno, war ar menezio\u00f9, ur vandenn vras a voc'h o peuri\u00f1.\n5:12 Hag an holl diaoulien en pede, o lavarout: Kas ac'hanomp er moc'h-se, evit ma'z aimp enno.\n5:13 Raktal Jezuz o lezas da vont. Neuze ar speredo\u00f9 hudur-ma\u00f1, o veza\u00f1 aet er-maez, a yeas er moc'h, hag ar vandenn voc'h en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor; bez' e oa anezho war-dro daou vil.\n5:14 Ar re a vesae ar moc'h a dec'has kuit da lavarout kement-se e k\u00ear ha war ar maez. An dud a zeuas da welout ar pezh a oa erruet;\n5:15 dont a rejont da gavout Jezuz, hag e weljont an hini a oa bet dalc'het gant an diaoul, an hini a oa bet dalc'het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat; hag o devoe aon.\n5:16 Ar re o devoa gwelet-se a lavaras dezho ar pezh a oa c'hoarvezet gant an hini a oa dalc'het gant an diaoul, ha gant ar moc'h.\n5:17 Neuze en em lakajont d'e bedi\u00f1 da bellaat diouzh o bro.\n5:18 Pa oa aet er vag, an hini a oa bet dalc'het gant an diaoul en pedas d'e lezel da vont ganta\u00f1.\n5:19 Met Jezuz n'en lezas ket, hag a lavaras dezha\u00f1: Kae da'z ti, etrezek da dud, ha lavar dezho an trao\u00f9 bras en deus an Aotrou graet dit, ha penaos en deus bet truez ouzhit.\n5:20 E\u00f1 a yeas kuit, hag en em lakaas da embann e Dekapoliz an trao\u00f9 bras en devoa Jezuz graet dezha\u00f1, hag e oant holl souezhet bras.\n5:21 Jezuz o veza\u00f1, dre ar vag, tremenet en tu all, ul lod bras a bobl en em zastumas en-dro dezha\u00f1; tost d'ar mor e oa.\n5:22 Unan a vestro\u00f9 ar sinagogenn, anvet Jairuz, a zeuas, hag o veza\u00f1 e welet, en em daolas d'e dreid,\n5:23 hag e pedas start anezha\u00f1, o lavarout: Va merc'h vihan a zo ar marv ganti; deus da lakaat da zaouarn warni, evit ma vo yac'haet, hag e vevo.\n5:24 Ha Jezuz a yeas ganta\u00f1; ur bobl vras a yeas war e lerc'h, hag a waske anezha\u00f1.\n5:25 Bez' e oa ur wreg kla\u00f1v, daouzek vloaz a oa, gant an diwada\u00f1;\n5:26 gouza\u00f1vet he devoa kalz a boan etre daouarn ar vedisined, ha dispignet he devoa he holl vado\u00f9 hep beza\u00f1 bet diboan ebet, met aet e oa kentoc'h war gwashaat;\n5:27 o veza\u00f1 klevet komz eus Jezuz, e teuas e-touez ar vandenn dre ziadre\u00f1v, hag e stokas ouzh e zilhad.\n5:28 Rak hi a lavare: Mar gellan hepken steki\u00f1 ouzh e zilhad, e vin yac'haet.\n5:29 Raktal he diwada\u00f1 a baouezas, hag e santas, en he c'horf, e oa yac'haet eus he foan.\n5:30 Kerkent, Jezuz, oc'h anavezout enna\u00f1 e-unan ar galloud a oa aet er-maez anezha\u00f1, en em droas e-kreiz ar bobl, o lavarout: Piv en deus stoket ouzh va dilhad?\n5:31 E ziskibien a lavaras dezha\u00f1: Te a wel e wask ar bobl ac'hanout hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?\n5:32 Hag e selle en-dro, evit gwelout piv en devoa graet-se.\n5:33 Neuze ar wreg, spontet hag en ur grena\u00f1, o c'houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas hag en em daolas d'e dreid, hag e lavaras dezha\u00f1 an holl wirionez.\n5:34 Jezuz a lavaras dezhi: Va merc'h, da feiz he deus da yac'haet; kae e peoc'h, ha bez dizereet eus da gle\u00f1ved.\n5:35 Evel ma komze c'hoazh, tud penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezha\u00f1: Da verc'h a zo marv; na ro ket ken muioc'h a boan d'ar Mestr.\n5:36 Kerkent, evel ma klevas Jezuz kement-se, e lavaras da benn ar sinagogenn: Na'z pez ket aon, kred hepken.\n5:37 Ha ne lezas den da heulia\u00f1 anezha\u00f1, nemet P\u00ear, Jakez, ha Yann, breur Jakez.\n5:38 O veza\u00f1 erruet e ti penn ar sinagogenn, e welas e raed enna\u00f1 un drouz vras, ha tud a ouele, hag a laoske kriadenno\u00f9 kre\u00f1v.\n5:39 Hag o veza\u00f1 aet e-barzh, e lavaras dezho: Perak e rit an drouz-se, ha perak e ouelit? Ar bugel n'eo ket marv, met kousket a ra.\n5:40 Hag int a rae goap outa\u00f1; met e\u00f1, o veza\u00f1 graet dezho holl mont er-maez, a gemeras tad ha mamm ar bugel, hag ar re a oa ganta\u00f1, hag ez eas el lec'h ma oa gourvezet.\n5:41 O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talitha koumi, da lavarout eo: Plac'h yaouank, me a lavar dit, sav.\n5:42 Kerkent ar plac'h yaouank a savas hag en em lakaas da vale, rak oadet e oa a zaouzek vloaz; hag e oant souezhet meurbet.\n5:43 Neuze e c'hourc'hemennas start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e lavaras rei\u00f1 da zebri\u00f1 d'ar plac'h yaouank.\n6:1 Jezuz, o veza\u00f1 aet ac'hano, a zeuas en e vro, hag e ziskibien a heulias anezha\u00f1.\n6:2 Pa zeuas ar sabad, en em lakaas de gelenn er sinagogenn; kalz eus ar re en kleve, a oa souezhet hag a lavare: A belec'h e teu an trao\u00f9-se d'an den-ma\u00f1? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezha\u00f1, hag ar miraklo\u00f9 bras en em ra dre e zaouarn?\n6:3 Ha n'eo ket e\u00f1 ar c'halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c'hoarezed, ha n'emaint ket ama\u00f1 en hon touez? Hag e kavent tamall enna\u00f1.\n6:4 Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro, e-touez e gerent hag ar re eus e di e-unan.\n6:5 Ne c'hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac'haas un nebeud tud kla\u00f1v, en ur lakaat e zaouarn warno.\n6:6 Souezhet e oa eus o diskredoni; hag e valeas ar bourc'hio\u00f9 war-dro en ur gelenn.\n6:7 Neuze e c'halvas an daouzek, hag en em lakaas d'o c'has daou ha daou, en ur rei\u00f1 dezho ar galloud war ar speredo\u00f9 hudur;\n6:8 hag e c'hourc'hemennas dezho na gemerjent netra evit an hent, nemet ur vazh, na sac'h, na bara, na moneiz er c'houriz,\n6:9 met sandalenno\u00f9 en o zreid, ha na zougjent ket daou wiskamant.\n6:10 Lavarout a reas ivez dezho: En ti bennak ma'z it, chomit eno betek ma'z eot kuit eus al lec'h-se.\n6:11 Ha pa en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha n'ho selaouint ket, en ur vont ac'hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. [Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da Sodom ha da C'homora e deiz ar varn, eget d'ar g\u00ear-se.]\n6:12 O veza\u00f1 aet eta, e prezegjont d'an dud kaout keuz.\n6:13 Kas a rejont kuit kalz a ziaoulien, hag ec'h eouljont gant eoul kalz a dud gla\u00f1v, hag e yac'hajont anezho.\n6:14 Ar roue Herodez a glevas komz eus Jezuz, rak e anv a oa dija brudet bras; hag e lavaras: Ar Yann-se, an hini a vadeze, a zo adsavet a-douez ar re varv; setu perak en em ra kalz a viraklo\u00f9 dreza\u00f1.\n6:15 Re all a lavare: Elia eo; ha re all: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded.\n6:16 Herodez eta, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibenna\u00f1; adsavet eo a varv.\n6:17 Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa graet e eren er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m'en devoa he dimezet.\n6:18 Ha Yann a lavare da Herodez: N'eo ket grataet dit kaout gwreg da vreur.\n6:19 Dre-se, Herodiaz he devoa droug outa\u00f1, hag e c'hoantae e lakaat d'ar marv; met ne c'helle ket,\n6:20 rak Herodez a zouje Yann, oc'h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel; prederius e oa en e ge\u00f1ver; ober a rae memes kalz a drao\u00f9 eus e alio\u00f9, hag en selaoue gant plijadur.\n6:21 Met un devezh mat a zeuas. Herodez, dre ma oa deiz e c'hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea.\n6:22 Merc'h Herodiaz, o veza\u00f1 deuet, o veza\u00f1 da\u00f1set, hag o veza\u00f1 plijet da Herodez ha d'ar re en devoa pedet, ar roue a lavaras d'ar plac'h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit.\n6:23 Ha gant le e lavaras: Kement a c'houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh.\n6:24 O veza\u00f1 aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag he mamm a lavaras dezhi: Penn Yann-Vadezour.\n6:25 Hag o veza\u00f1 deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn, hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes din, war ur plad, raktal, penn Yann-Vadezour.\n6:26 Ar roue a voe glac'haret bras; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet ganta\u00f1, ne fellas ket dezha\u00f1 nac'ha\u00f1 outi.\n6:27 Hag e kasas raktal unan eus e warded, hag e c'hourc'hemennas dezha\u00f1 degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc'has e benn er prizon,\n6:28 hag e zegasas war ur plad, e rei\u00f1 a reas d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm.\n6:29 Diskibien Yann o veza\u00f1 klevet kement-se, a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e lakajont anezha\u00f1 en ur bez.\n6:30 An ebestel a zeuas da gavout Jezuz, hag a lavarjont dezha\u00f1 kement o devoa graet, ha kement o devoa kelennet.\n6:31 E\u00f1 a lavaras dezho: Deuit a-du, en ul lec'h distro, ha diskuizhit un nebeud; rak kement a dud a yae hag a zeue ken n'o devoe ket amzer memes da zebri\u00f1.\n6:32 Mont a rejont eta en ur vag, a-du en ul lec'h distro.\n6:33 Met ar bobl a welas anezho o vont kuit, ha kalz en anavezas; hag o redek, war droad, eus an holl g\u00eario\u00f9, ec'h errujont a-raok dezho, [hag en em zastumjont en e gichen.]\n6:34 Neuze Jezuz, o veza\u00f1 aet, a welas ul lod bras a dud, hag en devoe truez outo, abalamour ma oant evel de\u00f1ved hep pastor, hag en em lakaas da zeski\u00f1 dezho meur a dra.\n6:35 Evel ma oa dija diwezhat, e ziskibien a dostaas outa\u00f1 hag a lavaras: Al lec'h-ma\u00f1 a zo distro, ha diwezhat eo;\n6:36 kas anezho kuit, evit ma'z aint er c'h\u00eario\u00f9igo\u00f9 hag er bourc'hio\u00f9 war-dro, ha ma prenint boued, rak n'o deus netra da zebri\u00f1.\n6:37 E\u00f1 a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebri\u00f1 dezho. Hag e respontjont dezha\u00f1: Mont a rafemp da brena\u00f1 evit daou c'hant diner a vara, evit rei\u00f1 dezho da zebri\u00f1?\n6:38 Hag e lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? It, ha sellit. P'o devoe gwelet, e lavarjont: Pemp ha daou besk.\n6:39 Neuze e c'hourc'hemennas dezho ober d'an holl azeza\u00f1, a vandenno\u00f9, war ar geot glas.\n6:40 Hag ec'h azezjont a renko\u00f9, dre gantado\u00f9 ha dre hanter-kantado\u00f9.\n6:41 Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an ne\u00f1v, e rentas graso\u00f9, e torras ar barao\u00f9, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl; lodenna\u00f1 a reas ivez an daou besk kenetrezo holl.\n6:42 Debri\u00f1 a rejont holl hag o devoa a-walc'h.\n6:43 Hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemoranto\u00f9 bara hag eus ar pesked.\n6:44 Ar re o devoa debret eus ar barao\u00f9-se a oa war-dro pemp mil den.\n6:45 Kerkent goude, e reas d'e ziskibien mont er vag, hag e ziaraogi\u00f1 en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje kuit ar bobl.\n6:46 Ha p'en devoe o c'haset kuit, e pignas war ar menez evit pedi\u00f1.\n6:47 An abardaez o veza\u00f1 deuet, ar vag a oa e kreiz ar mor, hag e\u00f1 a oa e-unan war an douar.\n6:48 Hag e welas o devoa kalz a boan o roe\u00f1vat, rak an avel a oa en o enep; war-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz e teuas d'o c'havout, o vale war ar mor; c'hoant en devoa d'o diaraogi\u00f1.\n6:49 Met pa weljont anezha\u00f1, o vale war ar mor, e kredjont e oa un teuz, hag e krijont.\n6:50 Rak holl a weljont anezha\u00f1, hag e voent spontet; met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fizia\u00f1s, me eo, n'ho pet ket aon.\n6:51 Hag e pignas d'o c'havout er vag, an avel a baouezas, hag e voent souezhet meurbet o-unan ha leuniet a estlamm,\n6:52 rak n'o devoa ket komprenet mirakl ar barao\u00f9, dre ma oa o c'halono\u00f9 kaledet.\n6:53 P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared, hag e touarjont eno.\n6:54 Pa oant aet er-maez ar vag, re al lec'h-se en anavezas raktal,\n6:55 hag e redjont en holl vro tro-war-dro, hag en em lakajont da zougen war gweleo\u00f9 bihan ar re a oa kla\u00f1v, e kement lec'h ma klevent lavarout e oa.\n6:56 E pelec'h bennak ma'z ae, er bourc'hio\u00f9, pe er c'h\u00eario\u00f9, pe war ar maez, e lakaent an dud kla\u00f1v war al leurg\u00eario\u00f9 hag e pedent anezha\u00f1 d'o lezel da steki\u00f1, da vihana\u00f1, ouzh bord e sae; hag an holl re a stoke outa\u00f1, a oa yac'haet.\n7:1 Neuze ar farizianed ha lod eus ar skribed, deuet eus Jeruzalem, a yeas da gavout Jezuz;\n7:2 gwelout a rejont ur re bennak eus e ziskibien o kemer o fred gant daouarn lous, da lavarout eo, hep beza\u00f1 bet gwalc'het, [hag e kavjont da damall].\n7:3 (Rak ar farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket hep gwalc'hi\u00f1 o daouarn betek an ilin, o terc'hel hengoun ar re gozh;\n7:4 ha pa zeuont eus ar marc'had, ne zebront ket kennebeut hep beza\u00f1 en em walc'het. Ha kalz a drao\u00f9 all a zo ivez, o deus resevet evit o mirout, evel gwalc'hi\u00f1 an hanafo\u00f9, ar podo\u00f9, al listri-arem hag ar gweleo\u00f9.)\n7:5 War gement-se ar farizianed hag ar skribed a c'houlennas outa\u00f1: A-belec'h e teu, ma ne heul ket da ziskibien-te hengoun ar re gozh, ha ma kemeront o fred hep beza\u00f1 gwalc'het o daouarn?\n7:6 E\u00f1 a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret: Ar bobl-ma\u00f1 a enor ac'hanon a vuzello\u00f9, met o c'halono\u00f9 a zo gwall bell diouzhin.\n7:7 Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, o teski\u00f1 kredenno\u00f9 a zo gourc'hemenno\u00f9 tud.\n7:8 Rak, o lezel gourc'hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc'hi\u00f1 ar podo\u00f9 hag an hanafo\u00f9, hag oc'h ober kalz a drao\u00f9 all he\u00f1vel outo.\n7:9 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall-vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout an hengoun;\n7:10 rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv;\n7:11 met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet rei\u00f1 dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof da Zoue,\n7:12 ne lezit ket anezha\u00f1 d'ober netra ken evit e dad pe e vamm,\n7:13 o kas da netra ger Doue gant ho hengoun hoc'h eus graet; ha kalz a drao\u00f9 all a rit evel-se.\n7:14 Neuze, o veza\u00f1 galvet an holl bobl, e lavaras dezho: Selaouit holl ac'hanon, ha komprenit kement-ma\u00f1:\n7:15 Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a ya enna\u00f1, ne c'hell e huduraat; met ar pezh a zeu eus an den, ar re-se eo a hudura anezha\u00f1.\n7:16 Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.\n7:17 Pa voe aet en ti, goude beza\u00f1 kuitaet ar bobl, e ziskibien a c'houlennas outa\u00f1 petra oa ar barabolenn-se.\n7:18 E\u00f1 a lavaras dezho: Bez' oc'h ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos netra eus ar pezh a ya eus er-maez an den, ne c'hell e lousaat?\n7:19 Rak an dra-se ne ya ket er galon, met er c'hof, a belec'h e kouezh el lec'h distro, ar pezh a c'hlana ar boued holl.\n7:20 Lavarout a rae eta: Ar pezh a zeu eus an den, eo ar pezh a hudara anezha\u00f1.\n7:21 Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar so\u00f1jo\u00f9 fall, an avoultriezhio\u00f9, ar gastaouerezhio\u00f9, al lazherezhio\u00f9, al laero\u00f1sio\u00f9,\n7:22 an avaristed, ar fallentezo\u00f9, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.\n7:23 An holl fallentezo\u00f9-se a zeu eus an diabarzh hag a hudara an den.\n7:24 Hag, o vont ac'hano, ez eas da gostezio\u00f9 Tir ha Sidon; o veza\u00f1 aet en un ti, e felle dezha\u00f1 na ouije den kement-se, met ne c'hellas ket chom kuzhet.\n7:25 Rak ur wreg, a oa trec'het he merc'h gant un spered hudur, o veza\u00f1 klevet komz diouta\u00f1, a zeuas hag en em daolas d'e dreid.\n7:26 Ar wreg-ma\u00f1 a oa gresian, ha sirofenikian a bobl; hag e pedas anezha\u00f1 da gas an diaoul kuit eus he merc'h.\n7:27 Jezuz a lavaras dezhi: Lez da genta\u00f1 ar vugale da gaout o gwalc'h; rak n'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan.\n7:28 Met hi a respontas hag a lavaras dezha\u00f1: Gwir eo, Aotrou; koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale.\n7:29 Neuze e\u00f1 a lavaras dezhi: Abalamour d'ar gomz-se, kae, an diaoul a zo aet eus da verc'h.\n7:30 Hag, o veza\u00f1 distroet d'he zi, e kavas an diaoul aet kuit, hag he merc'h gourvezet war ar gwele.\n7:31 Jezuz, o veza\u00f1 kuitaet kostezio\u00f9 Tir ha Sidon, a zeuas tost da vor Galilea, o treuzi\u00f1 bro Dekapoliz.\n7:32 Hag e voe degaset dezha\u00f1 un den bouzar ha mut, hag e voe pedet da lakaat e zaouarn warna\u00f1.\n7:33 O veza\u00f1 e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn; hag o veza\u00f1 kemeret eus e gra\u00f1ch, e stokas e deod,\n7:34 hag, o sevel e zaoulagad etrezek an ne\u00f1v, e huanadas hag e lavaras: Effata, da lavarout eo, digor-te.\n7:35 Kerkent e zivskouarn a voe digoret, e deod a voe dizereet, hag e komze hep poan.\n7:36 Jezuz a zifennas outo na lavarjent kement-se da zen; met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezha\u00f1.\n7:37 Souezhet meurbet e lavarent: Kement a ra a zo burzhudus; d'ar re vouzar e ra klevout, ha d'ar re vut komz.\n8:1 En deizio\u00f9-se, e oa gant Jezuz un niver bras a dud, hag evel n'o devoa netra da zebri\u00f1, e c'halvas e ziskibien hag e lavaras dezho:\n8:2 Truez am eus ouzh ar bobl-ma\u00f1; rak tri deiz a zo brema\u00f1 ne'm c'huitaont ket, ha n'o deus netra da zebri\u00f1.\n8:3 Ha mar kasan anezho war yun d'o ziez, o nerzh o dilezo en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell.\n8:4 E ziskibien a respontas dezha\u00f1: A belec'h e vefe kavet bara a-walc'h da breda\u00f1 anezho el lec'h distro-ma\u00f1.\n8:5 E\u00f1 a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh.\n8:6 Neuze e reas d'ar bobl azeza\u00f1 war an douar; hag o veza\u00f1 kemeret ar seizh bara, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien; an diskibien o lodennas d'ar bobl.\n8:7 Bez' e oa ivez peskedigo\u00f9; ha Jezuz, o veza\u00f1 trugarekaet, a c'hourc'hemennas o rei\u00f1 ivez dezho.\n8:8 Hag e tebrjont, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammo\u00f9 a oa manet.\n8:9 Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil; goude-se o c'hasas kuit.\n8:10 Hag, o vont kerkent en ur vag gant e ziskibien, ez eas e kostezio\u00f9 Dalmanuta.\n8:11 Eno e teuas ar farizianed, hag en em lakajont da riotal anezha\u00f1, o c'houlenn outa\u00f1, evit e dempta\u00f1, ur mirakl eus an ne\u00f1v.\n8:12 Jezuz, o huanadi\u00f1 en e spered, a lavaras: Perak e c'houlenn ar rummad-ma\u00f1 ur mirakl? Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne vo roet hini ebet dezha\u00f1.\n8:13 Hag o veza\u00f1 o c'huitaet, ez eas er vag, hag e tremenas en tu all.\n8:14 Met ankounac'haet o devoa kemer bara ganto, ha n'o devoa nemet ur bara er vag.\n8:15 E\u00f1 a reas outo an difenn-ma\u00f1: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed, hag eus goell Herodez.\n8:16 Int a so\u00f1je etrezo, o lavarout: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.\n8:17 Jezuz, o veza\u00f1 anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e so\u00f1jit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant? Ha ne gomprenit ket c'hoazh? Bepred eo dall ho kalon?\n8:18 O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a so\u00f1j?\n8:19 Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammo\u00f9 chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezha\u00f1: Daouzek.\n8:20 Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammo\u00f9 ho poa dastumet? Int a lavaras dezha\u00f1: Seizh.\n8:21 Hag e lavaras dezho: Penaos eta ne gomprenit ket?\n8:22 Jezuz o veza\u00f1 deuet da Vetsaida, e voe degaset dezha\u00f1 un den dall, hag en pedjont da steki\u00f1 outa\u00f1.\n8:23 Neuze e kemeras dorn an dall, hag o veza\u00f1 e gaset er-maez eus ar bourc'h, e lakaas kra\u00f1ch war e zaoulagad, hag o veza\u00f1 lakaet e zaouarn warna\u00f1, e c'houlennas outa\u00f1 hag e\u00f1 a wele un dra bennak.\n8:24 E\u00f1, o veza\u00f1 sellet, a lavaras: Gwelout a ran tud o vale hag a zo evel gwez.\n8:25 Jezuz a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad, hag a lavaras dezha\u00f1 sellout: hag e oa yac'haet, hag o gwele holl fraezh mat.\n8:26 Hag e kasas anezha\u00f1 d'e di, o lavarout dezha\u00f1: N'a ket er bourc'h, [ha na lavar ket an dra-ma\u00f1 da zen eus ar bourc'h].\n8:27 Jezuz a yeas, gant e ziskibien, e bourc'hio\u00f9 Kezarea-Filip; ha, war an hent, e c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on-me?\n8:28 Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan ar brofeded.\n8:29 E\u00f1 a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? P\u00ear a respontas dezha\u00f1: Te eo ar C'hrist.\n8:30 Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezha\u00f1 da zen.\n8:31 Neuze en em lakaas da ziskl\u00earia\u00f1 dezho e oa ret da Vab an den gouza\u00f1v kalz a drao\u00f9, ha beza\u00f1 taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, beza\u00f1 lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri deiz goude.\n8:32 Hag e lavare ar c'homzo\u00f9-se dezho sklaer-mat. Neuze P\u00ear, o veza\u00f1 e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren.\n8:33 Met Jezuz, o tistrei\u00f1 hag o sellout ouzh e ziskibien, a c'hourdrouzas P\u00ear hag a lavaras dezha\u00f1: A-dre\u00f1v din, Satan! Rak da so\u00f1jo\u00f9 n'emaint ket en trao\u00f9 a sell ouzh Doue, met er re a sell ouzh an dud.\n8:34 Hag o c'hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezha\u00f1 e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.\n8:35 Rak piv bennak a fello dezha\u00f1 savetei\u00f1 e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d'an Aviel, he saveteo.\n8:36 Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene?\n8:37 Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?\n8:38 Rak piv bennak en devo bet mezh ac'hanon hag eus va c'homzo\u00f9, e-touez ar rummad avoultr ha pec'her-ma\u00f1, Mab an den ivez en devo mezh anezha\u00f1, pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.\n9:1 Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hinienno\u00f9 eus a-douez ar re a zo ama\u00f1, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud.\n9:2 C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras ganta\u00f1 P\u00ear, Jakez ha Yann, hag o c'hasas o-unan a-du war ur menez uhel; hag e voe treuzneuziet dirazo.\n9:3 E zilhad a zeuas da veza\u00f1 lugernus, [gwenn evel an erc'h,] ha kaer skedus ken n'eus kouez ebet war an douar a c'hellfe gwenna\u00f1 evel-se.\n9:4 Ha Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gant Jezuz.\n9:5 Neuze P\u00ear, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom ama\u00f1; greomp ama\u00f1 teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia.\n9:6 Rak ne ouie ket petra a lavare, abalamour ma oa spontet.\n9:7 Hag e teuas ur goabrenn a c'holoas anezho; ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hema\u00f1 eo va Mab karet-mat, selaouit e\u00f1.\n9:8 Kerkent an diskibien, o veza\u00f1 sellet en-dro dezho, ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan ganto.\n9:9 Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o devoa gwelet, betek ma vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv.\n9:10 Hag e talc'hjont ar gomz-se, o c'houlenn an eil digant egile petra a c'hellje beza\u00f1, adsevel a-douez ar re varv.\n9:11 Hag e rejont ar goulenn-ma\u00f1 outa\u00f1: Perak e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da genta\u00f1?\n9:12 Respont a reas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da genta\u00f1 hag adlakaat pep tra; ha Mab an den, hervez ma'z eo skrivet diwar e benn, a dle gouza\u00f1v kalz a drao\u00f9, ha beza\u00f1 disprizet.\n9:13 Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo deuet, ha penaos o deus graet dezha\u00f1 kement o deus c'hoantaet, evel ma'z eo skrivet diwar e benn.\n9:14 O veza\u00f1 deuet etrezek an diskibien all, e welas kalz a bobl en-dro dezho, ha skribed a stourme outo.\n9:15 Raktal evel ma welas an holl bobl-se anezha\u00f1, e voent souezhet bras, hag o veza\u00f1 deredet e saludjont anezha\u00f1.\n9:16 Neuze e\u00f1 a c'houlennas ouzh ar skribed: diwar-benn petra e stourmec'h outo?\n9:17 Hag un den eus ar bobl, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, degaset em eus dit va mab hag a zo dalc'het gant ur spered mut,\n9:18 e pelec'h bennak ma krog enna\u00f1, e taol anezha\u00f1 d'an douar, e tispenn anezha\u00f1, hag e\u00f1 a eon, a c'hrigo\u00f1s e zent, hag en em disec'h; hag em eus pedet da ziskibien d'e gas kuit, met n'o deus ket gallet.\n9:19 Neuze Jezuz a lavaras dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houza\u00f1vin ac'hanoc'h? Degasit e\u00f1 din.\n9:20 E zegas a rejont eta dezha\u00f1; ha raktal ma welas Jezuz, ar spered a zifretas anezha\u00f1 gant nerzh, hag e kouezhas d'an douar, hag en em ruilhe oc'h eoni\u00f1.\n9:21 Neuze Jezuz a c'houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c'hoarvez kement-ma\u00f1 ganta\u00f1? E\u00f1 a respontas: Abaoe e vugaleaj.\n9:22 Hag ar spered en deus e daolet alies en tan hag en dour, evit e lakaat da vervel; met mar gellez un dra bennak, sikour ac'hanomp, hag az pez truez ouzhimp.\n9:23 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Mar gellez! ..., pep tra a c'hell c'hoarvezout evit an hini a gred.\n9:24 Kerkent tad ar bugel a grias [gant daero\u00f9]: Me a gred, [Aotrou,] va nerzh em diskredoni!\n9:25 Ha Jezuz, o welout ar bobl o redek a vandenn, a c'hourdrouzas start ar spered hudur hag a lavaras dezha\u00f1: Spered mut ha bouzar, me a c'hourc'hemenn dit, me, kae kuit eus ar bugel-se, ha na da ken enna\u00f1.\n9:26 Ar spered a yeas kuit, o tifreta\u00f1 anezha\u00f1 gant nerzh hag o leuskel ur griadenn vras; ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo.\n9:27 Met Jezuz, o kemer e zorn, a reas dezha\u00f1 sevel; hag en em zalc'has en e sav.\n9:28 Pa voe aet Jezuz en ti, e ziskibien a c'houlennas diganta\u00f1 a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se?\n9:29 E\u00f1 a respontas dezho: Ar seurt diaoulien-se ne c'hellont mont kuit nemet dre ar bedenn [hag ar yun].\n9:30 Hag, o veza\u00f1 aet ac'hano, e treuzjont Galilea; Jezuz ne felle ket dezha\u00f1 ec'h anavezje den kement-se.\n9:31 Rak e kelenne e ziskibien, hag e lavare dezho: Mab an den a vo lakaet etre daouarn an dud, hag e lakaint anezha\u00f1 d'ar marv; met goude ma vo bet lazhet, ec'h adsavo a varv an trede deiz.\n9:32 Met ne gomprenent ket ar c'homzo\u00f9-se, ha ne gredent ket goulenn diganta\u00f1.\n9:33 Goude e teujont da Gafarnaoum; hag o veza\u00f1 en ti, e c'houlennas outo: Diwar-benn petra en em stourmec'h en hent?\n9:34 Int a dave; rak en em stourmet o devoa en hent war an hini a vije ar brasa\u00f1.\n9:35 O veza\u00f1 azezet, e c'halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c'hoanta unan bennak beza\u00f1 ar c'henta\u00f1, e vo an diwezha\u00f1 eus an holl, ha servijer an holl.\n9:36 Hag o veza\u00f1 kemeret ur bugel bihan, e lakaas anezha\u00f1 en o c'hreiz; o terc'hel anezha\u00f1 etre e zivrec'h, e lavaras dezho:\n9:37 Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-ma\u00f1 abalamour da'm anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset.\n9:38 Neuze Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezha\u00f1: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outa\u00f1, abalamour na heul ket ac'hanomp.\n9:39 Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se; rak n'eus den a rafe miraklo\u00f9 em anv, hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon.\n9:40 Rak an hini n'ema\u00f1 ket a-enep deomp, a zo evidomp.\n9:41 Ha piv bennak a roio deoc'h ur werennad dour em anv, abalamour ma'z oc'h d'ar C'hrist, me a lavar deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr;\n9:42 met piv bennak a roio skouer fall da unan eus ar re vihan-se a gred ennon, ez eo gwelloc'h dezha\u00f1 e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug, ha e vefe taolet er mor.\n9:43 Ma ra da zorn lakaat ac'hanout da gouezha\u00f1, troc'h anezha\u00f1; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha beza\u00f1 taolet er gehenn,\n9:44 [en tan divougus, e pelec'h o fre\u00f1v ne varv ket, hag an tan ne voug ket].\n9:45 Ha ma ra da droad lakaat ac'hanout da gouezha\u00f1, troc'h anezha\u00f1; gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad, ha beza\u00f1 taolet er gehenn, [en tan divougus,\n9:46 e pelec'h o fre\u00f1v ne varv ket, hag an tan ne voug ket].\n9:47 Ha ma ra da lagad lakaat ac'hanout da gouezha\u00f1, diframm anezha\u00f1; gwelloc'h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha beza\u00f1 taolet e tan ar gehenn,\n9:48 e pelec'h o fre\u00f1v ne varv ket, hag an tan ne voug ket.\n9:49 Rak pep hini a vo sallet gant tan, ha pep prof a vo sallet gant holen;\n9:50 Un dra vat eo an holen, met mar koll e vlaz gant petra e vo e roet dezha\u00f1? Ho pet holen ennoc'h hoc'h-unan, ha bezit e peoc'h etrezoc'h.\n10:1 Jezuz, o vont ac'hano, a zeuas e kostezio\u00f9 Judea, en tu all d'ar Jordan; ar bobl en em zastumas adarre war e dro, hag e\u00f1, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn.\n10:2 Neuze ar farizianed a zeuas hag a c'houlennas outa\u00f1 evit e dempta\u00f1: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit?\n10:3 E\u00f1 a respontas hag a lavaras dezho: Petra en deus Moizez gourc'hemennet deoc'h?\n10:4 Int a lavaras: Moizez a lez rei\u00f1 ur skrid a dorr-dimezi\u00f1 hag he c'has kuit.\n10:5 Neuze Jezuz a respontas, hag a lavaras dezho: Skrivet en deus deoc'h al lezenn-se abalamour da galeter ho kalon.\n10:6 Met er penn-kenta\u00f1 eus ar grouidigezh, Doue ne reas nemet ur gwaz hag ur plac'h.\n10:7 Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg,\n10:8 hag e vint ur c'hig hepken; evel-se n'int mui daou, met ur c'hig hepken.\n10:9 Ra ne zisranno ket eta an den, ar pezh en deus Doue unanet.\n10:10 Hag an diskibien a c'houlennas c'hoazh diganta\u00f1 diwar-benn-se e-barzh an ti;\n10:11 e\u00f1 a lavaras dezho: Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh en he c'he\u00f1ver;\n10:12 hag ar wreg a guita he gwaz hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh.\n10:13 Neuze e voe degaset dezha\u00f1 bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase.\n10:14 Ha Jezuz o welout-se, a yeas droug enna\u00f1, hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'an neb a zo he\u00f1vel outo.\n10:15 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh.\n10:16 Hag o veza\u00f1 o c'hemeret etre e zivrec'h, e lakaas e zaouarn warno hag o bennigas.\n10:17 Evel ma oa evit en em lakaat en hent, un den a zeredas, hag, o veza\u00f1 daoulinet diraza\u00f1, e c'houlennas diganta\u00f1: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?\n10:18 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Perak em galvez mat? N'eus hini mat nemet Doue hepken.\n10:19 Anavezout a rez ar gourc'hemenno\u00f9: Na lazh ket; Na ra ket avoultriezh; Na laer ket; Na lavar ket a desteni faos; Na ra ket a faosoni; Enor da dad ha da vamm.\n10:20 E\u00f1 a respontas: Mestr, miret em eus an holl drao\u00f9-se adalek va yaouankiz.\n10:21 Ha Jezuz, o teurel e zaoulagad warna\u00f1, e garas hag a lavaras dezha\u00f1: Mankout a ra dit un dra: Kae, gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un te\u00f1zor en ne\u00f1v; goude-se deus hag heul ac'hanon, [o veza\u00f1 en em vec'hiet eus ar groaz].\n10:22 Glac'haret o klevout-se, ez eas kuit gwall drist, rak mado\u00f9 bras en devoa.\n10:23 Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezha\u00f1, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes eo d'ar re o deus mado\u00f9 mont e-barzh rouantelezh Doue!\n10:24 An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzo\u00f9-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Va bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fizia\u00f1s er mado\u00f9 mont e rouantelezh Doue!\n10:25 Aesoc'h eo d'ur c'ha\u00f1val tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.\n10:26 Hag e voent c'hoazh muioc'h souezhet, hag e lavarent an eil d'egile: Ha piv eta a c'hell beza\u00f1 salvet?\n10:27 Met Jezuz o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo-se d'an dud, met n'eo ket da Zoue; rak Doue a c'hell pep tra.\n10:28 Neuze P\u00ear en em lakaas da lavarout dezha\u00f1: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet.\n10:29 Ha Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe vugale, pe zouaro\u00f9, abalamour din ha d'an Aviel,\n10:30 ha ne resevo adalek ar c'hantved-ma\u00f1, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammo\u00f9, a vugale, hag a zouaro\u00f9, gant heskinerezhio\u00f9, hag, er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.\n10:31 Met kalz a zo ar re genta\u00f1 a vo ar re ziwezha\u00f1, ha kalz a zo ar re ziwezha\u00f1 a vo ar re genta\u00f1.\n10:32 Bez' e oant en hent, o pignat da Jeruzalem, Jezuz a valee a-raok dezho; spouronet e oant hag o devoa aon o heulia\u00f1 anezha\u00f1. Jezuz, o kemer adarre a-du an daouzek diskibl, en em lakaas da ziskl\u00earia\u00f1 dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout ganta\u00f1:\n10:33 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezha\u00f1 d'ar marv, hag e lakaint anezha\u00f1 etre daouarn ar baganed.\n10:34 Goap a raint anezha\u00f1, e skourjeza\u00f1 a raint, hag e kra\u00f1chint en e vizaj, hag e lakaint anezha\u00f1 d'ar marv; met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.\n10:35 Neuze Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas hag a lavaras dezha\u00f1: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit.\n10:36 E\u00f1 a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?\n10:37 Int a lavaras dezha\u00f1: Ro deomp da veza\u00f1 azezet e-barzh da c'hloar, unan a-zehou dit hag egile a-gleiz.\n10:38 Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit eva\u00f1 an hanaf a dlean eva\u00f1, ha beza\u00f1 badezet eus ar vadeziant ma tlean beza\u00f1 badezet ganti?\n10:39 Int a lavaras dezha\u00f1: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da eva\u00f1, hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da veza\u00f1 badezet ganti;\n10:40 met beza\u00f1 azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da rei\u00f1; roet e vo d'ar re ma'z eo bet-se kempennet evito.\n10:41 An dek all o veza\u00f1 klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann.\n10:42 Met Jezuz, o veza\u00f1 o galvet, a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel penno\u00f9 ar poblo\u00f9 a vestroni anezho, ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.\n10:43 Na vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezha\u00f1 beza\u00f1 bras en ho touez, a vo ho servijer.\n10:44 Ha piv bennak a fello dezha\u00f1 beza\u00f1 ar c'henta\u00f1 en ho touez, a vo mevel an holl.\n10:45 Rak Mab an den n'eo ket deuet evit beza\u00f1 servijet, met evit servija\u00f1 hag evit rei\u00f1 e vuhez e daspren evit kalz.\n10:46 Goude e teujont da Jeriko; hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime, an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen.\n10:47 O veza\u00f1 klevet e oa Jezuz a Nazared a dremene, en em lakaas da grial ha da lavarout: Jezuz, mab David, az pez truez ouzhin!\n10:48 Kalz a c'hourdrouze anezha\u00f1, evit ober dezha\u00f1 tevel; met e\u00f1 a grie c'hoazh kre\u00f1voc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!\n10:49 Jezuz o chom en e sav, a lavaras e c'hervel. Gervel a rejont eta an dall, hag e lavarjont dezha\u00f1: Sav, bez kalonek, da c'hervel a ra.\n10:50 O teurel e vantell, e savas hag e teuas da gavout Jezuz.\n10:51 Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezha\u00f1: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma kavin ar gweled.\n10:52 Ha Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Kae, da feiz he deus da yac'haet. Ha kerkent e kavas ar gweled, hag e heulias Jezuz en hent.\n11:1 Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ouzh Betfage, hag ouzh Betania, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,\n11:2 o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; ha kerkent ha ma viot aet enni, e kavot un azen yaouank stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warna\u00f1; distagit e\u00f1, ha degasit e\u00f1 din.\n11:3 Mar lavar unan bennak deoc'h: Perak e rit an dra-se? Lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezha\u00f1. Ha raktal en lezo da vont.\n11:4 Mont a rejont eta, hag e kavjont an azen a oa stag en-diavaez dirak an nor, etre daou hent; hag e tistagjont anezha\u00f1.\n11:5 Unan bennak eus ar re a oa eno a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se?\n11:6 Int a respontas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho; hag e voent lezet da vont.\n11:7 Degas a rejont an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warna\u00f1, hag e rejont Jezuz azeza\u00f1 warna\u00f1.\n11:8 Kalz a astenne o dilhad war an hent, ha re all a droc'he branko\u00f9 glas, hag a c'holoe ganto an hent.\n11:9 Ar re a valee a-raok, hag ar re a heulie, a grie o lavarout: Hozanna! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!\n11:10 Benniget ra vo ren David hon tad, ar ren a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hio\u00f9 uhel-meurbet!\n11:11 Evel-se Jezuz a yeas e Jeruzalem, hag en templ; hag o veza\u00f1 sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek.\n11:12 An deiz war-lerc'h, evel ma'z ae eus Betania, en devoe naon.\n11:13 O welout a-bell ur wezenn-fiez he devoa delio\u00f9, ez eas evit gwelout hag-e\u00f1 e kavje un dra bennak enni; hag o veza\u00f1 tostaet, ne gavas nemet delio\u00f9, rak ne oa ket mare ar fiez.\n11:14 Neuze Jezuz o kemer ar gomz a lavaras: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se.\n11:15 Dont a rejont da Jeruzalem; Jezuz o veza\u00f1 aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene en templ, hag e tiskaras taolio\u00f9 an drokerien arc'hant ha kadorio\u00f9 ar re a werzhe koulmed.\n11:16 Ne leze den da zougen tra ebet dre an templ,\n11:17 hag e kelenne en ur lavarout: N'eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedenno\u00f9 evit an holl boblo\u00f9? Met c'hwi hoc'h eus graet anezha\u00f1 ur c'havarn laeron.\n11:18 Ar veleien vras hag ar skribed, o veza\u00f1 klevet-se, a glaske an doare d'e lakaat d'ar marv; rak aon o devoa diraza\u00f1, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelenn.\n11:19 An abardaez o veza\u00f1 deuet, Jezuz a yeas er-maez eus k\u00ear.\n11:20 Diouzh ar beure, evel ma tremenent, e ziskibien a welas ar wezenn-fiez sec'het betek ar gwrizio\u00f9.\n11:21 Neuze P\u00ear, o kaout so\u00f1j eus ar pezh a oa c'hoarvezet, a lavaras dezha\u00f1: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac'h eus milliget a zo sec'het.\n11:22 Jezuz, o respont, a lavaras: Ho pet feiz e Doue;\n11:23 rak me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argredi\u00f1 en e galon, met en ur gredi\u00f1 e c'hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezha\u00f1.\n11:24 Setu perak e lavaran deoc'h: Kement a c'houlennot en ur bedi\u00f1, kredit e vo roet deoc'h, ha kement-se a c'hoarvezo.\n11:25 Met pa'z eot evit pedi\u00f1, pardonit, mar hoc'h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit dezha\u00f1, abalamour d'ho Tad a zo en ne\u00f1vo\u00f9 da bardoni\u00f1 deoc'h ivez ho pec'hedo\u00f9.\n11:26 Rak ma ne bardonit ket, ho Tad a zo en ne\u00f1vo\u00f9 ne bardono ket deoc'h kennebeut ho pec'hedo\u00f9.\n11:27 Distrei\u00f1 a rejont c'hoazh da Jeruzalem; hag evel ma'z ae dre an templ, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien a dostaas outa\u00f1,\n11:28 hag a lavaras dezha\u00f1: Dre beseurt galloud e rez an trao\u00f9-se, ha piv en deus roet dit galloud d'ober an trao\u00f9-se?\n11:29 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h; respontit din hag e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an trao\u00f9-se.\n11:30 Badeziant Yann, ha dont a rae eus an ne\u00f1v pe eus an dud? Respontit din.\n11:31 Int a so\u00f1je enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an ne\u00f1v, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet enna\u00f1?\n11:32 Ha mar lavaromp: Eus an dud ... Aon o devoa rak ar bobl; an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed.\n11:33 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an trao\u00f9-se.\n12:1 Neuze Jezuz en em lakaas da gomz outo dre barabolenno\u00f9: Un den, emeza\u00f1, a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask, hag a savas enni un tour; neuze e feurmas anezhi da winierien, hag ez eas en ur vro all.\n12:2 Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien, evit kemer diganto frouezh ar winieg.\n12:3 Met o veza\u00f1 kroget enna\u00f1 e kannjont anezha\u00f1 hag e kasjont anezha\u00f1 kuit hep netra.\n12:4 Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all; met e veinata a rejont, e c'hloazjont en e benn, hag e gasjont kuit goude beza\u00f1 graet dezha\u00f1 meur a zismega\u00f1s.\n12:5 Hag e kasas c'hoazh unan all, hag a voe lazhet ganto; ha kalz a re all, ma oa kannet lod ha lazhet lod all ganto.\n12:6 Da ziwezha\u00f1, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezha\u00f1 dezho, en ur lavarout: Douja\u00f1 a raint va mab.\n12:7 Met ar winierien-ma\u00f1 a lavaras etrezo: Setu an heritour; deuit, lazhomp-e\u00f1, hag e heritaj a vo deomp.\n12:8 Hag o veza\u00f1 kroget enna\u00f1, en lazhjont, hag e taoljont anezha\u00f1 er-maez eus ar winieg.\n12:9 Petra eta a raio mestr ar winieg? Dont a raio, hag e tistrujo ar winierien-se, hag e roio ar winieg da re all.\n12:10 Ha n'hoc'h eus ket lennet ar gomz-ma\u00f1 er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a va\u00f1sone, a zo deuet da veza\u00f1 penn ar c'horn.\n12:11 Kement-se a zo bet graet gant an Aotrou, hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad?\n12:12 Neuze e klaskjont kregi\u00f1 enna\u00f1, rak anavezout a rejont mat en devoa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho, met aon o devoa rak ar bobl; setu perak e lezjont anezha\u00f1 hag ez ejont kuit.\n12:13 Kas a rejont dezha\u00f1 hinienno\u00f9 eus ar farizianed hag eus an herodianed, evit e dapout en e gomzo\u00f9.\n12:14 O veza\u00f1 eta deuet d'e gavout, e lavarjont dezha\u00f1: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet; rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paea\u00f1 ar gwir da Gezar, pe n'eo ket?\n12:15 E baea\u00f1 a raimp-ni, pe ne raimp ket? Met e\u00f1, oc'h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon? Degasit din un diner, evit ma welin anezha\u00f1.\n12:16 Hag e tegasjont dezha\u00f1 unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-ma\u00f1? Int a lavaras dezha\u00f1: Eus Kezar.\n12:17 Ha Jezuz a respontas dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Hag e voent souezhet bras ganta\u00f1.\n12:18 Neuze ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d'e gavout, hag a reas outa\u00f1 ar goulenn-ma\u00f1:\n12:19 Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d'e inta\u00f1vez, evit sevel lignez d'e vreur.\n12:20 Bez' e oa seizh breur. An hini kenta\u00f1, o veza\u00f1 kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale.\n12:21 An eil a gemeras anezhi, hag a varvas, hep lezel kennebeut a vugale. Hag an trede en hevelep doare.\n12:22 Ar seizh breur a gemeras anezhi; ha ne lezjont ket a vugale. Ha d'an diwezha\u00f1-holl, ar wreg a varvas ivez.\n12:23 Da behini eta anezho e vo gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.\n12:24 Jezuz a respontas dezho: Ha n'oc'h ket en dallentez, dre n'anavezit ket ar Skriturio\u00f9, na galloud Doue?\n12:25 Rak pa adsavor a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled en ne\u00f1v.\n12:26 Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet e levr Moizez, penaos Doue a lavaras dezha\u00f1 er vodenn loskus: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob?\n12:27 Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. En ur fazi bras oc'h eta.\n12:28 Neuze unan ar skribed en devoa o c'hlevet o riotal; o welout en devoa Jezuz respontet mat dezho, e tostaas hag e c'houlennas outa\u00f1: Pehini eo ar c'henta\u00f1 eus an holl c'hourc'hemenno\u00f9?\n12:29 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Ar c'henta\u00f1 eus an holl c'hourc'hemenno\u00f9 eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken.\n12:30 Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl so\u00f1j, hag eus da holl nerzh. [Hennezh eo ar c'henta\u00f1 gourc'hemenn.]\n12:31 Ha setu an eil [a zo he\u00f1vel outa\u00f1]: Karout a ri da nesa\u00f1 eveldout da-unan. N'eus ket a c'hourc'hemenno\u00f9 all brasoc'h eget ar re-ma\u00f1.\n12:32 Hag ar skrib a respontas dezha\u00f1: Mat eo, Mestr, lavaret ec'h eus gant gwirionez, n'eus nemet un Doue, ha n'eus hini all ebet nemeta\u00f1,\n12:33 ha penaos karout anezha\u00f1 eus e holl galon, eus e holl so\u00f1j, eus e holl ene, hag eus e holl nerzh, ha karout e nesa\u00f1 evelta\u00f1 e-unan a zo mui eget an holl loskaberzho\u00f9 hag ar sakrifiso\u00f9.\n12:34 Jezuz, o welout en devoa respontet gant furnez, a lavaras dezha\u00f1: N'out ket pell diouzh rouantelezh Doue. Ha neuze den ne gredas mui ober goulenn ebet outa\u00f1.\n12:35 Evel ma kelenne Jezuz en templ, e lavaras: Perak e lavar ar skribed eo ar C'hrist Mab David?\n12:36 Rak David a lavar e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.\n12:37 Mar galv eta David e-unan anezha\u00f1 Aotrou, penaos eo-e\u00f1 e vab? Ha kalz a dud a selaoue anezha\u00f1 gant plijadur.\n12:38 En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeo\u00f9 hir ha beza\u00f1 saludet er marc'hallac'hio\u00f9,\n12:39 hag a gar ar c'hadorio\u00f9 kenta\u00f1 er sinagogenno\u00f9, hag ar plaso\u00f9 kenta\u00f1 er festo\u00f9;\n12:40 dismantra\u00f1 a reont tiez an inta\u00f1vezed, hag e reont evit ar gweled pedenno\u00f9 hir; bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.\n12:41 Jezuz, o veza\u00f1 azezet dirak ar c'hef, a selle penaos e lakae an dud arc'hant er c'hef: kalz a dud pinvidik a daole kalz.\n12:42 Dont a reas ivez un inta\u00f1vez paour, hag a daolas e-barzh daou bezhig, oc'h ober ur c'hadrin.\n12:43 Neuze, o veza\u00f1 galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an inta\u00f1vez paour-se he deus lakaet muioc'h er c'hef, eget an holl re all o deus lakaet enna\u00f1.\n12:44 Rak holl o deus lakaet eus ar pezh o devoa a-re; met houma\u00f1 he deus lakaet eus he dienez, kement he devoa, kement holl a oa chomet ganti evit beva\u00f1.\n13:1 Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, unan eus e ziskibien a lavaras dezha\u00f1: Mestr, sell pebezh mein, ha pebezh tiez!\n13:2 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.\n13:3 Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, dirak an templ, P\u00ear, Jakez, Yann hag Andrev a reas a-du ar goulenn-ma\u00f1 outa\u00f1:\n13:4 Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus o oberia\u00f1s nesa\u00f1?\n13:5 Neuze Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h.\n13:6 Rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tallint meur a hini.\n13:7 Pa glevot komz eus brezelio\u00f9, ha brud eus brezelio\u00f9, na spontit ket; rak ret eo e teufe an trao\u00f9-se, met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin.\n13:8 Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; ha bez' e vo kreno\u00f9-douar e meur a lec'h, ha naonegezhio\u00f9, ha trubuilho\u00f9; an trao\u00f9-ma\u00f1 a vo ar penn-kenta\u00f1 eus ar gloazio\u00f9.\n13:9 Met diwallit ouzhoc'h hoc'h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezio\u00f9-barn, ho skourjeza\u00f1 a raint en o sinagogenno\u00f9, ha mont a reot dirak an ouarnerien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit rei\u00f1 testeni din dirazo.\n13:10 Met ret eo e vefe da genta\u00f1 prezeget an Aviel d'an holl boblo\u00f9.\n13:11 Pa gasint ac'hanoc'h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout, ha na brederit ket anezha\u00f1; met lavarit ar pezh a vo roet deoc'h war an eur-se; rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met ar Spered-Santel.\n13:12 Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel; ar vugale en em savo a-enep o zud, hag o lakaint d'ar marv.\n13:13 Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet.\n13:14 Pa welot an euzhusted eus ar glac'har, [m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi,] deuet el lec'h ne dle ket beza\u00f1 (ra gompreno an neb a lenn), neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezio\u00f9,\n13:15 hag an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket en ti, ha n'aio ket enna\u00f1 da gemer un dra bennak eus e di,\n13:16 hag an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dre\u00f1v da gemer e vantell.\n13:17 Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizio\u00f9-se!\n13:18 Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goa\u00f1v.\n13:19 Rak bez' e vo en deizio\u00f9-se an hevelep glac'har, ken adalek penn-kenta\u00f1 ar bed en deus Doue krouet betek vrema\u00f1, n'en deus ket bet, ha ne vo biken evelta\u00f1.\n13:20 Ha ma n'en divije ket an Aotrou berraet an deizio\u00f9-se, den ebet ne vije salvet; met abalamour d'ar re dibabet en deus o berraet.\n13:21 Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo ama\u00f1, pe aze, na gredit ket.\n13:22 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sino\u00f9 ha burzhudo\u00f9 da drompla\u00f1 memes ar re dibabet, ma vije gallet.\n13:23 Bezit war evezh eta; setu, em eus lavaret holl deoc'h a-raok.\n13:24 En deizio\u00f9-se, goude ar glac'har-ma\u00f1, an heol a vo te\u00f1valaet, al loar ne roio ket he skl\u00earijenn,\n13:25 ar stered a gouezho eus an oabl, hag ar galloudo\u00f9 a zo en ne\u00f1v a vo bra\u00f1sellet.\n13:26 Neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ar c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras;\n13:27 hag e kaso e aeled, da zastum e re dibabet eus ar pevar avel, adalek penno\u00f9 pell an douar betek penno\u00f9 pella\u00f1 an ne\u00f1v.\n13:28 Deskit dre barabolenn ar wezenn-fiez: pa zeu he branko\u00f9 da veza\u00f1 tener hag he delio\u00f9 da vounta\u00f1, ec'h anavezit eo tost an ha\u00f1v;\n13:29 evel-se ivez, pa welot kement-se oc'h erruout, gouezit Mab an den a zo tost, hag ouzh an nor.\n13:30 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-ma\u00f1 ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl drao\u00f9-se.\n13:31 An ne\u00f1v hag an douar a dremeno, met va gerio\u00f9 ne dremenint ket.\n13:32 Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, nag an aeled a zo en ne\u00f1v, nag ar Mab, met an Tad hepken.\n13:33 Bezit war evezh, chomit dihun ha pedit; rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se.\n13:34 Bez' e vo evel un den a ya e beaj, a lez e di, a ro ar gundu anezha\u00f1 d'e vevelien, o lakaat da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier beza\u00f1 dihun.\n13:35 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, pe d'an abardaez, pe da hanternoz, pe da gan ar c'hilhog, pe diouzh ar beure,\n13:36 gant aon na zeufe en un taol, ha n'ho kavfe kousket.\n13:37 Dre-se, ar pezh a lavaran, a lavaran deoc'h holl: Chomit dihun.\n14:1 Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee beza\u00f1 daou zevezh goude; ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregi\u00f1 e Jezuz dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv.\n14:2 Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.\n14:3 Jezuz, o veza\u00f1 e Betania ouzh taol e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o veza\u00f1 torret al lestr, e skuilhas ar c'hwezh-vat war e benn.\n14:4 Hinienno\u00f9 a yeas droug enno o-unan, hag a lavaras: Perak koll evel-se ar c'hwezh-vat-se?\n14:5 Rak gallet e vije bet gwerzha\u00f1 anezhi ouzhpenn tri c'hant diner, hag o rei\u00f1 d'ar beorien. Evel-se e krozmolent en he enep.\n14:6 Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi; perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c'he\u00f1ver.\n14:7 Rak c'hwi ho po atav peorien ganeoc'h, ha bep gwech ma c'hoantaot e c'hellot ober vat dezho, met n'ho po ket atav ac'hanon..\n14:8 Graet he deus ar pezh a oa en he galloud; balzamet he deus dre ziaraok va c'horf evit va beziadur.\n14:9 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en holl lec'hio\u00f9 eus ar bed ma vo an aviel-ma\u00f1 prezeget, ar pezh he deus graet a vo ivez lavaret en e\u00f1vor anezhi.\n14:10 Neuze Judaz Iskariod, unan eus an daouzek, a yeas da gavout ar veleien vras evit lakaat Jezuz etre o daouarn.\n14:11 Selaou a rejont gant joa, hag e lavarjont rei\u00f1 arc'hant dezha\u00f1; diwar neuze e klaskas an tu dereat d'e lakaat etre o daouarn.\n14:12 Ar c'henta\u00f1 deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezha\u00f1: Pelec'h e c'hoantaez ez afemp da gempenn ar pezh a zo ret evit debri\u00f1 ar Pask?\n14:13 Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e k\u00ear, hag e kavot dirazoc'h un den o tougen ur podad dour, it war e lerc'h.\n14:14 E pe lec'h bennak ma'z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec'h ema\u00f1 al lec'h e tebrin ar Pask enna\u00f1, gant va diskibien?\n14:15 Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, urzhiet ha kempennet mat; fichit eno deomp ar Pask.\n14:16 E ziskibien eta a yeas, hag a zeuas e k\u00ear, hag e kavjont an trao\u00f9 evel m'en devoa lavaret dezho; hag e fichjont ar Pask.\n14:17 Pa voe deuet an abardaez, e teuas gant an daouzek.\n14:18 Evel ma oant ouzh taol, ha ma tebrent, Jezuz a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h, unan a zebr ganin, am gwerzho.\n14:19 Neuze en em lakajont d'en em c'hlac'hari\u00f1; hag e lavarjont dezha\u00f1, an eil goude egile: Ha me eo?\n14:20 E\u00f1 a respontas dezho: Unan an daouzek eo, ha lakaat a ra e zorn er plad ganin.\n14:21 Mab an den, evit gwir, a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezha\u00f1; met gwalleur d'an den ma vo gwerzhet ganta\u00f1; gwell e vije d'an den-se, ne vije biken bet ganet.\n14:22 Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude beza\u00f1 trugarekaet, e torras anezha\u00f1, hag en roas dezho, o lavarout: Kemerit, [debrit,] hema\u00f1 eo va c'horf.\n14:23 Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude beza\u00f1 trugarekaet, en roas dezho, hag ec'h evjont holl diouta\u00f1.\n14:24 Hag e lavaras dezho: Hema\u00f1 eo va gwad, ar gwad eus an emglev [nevez], skuilhet evit kalz.\n14:25 Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'evin mui eus frouezh ar gwini, betek an deiz ma'c'h evin anezha\u00f1 nevez e rouantelezh Doue.\n14:26 Goude m'o devoe kanet ar c'hantiko\u00f9, ez ejont da Venez an Olived.\n14:27 Neuze, Jezuz a lavaras dezho: Me a vo deoc'h holl en noz-ma\u00f1 un abeg da gouezha\u00f1, rak skrivet eo: skei\u00f1 a rin ar pastor, hag an de\u00f1ved a vo stlabezet.\n14:28 Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.\n14:29 Ha P\u00ear a lavaras dezha\u00f1: Pa vefe an holl gwallskoueriet, evidon-me, ne vin ket.\n14:30 Neuze Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-ma\u00f1, a-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech.\n14:31 Met e\u00f1 a lavare kre\u00f1voc'h c'hoazh: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag holl, e lavarent ar memes tra.\n14:32 Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, ha Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Azezit ama\u00f1 e-pad ma pedin.\n14:33 Kemer a reas ganta\u00f1 P\u00ear, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken.\n14:34 Hag e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit ama\u00f1 ha beilhit.\n14:35 O vont un tamm a-raokoc'h, en em stouas d'an douar, da bedi\u00f1 ma c'hellje an eur-se pellaat diouta\u00f1.\n14:36 Hag e lavare: Abba! Tad! An holl drao\u00f9 a c'hellez; pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.\n14:37 Hag e tistroas, o c'havas kousket, hag e lavaras da B\u00ear: Simon, kousket a rez! Ne'c'h eus ket gallet beilha\u00f1 un eur?\n14:38 Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh.\n14:39 Mont a reas adarre, hag e pedas, o lavarout ar memes komzo\u00f9.\n14:40 O veza\u00f1 distroet, o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet; ha ne ouient petra da lavarout dezha\u00f1.\n14:41 Hag e tistroas evit an trede gwech, hag e lavaras dezho: Kouskit brema\u00f1 ha diskuizhit! A-walc'h eo! An eur a zo deuet; setu, Mab an den a zo lakaet etre daouarn ar bec'herien.\n14:42 Savit, ha deomp, setu, an hini am gwerzh a dosta.\n14:43 Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, Judaz, unan an daouzek, a zeuas, ha ganta\u00f1 ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien.\n14:44 An hini en gwerzhe en devoa roet ar sin-ma\u00f1: An hini a bokin dezha\u00f1, hennezh eo; krogit enna\u00f1, ha kasit e\u00f1 sur.\n14:45 Raktal eta evel ma oa erruet, e tostaas outa\u00f1, hag e lavaras dezha\u00f1: Mestr! Mestr! Hag e pokas dezha\u00f1.\n14:46 Neuze e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont enna\u00f1.\n14:47 Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezha\u00f1.\n14:48 Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregi\u00f1 ennon.\n14:49 Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret; met bez' eo evit ma vo ar Skriturio\u00f9 peurc'hraet.\n14:50 Neuze, o veza\u00f1 e zilezet, an holl a dec'has kuit.\n14:51 Un den yaouank en heulie, goloet hepken gant ul linenn ska\u00f1v; an dud yaouank a grogas enna\u00f1,\n14:52 met e\u00f1 a lezas ganto e wiskamant, hag a dec'has en noazh deus etre o daouarn.\n14:53 Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet an holl veleien vras, an henaourien hag ar skribed.\n14:54 P\u00ear a heulias anezha\u00f1 a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o veza\u00f1 azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.\n14:55 Ar veleien vras hag an holl sanedrin a glaske un testeni a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv, hogen ne gavent ket.\n14:56 Rak kalz a roe testeni fals en e enep, met o zestenio\u00f9 ne oant ket he\u00f1vel etrezo.\n14:57 Hinienno\u00f9 a savas neuze, hag a zougas ur fals testeni a-enep dezha\u00f1 o lavarout:\n14:58 Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-ma\u00f1, graet gant dorn an den, hag a-benn tri deiz ec'h adsavin unan all, ha ne vo ket graet gant dorn an den.\n14:59 Met o zestenio\u00f9 ne oant ket he\u00f1vel etrezo kennebeut.\n14:60 Neuze ar beleg-meur, o sevel e-kreiz ar sanhedrin, a reas ouzh Jezuz ar goulenn-ma\u00f1: Ha ne respontez netra? Petra a destenn an dud-se en da enep?\n14:61 Met Jezuz a davas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outa\u00f1 ar goulenn-ma\u00f1: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget?\n14:62 Ha Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Bez' ez on; ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an ne\u00f1v.\n14:63 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a desto\u00f9?\n14:64 Klevet hoc'h eus al ledoued; petra a so\u00f1jit a-se? Holl neuze, e varnjont anezha\u00f1 evel din a varv.\n14:65 Hinienno\u00f9 en em lakaas da gra\u00f1chat outa\u00f1, da c'holei\u00f1 e vizaj, ha da rei\u00f1 dezha\u00f1 karvanado\u00f9, o lavarout: Divin! Hag ar vevelien a skoe anezha\u00f1 gant bizhier.\n14:66 P\u00ear a oa e trao\u00f1 ar porzh, hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur;\n14:67 hag o welout P\u00ear oc'h en em domma\u00f1, e sellas outa\u00f1 hag e lavaras: Te ivez, te a oa gant Jezuz a Nazared.\n14:68 Met e\u00f1 a nac'has anezha\u00f1, hag a lavaras: N'anavezan ket anezha\u00f1, ha n'ouzon ket petra a lavarez; mont a reas er-maez er porzh; hag ar c'hilhog a ganas.\n14:69 Ar vatezh-se, o veza\u00f1 e welet adarre, en em lakaas da lavarout d'ar re a oa eno: An den-ma\u00f1 a zo eus an dud-se. Met e\u00f1 e nac'has adarre.\n14:70 Ur penad goude, ar re a oa eno a lavaras da B\u00ear: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat, [ha da yezh a zo he\u00f1vel ouzh o hini].\n14:71 Neuze en em lakaas da zroukpedi\u00f1 ha da doui\u00f1, o lavarout: N'anavezan ket an den-se a gomzit anezha\u00f1.\n14:72 Raktal ar c'hilhog a ganas un eil gwech; ha P\u00ear en devoe so\u00f1j eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret dezha\u00f1: A-raok ma kano ar c'hilhog div wech, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o veza\u00f1 aet buan er-maez, e ouelas.\n15:1 Kerkent ha ma voe deiz, ar veleien vras, gant an henaourien hag ar skribed, hag ar sanedrin o veza\u00f1 en em guzuliet, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat.\n15:2 Pilat a c'houlennas outa\u00f1: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezha\u00f1: Te en lavar.\n15:3 Ar veleien vras a damalle anezha\u00f1 eus meur a dra.\n15:4 Met Pilat a reas c'hoazh ar goulenn-ma\u00f1 outa\u00f1, o lavarout: Ne respontez netra dezho? Gwel pegement a drao\u00f9 a damallont dit.\n15:5 Met Jezuz ne respontas ken netra, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet.\n15:6 Bez' e oa ar c'hiz da leuskel dezho, da bep gouel, an hini eus ar brizonidi a c'houlenne ar bobl.\n15:7 Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o devoa ur muntr e-pad un dispac'h.\n15:8 Ar bobl en em lakaas da c'houlenn [gant kriadenno\u00f9 bras,] ma vije graet dezho evel m'en devoa atav graet.\n15:9 Pilat a respontas dezho: Fellout a ra deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?\n15:10 Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa ar veleien vras e lakaet etre e zaouarn.\n15:11 Met ar veleien vras a vroude ar bobl da c'houlenn ma vije laosket kentoc'h dezho Barabbaz.\n15:12 Pilat, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen eta eus an hini e c'halvit roue ar Yuzevien?\n15:13 Int a grias a-nevez: Ouzh ar groaz!\n15:14 Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kre\u00f1voc'h: Ouzh ar groaz!\n15:15 Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz; ha goude beza\u00f1 lakaet skourjeza\u00f1 Jezuz, en roas evit beza\u00f1 staget ouzh ar groaz.\n15:16 Ar soudarded a zegasas anezha\u00f1 e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont eno an holl strollad.\n15:17 Hag e wiskjont anezha\u00f1 gant ur vantell vouk, hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o devoa gweet.\n15:18 Neuze en em lakajont d'e saludi\u00f1, o lavarout: Salud, roue ar Yuzevien!\n15:19 Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, hag e kra\u00f1chjont outa\u00f1, hag, o plega\u00f1 o glin, e stoujont diraza\u00f1.\n15:20 Goude beza\u00f1 graet goap anezha\u00f1, e lamjont ar vantell vouk diwarna\u00f1, e wiskjont dezha\u00f1 e zilhad en-dro, hag e kasjont anezha\u00f1 evit e lakaat ouzh ar groaz.\n15:21 Un den eus Siren, anvet Simon, tad da Aleksandr ha da Rufuz, a dremene dre eno, o tont eus ar parkeier; ober a rejont dezha\u00f1 dougen kroaz Jezuz.\n15:22 Hag e kasjont Jezuz d'ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo lec'h ar c'hlopenn.\n15:23 Hag e kinnigjont dezha\u00f1 da eva\u00f1 gwin mesket gant mir; met ne evas ket anezha\u00f1.\n15:24 Goude m'o devoe e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad, o teurel d'ar sord, evit anavezout lod pep hini.\n15:25 Bez' e oa an trede eur, pa en stagjont ouzh ar groaz.\n15:26 Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-ma\u00f1: ROUE AR YUZEVIEN.\n15:27 Staga\u00f1 a rejont ivez ouzh ar groaz ganta\u00f1 daou laer, unan a-zehou, hag egile a-gleiz dezha\u00f1.\n15:28 [Evel-se ar gomz-ma\u00f1 eus ar Skritur a voe peurc'hraet: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.]\n15:29 Ar re a dremene dre eno a lavare dismega\u00f1so\u00f9 dezha\u00f1, o heja\u00f1 o fenn, hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri deiz,\n15:30 en em savete da-unan, ha diskenn eus ar groaz!\n15:31 Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed, a lavare etrezo, en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em savetei\u00f1 e-unan!\n15:32 Ra ziskenno ar C'hrist, roue Israel, brema\u00f1 eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout, ha ma kredimp! Hag ar re a oa staget ouzh ar groaz ganta\u00f1, a lavare ivez dismega\u00f1so\u00f9 dezha\u00f1.\n15:33 Pa zeuas ar c'hwec'hvet eur, e voe te\u00f1valijenn war an douar holl, betek an navet eur.\n15:34 Ha d'an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kre\u00f1v: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet?\n15:35 Hinienno\u00f9 eus ar re a oa eno, o veza\u00f1 e glevet, a lavare: Setu e c'halv Elia.\n15:36 Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn, hag he roas dezha\u00f1 da eva\u00f1, en ur lavarout: Lezit; gwelomp hag-e\u00f1 e teuio Elia d'e ziskenn.\n15:37 Neuze Jezuz, o veza\u00f1 taolet ur griadenn vras, a varvas.\n15:38 Gouel an templ a rogas e div, adalek krec'h betek trao\u00f1.\n15:39 Ar c'hantener a oa diraza\u00f1, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hema\u00f1, evit gwir, a oa Mab Doue.\n15:40 Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, ha Mari mamm da Jakez ar Yaouanka\u00f1 ha da Jozef, ha Salome,\n15:41 ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet ganta\u00f1 da Jeruzalem.\n15:42 Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c'hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad,\n15:43 Jozef a Arimatea, ur c'huzulier enoret a c'hortoze ivez rouantelezh Doue, a zeuas gant hardizhegezh da gavout Pilat, hag a c'houlennas diganta\u00f1 korf Jezuz.\n15:44 Pilat a voe souezhet bras ma oa marv ken buan; hag o veza\u00f1 galvet ar c'hantener, e c'houlennas diganta\u00f1 hag-e\u00f1 e oa marv pell a oa.\n15:45 O veza\u00f1 anavezet kement-se, gant ar c'hantener, e roas ar c'horf da Jozef.\n15:46 Jozef, o veza\u00f1 prenet ul lienenn, en diskennas eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn, a lakaas anezha\u00f1 en ur bez toullet er roc'h, hag a ruilhas ur maen ouzh dor ar bez.\n15:47 Mari a Vagdala ha Mari mamm Jozef, a selle pelec'h e oa lakaet.\n16:1 Goude ma oa ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez, ha Salome, a brenas louzo\u00f9 a c'hwez-vat evit dont da valzama\u00f1 ar c'horf.\n16:2 Deiz kenta\u00f1 ar sizhun, da sav-heol, e teujont mintin mat d'ar bez.\n16:3 Hag e lavarent etrezo: Piv a lamo deomp ar maen a zo ouzh dor ar bez?\n16:4 O veza\u00f1 sellet, e weljont ar maen a oa bet lamet; ha gwall vras e oa.\n16:5 Neuze, o veza\u00f1 aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn; spontet e oant.\n16:6 Met e\u00f1 a lavaras dezho: Na vezit ket spontet; c'hwi a glask Jezuz a Nazared, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz; adsavet eo a varv, n'ema\u00f1 ken ama\u00f1; setu al lec'h m'o devoa lakaet anezha\u00f1.\n16:7 Met it, ha lavarit d'e ziskibien ha da B\u00ear ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot, evel m'en deus lavaret deoc'h.\n16:8 Int a yeas kuit hag a dec'has diouzh ar bez, rak souezhet e oant ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant.\n16:9 Jezuz, o veza\u00f1 adsavet a varv diouzh ar beure, deiz kenta\u00f1 ar sizhun, en em ziskouezas da genta\u00f1 da Vari a Vagdala, m'en devoa kaset kuit seizh diaoul anezhi.\n16:10 Hi a yeas, hag a roas d'e anavezout d'ar re a oa bet ganta\u00f1, hag a oa e ka\u00f1v hag en daero\u00f9.\n16:11 Met int, o klevout e oa bev, hag he devoa-hi e welet, ne gredjont ket anezhi.\n16:12 Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent, o vont war ar maez.\n16:13 Ar re-ma\u00f1 a yeas da lavarout d'ar re all ha n'o c'hredjont ket kennebeut.\n16:14 Da ziwezha\u00f1, en em ziskouezas d'an unnek abostol, evel ma oant ouzh taol, hag e rebechas dezho o diskredoni ha kaleter o c'halon, abalamour n'o devoa ket kredet ar re o devoa e welet adsavet a varv.\n16:15 Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl, ha prezegit an Aviel da bep krouadur.\n16:16 An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet; met an hini na gredo ket a vo kondaonet.\n16:17 Ha setu ar miraklo\u00f9 a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaoulien em anv; komz a raint yezho\u00f9 nevez;\n16:18 kemer a raint an naered; mar evont un dra marvus bennak, ne raio ket a boan dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re gla\u00f1v, hag e vint yac'haet.\n16:19 An Aotrou, goude beza\u00f1 komzet outo, a voe savet en ne\u00f1v, hag ec'h azezas a-zehou da Zoue.\n16:20 Hag int, o veza\u00f1 aet, a brezegas dre holl, an Aotrou o kenober ganto, hag o rei\u00f1 kred da C'her Doue dre ar miraklo\u00f9 o heulie.","title":"Breton Bible (NT Gospels): Mark","type":"page"}
