{"collection":"Bible & Christianity","html_url":"https://unchartedknowledge.5gfusion.net/browse/bib/wb/brt/mat.htm","path":"bib/wb/brt/mat.htm","source_url":"https://sacred-texts.com/bib/wb/brt/mat.htm","text":"1:1 Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.\n1:2 Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d'e vreudeur.\n1:3 Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram.\n1:4 Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon.\n1:5 Salmon, eus Rahab, a voe tad da Vooz. Booz, eus Rut, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.\n1:6 Jese a voe tad d'ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri.\n1:7 Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa.\n1:8 Asa a voe tad da Jozafat. Jozafat a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia.\n1:9 Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia.\n1:10 Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia.\n1:11 Jozia a voe tad da Jekonia ha d'e vreudeur, da vare an ermaeziadeg e Babilon.\n1:12 Ha goude ma voent bet kaset da Vabilon, Jekonia a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel.\n1:13 Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor.\n1:14 Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Achim. Achim a voe tad da Eliud.\n1:15 Eliud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Vatan a voe tad da Jakob.\n1:16 Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, ma'z eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist.\n1:17 Bez' ez eus eta en holl: eus Abraham betek David, pevarzek rummad; eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad; hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C'hrist, pevarzek rummad.\n1:18 Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.\n1:19 Jozef, he fried, a oa un den reizh ha ne felle ket dezha\u00f1 he mezhekaat; c'hoantaat a reas he c'has kuit e-kuzh.\n1:20 Evel ma so\u00f1je kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezha\u00f1, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo ko\u00f1sevet enni a zo eus ar Spered-Santel,\n1:21 hag e c'hano ur mab, hag e roi dezha\u00f1 Jezuz da anv, rak e\u00f1 a saveteo e bobl eus e bec'hedo\u00f9.\n1:22 Kement-se holl a c'hoarvezas, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre gomz ar profed:\n1:23 Setu, ar werc'hez a vo brazez, hag a c'hano ur mab a vo galvet Emmanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.\n1:24 Jozef, o veza\u00f1 dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en devoa ael an Aotrou gourc'hemennet dezha\u00f1, hag e kemeras e wreg ganta\u00f1.\n1:25 Hogen n'anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab [kenta\u00f1-ganet], hag e roas dezha\u00f1 Jezuz da anv.\n2:1 Jezuz o veza\u00f1 bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem, en ur lavarout:\n2:2 Pelec'h ema\u00f1 an hini a zo ganet da roue d'ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol, ha deuet omp d'e azeuli\u00f1.\n2:3 Pa glevas ar roue Herodez kement-se, e voe trubuilhet, hag holl Jeruzalem ganta\u00f1.\n2:4 O veza\u00f1 dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee beza\u00f1 ganet ar C'hrist.\n2:5 Int a lavaras dezha\u00f1: E Betlehem Judea; rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed:\n2:6 Ha te, Betlehem, douar Judea, n'out ket an distera\u00f1 e-touez k\u00eario\u00f9 penna\u00f1 Judea; rak ac'hanout eo, e teuio ur penn a reno va fobl Israel.\n2:7 Neuze Herodez, o veza\u00f1 galvet ar majed e-kuzh, a c'houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn dezho.\n2:8 Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It, ha goulennit gant preder pelec'h ema\u00f1 ar bugel bihan-se; ha pa ho po e gavet, roit din da anavezout, evit ma'z in me ivez d'e azeuli\u00f1.\n2:9 Ar re-ma\u00f1, goude beza\u00f1 klevet ar roue, a yeas kuit; ha setu, ar steredenn o devoa gwelet er sav-heol, a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d'ul lec'h ma oa ar bugel bihan.\n2:10 Pa weljont ar steredenn, e voe karget o c'halono\u00f9 gant levenez.\n2:11 O veza\u00f1 aet en ti, e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag, oc'h en em stoui\u00f1 d'an douar, ec'h azeuljont anezha\u00f1; ha goude beza\u00f1 digoret o ze\u00f1zorio\u00f9, e kinnigjont dezha\u00f1 profo\u00f9: aour, eza\u00f1s ha mir.\n2:12 O veza\u00f1 bet aliet gant Doue, dre un hu\u00f1vre, ne zistrojont ket da gavout Herodez; mont a rejont d'o bro dre un hent all.\n2:13 Goude ma oant aet kuit, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef, dre un hu\u00f1vre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit; rak Herodez a glasko ar bugel evit e lakaat d'ar marv.\n2:14 E\u00f1, o veza\u00f1 savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt.\n2:15 Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa an Aotrou lavaret dre ar profed: Galvet em eus va mab eus Ejipt.\n2:16 Neuze Herodez, o welout o devoa ar majed graet goap anezha\u00f1, a voe en ur gounnar vras, hag a gasas da lazha\u00f1 an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, e Betlehem hag en e vro a-bezh, hervez an amzer en devoa goulennet gant preder digant ar vajed.\n2:17 Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia:\n2:18 Garmo\u00f9 a zo bet klevet e Rama, hirvoudo\u00f9, gouelvan ha klemmvano\u00f9 bras: Rachel o ouela\u00f1 he bugale; ne fellas ket dezhi beza\u00f1 dic'hlac'haret, abalamour n'emaint mui.\n2:19 Goude marv Herodez, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt, dre un hu\u00f1vre, o lavarout:\n2:20 Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha distro da vro-Israel, rak ar re a glaske ar bugel evit e lazha\u00f1, a zo marv.\n2:21 Hema\u00f1, o veza\u00f1 savet, a gemeras ar bugel hag e vamm, hag a zeuas e bro-Israel.\n2:22 Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en devoe aon da vont di; o veza\u00f1 bet aliet gant Doue dre un hu\u00f1vre, en em dennas e kostezio\u00f9 Galilea.\n2:23 Chom a reas en ur g\u00ear anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.\n3:1 En deizio\u00f9-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout:\n3:2 Ho pet keuz, rak rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo tost.\n3:3 Anezha\u00f1 eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodenno\u00f9.\n3:4 Yann a zouge ur sae a vlev ka\u00f1val hag ur gouriz l\u00ear en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.\n3:5 An dud eus Jeruzalem, eus an holl Judea hag eus an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout,\n3:6 hag, oc'h anzav o fec'hedo\u00f9, e oant badezet ganta\u00f1 er st\u00ear Jordan.\n3:7 E\u00f1 eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont?\n3:8 Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh,\n3:9 ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham.\n3:10 Ar vouc'hal a zo a-vrema\u00f1 lakaet ouzh gwrizio\u00f9 ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da veza\u00f1 troc'het ha taolet en tan.\n3:11 Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e voto\u00f9. E\u00f1 ho padezo er Spered-Santel hag en tan.\n3:12 E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.\n3:13 Neuze, Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan, da gavout Yann, evit beza\u00f1 badezet ganta\u00f1.\n3:14 Met Yann ne felle ket dezha\u00f1 e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da veza\u00f1 badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout?\n3:15 Jezuz, en ur respont, a lavaras dezha\u00f1: Na harz ket-se brema\u00f1; rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze e\u00f1 a lezas d'ober.\n3:16 Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an ne\u00f1vo\u00f9 a oa digoret a-us dezha\u00f1, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warna\u00f1.\n3:17 Ha setu, ur vouezh eus an ne\u00f1vo\u00f9 a lavare: Hema\u00f1 eo va Mab karet-mat, enna\u00f1 em eus lakaet va holl levenez.\n4:1 Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit beza\u00f1 temptet gant an diaoul.\n4:2 Goude m'en devoe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en devoe naon.\n4:3 An tempter, o veza\u00f1 tostaet outa\u00f1, a lavaras dezha\u00f1: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da veza\u00f1 bara.\n4:4 Met e\u00f1 a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus genou Doue.\n4:5 Neuze an diaoul en kasas er g\u00ear santel, a lakaas anezha\u00f1 war lein an templ,\n4:6 hag a lavaras dezha\u00f1: Mar dout Mab Doue, en em daol d'an trao\u00f1, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha: dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.\n4:7 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Skrivet eo ivez: Na dempti ket an Aotrou da Zoue.\n4:8 An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezha\u00f1 holl rouantelezhio\u00f9 ar bed hag o gloar,\n4:9 hag a lavaras dezha\u00f1: An holl drao\u00f9-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuli\u00f1.\n4:10 Jezuz a respontas dezha\u00f1: A-dre\u00f1v din, Satan! Rak skrivet eo: Azeuli\u00f1 a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemeta\u00f1.\n4:11 Neuze an diaoul en lezas; ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezha\u00f1.\n4:12 Met pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea.\n4:13 O veza\u00f1 kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, k\u00ear arvorek, war harzo\u00f9 Zabulon ha Neftali,\n4:14 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia:\n4:15 Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea ar baganed,\n4:16 ar bobl a oa azezet en de\u00f1valijenn, he deus gwelet ur skl\u00earijenn vras; hag ar skl\u00earijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.\n4:17 Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da brezeg, ha da lavarout: Ho pet keuz rak rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo tost.\n4:18 Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon a c'halver P\u00ear, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.\n4:19 Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud.\n4:20 Kerkent, o lezel o rouedo\u00f9, e heuilhjont anezha\u00f1.\n4:21 Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o ficha\u00f1 o rouedo\u00f9. Gervel a reas anezho.\n4:22 Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezha\u00f1.\n4:23 Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogenno\u00f9, o prezeg kelo\u00f9 mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kle\u00f1ved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.\n4:24 Ar vrud anezha\u00f1 en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezha\u00f1 an holl re gla\u00f1v, re dalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re dalc'het gant diaoulien, re loariek, re seizet, hag e\u00f1 a yac'hae anezho.\n4:25 Ul lod bras a dud a heulie anezha\u00f1 eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea, hag eus an tu all d'ar Jordan.\n5:1 O welout ar bobl-se, Jezuz a bignas war ur menez, hag, o veza\u00f1 azezet, e ziskibien a dostaas outa\u00f1.\n5:2 O tigeri\u00f1 e c'henou, e kelenne anezho, en ur lavarout:\n5:3 E\u00fcrus ar re baour er spered, rak rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo dezho!\n5:4 E\u00fcrus ar re a zo er glac'har, rak int a vo frealzet!\n5:5 E\u00fcrus ar re a zo hegarat, rak int a resevo an douar da h\u00earezh!\n5:6 E\u00fcrus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak int o devo o gwalc'h!\n5:7 E\u00fcrus ar re drugarezus, rak int a gavo trugarez!\n5:8 E\u00fcrus ar re o deus ur galon glan, rak int a welo Doue!\n5:9 E\u00fcrus ar re a zegas ar peoc'h, rak int a vo galvet bugale Doue!\n5:10 E\u00fcrus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo dezho!\n5:11 E\u00fcrus e viot, pa zeuio an dud d'ho tismega\u00f1si\u00f1, d'ho kwallgas, ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din.\n5:12 En em laouenait, ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en ne\u00f1vo\u00f9; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded hag a zo bet araozoc'h.\n5:13 C'hwi a zo holen an douar; met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo e roet en-dro dezha\u00f1? N'eo mui mat, nemet da veza\u00f1 taolet er-maez, ha da veza\u00f1 mac'het gant treid an dud.\n5:14 C'hwi a zo skl\u00earijenn ar bed; ur g\u00ear savet war ur menez ne c'hell ket beza\u00f1 kuzhet;\n5:15 ha ne vez ket enaouet ur c'houlaouenn evit he lakaat dindan ar boezell, met evit he lakaat war ur c'hantolor, hag e skl\u00earijenno holl dud an ti.\n5:16 Ra lugerno evel-se ho skl\u00earijenn dirak an dud, evit ma welint ho madobero\u00f9, ha ma teuint da rei\u00f1 gloar d'ho Tad a zo en ne\u00f1vo\u00f9.\n5:17 Na so\u00f1jit ket e vefen deuet evit diskar al lezenn pe ar brofeded; n'on ket deuet evit diskar, met evit peurober.\n5:18 Rak, me a lavar deoc'h e gwirionez, betek ma tremeno an ne\u00f1v hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn, nag un iota, nag ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc'hraet holl.\n5:19 Piv bennak eta a dorro an distera\u00f1 eus ar gourc'hemenno\u00f9-ma\u00f1, hag a zesko evel-se d'an dud, a vo galvet ar bihana\u00f1 e rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9; met piv bennak o miro hag o desko d'ar re all, hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9.\n5:20 Rak, me a lavar deoc'h, ma ne da ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n'antreot ket e rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9.\n5:21 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne lazhi ket; rak piv bennak a lazho, a vo dleet dezha\u00f1 ar varnedigezh.\n5:22 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur [hep abeg], a vo dleet dezha\u00f1 ar varnedigezh; an hini a lavaro d'e vreur: Raka! a zo dleet dezha\u00f1 beza\u00f1 kastizet gant ar sanedrin; hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zo dleet dezha\u00f1 beza\u00f1 kastizet gant tan ar gehenn.\n5:23 Mar degasez eta da brof d'an aoter, hag e teu so\u00f1j dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep,\n5:24 lez eno da brof dirak an aoter, ha kae da genta\u00f1 d'en em unvani\u00f1 gant da vreur; ha, goude-se, deus, ha kinnig da brof.\n5:25 En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma'z emaout en hent ganta\u00f1, gant aon na lakafe ac'hanout etre daouarn ar barner, ha na rafe ar barner da rei\u00f1 da ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon.\n5:26 E gwirionez, me a lavar dit, ne zeui ket er-maez ac'hano, ken na vo paeet ganit an diwezha\u00f1 liard.\n5:27 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret [d'ar re gozh]: Ne ri ket avoultriezh.\n5:28 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.\n5:29 Ma ra da lagad dehou lakaat ac'hanout da gouezha\u00f1, diframm anezha\u00f1, ha taol anezha\u00f1 pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.\n5:30 Ha ma ra da zorn dehou lakaat ac'hanout da gouezha\u00f1, troc'h anezha\u00f1, ha taol anezha\u00f1 pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.\n5:31 Lavaret eo bet ivez: Piv bennak a gaso kuit e wreg, ra roio dezhi ur skrid a dorr-dimezi\u00f1.\n5:32 Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da veza\u00f1 avoultrerez, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.\n5:33 Klevet hoc'h eus c'hoazh penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne doui ket e gaou, met mirout a ri al leo\u00f9 az po graet da Zoue.\n5:34 Met me a lavar deoc'h: Na douit ket a-grenn, na dre an ne\u00f1v, rak tron Doue eo,\n5:35 na dre an douar, rak skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem, rak k\u00ear ar Roue bras eo.\n5:36 Na dou ket kennebeut dre da benn, rak ne c'hellez ket ober da ur vlevenn beza\u00f1 gwenn pe du.\n5:37 Met ra vo ho komz, ya, ya, nann, nann; ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an droug.\n5:38 Klevet hoc'h eus c'hoazh penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Lagad evit lagad, ha dant evit dant.\n5:39 Met me a lavar deoc'h: Na enebit ket ouzh an hini drouk; d'an hini a sko ac'hanout war ar jod dehou, tro eben outa\u00f1.\n5:40 Mar fell da unan bennak proseza\u00f1 ouzhit ha kemer da vantell, laosk ivez ganta\u00f1 da doneg.\n5:41 Mar fell da unan bennak ober dit mont ganta\u00f1 e-pad ur mil, gra daou vil ganta\u00f1.\n5:42 Ro d'an neb a c'houlenn ouzhit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezha\u00f1 ampresta\u00f1 diganit.\n5:43 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret: Karout a ri da nesa\u00f1, hag e kasai da enebour.\n5:44 Met me a lavar deoc'h-hu: Karit hoc'h enebourien, bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc'h heskin,\n5:45 evit ma viot bugale ho Tad a zo en ne\u00f1vo\u00f9; rak e\u00f1 a ra d'e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezha\u00f1 war ar re reizh ha war ar re direizh.\n5:46 Rak ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket memes ar bublikaned kement-se?\n5:47 Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket memes ar bublikaned kement-se?\n5:48 Bezit eta parfet, evel ma'z eo parfet ho Tad a zo en ne\u00f1vo\u00f9.\n6:1 Lakait evezh na rafec'h ho madobero\u00f9 dirak an dud, evit beza\u00f1 gwelet ganto; rak n'ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en ne\u00f1vo\u00f9.\n6:2 Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac'hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogenno\u00f9 hag er straedo\u00f9, evit beza\u00f1 meulet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.\n6:3 Met pa rez aluzen, gra na ouezo ket da zorn kleiz ar pezh a ra da zorn dehou,\n6:4 evit ma vo da aluzen graet e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].\n6:5 Pa bedit, na vezit ket evel ar bilpouzed; rak int a gar pedi\u00f1 en o sav er sinagogenno\u00f9 hag e kornio\u00f9 ar straedo\u00f9, evit beza\u00f1 gwelet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.\n6:6 Met te, pa bedez, kae ez kambr, hag, o veza\u00f1 serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].\n6:7 Pa bedit, n'en em servijit ket a adlavario\u00f9 ven, evel ar baganed; rak kredi\u00f1 a reont ez eo dre galz a gomzo\u00f9 e vint selaouet.\n6:8 Na vezit ket eta he\u00f1vel outo; rak ho Tad a oar petra hoc'h eus ezhomm, a-raok ma c'houlennit diganta\u00f1.\n6:9 C'hwi eta, pedit evel-henn: Hon Tad hag a zo en ne\u00f1v, ra vo santelaet da anv,\n6:10 ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en ne\u00f1v,\n6:11 ro deomp hiziv hor bara pemdeziek,\n6:12 pardon deomp hor pec'hedo\u00f9 evel ma pardonomp ivez d'ar re o deus manket ouzhimp,\n6:13 ha n'hon lez ket da gouezha\u00f1 en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar evit kantvedo\u00f9 ar c'hantvedo\u00f9. Amen!\n6:14 Rak, mar pardonit d'an dud o manko\u00f9, ho Tad ne\u00f1vel a bardono ivez deoc'h.\n6:15 Met ma ne bardonit ket d'an dud o manko\u00f9, ho Tad ne bardono ket kennebeut deoc'h ho re.\n6:16 Pa yunit, na gemerit ket ur min trist, evel ar bilpouzed; rak dispenn a reont o dremm, evit diskouez d'an dud e yunont. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.\n6:17 Met te, pa yunez, laka c'hwez-vat war da benn, ha gwalc'h da zremm,\n6:18 evit na vo ket gwelet gant an dud e yunez, met hepken gant da'z Tad a zo e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].\n6:19 Na zastumit ket te\u00f1zorio\u00f9 deoc'h war an douar, e-lec'h ma'z int distrujet gant ar pre\u00f1ved ha gant ar mergl, hag e-lec'h ma toull al laeron ha ma skrapont;\n6:20 met dastumit te\u00f1zorio\u00f9 evidoc'h en ne\u00f1v, e-lec'h n'int distrujet na gant ar mergl na gant ar pre\u00f1ved, hag e-lec'h na doull ket al laeron, ha na skrapont ket.\n6:21 Rak el lec'h ma'z ema\u00f1 da de\u00f1zor, eno ivez e vo da galon.\n6:22 Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo skl\u00earijennet;\n6:23 met mar deo fall da lagad, da holl gorf a vo en de\u00f1valijenn. Mar deo eta te\u00f1val ar skl\u00earijenn a zo ennout, pegen bras e vo an de\u00f1valijenn-se!\n6:24 Den ebet ne c'hell servija\u00f1 daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servija\u00f1 Doue ha Mammon.\n6:25 Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, petra a zebrot ha petra a evot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf, muioc'h eget an dilhad?\n6:26 Sellit ouzh laboused an ne\u00f1v: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er soliero\u00f9, hag ho Tad ne\u00f1vel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto?\n6:27 Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad?\n6:28 Perak ivez oc'h nec'het diwar-benn ho dilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier: ne labouront ket, ne nezont ket;\n6:29 koulskoude, e lavaran deoc'h, Salomon memes en e holl c'hloar n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.\n6:30 Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeud a feiz?\n6:31 Na vezit ket nec'het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra en em wiskimp?\n6:32 Rak ar baganed eo ar re a glask an holl drao\u00f9-se. Ho Tad ne\u00f1vel a oar hoc'h eus ezhomm anezho.\n6:33 Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl drao\u00f9-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.\n6:34 Na vezit ket eta nec'het gant an deiz war-lerc'h; an deiz war-lerc'h a gemero preder anezha\u00f1 e-unan. Da bep devezh eo a-walc'h e boan.\n7:1 Na varnit ket, evit na viot ket barnet;\n7:2 rak barnet e viot hervez m'ho po barnet, hag hervez ar muzul a vuzuliot, e vo muzuliet deoc'h.\n7:3 Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan?\n7:4 Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa'z ac'h eus un treust ez hini?\n7:5 Pilpous, lam da genta\u00f1 an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.\n7:6 Na roit ket an trao\u00f9 santel d'ar chas, ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent, hag, o tistrei\u00f1, na ziskolpfent ac'hanoc'h.\n7:7 Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h.\n7:8 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezha\u00f1.\n7:9 Piv ac'hanoc'h a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn diganta\u00f1 bara?\n7:10 Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezha\u00f1 un naer?\n7:11 Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, rei\u00f1 trao\u00f9 mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en ne\u00f1v a roio trao\u00f9 mat d'ar re o goulenn diganta\u00f1!\n7:12 Kement tra a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezha\u00f1 dezho; rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.\n7:13 It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d'ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno;\n7:14 met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d'ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo.\n7:15 Diwallit diouzh ar fals-profeded, a zeu d'ho kavout gwisket e de\u00f1ved, hag a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.\n7:16 O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern, pe fiez diwar askol?\n7:17 Evel-se, pep gwezenn vat a zoug frouezh mat, ha pep gwezenn fall a zoug frouezh fall.\n7:18 Ur wezenn vat ne c'hell ket dougen frouezh fall, hag ur wezenn fall ne c'hell ket dougen frouezh mat.\n7:19 Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat, a zo troc'het ha taolet en tan.\n7:20 O anavezout a reot eta diouzh o frouezh.\n7:21 Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en ne\u00f1vo\u00f9.\n7:22 Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaoulien ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a viraklo\u00f9 ez anv?\n7:23 Neuze, me a lavaro sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet; en em dennit diouzhin, c'hwi en em ro d'ar fallentez.\n7:24 An hini eta a glev ar c'homzo\u00f9-ma\u00f1 a lavaran, hag a sent outo, a vo he\u00f1vel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h.\n7:25 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar st\u00eario\u00f9, ha c'hwezhet o deus an avelio\u00f9 hag en em roet o deus a-enep an ti-se; n'eo ket kouezhet, abalamour ma oa diazezet war ar roc'h.\n7:26 Met an hini a glev ar c'homzo\u00f9-ma\u00f1 a lavaran, ha ne sent ket outo, a zo he\u00f1vel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh.\n7:27 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar st\u00eario\u00f9, ha c'hwezhet o deus an avelio\u00f9 hag en em roet o deus a-enep an ti-se; kouezhet eo, ha bras eo bet e ziskar.\n7:28 P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzo\u00f9-ma\u00f1, ar bobl a oa souezhet gant e gelennadurezh,\n7:29 rak o deski\u00f1 a rae evel unan a oa galloud ganta\u00f1, ha neket evel ar skribed.\n8:1 Pa voe diskennet eus ar menez, ul lod bras a dud a heulias anezha\u00f1.\n8:2 Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas diraza\u00f1, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.\n8:3 Jezuz a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezha\u00f1: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu, e lorgnez a voe glanaet.\n8:4 Neuze Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Kemer evezh na lavari an dra-ma\u00f1 da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.\n8:5 Pa voe antreet Jezuz e Kafarnaoum, ur c'hantener a zeuas d'e gavout,\n8:6 ouzh e bedi\u00f1, hag o lavarout: Aotrou, va mevel a zo gourvezet kla\u00f1v em zi, seizet, hag ema\u00f1 e gwall boan.\n8:7 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Mont a rin, hag e yac'hain anezha\u00f1.\n8:8 Ar c'hantener a respontas: Aotrou, n'on ket din e teufes dindan va zoenn; met lavar ur ger hepken, ha va mevel a vo yac'haet.\n8:9 Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a, d'egile: Deus! Hag e teu, ha da'm mevel: Gra kement-ma\u00f1! Hag en gra.\n8:10 Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet, hag a lavaras d'ar re en heulie: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.\n8:11 Evel-se e lavaran deoc'h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, hag a vo ouzh taol e rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9, gant Abraham, Izaak ha Jakob,\n8:12 met bugale ar rouantelezh a vo taolet e de\u00f1valijenn an diavaez, e-lec'h ma vo goueladego\u00f9 ha grigo\u00f1sadego\u00f9-dent.\n8:13 Neuze Jezuz a lavaras d'ar c'hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez da feiz. Hag en eur-se memes, e vevel a voe yac'haet.\n8:14 Jezuz, o veza\u00f1 deuet da di P\u00ear, a welas mamm-gaer P\u00ear en he gwele, kla\u00f1v gant an derzhienn.\n8:15 O veza\u00f1 stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti; hi a savas hag a servijas anezho.\n8:16 An abardaez o veza\u00f1 deuet, e voe degaset dezha\u00f1 meur a hini dalc'het gant diaoulien. E\u00f1 a gasas kuit ar speredo\u00f9 dre e c'her hag a yac'haas an holl re a oa kla\u00f1v,\n8:17 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagno\u00f9, ha douget en deus hor c'hle\u00f1vedo\u00f9.\n8:18 Met Jezuz, o welout kalz a dud war e dro, a c'hourc'hemennas tremen en tu all.\n8:19 Ur skrib a dostaas hag a lavaras dezha\u00f1: Va mestr, me a heulio ac'hanout e kement lec'h ma'z i.\n8:20 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Al lern o deus toullo\u00f9, ha laboused an ne\u00f1v neizhio\u00f9; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpa\u00f1 e benn.\n8:21 Unan all eus e ziskibien a lavaras dezha\u00f1: Aotrou, lez ac'hanon da vont da genta\u00f1 da sebelia\u00f1 va zad.\n8:22 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Heul ac'hanon, ha lez ar re varv da sebelia\u00f1 o re varv.\n8:23 Pignat a reas en ur vag, hag e ziskibien en heulias.\n8:24 Neuze e savas ur barrad gwall-amzer bras war ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet gant ar c'hoummo\u00f9-mor. Hag e\u00f1 a gouske.\n8:25 E ziskibien a zeuas, hag en dihunas o lavarout: Aotrou, savete ac'hanomp, mont a reomp da goll.\n8:26 Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o veza\u00f1 savet, e c'hourc'hemennas an avelio\u00f9 hag ar mor, hag e voe ur sioulder bras.\n8:27 An dud-se a voe souezhet, hag a lavare: Piv eo hema\u00f1, ma sent memes an avelio\u00f9 hag ar mor outa\u00f1?\n8:28 Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C'hergezeniz, daou zen dalc'het gant diaoulien, o tont eus ar bezio\u00f9, a zeuas d'e gavout. Ken da\u00f1jerus e oant, ma ne c'helle den tremen dre an hent-se.\n8:29 Ha setu e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz, Mab Doue? Ha deuet out ama\u00f1 evit hor poania\u00f1 a-raok an amzer?\n8:30 Bez' e oa, ur pennad diouzh eno, ur vandenn vras a voc'h o peuri\u00f1.\n8:31 Hag an diaoulien en pedas o lavarout: Mar kasez ac'hanomp kuit, lez ac'hanomp da vont er vandenn voc'h-se.\n8:32 E\u00f1 a lavaras dezho: Kit. Int, o veza\u00f1 aet er-maez, a yeas er moc'h; ha setu an holl vandenn en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier.\n8:33 Ar re o mesae a dec'has kuit, hag, o veza\u00f1 deuet e k\u00ear, e lavarjont an holl drao\u00f9-se hag ar pezh a oa c'hoarvezet gant ar re a oa dalc'het gant an diaoulien.\n8:34 Ha setu holl dud k\u00ear a yeas a-raok Jezuz; o veza\u00f1 e welet, e pedjont anezha\u00f1 da bellaat diouzh o bro.\n9:1 Neuze, o veza\u00f1 aet en ur vag, e treuzas ar mor, hag e teuas en e g\u00ear.\n9:2 Ha setu e tegasjont dezha\u00f1 un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, kemer fizia\u00f1s, da bec'hedo\u00f9 a zo pardonet dit.\n9:3 Neuze ur re eus ar skribed a so\u00f1je en o c'halono\u00f9: Hema\u00f1 a wallgomz.\n9:4 Met Jezuz, oc'h anavezout o so\u00f1jezono\u00f9, a lavaras: Perak hoc'h eus so\u00f1jo\u00f9 fall en ho kalono\u00f9?\n9:5 Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedo\u00f9 a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha bale?\n9:6 Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoni\u00f1 ar pec'hedo\u00f9, -e lavaras d'an den seizet-: Sav, kemer da wele, ha kae da'z ti.\n9:7 Hag e savas, hag ez eas d'e di.\n9:8 Ar bobl, o veza\u00f1 gwelet kement-se, a voe souezhet, hag a roas gloar da Zoue m'en devoa roet un hevelep galloud d'an dud.\n9:9 Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirio\u00f9, hag e lavaras dezha\u00f1: Deus war va lerc'h. E\u00f1, o veza\u00f1 savet, en heulias.\n9:10 Jezuz o veza\u00f1 ouzh taol en ti, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol ganta\u00f1 ha gant e ziskibien.\n9:11 Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?\n9:12 Jezuz o veza\u00f1 klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo kla\u00f1v.\n9:13 Met it, ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzo\u00f9-ma\u00f1: Trugarez a fell din, ha neket aberzho\u00f9, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.\n9:14 Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu, ma yun alies ar farizianed ha ni, ha da ziskibien-te ne yunont ket?\n9:15 Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c'hlac'hari\u00f1 e-pad ma'z ema\u00f1 ar pried ganto? Met deizio\u00f9 a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint.\n9:16 Den ne laka un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, rak diframma\u00f1 a rafe an dilhad, hag ar rog a vefe brasoc'h.\n9:17 Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-l\u00ear kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-l\u00ear a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle beza\u00f1 lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.\n9:18 Evel ma lavare dezho an trao\u00f9-se, setu ur penn a zeuas hag en em stouas diraza\u00f1, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel; met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo\n9:19 Jezuz a savas, hag a yeas war e lerc'h gant e ziskibien.\n9:20 Setu ur wreg kla\u00f1v, daouzek vloaz a oa, gant an diwada\u00f1, a dostaas outa\u00f1 a-ziadre\u00f1v, hag a stokas ouzh bevenn e zilhad.\n9:21 Rak hi a lavare enni hec'h-unan: Mar gellan hepken steki\u00f1 ouzh e zilhad, e vin yac'haet.\n9:22 Jezuz, o veza\u00f1 distroet, hag o sellout outi, a lavaras: Va merc'h, kemer fizia\u00f1s, da feiz he deus da yac'haet. Ha raktal ar wreg a voe yac'haet, adalek an eur-se.\n9:23 Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn, ha pa welas ar fle\u00fcterien hag un toullad dud oc'h ober trouz,\n9:24 e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac'h yaouank-ma\u00f1 n'eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a rae goap outa\u00f1\n9:25 Goude ma voe bet kaset an dud-se er-maez, e kemeras dorn ar plac'h yaouank, hag hi a savas.\n9:26 Ar vrud a gement-se a yeas dre an holl vro.\n9:27 Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!\n9:28 Pa voe deuet en ti, an dud dall-ma\u00f1 a zeuas d'e gavout; e\u00f1 a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo.\n9:29 Neuze e stokas ouzh o daoulagad, en ur lavarout: Ra vo graet deoc'h hervez ho feiz.\n9:30 Hag o daoulagad a voe digoret; Jezuz a reas dezho an difenn start-ma\u00f1: Diwallit na ouefe den an dra-se.\n9:31 Met int, o veza\u00f1 aet er-maez, a gasas ar vrud anezha\u00f1 dre an holl vro.\n9:32 Evel ma'z aent kuit, setu e voe degaset dezha\u00f1 un den mut dalc'het gant un diaoul.\n9:33 Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas; hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kement all en Israel.\n9:34 Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaoulien dre bri\u00f1s an diaoulien.\n9:35 Jezuz a yae tro-war-dro er c'h\u00eario\u00f9 hag er bourc'hio\u00f9, o kelenn en o sinagogenno\u00f9, o prezeg kelo\u00f9 mat ar rouantelezh, hag o parea\u00f1 pep kle\u00f1ved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl.\n9:36 O welout an holl dud-se, en devoe truez outo, abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel de\u00f1ved hep pastor.\n9:37 Neuze e lavaras d'e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien.\n9:38 Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.\n10:1 Neuze e c'halvas e zaouzek diskibl, hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredo\u00f9 hudur, ha da yac'haat pep kle\u00f1ved ha pep mac'hagn.\n10:2 Setu anvio\u00f9 an daouzek abostol: An hini kenta\u00f1, Simon anvet P\u00ear, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;\n10:3 Filip ha Bartolome; Tomaz ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;\n10:4 Simon ar C'hananead, ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas.\n10:5 Jezuz a gasas an daouzek den-se, goude beza\u00f1 roet dezho ar gourc'hemenno\u00f9 war-lerc'h: N'it ket etrezek ar baganed, ha n'it ket e k\u00eario\u00f9 ar Samaritaned;\n10:6 met, it kentoc'h etrezek de\u00f1ved kollet ti Israel.\n10:7 En ur vont, prezegit ha lavarit: Rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo tost.\n10:8 Pareit ar re gla\u00f1v, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaoulien; resevet hoc'h eus evit netra, roit evit netra.\n10:9 Na gemerit nag aour, nag arc'hant, na moneiz en ho kouriz,\n10:10 na sac'h evit ar veaj, na daou wiskamant, na boto\u00f9, na bazh; rak al labourer a zo dleet dezha\u00f1 e voued.\n10:11 E peseurt k\u00ear bennak pe bourc'h bennak ma'z eot, goulennit piv a zo din d'ho tegemer, ha chomit eno betek ma'z eot kuit.\n10:12 En ur vont e-barzh an ti, saludit-e\u00f1,\n10:13 ha, mar deo din an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc'h warna\u00f1; met, ma n'eo ket din, ra zistroio ho peoc'h deoc'h.\n10:14 Ha p'en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha ne selaouint ket ho komzo\u00f9, pa'z eot kuit eus an ti-se pe eus ar g\u00ear-se, hejit ar poultr eus ho treid.\n10:15 Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn, eget d'ar g\u00ear-se.\n10:16 Setu, e kasan ac'hanoc'h evel de\u00f1ved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered, ha eeun evel koulmed.\n10:17 Diwallit diouzh an dud, rak ho kas a raint dirak al lezio\u00f9-barn hag e skourjezint ac'hanoc'h en o sinagogenno\u00f9;\n10:18 Kaset e viot dirak gouarnerien ha dirak rouaned abalamour din, evit rei\u00f1 testeni din dirazo ha dirak ar baganed.\n10:19 Met pa viot lakaet etre o daouarn, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma komzot, nag eus ar pezh a lavarot, rak roet e vo deoc'h en eur-se ar pezh ho po da lavarout.\n10:20 Rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met Spered ho Tad eo, a gomzo ennoc'h.\n10:21 Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel; ar vugale en em savo a-enep o zud, hag o lakaint d'ar marv.\n10:22 Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet.\n10:23 Pa viot gwallgaset en ur g\u00ear, tec'hit d'un all; me a lavar deoc'h e gwirionez, n'ho po ket echuet da vont dre holl g\u00eario\u00f9 Israel, ma vo deuet Mab an den.\n10:24 An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr, nag ar mevel uheloc'h eget e aotrou.\n10:25 A-walc'h eo d'an diskibl beza\u00f1 evel e vestr, ha d'ar mevel beza\u00f1 evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc'h ne c'halvint ket tud e diegezh.\n10:26 N'ho pet ket aon eta rak int, rak n'eus netra goloet na vo dizoloet, ha netra kuzhet na zle beza\u00f1 anavezet.\n10:27 Ar pezh a lavaran deoc'h en de\u00f1valijenn, lavarit-e\u00f1 er skl\u00earijenn, hag ar pezh a lavaran deoc'h e pleg ho skouarn, prezegit-e\u00f1 war an toenno\u00f9.\n10:28 N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazha\u00f1 an ene; doujit kentoc'h an hini a c'hell lakaat an ene hag ar c'horf er gehenn.\n10:29 Ha ne werzher ket daou c'holvan evit ur gwenneg? Koulskoude, ne gouezh ket unan anezho war an douar hep bolontez ho Tad.\n10:30 Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet.\n10:31 N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.\n10:32 Piv bennak eta a anzavo ac'hanon dirak an dud, ec'h anzavin ivez anezha\u00f1 dirak va Zad a zo en ne\u00f1vo\u00f9;\n10:33 met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, e tinac'hin ivez anezha\u00f1 dirak va Zad a zo en ne\u00f1vo\u00f9.\n10:34 Na so\u00f1jit ket e vefen deuet da zegas ar peoc'h war an douar; n'on ket deuet da zegas ar peoc'h, met ar c'hleze.\n10:35 Rak deuet on da lakaat an dizunvaniezh etre ar mab hag e dad, etre ar verc'h hag he mamm, etre ar verc'h-kaer hag he mamm-gaer,\n10:36 hag an den en devo evit enebourien tud e diegezh.\n10:37 An neb a gar e dad pe e vamm muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon; hag an neb a gar e vab pe e verc'h muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon;\n10:38 an neb na gemer ket e groaz ha na'm heul ket, n'eo ket din ac'hanon.\n10:39 An neb a viro e vuhez, he c'hollo, hag an neb a gollo he buhez abalamour din, he c'havo.\n10:40 An neb ho tegemer, am degemer, hag an neb am degemer, a zegemer an hini en deus va c'haset.\n10:41 An neb a zegemer ur profed en anv a brofed, en devo ur gopr a brofed; an neb a zegemer un den reizh en anv a zen reizh, en devo ur gopr a zen reizh.\n10:42 Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma'z eo va diskibl, en lavaran deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr.\n11:1 P'en devoe Jezuz echuet da rei\u00f1 e gemenno\u00f9 d'e zaouzek diskibl, ez eas ac'hane da gelenn ha da brezeg e k\u00eario\u00f9 ar vro.\n11:2 Yann, o veza\u00f1 klevet en e brizon komz diwar-benn obero\u00f9 ar C'hrist, a gasas [daou eus] e ziskibien da lavarout dezha\u00f1:\n11:3 Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all?\n11:4 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit:\n11:5 ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'helo\u00f9 mat a zo prezeget d'ar beorien.\n11:6 E\u00fcrus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon.\n11:7 Evel ma'z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?\n11:8 Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned.\n11:9 Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.\n11:10 Rak e\u00f1 eo an hini ma'z eo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a ficho an hent a-raok dit.\n11:11 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus bet savet hini brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihana\u00f1 e rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo brasoc'h egeta\u00f1.\n11:12 Adalek amzer Yann betek vrema\u00f1, rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo kemeret dre nerzh, hag ar re daer eo he c'hemer.\n11:13 Rak an holl brofeded hag al lezenn o deus diouganet betek Yann;\n11:14 ha mar fell deoc'h kompren, e\u00f1 eo an Elia a dlee dont.\n11:15 Ra selaouo an neb en deus divskouarn da glevout.\n11:16 Ouzh petra e ke\u00f1verin ar rummad-ma\u00f1? He\u00f1vel eo ouzh bugale azezet war al leurg\u00eario\u00f9, hag a gri da vugale all,\n11:17 o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fle\u00fct, ha n'hoc'h eus ket da\u00f1set; ni hon eus kanet hirvoudo\u00f9 deoc'h, ha n'hoc'h eus ket douget ka\u00f1v.\n11:18 Rak Yann a zo deuet, hep debri\u00f1 nag eva\u00f1, hag e lavaront: Un diaoul a zo enna\u00f1.\n11:19 Mab an den a zo deuet, o tebri\u00f1 hag oc'h eva\u00f1, hag e lavaront: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'an dud a vuhez fall. Met ar furnez a zo bet reishaet gant he bugale.\n11:20 Neuze en em lakaas d'ober rebecho\u00f9 d'ar c'h\u00eario\u00f9 en devoa graet enno an darn vuia\u00f1 eus e viraklo\u00f9, abalamour ma n'o devoa ket bet keuz.\n11:21 Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar miraklo\u00f9 a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.\n11:22 Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon, eget deoc'h.\n11:23 Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an ne\u00f1v, izelaet e vi betek lec'h ar marv; rak mar vije bet graet e Sodom ar miraklo\u00f9 a zo bet graet ez kreiz, e vije c'hoazh hiziv en he sav.\n11:24 Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Vro-Sodom, eget dit.\n11:25 En amzer-se, Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuli\u00f1 a ran, o Tad, Aotrou an ne\u00f1v hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an trao\u00f9-ma\u00f1 ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale!\n11:26 Ya, o Tad, da veuli\u00f1 a ran dre ma ec'h eus c'hoantaet evel-se.\n11:27 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut, nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskulia\u00f1 dezha\u00f1.\n11:28 Deuit da'm c'havout, c'hwi holl a zo skuizh ha bec'hiet, ha me ho tiboanio.\n11:29 Kemerit va yev warnoc'h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneo\u00f9;\n11:30 rak va yev a zo dous, ha va bec'h a zo ska\u00f1v.\n12:1 En amzer-se, Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad; e ziskibien, naon ganto, en em lakaas da ziframma\u00f1 ta\u00f1vouezenno\u00f9 ha d'o zebri\u00f1.\n12:2 Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezha\u00f1: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?\n12:3 E\u00f1 a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David, p'en devoa naon, e\u00f1 hag ar re a oa ganta\u00f1?\n12:4 Penaos ez eas e ti Doue, hag e tebras barao\u00f9 a ginnig, a oa arabat dezha\u00f1 o debri\u00f1, kennebeut d'ar re a oa ganta\u00f1, met d'ar veleien hepken?\n12:5 Pe, n'hoc'h eus ket lennet er lezenn penaos en deizio\u00f9 sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ, hag ez int divlam?\n12:6 Met, me a lavar deoc'h, bez' ez eus ama\u00f1 un dra bennak brasoc'h eget an templ.\n12:7 Mar goufec'h ar pezh a dalv kement-ma\u00f1: Kemer a ran plijadur en drugarez ha neket en aberzho\u00f9, n'ho pefe ket kondaonet tud didamall.\n12:8 Rak Mab an den a zo mestr war ar sabad.\n12:9 O veza\u00f1 aet ac'hane, Jezuz a yeas er sinagogenn.\n12:10 Ha setu e oa eno un den en devoa un dorn disec'het. Goulenn a rejont ouzh Jezuz, evit e damall: Hag aotreet eo yac'haat e deizio\u00f9 ar sabad ?\n12:11 E\u00f1 a respontas dezho: Pehini ac'hanoc'h, ma n'en deus nemet un da\u00f1vad, ha mar kouezh en ur poull e deiz ar sabad, ne zeufe ket d'e denna\u00f1 ha d'e sevel?\n12:12 Pegement e dalv muioc'h un den eget un da\u00f1vad! Dre-se, e c'heller ober vat e deizio\u00f9 ar sabad.\n12:13 Neuze e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezha\u00f1, hag e teuas yac'h evel egile.\n12:14 Ar farizianed, o veza\u00f1 aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul a-enep dezha\u00f1, evit e lakaat da vervel.\n12:15 Met Jezuz, o c'houzout kement-se, en em dennas ac'hane; kalz a dud a yeas war e lerc'h, hag e\u00f1 a yac'haas an holl re gla\u00f1v.\n12:16 Gourc'hemenn a rae start dezho na ziskl\u00earjent ket anezha\u00f1,\n12:17 evit ma vefe peurc'hraet a pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed:\n12:18 Setu va servijer am eus dibabet, va c'haret-mat, enna\u00f1 va ene en deus kemeret plijadur; lakaat a rin va Spered warna\u00f1, hag ec'h embanno ar reizhder d'ar broado\u00f9;\n12:19 ne rioto ket, ne grio ket, ha den ne glevo e vouezh er straedo\u00f9;\n12:20 ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ha ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec'hi\u00f1;\n12:21 hag ar broado\u00f9 a espero en e anv.\n12:22 Neuze e voe degaset dezha\u00f1 un den dalc'het gant un diaoul, dall ha mut, hag e yac'haas anezha\u00f1, en hevelep doare ma komze ha ma wele.\n12:23 An holl bobl, souezhet bras, a lavare: Ha n'eo ket hema\u00f1 Mab David?\n12:24 Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaoulien nemet dre Veelzebul, pri\u00f1s an diaoulien.\n12:25 Jezuz, oc'h anavezout o so\u00f1jezono\u00f9, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep k\u00ear pe pep ti dizunanet ganta\u00f1 e-unan ne c'hello ket padout.\n12:26 Mar deu Satan da gas Satan kuit, ema\u00f1 eta dizunanet ganta\u00f1 e-unan; penaos e pado e rouantelezh?\n12:27 Mar kasan kuit an diaoulien dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.\n12:28 Met mar kasan kuit an diaoulien dre Spered Doue, eo eta gwir penaos eo rouantelezh Doue deuet betek ennoc'h.\n12:29 Pe, penaos e c'hell unan bennak mont e ti un den kre\u00f1v ha preizha\u00f1 e vado\u00f9, nemet en defe da genta\u00f1 ereet an den kre\u00f1v-se; neuze hepken e preizho e di.\n12:30 An hini n'ema\u00f1 ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.\n12:31 Rak-se, me a lavar deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar gwallgomz a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezho.\n12:32 Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezha\u00f1; met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezha\u00f1, nag er c'hantved-ma\u00f1, nag er c'hantved da zont.\n12:33 Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh; rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.\n12:34 Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout trao\u00f9 mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar geno\u00f9.\n12:35 An den mat a denn trao\u00f9 mat eus e de\u00f1zor mat [en e galon], hag an den fall a denn trao\u00f9 fall eus e de\u00f1zor fall [en e galon].\n12:36 Me a lavar deoc'h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret;\n12:37 rak, diwar da gomzo\u00f9 e vi reishaet, ha diwar da gomzo\u00f9 e vi kondaonet.\n12:38 Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c'hoant da welout ur mirakl graet ganit.\n12:39 E\u00f1 a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl; ne vo roet mirakl ebet dezha\u00f1, nemet hini ar profed Jona.\n12:40 Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.\n12:41 Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-ma\u00f1, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus ama\u00f1 brasoc'h eget Jona.\n12:42 Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-ma\u00f1, hag a gondaono anezho, abalamour ma teuas eus pellder an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu ez eus ama\u00f1 brasoc'h eget Salomon.\n12:43 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hio\u00f9 sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket;\n12:44 neuze e lavar: Distrei\u00f1 a rin da'm zi a-belec'h on deuet; pa zeu, e kav anezha\u00f1 goullo, skubet ha kempennet.\n12:45 Neuze ez a, e kemer ganta\u00f1 seizh spered all gwashoc'h egeta\u00f1, hag ez eont hag e chomont enna\u00f1; ha stad diwezha\u00f1 an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini genta\u00f1. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-ma\u00f1.\n12:46 Evel ma komze c'hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur, chomet er-maez, a glaske komz outa\u00f1.\n12:47 Unan bennak a lavaras dezha\u00f1: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez, hag a glask komz ouzhit.\n12:48 Met Jezuz a respontas d'an hini en devoa lavaret-se dezha\u00f1: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur?\n12:49 Hag, oc'h astenn e zorn war e ziskibien, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.\n12:50 Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en ne\u00f1vo\u00f9, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.\n13:1 An devezh-se, Jezuz, o veza\u00f1 aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor.\n13:2 Ur bobl vras o veza\u00f1 en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas; an holl bobl a chomas war an aod.\n13:3 Komz a reas dezho dre barabolenno\u00f9 war galz a drao\u00f9, hag e lavaras:\n13:4 Setu, un hader a yeas er-maez da hada\u00f1; hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.\n13:5 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, e-lec'h ma oa nebeut a zouar; ha kerkent e savas, abalamour ne oa ket aet don en douar;\n13:6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.\n13:7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; hag ar spern a greskas hag he mougas.\n13:8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh, ur c'hreunenn kant, unan all tri-ugent, hag unan all tregont.\n13:9 Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.\n13:10 E ziskibien a dostaas, hag a lavaras dezha\u00f1: Perak e komzez outo dre barabolenno\u00f9?\n13:11 Jezuz a respontas dezho: Dre ma'z eo roet deoc'h-hu da anavezout trao\u00f9 kuzhet rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9, ha ma n'eo ket roet kement-se dezho.\n13:12 Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a-fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet diganta\u00f1 memes ar pezh en deus.\n13:13 Rak-se e komzan dezho dre barabolenno\u00f9, abalamour o welout ne welont ket, hag o klevout ne glevont ha ne gomprenont ket.\n13:14 Evito eo peurc'hraet an diougan-ma\u00f1 lavaret gant Izaia: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn, ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad, ha ne welot ket.\n13:15 Rak kalon ar bobl-ma\u00f1 a zo deuet digizidik; pounnerglevet o deus o divskouarn, ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, ha na yac'hafen anezho.\n13:16 E\u00fcrus eo ho taoulagad, abalamour ma welont, hag ho tivskouarn, abalamour ma klevont.\n13:17 Rak, me a lavar deoc'h e gwirionez, kalz a brofeded hag a dud reizh o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit, ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit, ha n'o deus ket e glevet.\n13:18 Selaouit eta ar pezh a dalv parabolenn an hader.\n13:19 Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezha\u00f1, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.\n13:20 An hini en deus degemeret an had el lec'hio\u00f9 meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant joa;\n13:21 met n'en deus ket a wrizienn enna\u00f1 e-unan, ha ne bad nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kav kerkent skouer fall.\n13:22 An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger; met prederio\u00f9 ar bed-ma\u00f1 ha tromplerezh ar pinvidigezhio\u00f9, a voug ar ger, hag e laka difrouezh.\n13:23 An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar ger hag en kompren; dougen a ra frouezh, ur c'hreunenn a ro kant, unan all tri-ugent, hag unan all tregont.\n13:24 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, hag e lavaras: Rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo he\u00f1vel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark.\n13:25 Met, e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed, hag a yeas kuit.\n13:26 Pa voe kresket ar geot, ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog.\n13:27 Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezha\u00f1: Aotrou, ha ne'c'h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog enna\u00f1?\n13:28 E\u00f1 a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezha\u00f1: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e denna\u00f1?\n13:29 Nann, emeza\u00f1 dezho, gant aon o tenna\u00f1 an dreog, na ziwriziennfec'h ivez an ed.\n13:30 Lezit o-daou da greski\u00f1 betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d'ar vederien: Tennit da genta\u00f1 an dreog hag en endrammit evit e zevi\u00f1, met dastumit an ed em solier.\n13:31 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, hag e lavaras: Rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo he\u00f1vel ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a had en e bark;\n13:32 ar bihana\u00f1 eus an holl hado\u00f9 eo, met pa'z eo kresket, ez eo brasoc'h eget al louzo\u00f9 hag e teu da veza\u00f1 ur wezenn, en hevelep doare ma teu laboused an ne\u00f1v da chom en he branko\u00f9.\n13:33 Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-ma\u00f1: Rouantelezh a ne\u00f1vo\u00f9 a zo he\u00f1vel ouzh ur goell a gemer ur wreg, hag a laka e tri muzuliad bleud, betek ma vo an toaz goet holl.\n13:34 Jezuz a lavaras an holl drao\u00f9-se d'ar bobl e parabolenno\u00f9, ha ne gomze ket outo hep parabolenn,\n13:35 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeri\u00f1 a rin va genou gant parabolenno\u00f9, diskl\u00earia\u00f1 a rin trao\u00f9 kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.\n13:36 Neuze Jezuz, o veza\u00f1 kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outa\u00f1, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.\n13:37 E\u00f1 a respontas dezho: An hini a had an had mat, eo Mab an den;\n13:38 ar park eo ar bed; an had mat eo bugale ar rouantelezh; an dreog eo bugale an droug;\n13:39 an enebour en deus e hadet, eo an diaoul; an eost, eo fin ar bed; ar vederien, eo an aeled\n13:40 Evel ma tenner an dreog, ha ma e daoler en tan, evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed.\n13:41 Mab an den a gaso e aeled da denna\u00f1 eus e rouantelezh an holl skouerio\u00f9 fall hag ar re a ra an droug,\n13:42 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladego\u00f9 ha grigo\u00f1sadego\u00f9-dent.\n13:43 Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.\n13:44 Rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo c'hoazh he\u00f1vel ouzh un te\u00f1zor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezha\u00f1, en kuzh; hag en e laouena\u00f1, ez a da werzha\u00f1 kement en deus, hag e pren ar park-se.\n13:45 Rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo c'hoazh he\u00f1vel ouzh ur marc'hadour a glask perlez kaer.\n13:46 Kavet en deus ur berlezenn brizius-meurbet; mont a reas da werzha\u00f1 kement en devoa, hag en deus he frenet.\n13:47 Rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo c'hoazh he\u00f1vel ouzh ur roued taolet er mor, hag a zastum pesked a bep seurt.\n13:48 Pa'z eo leun, e tenner anezhi war an aod; goude beza\u00f1 azezet, e lakaont ar re vat e listri, hag e taolont kuit ar re fall.\n13:49 Evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed; an aeled a zeuio hag a zispartio ar re drouk eus a-douez ar re reizh,\n13:50 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladego\u00f9 ha grigo\u00f1sadego\u00f9-dent.\n13:51 Ha komprenet mat hoc'h eus an holl drao\u00f9-se? Ya, a respontjont.\n13:52 Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9, a zo he\u00f1vel ouzh ur penn-tiegezh a denn trao\u00f9 nevez ha trao\u00f9 kozh eus e de\u00f1zor.\n13:53 Goude m'en devoe Jezuz peurlavaret ar barabolenno\u00f9-se, ez eas kuit ac'hano.\n13:54 O veza\u00f1 deuet en e vro, e kelenne anezho er sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A belec'h e teu dezha\u00f1 ar furnez hag ar miraklo\u00f9-se?\n13:55 Ha n'eo ket mab ar c'halvez? Ha n'eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n'int ket e vreudeur?\n13:56 E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A belec'h eta e teu dezha\u00f1 an holl drao\u00f9-se?\n13:57 Hag e kavent tamall enna\u00f1. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro hag en e di e-unan.\n13:58 Ne reas ket kalz a viraklo\u00f9 el lec'h-se, abalamour d'o diskredoni.\n14:1 En amzer-se, Herodez an tetrark, o veza\u00f1 klevet komz eus Jezuz, a lavaras d'e servijerien:\n14:2 Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra miraklo\u00f9 dreza\u00f1.\n14:3 Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa e ereet ha lakaet er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,\n14:4 rak Yann a lavare dezha\u00f1: N'eo ket aotreet dit he c'haout evit gwreg.\n14:5 C'hoant en devoa d'e lakaat da vervel, met aon en devoa rak ar bobl, dre ma oa kemeret Yann ganto evit ur profed.\n14:6 Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc'h Herodiaz a za\u00f1sas dirak an dud, hag a blijas da Herodez,\n14:7 en hevelep doare ma roas e c'her dezhi gant le, penaos e roje dezhi ar pezh a c'houlennje.\n14:8 Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din ama\u00f1, war ur plad, penn Yann-Vadezour.\n14:9 Ar roue a voe glac'haret; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet ganta\u00f1, e c'hourc'hemennas e rei\u00f1 dezhi,\n14:10 hag e kasas da zibenna\u00f1 Yann er prizon.\n14:11 E benn a voe degaset war ur plad, ha roet d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm.\n14:12 Diskibien Yann a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e sebeilhjont anezha\u00f1.; hag ez ejont d'e lavarout da Jezuz.\n14:13 Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em denna\u00f1 a-du en ul lec'h distro. Ar bobl o veza\u00f1 klevet-se en heulias war droad adalek ar g\u00eario\u00f9.\n14:14 Neuze Jezuz, o veza\u00f1 aet er-maez, a welas ul lod bras a dud; truez en devoe outo, hag e yac'haas o c'hla\u00f1vourien.\n14:15 An abardaez o veza\u00f1 deuet, e ziskibien a dostaas outa\u00f1 hag a lavaras: Al lec'h-ma\u00f1 a zo distro, ha diwezhat eo; kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hio\u00f9, da brena\u00f1 boued.\n14:16 Jezuz a lavaras dezho: N'o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc'h-unan da zebri\u00f1 dezho.\n14:17 Lavarout a rejont dezha\u00f1: N'hon eus ama\u00f1 nemet pemp bara ha daou besk.\n14:18 E\u00f1 a lavaras: Degasit int din.\n14:19 Ober a reas d'ar bobl azeza\u00f1 war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an ne\u00f1v, e rentas graso\u00f9. Neuze e torras ar barao\u00f9, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl.\n14:20 Debri\u00f1 a rejont holl hag o devoa a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemoranto\u00f9.\n14:21 Ar re o devoa debret a oa war-dro pemp mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.\n14:22 Kerkent goude, e reas d'e ziskibien mont er vag, hag e ziaraogi\u00f1 en tu all, e-pad ma kasje kuit ar bobl.\n14:23 P'en devoe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pedi\u00f1, a-du; an abardaez o veza\u00f1 deuet, e oa eno e-unan.\n14:24 Ar vag a oa dija e-kreiz ar mor, gwallgaset gant ar gwagenno\u00f9, rak an avel a oa en o enep.\n14:25 D'ar bedervet beilhadenn eus an noz e teuas d'o c'havout, o vale war ar mor.\n14:26 Pa welas an diskibien anezha\u00f1, o vale war ar mor, o devoa spont hag e lavarjont: Un teuz eo! Hag e krijont gant ar spont.\n14:27 Kerkent Jezuz a lavaras dezho: Ho pet fizia\u00f1s, me eo, n'ho pet ket aon.\n14:28 P\u00ear a respontas dezha\u00f1: Aotrou, mar deo te, gourc'hemenn ac'hanon da vont da'z kavout war an doureier.\n14:29 E\u00f1 a lavaras dezha\u00f1: Deus! P\u00ear a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier, evit mont da gavout Jezuz.\n14:30 Met, pa welas e oa kre\u00f1v an avel, en devoa aon; hag evel ma tonae en dour, e krias, o lavarout: Aotrou, va savete!\n14:31 Raktal Jezuz, oc'h astenn e zorn, a grogas enna\u00f1, hag a lavaras dezha\u00f1: Den a nebeut a feiz, perak ac'h eus diskredet?\n14:32 Hag e pignjont er vag, hag an avel a baouezas.\n14:33 Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezha\u00f1, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.\n14:34 P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared.\n14:35 Tud al lec'h-ma\u00f1, o veza\u00f1 anavezet Jezuz, a gasas kannaded en holl vro tro-war-dro, hag e voe degaset dezha\u00f1 an holl dud kla\u00f1v.\n14:36 Pedi\u00f1 a rejont anezha\u00f1 d'o lezel da steki\u00f1 hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac'haet.\n15:1 Neuze skribed ha farizianed a zeuas eus Jeruzalem da gavout Jezuz, hag a lavaras dezha\u00f1:\n15:2 Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc'hont ket o daouarn pa zebront o fredo\u00f9.\n15:3 E\u00f1 a respontas dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant ho hengoun?\n15:4 Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv;\n15:5 met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet rei\u00f1 dit a zo ur prof da Zoue,\n15:6 n'eo ket dalc'het da enori\u00f1 e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra ger Doue gant ho hengoun.\n15:7 Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret:\n15:8 Ar bobl-ma\u00f1 a enor ac'hanon gant he muzello\u00f9, met o c'halono\u00f9 a zo gwall bell diouzhin.\n15:9 Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, pa zeskont kredenno\u00f9 a zo gourc'hemenno\u00f9 tud.\n15:10 Neuze, o veza\u00f1 galvet ar bobl, e lavaras dezho: Selaouit, ha komprenit.\n15:11 N'eo ket ar pezh a ya er genou a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou eo, a hudura an den.\n15:12 Neuze e ziskibien a dostaas outa\u00f1 hag a lavaras dezha\u00f1: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac'h eus lavaret, o deus kavet tamall enna\u00f1?\n15:13 E\u00f1 a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en ne\u00f1v, a vo diwriziennet.\n15:14 Lezit int; tud dall int, o ren tud dall; mar ren un dall un dall all, e kouezhint o-daou er poull.\n15:15 P\u00ear, o kemer ar gomz, a lavaras dezha\u00f1: Displeg deomp ar barabolenn-se.\n15:16 Ha Jezuz a lavaras: C'hwi ivez, bez' oc'h c'hoazh hep skiant?\n15:17 Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genou, a ziskenn er c'hof, hag a vez taolet el lec'h distro?\n15:18 Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou, a zeu eus ar galon; ha se eo ar pezh a hudura an den.\n15:19 Rak eus ar galon e teu ar so\u00f1jo\u00f9 fall, al lazherezhio\u00f9, an avoultriezhio\u00f9, ar gastaouerezhio\u00f9, al laero\u00f1sio\u00f9, ar falstestenio\u00f9, an droukkomzo\u00f9.\n15:20 Setu aze an trao\u00f9 a hudura an den; met debri\u00f1 hep beza\u00f1 gwalc'het an daouarn, an dra-se ne hudura ket an den.\n15:21 Jezuz, o veza\u00f1 aet ac'hano, en em dennas da gostezio\u00f9 Tir ha Sidon.\n15:22 Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias, o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc'h a zo gwall-boaniet gant an diaoul.\n15:23 E\u00f1 ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outa\u00f1, o lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc'h.\n15:24 Respont a reas hag e lavaras: N'on bet kaset nemet etrezek an de\u00f1ved kollet eus ti Israel.\n15:25 Met hi a zeuas, hag en em stouas diraza\u00f1, o lavarout: Aotrou, sikour ac'hanon!\n15:26 Respont a reas: N'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan.\n15:27 Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestro\u00f9.\n15:28 Neuze Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Hag en eur-se memes, he merc'h a voe yac'haet.\n15:29 Jezuz, o veza\u00f1 aet ac'hano, a zeuas tost da vor Galilea. O veza\u00f1 pignet war ur menez, ec'h azezas eno.\n15:30 Neuze ul lod bras a dud a dostaas outa\u00f1, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac'hagnet, ha kalz a re gla\u00f1v, hag e lakajont anezho ouzh e dreid; e\u00f1 o yac'haas,\n15:31 en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout, ar re vac'hagnet yac'haet; hag e roent gloar da Zoue Israel.\n15:32 Jezuz, o veza\u00f1 galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-ma\u00f1; rak tri deiz a zo emaint em c'hichen, ha n'o deus netra da zebri\u00f1. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.\n15:33 An diskibien a lavaras: Penaos e c'hellfemp kavout, el lec'h distro-ma\u00f1, bara a-walc'h da breda\u00f1 kement a dud.\n15:34 Jezuz a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeut peskedigo\u00f9.\n15:35 Neuze e reas d'ar bobl azeza\u00f1 war an douar;\n15:36 hag o veza\u00f1 kemeret ar seizh bara hag ar pesked, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien, hag e ziskibien o roas d'ar bobl.\n15:37 Hag e tebrjont holl, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammo\u00f9 a oa manet.\n15:38 Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.\n15:39 Goude beza\u00f1 kaset kuit ar bobl, e pignas er vag, hag e teuas da vro Magadan.\n16:1 Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas ouzh Jezuz, hag, evit e dempta\u00f1, a c'houlennjont outa\u00f1 diskouez dezho ur mirakl eus an ne\u00f1v.\n16:2 Jezuz a respontas dezho: Diouzh an abardaez, e lavarit: Brav e vo an amzer rak an oabl a zo ruz;\n16:3 ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo te\u00f1val-ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout sino\u00f9 an amzerio\u00f9!\n16:4 Ar rummad fall hag avoultr-ma\u00f1 a c'houlenn ur mirakl, ha ne vo roet dezha\u00f1 nemet hini Jona. Hag, o veza\u00f1 o lezet, ez eas kuit.\n16:5 An diskibien, o tremen en tu all, o devoa ankounac'haet kemer bara ganto.\n16:6 Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz.\n16:7 An diskibien a so\u00f1je enno o-unan hag a lavare: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.\n16:8 Jezuz, o veza\u00f1 anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e so\u00f1jit evel-se etrezoc'h, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n'hoc'h eus ket kemeret a vara ganeoc'h?\n16:9 Bez' oc'h c'hoazh hep skiant, ha n'hoc'h eus ket so\u00f1j eus ar pemp bara hag ar pemp mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h,\n16:10 nag eus ar seizh bara hag ar pevar mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h?\n16:11 Penaos eta ne gomprenit ket n'eo ket eus bara em eus komzet, pa em eus lavaret deoc'h: En em virit eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz?\n16:12 Neuze e komprenjont penaos n'en devoa ket lavaret: En em virit eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.\n16:13 Jezuz, o veza\u00f1 deuet e douar Kezarea-Filip, a c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on, me, Mab an den?\n16:14 Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded.\n16:15 E\u00f1 a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me?\n16:16 Simon-P\u00ear a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.\n16:17 Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezha\u00f1: E\u00fcrus out, Simon, mab Jona, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-ma\u00f1 dit, met va Zad a zo en ne\u00f1vo\u00f9.\n16:18 Ha me a lavar dit: Te a zo P\u00ear, ha war ar roc'h-ma\u00f1 e savin va Iliz, ha dorio\u00f9 lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi.\n16:19 Rei\u00f1 a rin dit alc'houezio\u00f9 rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9: ar pezh a erei war an douar a vo ereet en ne\u00f1vo\u00f9, hag ar pezh a zierei war an douar a vo diereet en ne\u00f1vo\u00f9.\n16:20 Neuze e tifennas gwall start outo lavarout da zen e oa e\u00f1 ar C'hrist.\n16:21 Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da ziskl\u00earia\u00f1 d'e ziskibien e oa ret dezha\u00f1 mont da Jeruzalem, gouza\u00f1v kalz a drao\u00f9 a-berzh an henaourien, ar veleien vras, ha ar skribed, beza\u00f1 lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz.\n16:22 P\u00ear, o veza\u00f1 e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren, o lavarout: Doue ra viro, Aotrou! Kement-se ne c'hoarvezo ket ganit.\n16:23 Met Jezuz, o tistrei\u00f1, a lavaras da B\u00ear: A-dre\u00f1v din, Satan! Ur skouer fall out din, rak da so\u00f1jezono\u00f9 n'emaint ket war an trao\u00f9 a sell ouzh Doue, met war an trao\u00f9 a sell ouzh an dud.\n16:24 Neuze Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezha\u00f1 e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.\n16:25 Rak piv bennak a fello dezha\u00f1 savetei\u00f1 e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din, he saveteo.\n16:26 Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?\n16:27 Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled; ha neuze e roio da bep hini hervez e obero\u00f9.\n16:28 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hinienno\u00f9 eus a-douez ar re a zo ama\u00f1, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.\n17:1 C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras ganta\u00f1 P\u00ear, Jakez, ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel;\n17:2 hag e voe treuzneuziet dirazo; e zremm a lugernas evel an heol, hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar goulou.\n17:3 Ha setu, Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz ganta\u00f1.\n17:4 P\u00ear, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp chom ama\u00f1; mar fell dit, e raimp ama\u00f1 teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia.\n17:5 Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d'o golo; ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hema\u00f1 eo va Mab karet-mat, enna\u00f1 em eus lakaet va holl levenez. Selaouit e\u00f1.\n17:6 Pa glevjont ar vouezh-se, an diskibien a gouezhas war o genou, hag o devoe ur spont bras.\n17:7 Met Jezuz, o tostaat, a stokas outo hag a lavaras dezho: Savit, n'ho pet ket aon!\n17:8 Sevel a rejont o daoulagad, he ne weljont nemet Jezuz e-unan ganto.\n17:9 Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc'hemenn-ma\u00f1: Na gomzit da zen eus ar welidigezh-ma\u00f1, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv.\n17:10 An diskibien a reas ar goulenn-ma\u00f1 outa\u00f1: Perak eta e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da genta\u00f1?\n17:11 Jezuz a respontas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da genta\u00f1 hag adlakaat pep tra.\n17:12 Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo dija deuet, ha n'o deus ket e anavezet, met o deus graet dezha\u00f1 kement o deus c'hoantaet. Evel-se ivez, e tle Mab an den gouza\u00f1v eus o ferzh.\n17:13 Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar-benn Yann-Vadezour.\n17:14 O veza\u00f1 deuet etrezek ar bobl, un den a dostaas outa\u00f1 hag en em daolas d'an daoulin diraza\u00f1, o lavarout:\n17:15 Aotrou! Az pez truez ouzh va mab; loariek eo ha gwall boaniet; alies e kouezh en tan, hag alies en dour.\n17:16 Degaset em eus anezha\u00f1 da'z tiskibien, ha n'o deus ket gallet e yac'haat.\n17:17 O rummad diskredik ha fall, a respontas Jezuz, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houza\u00f1vin ac'hanoc'h? Degasit e\u00f1 ama\u00f1 din.\n17:18 Jezuz a c'hourdrouzas an diaoul, hag ez eas er-maez anezha\u00f1; ar bugel a voe yac'haet war an eur memes.\n17:19 Neuze an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras dezha\u00f1 a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se?\n17:20 Abalamour d'ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc'h, e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar menez-se: Kae ac'hann aze, hag ez afe; netra ne vefe dibosupl deoc'h.\n17:21 Met ar seurt diaoulien-se ne c'hellont mont kuit nemet dre ar bedenn hag ar yun.\n17:22 E-pad ma'z aent dre C'halilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a zle beza\u00f1 lakaet etre daouarn an dud;\n17:23 e lakaat a raint d'ar marv, ha d'an trede deiz ec'h adsavo a varv. Bez' e voent gwall c'hlac'haret a-se.\n17:24 Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm a dostaas ouzh P\u00ear hag a lavaras dezha\u00f1: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm?\n17:25 Ya, emeza\u00f1. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezha\u00f1 hag a lavaras: Petra a gav dit Simon? Digant piv e kemer, rouaned an douar, an truajo\u00f9 pe ar gwirio\u00f9? Digant o mibien, pe digant an diavaezidi?\n17:26 E\u00f1 a lavaras dezha\u00f1: Digant an diavaezidi. Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Ar vugale eta, a zo diskarg diouto.\n17:27 Met, evit na roimp ket ur skouer fall dezho, kae d'ar mor, taol an higenn, tenn ar c'henta\u00f1 pesk a zeuio, digor e c'henou, hag e kavi ur stater. Kemer anezha\u00f1 ha ro e\u00f1 dezho evidon hag evidout.\n18:1 D'an eur-se, an diskibien a dostaas ouzh Jezuz, hag a lavaras: Piv eta eo ar brasa\u00f1 e rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9?\n18:2 Jezuz, o veza\u00f1 galvet ur bugel bihan, en lakaas en o c'hreiz,\n18:3 hag a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket, ha ma ne zeuit ket he\u00f1vel ouzh bugale vihan, ne deot ket e rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9.\n18:4 Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se, a vo ar brasa\u00f1 e rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9.\n18:5 Ha piv bennak a zegemer em anv ur bugel bihan evel hema\u00f1, a zegemer ac'hanon.\n18:6 Met piv bennak a roio skouer fall da unan eus ar re vihan-se a gred ennon, ez eo gwelloc'h dezha\u00f1 e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen milin, hag e vefe taolet e donder ar mor.\n18:7 Gwalleur d'ar bed abalamour d'ar skouerio\u00f9 fall! Rak ret eo e teufe skouerio\u00f9 fall, met gwalleur d'an den ma teu dreza\u00f1 ar skouer fall!\n18:8 Ma ra da zorn pe da droad lakaat ac'hanout da gouezha\u00f1, troc'h anezha\u00f1, ha taol anezha\u00f1 pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez mo\u00f1s pe gamm, eget kaout daou dorn pe daou droad ha beza\u00f1 taolet en tan peurbadus.\n18:9 Ha ma ra da lagad lakaat ac'hanout da gouezha\u00f1, diframm anezha\u00f1, ha taol anezha\u00f1 pell diouzhit; gwelloc'h eo dit mont er vuhez born, eget kaout da zaoulagad ha beza\u00f1 taolet e tan ar gehenn.\n18:10 Diwallit da zispriza\u00f1 nikun eus ar vugaligo\u00f9-ma\u00f1, rak me a lavar deoc'h penaos o aeled en ne\u00f1vo\u00f9 a wel dalc'hmat dremm va Zad a zo en ne\u00f1vo\u00f9.\n18:11 Rak Mab an den a zo deuet da savetei\u00f1 ar re a oa kollet.\n18:12 Petra a so\u00f1j deoc'h? Mar en deus un den kant da\u00f1vad, hag e teufe unan anezho da veza\u00f1 dianket, ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all war ar menezio\u00f9, evit mont da glask an hini a zo dianket?\n18:13 Ha mar kav anezha\u00f1, me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' en deus muioc'h a levenez diwar-benn hema\u00f1 eget diwar-benn an naontek ha pevar-ugent ha n'int ket bet dianket.\n18:14 Evel-se, n'eo ket bolontez ho Tad a zo en ne\u00f1vo\u00f9, en em gollfe unan eus ar re vihan-ma\u00f1.\n18:15 Mar en deus pec'het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezha\u00f1 etre te hag e\u00f1 e-unan; mar selaou ac'hanout, ez po gounezet da vreur.\n18:16 Ma ne selaou ket ac'hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo an holl dra reizhet war gomz daou pe dri dest.\n18:17 Ma ne selaou ket anezho, lavar d'an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan.\n18:18 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ar pezh a ereot war an douar a vo ereet en ne\u00f1v, hag ar pezh a ziereot war an douar a vo diereet en ne\u00f1v.\n18:19 Me a lavar c'hoazh deoc'h: mar en em laka daou ac'hanoc'h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en ne\u00f1vo\u00f9.\n18:20 Rak e-lec'h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c'hreiz.\n18:21 Neuze P\u00ear a dostaas outa\u00f1 hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da'm breur pa bec'ho em enep? Bez' e vo betek seizh gwech?\n18:22 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Ne lavaran ket dit betek seizh gwech, met betek seizh gwech dek ha tri-ugent.\n18:23 Dre-se, rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo he\u00f1vel ouzh ur roue a fellas dezha\u00f1 ober renta\u00f1 kont d'e servijerien.\n18:24 P'en em lakaas da gonta\u00f1, e voe degaset dezha\u00f1 unan a dlee dek mil talant.\n18:25 Dre ma n'en devoa ket peadra da baea\u00f1, e vestr a roas urzh d'e werzha\u00f1, e\u00f1, e wreg, e vugale, ha kement en devoa, evit paea\u00f1 e zle.\n18:26 Ar servijer, oc'h en em strinka\u00f1 d'e dreid, a bede anezha\u00f1, o lavarout: Aotrou, ro amzer din hag e paein dit va holl zle.\n18:27 O kaout truez outa\u00f1, mestr ar servijer-se, en lezas da vont, hag a bardonas dezha\u00f1 e zle.\n18:28 Goude ma voe aet kuit, ar servijer-ma\u00f1 a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezha\u00f1 kant diner; hag, o kregi\u00f1 enna\u00f1, e waske e c'houzoug en ur lavarout: pae ar pezh a dleez din.\n18:29 E genvreur, oc'h en em deurel d'e dreid, a bede anezha\u00f1 en ur lavarout: Ro amzer din hag e paein dit.\n18:30 Met hema\u00f1 ne fellas ket dezha\u00f1; mont a reas d'e deurel er prizon, betek m'en devoa paeet ar pezh a dlee.\n18:31 E genvreudeur, o welout ar pezh en devoa graet, a voe glac'haret bras; mont a rejont da gonta\u00f1 d'e aotrou kement a oa c'hoarvezet.\n18:32 Neuze ar mestr a reas gervel ar servijer-se hag a lavaras dezha\u00f1: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet;\n18:33 ha ne dlees ket kaout truez ivez ouzh da genvreur, evel ma em boa bet truez ouzhit?\n18:34 Hag e vestr, o kaout droug enna\u00f1, en roas d'ar vourevien, betek m'en devoa paeet kement a dlee.\n18:35 Evel-se e raio deoc'h va Zad a zo en ne\u00f1vo\u00f9, ma ne bardon ket pep hini ac'hanoc'h, a-greiz e galon, d'e vreur.\n19:1 P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzo\u00f9-se, ez eas kuit eus Galilea, hag e teuas e kostezio\u00f9 Judea, en tu all d'ar Jordan.\n19:2 Ur bobl vras a heulias anezha\u00f1, hag eno e yac'haas ar re gla\u00f1v.\n19:3 Ar farizianed a zeuas hag a lavarjont dezha\u00f1 evit e dempta\u00f1: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit, n'eus forzh evit peseurt abeg?\n19:4 E\u00f1 a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kenta\u00f1, a reas gwaz ha plac'h,\n19:5 ha penaos en deus lavaret: Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg, hag e vint ur c'hig hepken?\n19:6 Evel-se, ne dint mui daou, met ur c'hig hepken. Arabat eo d'an den disranna\u00f1 ar pezh a zo bet unanet gant Doue.\n19:7 Int a lavaras dezha\u00f1: Perak eta en deus Moizez lezet rei\u00f1 d'ar wreg ur skrid a dorr-dimezi\u00f1 hag he c'has kuit?\n19:8 Jezuz a respontas dezho: Abalamour da galeter ho kalon eo, en deus Moizez roet galloud deoc'h da gas kuit ho kwragez; er penn-kenta\u00f1, ne oa ket evel-se.\n19:9 Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, [ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh].\n19:10 E ziskibien a lavaras dezha\u00f1: Mar deo evel-se doare an den gant e wreg, n'eo ket talvoudus dimezi\u00f1.\n19:11 E\u00f1 a respontas dezho: An holl ne gomprenont ket ar gomz-se, met hepken ar re a zo bet roet dezho.\n19:12 Rak bez' ez eus eunuked a zo bet ganet evel-se a gof o mamm, reo\u00f9 all a zo bet graet eunuked gant an dud, hag ez eus reo\u00f9 all a zo en em rentet oc'h-unan eunuked, abalamour da rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9. Ra gompreno kement-ma\u00f1, an neb a c'hell kompren.\n19:13 Neuze e voe degaset dezha\u00f1 bugale vihan, evit ma lakaje e zaouarn warno, ha ma pedje evito. Met an diskibien o fellae.\n19:14 Ha Jezuz a lavaras: Lezit ar vugale vihan, ha na zifennit ket outo dont davedon; rak rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo d'an nep a zo he\u00f1vel outo.\n19:15 Lakaat a reas e zaouarn warno, hag ez eas kuit ac'hano.\n19:16 Ha setu, un den a dostaas hag a lavaras da Jezuz: Mestr, peseurt mad a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?\n19:17 E\u00f1 a respontas dezha\u00f1: Perak e c'houlennez ouzhin diwar-benn ar mad? Unan hepken a zo mat, [Doue]. Mar fell dit mont er vuhez, mir ar gourc'hemenno\u00f9. Pere? emeza\u00f1.\n19:18 Jezuz a respontas: Ne lazhi ket; Ne ri ket avoultriezh; Ne laeri ket; Ne lavari ket a falstesteni;\n19:19 Enor da dad ha da vamm; ha: Karout a ri da nesa\u00f1 eveldout da-unan.\n19:20 An den yaouank a lavaras dezha\u00f1: Miret em eus an holl drao\u00f9-se [adalek va yaouankiz]; petra a vank din c'hoazh?\n19:21 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Mar fell dit beza\u00f1 parfet, kae, gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un te\u00f1zor en ne\u00f1v; goude-se deus hag heul ac'hanon.\n19:22 Goude beza\u00f1 klevet ar c'homzo\u00f9-se, an den yaouank a yeas gwall-drist, rak mado\u00f9 bras en devoa.\n19:23 Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Me a lavar deoc'h e gwirionez, diaes eo d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9.\n19:24 En lavarout a ran deoc'h c'hoazh, aesoc'h eo d'ur c'ha\u00f1val tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.\n19:25 An diskibien o veza\u00f1 klevet-se, a voe souezhet bras, hag a lavaras: Ha piv eta a c'hell beza\u00f1 salvet?\n19:26 Jezuz o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo-se d'an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.\n19:27 P\u00ear, o kemer ar gomz, a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet; petra a vo evidomp?\n19:28 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos, c'hwi hag hoc'h eus va heuliet, en eil c'hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c'hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.\n19:29 Ha piv bennak en devo kuitaet abalamour da'm anv, breudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaro\u00f9, pe diez, a resevo kant kement all, hag a herito ar vuhez peurbadus.\n19:30 Met kalz a zo ar re genta\u00f1 a vo ar re ziwezha\u00f1, ha kalz a zo ar re ziwezha\u00f1 a vo ar re genta\u00f1.\n20:1 Rak rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo he\u00f1vel ouzh un den penn-tiegezh a yeas er-maez beure mat, da c'hopra\u00f1 labourerien evit e winieg.\n20:2 Ober a reas marc'had ganto eus un diner dre zevezh, hag o c'hasas d'e winieg.\n20:3 Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur, hag e welas re all a oa war ar blasenn, hep ober netra.\n20:4 Lavarout a reas dezho: It ivez da'm gwinieg, hag e roin deoc'h ar pezh a zo reizh. Hag ez ejont.\n20:5 Mont a reas adarre er-maez war-dro ar c'hwec'hvet ha war-dro an navet eur, hag e reas ar memes tra.\n20:6 O veza\u00f1 aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour war ar blasenn, hag e lavaras dezho: Perak en em zalc'hit ama\u00f1 a-hed an deiz hep ober netra?\n20:7 Respont a rejont dezha\u00f1: Dre n'en deus den ebet gopret ac'hanomp. It ivez da'm gwinieg, emeza\u00f1, hag e roin deoc'h ar pezh a zo reizh.\n20:8 Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winieg a lavaras d'e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezha\u00f1 d'ar re genta\u00f1.\n20:9 Re an unnekvet eur, o veza\u00f1 deuet, o devoe pep a ziner.\n20:10 Ar re genta\u00f1 a so\u00f1je dezho o divije ouzhpenn; met pep a ziner a resevas ivez ar re-ma\u00f1.\n20:11 Ouzh e gemer, e c'hrozmolent a-enep ar penn-tiegezh,\n20:12 o lavarout: Ar re ziwezha\u00f1-se n'o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec'h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.\n20:13 E\u00f1 a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit; ne'c'h eus ket graet marc'had ganin evit un diner?\n20:14 Kemer eta ar pezh a zo dit, ha kae kuit; c'hoantaat a ran rei\u00f1 d'an hini diwezha\u00f1-ma\u00f1 kement ha dit.\n20:15 Ha ne c'hellan ket ober ar pezh a fell din eus va mado\u00f9? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma'z on mat?\n20:16 Evel-se, ar re ziwezha\u00f1 a vo ar re genta\u00f1, hag ar re genta\u00f1 a vo ar re ziwezha\u00f1. [Rak kalz a zo galvet, met nebeud a zo dibabet.]\n20:17 E-pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem, e kemeras a-du an daouzek diskibl, hag e lavaras dezho en hent:\n20:18 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezha\u00f1 d'ar marv,\n20:19 hag e lakaint anezha\u00f1 etre daouarn ar baganed, evit ober goap anezha\u00f1, evit e skourjeza\u00f1, hag e groazstaga\u00f1, met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.\n20:20 Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas ouzh Jezuz [gant he mibien], hag en em stouas evit ober ur goulenn diganta\u00f1.\n20:21 E\u00f1 a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Gra, emezi, ma vo va daou vab a zo ama\u00f1, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.\n20:22 Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit eva\u00f1 an hanaf a dlean eva\u00f1 [ha beza\u00f1 badezet eus ar vadeziant ma tlean beza\u00f1 badezet ganti]? Int a lavaras dezha\u00f1: Ni a c'hell.\n20:23 Lavarout a reas dezho: Gwir eo ec'h evot va hanaf [hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da veza\u00f1 badezet ganti]; met beza\u00f1 azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da rei\u00f1; roet e vo d'ar re ma'z eo bet kempennet evito gant va Zad.\n20:24 An dek all o veza\u00f1 klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep an daou vreur.\n20:25 Jezuz o galvas hag a lavaras: Gouzout a rit penaos penno\u00f9 ar poblo\u00f9 a vestroni anezho, ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.\n20:26 Ne vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezha\u00f1 beza\u00f1 bras en ho touez, a vo ho servijer.\n20:27 Ha piv bennak a fello dezha\u00f1 beza\u00f1 ar c'henta\u00f1 en ho touez, a vo ho mevel.\n20:28 Evel-se eo deuet Mab an den, neket evit beza\u00f1 servijet, met evit servija\u00f1 hag evit rei\u00f1 e vuhez e daspren evit kalz.\n20:29 Pa'z ejont kuit eus Jeriko, ez eas kalz a dud war e lerc'h.\n20:30 Ha setu, daou zen dall, azezet war gostez an hent, a glevas e oa Jezuz o tremen, hag e krijont: Aotrou, Mab David, az pez truez ouzhimp!\n20:31 Ar bobl o gourdrouze, evit ober dezho tevel; met int a grie kre\u00f1voc'h: Mab David, az pez truez ouzhimp!\n20:32 Jezuz, o chom a sav, o galvas, hag a lavaras: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?\n20:33 Hag e lavarjont dezha\u00f1: Aotrou, ma tigoro hon daoulagad.\n20:34 O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad, ha raktal e kavjont ar gweled, hag e heuilhjont anezha\u00f1.\n21:1 Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,\n21:2 o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti; distagit int, ha degasit int din.\n21:3 Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc'h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont.\n21:4 Kement-se a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed:\n21:5 Lavarit da verc'h Sion: Setu, da roue a zeu da'z kavout, leun a zouster, ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.\n21:6 An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho.\n21:7 Degas a rejont an azenez hag an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warno, hag e rejont dezha\u00f1 azeza\u00f1 warno.\n21:8 An darn vuia\u00f1 eus an dud a astennas o dilhad war an hent, ha re all a droc'he branko\u00f9 gwez, hag a c'holoas ganto an hent.\n21:9 Ar re a valee a-raok, hag ar re a heulie Jezuz, a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hio\u00f9 uhel meurbet!\n21:10 Pa voe aet e Jeruzalem, holl g\u00ear a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hema\u00f1?\n21:11 Ar bobl a respontas: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.\n21:12 Jezuz, o veza\u00f1 aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ; hag e tiskaras taolio\u00f9 an drokerien-arc'hant, ha kadorio\u00f9 ar varc'hadourien goulmed.\n21:13 Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezha\u00f1 ur c'havarn laeron.\n21:14 Tud dall ha tud kamm a dostaas outa\u00f1 en templ, hag o yac'haas.\n21:15 Met ar veleien vras hag ar skribed, droug enno o welout ar burzhudo\u00f9 a rae ha bugale a grie en templ: Hozanna da Vab David,\n21:16 a lavaras dezha\u00f1: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho, ha n'hoc'h eus biskoazh lennet ar c'homzo\u00f9-ma\u00f1: Tennet ec'h eus meuleudi eus genou ar vugale hag ar re a zo ouzh ar vronn?\n21:17 Hag, o veza\u00f1 o lezet, ez eas kuit eus k\u00ear, evit mont da Vetania, e-lec'h ma tremenas an noz.\n21:18 Da vintin, evel ma tistroe e k\u00ear, en devoe naon.\n21:19 O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi; met ne gavas enni nemet delio\u00f9, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal, ar wezenn-fiez a sec'has.\n21:20 An diskibien a welas kement-se, hag a voe souezhet, o lavarout: Penaos eo deuet ar wezenn-fiez-se da veza\u00f1 sec'h raktal?\n21:21 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.\n21:22 Kement a c'houlennot gant feiz dre ar bedenn, a vo roet deoc'h.\n21:23 Jezuz a yeas en templ, hag e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezha\u00f1: Dre beseurt galloud e rez an trao\u00f9-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?\n21:24 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h, ha, mar respontit, e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an trao\u00f9-se.\n21:25 Badeziant Yann, a-belec'h e teue? Eus an ne\u00f1v, pe eus an dud? Int a so\u00f1je enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an ne\u00f1v, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet enna\u00f1?\n21:26 Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp douja\u00f1 ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.\n21:27 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag e\u00f1 a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an trao\u00f9-se.\n21:28 Petra a so\u00f1jit? Un den en devoa daou vab; o vont etrezek an hini kenta\u00f1, e lavaras dezha\u00f1: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg.\n21:29 E\u00f1 a respontas: Ne din ket. Goude-se, e teuas keuz dezha\u00f1, hag ez eas.\n21:30 Dont a reas ivez etrezek egile, hag e lavaras dezha\u00f1 ar memes tra. Hag hema\u00f1 a respontas: Mont a ran, aotrou; met ne deas ket.\n21:31 Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezha\u00f1: An hini kenta\u00f1. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall ho tiaraogo e rouantelezh Doue.\n21:32 Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet enna\u00f1. Met ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall o deus kredet enna\u00f1. Ha c'hwi, goude beza\u00f1 gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz evit kredi\u00f1 enna\u00f1.\n21:33 Selaouit ur barabolenn all. Bez' e oa un den penn-tiegezh hag a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask, hag a savas enni un tour; neuze e feurmas anezhi da winierien, hag ez eas en ur vro all.\n21:34 Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien, evit resev frouezh e winieg.\n21:35 Met ar winierien, o veza\u00f1 kroget er servijerien, a gannas unan, a lazhas egile, hag a veinatas an trede.\n21:36 Kas a reas adarre servijerien all, kalz muioc'h eget ar re genta\u00f1, hag e rejont dezho ar memes tra.\n21:37 Da ziwezha\u00f1, e kasas dezho e vab, o lavarout: Douja\u00f1 a raint va mab.\n21:38 Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour; deuit, lazhomp e\u00f1, ha kemeromp e heritaj.\n21:39 Hag o veza\u00f1 kroget enna\u00f1, e taoljont anezha\u00f1 er-maez eus ar winieg, hag en lazhjont.\n21:40 Brema\u00f1, pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d'ar winierien-se?\n21:41 Respont a rejont dezha\u00f1: Distruja\u00f1 a raio en un doare reuzeudik an dud drouk-se, hag e feurmo e winieg da winierien all a roio dezha\u00f1 he frouezh en o amzer.\n21:42 Jezuz a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus biskoazh lennet er Skriturio\u00f9: Ar maen taolet kuit gant ar re a va\u00f1sone, a zo deuet da veza\u00f1 penn ar c'horn. Kement-se a zo bet graet gant an Aotrou, hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad?\n21:43 Setu perak e lavaran deoc'h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc'h, ha roet d'ur bobl a roio ar frouezh anezhi.\n21:44 An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha flastret e vo an hini ma kouezho warna\u00f1.\n21:45 Goude beza\u00f1 klevet e barabolenno\u00f9, ar veleien vras hag ar farizianed a anavezas mat e oa anezho eo e komze Jezuz,\n21:46 hag e klaskjont kregi\u00f1 enna\u00f1, met aon o devoa rak ar bobl a gemere anezha\u00f1 evit ur profed.\n22:1 Jezuz o komz, a lavaras a-nevez dezho dre barabolenno\u00f9:\n22:2 Rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a zo he\u00f1vel ouzh ur roue hag a reas ur goan-eured evit e vab.\n22:3 Kas a reas e vevelien da c'hervel ar re a oa bet pedet d'an eured; met ne felle ket dezho dont.\n22:4 Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d'ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d'an eured.\n22:5 Met ne rejont van ebet ouzh kement-se, hag ez ejont, unan d'e bark, unan all d'e genwerzh,\n22:6 ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas.\n22:7 Ar roue a yeas droug enna\u00f1, hag o veza\u00f1 kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se, hag e tevas o c'h\u00ear.\n22:8 Neuze e lavaras d'e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket din anezhi.\n22:9 It eta er c'hroazhento\u00f9, ha galvit d'an eured an holl re a gavot.\n22:10 E vevelien, o veza\u00f1 aet dre an hento\u00f9, a zastumas kement a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol.\n22:11 Ar roue, o veza\u00f1 deuet evit gwelout ar re a oa ouzh taol, a welas eno un den n'en devoa ket gwisket un dilhad eured.\n22:12 Lavarout a reas dezha\u00f1: Va mignon, penaos out deuet ama\u00f1 hep kaout un dilhad eured? E\u00f1 a chomas mut.\n22:13 Neuze ar roue a lavaras d'ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, ha taolit e\u00f1 en de\u00f1valijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladego\u00f9 ha grigo\u00f1sadego\u00f9-dent.\n22:14 Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.\n22:15 Neuze ar farizianed a yeas d'en em guzulia\u00f1 war an doare d'e dapout en e gomzo\u00f9.\n22:16 Kas a rejont d'e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezha\u00f1: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.\n22:17 Lavar deomp eta petra a so\u00f1jez: Ha dleet eo paea\u00f1 ar gwir da Gezar, pe n'eo ket?\n22:18 Met Jezuz, oc'h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon, pilpouzed?\n22:19 Diskouezit din ar moneiz ma vez paeet ar gwir ganta\u00f1. Hag e rojont dezha\u00f1 un diner.\n22:20 Goulenn a reas outo: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-ma\u00f1?\n22:21 Int a lavaras dezha\u00f1: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.\n22:22 Souezhet eus ar pezh a glevjont, e lezjont anezha\u00f1 hag ez ejont kuit.\n22:23 An hevelep devezh, ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas da gavout Jezuz, hag a reas outa\u00f1 ar goulenn-ma\u00f1:\n22:24 Mestr, Moizez en deus lavaret: Mar marv unan bennak hep bugale, e vreur a zimezo d'e inta\u00f1vez, evit sevel lignez d'e vreur.\n22:25 Bez' e oa en hon touez seizh breur. An hini kenta\u00f1 a zimezas hag a varvas; hag evel n'en devoa ket a vugale, e lezas e wreg d'e vreur.\n22:26 En hevelep doare e c'hoarvezas gant an eil, an trede, betek ar seizhvet.\n22:27 Ha d'an diwezha\u00f1-holl, ar wreg a varvas ivez.\n22:28 Da behini ar seizh-se e vo gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak eo bet dezho holl.\n22:29 Jezuz, a respontas dezho: En dallentez oc'h, dre n'anavezit ket ar Skriturio\u00f9, na galloud Doue.\n22:30 Rak en adsavidigezh a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled Doue en ne\u00f1v.\n22:31 Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh en deus Doue lavaret deoc'h:\n22:32 Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob? Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev.\n22:33 Ar bobl a selaoue, hag a voe souezhet gant kelennadurezh Jezuz.\n22:34 Ar farizianed, o veza\u00f1 klevet penaos en devoa lakaet da devel ar sadukeiz, en em zastumas,\n22:35 hag unan anezho, doktor eus al lezenn, a reas ar goulenn-ma\u00f1 outa\u00f1, evit e dempta\u00f1:\n22:36 Mestr, pehini eo ar brasa\u00f1 gourc'hemenn eus al lezenn?\n22:37 Jezuz a respontas dezha\u00f1: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, hag eus da holl so\u00f1j.\n22:38 Hennezh eo ar c'henta\u00f1 hag ar brasa\u00f1 eus ar gourc'hemenno\u00f9.\n22:39 Ha setu an eil a zo he\u00f1vel outa\u00f1: Karout a ri da nesa\u00f1 eveldout da-unan.\n22:40 Eus an daou c'hourc'hemenn-se, e talc'h an holl lezenn hag ar brofeded.\n22:41 Evel ma oa ar farizianed en em zastumet, Jezuz a reas ur goulenn outo,\n22:42 o lavarout: Petra a so\u00f1jit eus ar C'hrist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezha\u00f1: Da Zavid.\n22:43 Jezuz a lavaras dezho: Penaos eta e c'halv David anezha\u00f1, dre ar Spered, e Aotrou, pa lavar:\n22:44 An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.\n22:45 Mar galv eta David e-unan anezha\u00f1 Aotrou, penaos eo-e\u00f1 e vab?\n22:46 Ha den ne c'hellas respont ur ger dezha\u00f1. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outa\u00f1.\n23:1 Neuze Jezuz, o komz d'ar bobl ha d'e ziskibien, a lavaras:\n23:2 Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez.\n23:3 Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc'h; met na rit ket hervez o obero\u00f9. Rak e lavaront, met ne reont ket.\n23:4 Eren a reont bec'hio\u00f9 pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho steki\u00f1 outo gant o biz.\n23:5 O holl obero\u00f9 a reont evit beza\u00f1 gwelet gant an dud. Evel-se eo, o deus fulakterio\u00f9 ledan ha pempilho\u00f9 hir ouzh o dilhad;\n23:6 karout a reont ar plaso\u00f9 kenta\u00f1 er festo\u00f9, hag ar c'hadorio\u00f9 kenta\u00f1 er sinagogenno\u00f9;\n23:7 karout a reont beza\u00f1 saludet er marc'hallac'ho\u00f9, ha beza\u00f1 galvet gant an dud: Mestr, Mestr.\n23:8 Met c'hwi, na rit ket ho kervel mestr, rak unan hepken eo ho Mestr, [ar C'hrist,] ha c'hwi holl a zo breudeur.\n23:9 Na c'halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en ne\u00f1vo\u00f9.\n23:10 Na rit ket ho kervel renerien, rak unan hepken eo ho Rener, ar C'hrist\n23:11 An hini brasa\u00f1 en ho touez a vo ho servijer.\n23:12 Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.\n23:13 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje beza\u00f1 aet.\n23:14 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an inta\u00f1vezed, hag e rit evit ar gweled pedenno\u00f9 hir; abalamour da-se, e viot barnet garvoc'h.\n23:15 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha, pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezha\u00f1 ur mab-ifern div wech gwashoc'h egedoc'h.\n23:16 Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz.\n23:17 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasa\u00f1, an aour, pe an templ a santela an aour-se?\n23:18 Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz.\n23:19 Tud dall! Pehini eo ar brasa\u00f1, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se?\n23:20 An neb a dou dre an aoter, a dou dre an aoter ha dre gement a zo warni;\n23:21 an neb a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an Hini a chom enna\u00f1;\n23:22 hag an neb a dou dre an ne\u00f1v, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warna\u00f1.\n23:23 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned, ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muia\u00f1 talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag al lealded. Ar re-se a oa an trao\u00f9 a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.\n23:24 Renerien dall! Sila\u00f1 a rit ar fubuenn, hag e lonkit ar c'ha\u00f1val.\n23:25 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laero\u00f1si hag a zireizhder.\n23:26 Farizian dall! Naeta da genta\u00f1 an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da veza\u00f1 naet.\n23:27 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h he\u00f1vel ouzh bezio\u00f9 gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh.\n23:28 Evel-se c'hwi ivez, en diavaez, en em ziskouez reizh d'an dud, met en diabarzh, oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder.\n23:29 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma savit bezio\u00f9 d'ar brofeded ha ma vravait bezio\u00f9 an dud reizh,\n23:30 en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tado\u00f9, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded.\n23:31 Testi\u00f1 a rit evel-se, a-enep deoc'h hoc'h-unan, penaos oc'h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.\n23:32 Leunia\u00f1 a rit eta muzul ho tado\u00f9.\n23:33 Naered, lignez a naered-gwiber, penaos e tec'hot diouzh kastiz ar gehenn?\n23:34 Setu perak e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed; lazha\u00f1 hag staga\u00f1 ouzh ar groaz a reot darn, skourjeza\u00f1 a reot darn all en ho sinagogenno\u00f9, hag argas a reot anezho eus an eil k\u00ear d'eben,\n23:35 evit ma kouezho warnoc'h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel, an hini reizh, betek gwad Zakaria, mab Barakia, hoc'h eus lazhet etre an templ hag an aoter.\n23:36 Me a lavar deoc'h e gwirionez, kement-se holl a gouezho war ar rummad-ma\u00f1.\n23:37 Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded, hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale, evel ma tastum ar yar he fo\u00f1sined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!\n23:38 Setu, ho ti a ya da chom hep den,\n23:39 rak me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui pelloc'h, betek ma lavarot: Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou.\n24:1 Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, e ziskibien a dostaas outa\u00f1, evit diskouez dezha\u00f1 savadurio\u00f9 bras an templ.\n24:2 Met e\u00f1 a lavaras dezho: Ha gwelout a rit an holl drao\u00f9-se? Me en lavar deoc'h e gwirionez, ne chomo ket anezho ama\u00f1 maen war vaen na vo diskaret.\n24:3 Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outa\u00f1, a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?\n24:4 Jezuz a respontas dezho: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h.\n24:5 Rak meur a hini a zeuio dindan va anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tromplint kalz a dud.\n24:6 Klevout a reot komz eus brezelio\u00f9, ha brud eus brezelio\u00f9, lakait evezh na vefec'h spontet; rak ret eo e teufe an trao\u00f9-se, met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin.\n24:7 Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; hag e vo e meur a lec'h, naonegezhio\u00f9, [bosenno\u00f9] ha kreno\u00f9-douar;\n24:8 an trao\u00f9-ma\u00f1 ne vo nemet ar penn-kenta\u00f1 eus ar gloazio\u00f9.\n24:9 Neuze e roint ac'hanoc'h evit beza\u00f1 poaniet, hag e lazhint ac'hanoc'h, hag e viot kasaet gant an holl boblo\u00f9, abalamour da'm anv.\n24:10 Neuze ivez, meur a hini a gouezho, en em drubardo, hag en em gasaio an eil egile.\n24:11 Kalz a fals-profeded a savo, hag a dromplo kalz a dud.\n24:12 Dre ma vo kresket an direizhder, karantez meur a hini a yenaio.\n24:13 Met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet.\n24:14 An Aviel-ma\u00f1 eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh, evit rei\u00f1 testeni d'an holl boblo\u00f9; neuze e teuio ar fin.\n24:15 Dre-se, pa welot an euzhusted eus ar glac'har, m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec'h santel (ra gompreno an neb a lenn),\n24:16 neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezio\u00f9,\n24:17 an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket da gemer ar pezh a zo en e di,\n24:18 hag an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dre\u00f1v da gemer e vantell.\n24:19 Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizio\u00f9-se!\n24:20 Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goa\u00f1v, nag e deiz ar sabad.\n24:21 Rak bez' e vo neuze ur glac'har ken bras, evel n'eus ket bet adalek penn-kenta\u00f1 ar bed betek vrema\u00f1, ha ne vo biken.\n24:22 Ha ma ne vije ket bet berraet an deizio\u00f9-se, den ebet ne vije salvet; met abalamour d'ar re zibabet, an deizio\u00f9-se a vo berraet.\n24:23 Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo ama\u00f1, pe aze, na gredit ket.\n24:24 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sino\u00f9 ha burzhudo\u00f9 da drompla\u00f1, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.\n24:25 Setu, em eus e lavaret deoc'h a-raok.\n24:26 Mar lavarer eta deoc'h: Setu, ema\u00f1 el lec'h distro, n'it ket; setu, ema\u00f1 er c'hambro\u00f9, na gredit ket.\n24:27 Rak, evel ma teu al luc'hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c'huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.\n24:28 E pep lec'h bennak ma vo ar c'horf marv, eno en em zastumo an erered.\n24:29 Raktal goude an deizio\u00f9 a c'hlac'har-ma\u00f1, an heol a vo te\u00f1valaet, al loar ne roio ket he skl\u00earijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudo\u00f9 an ne\u00f1v a vo bra\u00f1sellet.\n24:30 Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en ne\u00f1v, holl boblo\u00f9 an douar a glemmo en ur skei\u00f1 war boull o c'halon, hag e welint Mab an den o tont war goabr an ne\u00f1v, gant ur galloud hag ur gloar bras;\n24:31 E\u00f1 a gaso e aeled gant an trompilh tregernus, da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn eus an ne\u00f1v betek ur penn all.\n24:32 Deskit dre barabolenn ar wezenn-fiez: pa zeu he branko\u00f9 da veza\u00f1 tener hag he delio\u00f9 da vounta\u00f1, ec'h anavezit eo tost an ha\u00f1v;\n24:33 evel-se ivez, pa welot kement-se oc'h erruout, gouezit Mab an den a zo tost, hag ouzh an nor.\n24:34 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-ma\u00f1 ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl drao\u00f9-se.\n24:35 An ne\u00f1v hag an douar a dremeno, met va gerio\u00f9 ne dremenint ket.\n24:36 Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, nag aeled an ne\u00f1v, nag ar Mab, met an Tad hepken.\n24:37 Ar pezh a c'hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c'hoarvezo ivez da zonedigezh Mab an den;\n24:38 rak en deizio\u00f9 a-raok an dour-beuz, an dud a zebre hag a eve, en em zimeze hag a zimeze o bugale, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h,\n24:39 hag ne ouezjont netra ken a zeuas an dour-beuz d'o c'has holl ganta\u00f1; evel-se e vo ivez da zonedigezh Mab an den.\n24:40 Neuze, e vo daou zen en ur park, unan a vo kemeret hag egile lezet,\n24:41 e vo div wreg o vala\u00f1 en ur vilin, unan a vo kemeret hag eben lezet.\n24:42 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket da bet eur e teuio hoc'h Aotrou.\n24:43 Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toulla\u00f1 e di.\n24:44 Dre-se, c'hwi ivez, en em zalc'hit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na so\u00f1jit ket.\n24:45 Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud, evit rei\u00f1 dezho boued en amzer dereat?\n24:46 E\u00fcrus ar mevel-se, pa zeuio en-dro e aotrou, mar bez kavet ganta\u00f1 oc'h ober evel-se!\n24:47 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaat a raio war e holl vado\u00f9.\n24:48 Met, mar deo drouk ar mevel-se, ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro,\n24:49 ha ma teu da skei\u00f1 gant e genseurted, ha da zebri\u00f1 ha da eva\u00f1 gant ar vezvierien,\n24:50 aotrou ar mevel-se a zeuio d'an deiz na c'hortozo ket ha d'an eur ne ouezo ket,\n24:51 hag e tispenno anezha\u00f1, hag e roio dezha\u00f1 e lod gant ar bilpouzed; eno eo, e vo goueladego\u00f9 ha grigo\u00f1sadego\u00f9-dent.\n25:1 Neuze, rouantelezh an ne\u00f1vo\u00f9 a vo he\u00f1vel ouzh dek gwerc'hez a gemer o lampo\u00f9 ganto, hag a ya da ziaraogi\u00f1 ar pried.\n25:2 Pemp anezho a oa diskiant, ha pemp a oa fur.\n25:3 Ar re ziskiant, en ur gemer o lampo\u00f9, ne gemerjont ket a eoul ganto.\n25:4 Ar re fur a gemeras eoul en o fodo\u00f9, gant o lampo\u00f9.\n25:5 Evel ma talee ar pried da zont, e voredjont holl hag e kouskjont.\n25:6 Met, war-dro hanternoz, e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok!\n25:7 Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampo\u00f9.\n25:8 Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampo\u00f9 a ya da vouga\u00f1.\n25:9 Met ar re fur a respontas: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh, ha prenit evidoc'h.\n25:10 E-pad ma'z aent da brena\u00f1, e teuas ar pried; ar re a oa prest a zeuas ganta\u00f1 d'an eured, hag e voe serret an nor.\n25:11 Goude-se e teuas ivez ar gwerc'hezed all, hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp!\n25:12 Met e\u00f1 a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'anavezan ket ac'hanoc'h.\n25:13 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur [ma teuio Mab an den en-dro].\n25:14 Rak he\u00f1vel eo ouzh un den a yeas en ur vro bell, a c'halvas e servijerien, hag a lakaas e vado\u00f9 etre o daouarn.\n25:15 Rei\u00f1 a reas pemp talant da unan, daou da unan all, unan da unan all, da bep hini hervez e c'halloud.\n25:16 Neuze, an hini en devoa resevet ar pemp talant, a yeas hag o lakaas da dalvezout, hag a c'hounezas pemp talant all.\n25:17 En hevelep doare, an hini en devoa resevet daou dalant, a c'hounezas daou all.\n25:18 Met an hini en devoa resevet unan, a yeas d'ober un toull en douar hag a guzhas arc'hant e aotrou.\n25:19 Pell amzer goude, mestr ar servijerien-ma\u00f1 a zistroas, hag e reas o c'hont ganto.\n25:20 An hini en devoa resevet pemp talant, a zeuas hag a zegasas pemp talant all, en ur lavarout: Aotrou, pemp talant ac'h eus roet din, setu pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn.\n25:21 E vestr a lavaras dezha\u00f1: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou.\n25:22 An hini en devoa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac'h eus roet din, setu daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn.\n25:23 E vestr a lavaras dezha\u00f1: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou.\n25:24 An hini n'en devoa resevet nemet un talant, a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran penaos out un den didruez, penaos e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet, hag e tastumez e-lec'h na'c'h eus ket strewet;\n25:25 hag e teuas aon din, hag on aet da guzhat da dalant en douar; setu, e roan dit ar pezh a zo dit.\n25:26 Met e aotrou a respontas dezha\u00f1: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec'h na'm eus ket hadet, hag e tastuman e-lec'h na'm eus ket strewet;\n25:27 dleout a rajes eta rei\u00f1 va arc'hant d'ar vankerien, ha pa vijen deuet en-dro, em bije tennet va arc'hant gant ar c'hampi.\n25:28 Lamit eta e dalant diganta\u00f1, hag roit e\u00f1 d'an hini en deus dek talant.\n25:29 Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet diganta\u00f1 memes ar pezh en deus.\n25:30 Ha taolit ar servijer didalvoud-se en de\u00f1valijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladego\u00f9 ha grigo\u00f1sadego\u00f9-dent.\n25:31 Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled, ec'h azezo war dron e c'hloar.\n25:32 An holl boblo\u00f9 a vo dastumet diraza\u00f1, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an de\u00f1ved diouzh ar bouc'hed.\n25:33 Lakaat a raio an de\u00f1ved a-zehou dezha\u00f1, hag ar bouc'hed a-gleiz.\n25:34 Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezha\u00f1: Deuit, c'hwi a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed;\n25:35 rak naon am eus bet, ha roet hoc'h eus din da zebri\u00f1; sec'hed am eus bet, ha roet hoc'h eus din da eva\u00f1; diavaeziad on bet, ha va degemeret hoc'h eus;\n25:36 en noazh e oan, ha va gwisket hoc'h eus; kla\u00f1v e oan, ha deuet oc'h da'm gwelout; er prizon e oan, ha deuet oc'h da'm c'havout.\n25:37 Neuze ar re reizh a responto dezha\u00f1, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon hag hon eus roet dit da zebri\u00f1, pe o kaout sec'hed hag hon eus roet dit da eva\u00f1?\n25:38 Pegoulz hon eus da welet diavaeziad hag hon eus da zegemeret, pe en noazh hag hon eus da wisket?\n25:39 Pegoulz hon eus da welet kla\u00f1v, pe er prizon, hag hon eus deuet da'z kavout?\n25:40 Hag ar Roue a responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-ke\u00f1ver unan eus ar re zistera\u00f1 eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din.\n25:41 Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezha\u00f1: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled;\n25:42 rak naon am eus bet, ha n'hoc'h eus ket roet din da zebri\u00f1; sec'hed am eus bet, ha n'hoc'h eus ket roet din da eva\u00f1;\n25:43 diavaeziad on bet, ha n'hoc'h eus ket va degemeret; en noazh e oan, ha n'hoc'h eus ket va gwisket; kla\u00f1v hag er prizon e oan, ha n'oc'h ket deuet da'm gwelout.\n25:44 Neuze int a responto dezha\u00f1, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon, pe sec'hed, diavaeziad, pe en noazh, kla\u00f1v, pe er prizon, ha n'hon eus ket da sikouret?\n25:45 Hag e responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma n'hoc'h eus ket graet kement-se e-ke\u00f1ver unan eus ar re zistera\u00f1-se, n'hoc'h eus ket graet an dra-se em c'he\u00f1ver.\n25:46 Hag ar re-ma\u00f1 a yelo er c'hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.\n26:1 Goude m'en devoe Jezuz peurlavaret an holl gomzo\u00f9-se, e lavaras d'e ziskibien:\n26:2 Gouzout a rit ema\u00f1 ar Pask a-benn daou zevezh, ha Mab an den a vo gwerzhet evit beza\u00f1 staget ouzh ar groaz.\n26:3 Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e porzh ar beleg-meur, anvet Kaifaz,\n26:4 hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregi\u00f1 e Jezuz dre droidell hag e lakaat d'ar marv.\n26:5 Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.\n26:6 Jezuz, o veza\u00f1 e Betania e ti Simon al lovr,\n26:7 ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat eus ur priz bras, hag e-pad ma oa ouzh taol, e skuilhas anezhi war e benn.\n26:8 An diskibien, o welout-se, a oa droug enno, hag e lavarjont: Perak ar c'holl-se?\n26:9 Rak gallet e vije bet gwerzha\u00f1 ar c'hwezh-vat ker, ha rei\u00f1 an arc'hant d'ar beorien.\n26:10 Met Jezuz, o c'houzout kement-se, a lavaras dezho: Perak e rit poan d'ar wreg-se? Un dra vat he deus graet em c'he\u00f1ver.\n26:11 Rak c'hwi ho po bepred peorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.\n26:12 Rak, pa he deus skuilhet ar c'hwezh-vat-se war va c'horf, he deus graet kement-se evit va beziadur.\n26:13 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos el lec'hio\u00f9 ma vo an aviel-ma\u00f1 prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet a vo ivez lavaret en e\u00f1vor anezhi.\n26:14 Neuze unan eus an daouzek, anvet Judaz Iskariod, a yeas da gavout ar veleien vras,\n26:15 hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en lakaio etre ho taouarn? Int a reas marc'had ganta\u00f1 eus tregont pezh arc'hant.\n26:16 Diwar neuze e klaskas an tu dereat d'e lakaat etre o daouarn.\n26:17 Ar c'henta\u00f1 deiz eus ar bara hep goell, an diskibien a zeuas da gavout Jezuz hag a lavaras dezha\u00f1: Pelec'h e c'hoantaez e kempennfemp dit evit debri\u00f1 ar Pask?\n26:18 E\u00f1 a lavaras: It e k\u00ear da gavout an den-ma\u00f1-'n den, ha lavarit dezha\u00f1: Ar Mestr a lavar: Va amzer a zo tost; ober a rin ar Pask ez ti gant va diskibien.\n26:19 An diskibien a reas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho, hag e fichjont ar Pask.\n26:20 Pa voe deuet an abardaez, en em lakaas ouzh taol gant an daouzek.\n26:21 E-pad ma tebrent, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h am gwerzho.\n26:22 Gwall-c'hlac'haret e oant, ha pep hini anezho en em lakaas da lavarout dezha\u00f1: Aotrou, ha me eo?\n26:23 E\u00f1 a respontas dezho: An hini en deus lakaet e zorn ganin er plad, hennezh eo am gwerzho.\n26:24 Mab an den, evit gwir, a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezha\u00f1; met gwalleur d'an den ma vo gwerzhet ganta\u00f1; gwell e vije d'an den-se, ne vije biken bet ganet.\n26:25 Judaz, an hini en gwerzhe, o komz, a lavaras: Ha me eo, Mestr? E\u00f1 a lavaras dezha\u00f1: Lavaret ec'h eus.\n26:26 Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude beza\u00f1 trugarekaet, e torras anezha\u00f1, hag en roas d'an diskibien, o lavarout: Kemerit, debrit, hema\u00f1 eo va c'horf.\n26:27 Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude beza\u00f1 trugarekaet, en roas dezho, o lavarout: Evit holl diouta\u00f1,\n26:28 rak hema\u00f1 eo va gwad, ar gwad eus an emglev [nevez], skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec'hedo\u00f9.\n26:29 Me a lavar deoc'h, n'evin mui eus ar frouezh-se eus ar gwini, betek an deiz ma'c'h evin anezha\u00f1 nevez ganeoc'h e rouantelezh va Zad.\n26:30 Goude m'o devoe kanet ar c'hantiko\u00f9, ez ejont da Venez an Olived.\n26:31 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc'h holl en noz-ma\u00f1 un abeg da gouezha\u00f1, rak skrivet eo: skei\u00f1 a rin ar pastor, ha de\u00f1ved ar bagad a vo stlabezet.\n26:32 Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.\n26:33 P\u00ear, o kemer ar gomz, a lavaras dezha\u00f1: Pa vefes un abeg da gouezha\u00f1 evit an holl, evidon-me ne vi biken.\n26:34 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-ma\u00f1 memes, a-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech.\n26:35 P\u00ear a respontas dezha\u00f1: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag an holl ziskibien a lavare ar memes tra.\n26:36 Neuze Jezuz a zeuas ganto en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'e ziskibien: Azezit ama\u00f1 e-pad ma'z in da bedi\u00f1 ahont.\n26:37 Kemer a reas ganta\u00f1 P\u00ear ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken.\n26:38 Neuze e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit ama\u00f1 ha beilhit ganin.\n26:39 O vont un tamm a-raokoc'h, en em daolas war e c'henou d'an douar, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin, mar gell-se beza\u00f1! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.\n26:40 Hag e tistroas da gavout e ziskibien, o c'havas kousket, hag e lavaras da B\u00ear: Ha n'hoc'h eus ket gallet beilha\u00f1 un eur ganin?\n26:41 Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh.\n26:42 Mont a reas adarre un eil gwech, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c'hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma'c'h evin anezha\u00f1, ra vo graet da volontez!\n26:43 O veza\u00f1 distroet, o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet.\n26:44 O c'huitaat a reas adarre, hag e pedas evit an trede gwech, o lavarout ar memes komzo\u00f9.\n26:45 Neuze e tistroas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit brema\u00f1 ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost ha Mab an den a zo lakaet etre daouarn ar bec'herien.\n26:46 Savit, ha deomp, setu, an hini am gwerzh a dosta.\n26:47 Evel ma komze c'hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas, ha ganta\u00f1 ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.\n26:48 An hini en gwerzhe en devoa roet ar sin-ma\u00f1: An hini a bokin dezha\u00f1, hennezh eo, krogit enna\u00f1.\n26:49 Raktal e tostaas ouzh Jezuz, hag e lavaras dezha\u00f1: Salud, Mestr! Hag e pokas dezha\u00f1.\n26:50 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Va mignon, evit petra out ama\u00f1? Neuze e tostajont, e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont enna\u00f1.\n26:51 Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezha\u00f1.\n26:52 Neuze Jezuz a lavaras dezha\u00f1: Laka da gleze en e lec'h; rak an holl re a gemero ar c'hleze, a varvo dre ar c'hleze.\n26:53 Ha so\u00f1jal a rez na c'hellfen ket pedi\u00f1 va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?\n26:54 Penaos eta e vefe peurc'hraet ar Skriturio\u00f9 a lavar e tle an trao\u00f9 c'hoarvezout evel-se?\n26:55 D'an ampoent-se, Jezuz a lavaras d'ar vandenn-se: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregi\u00f1 ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret.\n26:56 Met kement-se a zo c'hoarvezet evit ma vo peurc'hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien, o veza\u00f1 e zilezet, a dec'has kuit.\n26:57 Ar re o devoa kemeret Jezuz, a gasas anezha\u00f1 da di Kaifaz, ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet ar skribed hag an henaourien.\n26:58 P\u00ear a heulias anezha\u00f1 a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag, o veza\u00f1 aet e-barzh, ec'h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec'h echufe kement-se.\n26:59 Neuze, ar veleien vras, [an henaourien,] hag an holl sanedrin a glaske ur falstesteni bennak a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv.\n26:60 Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a fals-test. En diwezh, e teuas daou fals-test, hag a lavaras:\n26:61 Hema\u00f1 en deus lavaret: Me a c'hell diskar templ Doue, hag en adsevel e tri devezh.\n26:62 Ar beleg-meur a savas hag a lavaras dezha\u00f1: Ha ne respontez netra? Petra a dest an dud-se en da enep?\n26:63 Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezha\u00f1: Da bedi\u00f1 a ran, en anv an Doue bev, da lavarout deomp mar dout ar C'hrist, Mab Doue.\n26:64 Jezuz a lavaras dezha\u00f1: E lavaret ec'h eus; ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an ne\u00f1v.\n26:65 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a desto\u00f9? Klevet hoc'h eus e ledoued;\n26:66 petra a so\u00f1jit a-se? Respont a rejont: Din eo da vervel.\n26:67 Neuze e kra\u00f1chjont ouzh e zremm hag e rojont dezha\u00f1 karvanado\u00f9 ha jodado\u00f9,\n26:68 o lavarout: Diougan deomp, Krist, piv eo an hini en deus skoet ganit?\n26:69 Koulskoude, P\u00ear a oa azezet en diavaez, er porzh; ur vatezh a dostaas outa\u00f1 en ur lavarout: Te ivez, te a oa gant Jezuz ar Galilead.\n26:70 Met e\u00f1 a nac'has dirak an holl, o lavarout: N'ouzon ket petra a lavarez;\n26:71 Evel ma'z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezha\u00f1, hag a lavaras d'ar re a oa eno: Hema\u00f1 a oa ivez gant Jezuz a Nazared.\n26:72 E\u00f1 a nac'has adarre gant ul ledoued: N'anavezan ket an den-se.\n26:73 Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da B\u00ear: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh.\n26:74 Neuze en em lakaas da zroukpedi\u00f1 ha da doui\u00f1, o lavarout: N'anavezan ket an den-se. Raktal ar c'hilhog a ganas;\n26:75 ha P\u00ear en devoe so\u00f1j eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o veza\u00f1 aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.\n27:1 Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d'ar marv.\n27:2 O veza\u00f1 e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Po\u00f1s-Pilat, ar gouarnour.\n27:3 Neuze, Judaz, an hini en devoa e werzhet, o welout penaos e oa kondaonet, a zeuas morc'hed dezha\u00f1, hag e tegasas an tregont pezh arc'hant d'ar veleien vras ha d'an henaourien,\n27:4 o lavarout: Pec'het em eus o werzha\u00f1 ar gwad didamall. Met int a lavaras dezha\u00f1: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.\n27:5 Goude m'en devoe taolet ar pezhio\u00f9 arc'hant en templ, ez eas kuit, hag en em grougas.\n27:6 Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N'eo ket aotreet o lakaat en te\u00f1zor, dre ma'z int priz ar gwad.\n27:7 Hag, o veza\u00f1 en em guzuliet, e prenjont park ar poder, evit bezia\u00f1 an diavaezidi.\n27:8 Setu perak eo galvet ar park-se, Park ar Gwad, betek hiziv.\n27:9 Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia, ar profed: Kemeret o deus an tregont pezh arc'hant, gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz, eus an hini a zo bet lakaet e briz gant bugale Israel,\n27:10 hag o rojont evit park ar poder, evel m'en deus an Aotrou urzhiet din.\n27:11 Jezuz a voe lakaet dirak ar gouarnour; ar gouarnour a reas ar goulenn-ma\u00f1 outa\u00f1: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezha\u00f1: Te en lavar.\n27:12 Met pa voe tamallet gant ar veleien vras ha gant an henaourien, ne respontas netra.\n27:13 Neuze Pilat a lavaras dezha\u00f1: Ha ne glevez ket pegement a drao\u00f9 a damallont dit?\n27:14 Met e\u00f1 ne respontas ket ur ger dezha\u00f1, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet- meurbet.\n27:15 Ar gouarnour en devoa ar c'hiz, da bep gouel, da leuskel d'ar bobl an hini eus ar brizonidi a c'houlennent.\n27:16 Bez' e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a c'halved Barabbaz.\n27:17 Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc'h e laoskfen deoc'h, Barabbaz, pe Jezuz a c'halver Krist?\n27:18 Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa e lakaet etre e zaouarn.\n27:19 E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezha\u00f1: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te; rak gwall-boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezha\u00f1.\n27:20 Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c'houlenn Barabbaz, ha da lakaat koll Jezuz.\n27:21 Ar gouarnour, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Pehini an daou a fell deoc'h e laoskfen deoc'h? Int a lavaras: Barabbaz.\n27:22 Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c'halver Krist? Holl a lavarjont: Ra vo staget ouzh ar groaz!\n27:23 Ar gouarnour a lavaras: Peseurt droug en deus graet? Hag e krient kre\u00f1voc'h, o lavarout: Ra vo staget ouzh ar groaz!\n27:24 Pilat, o welout penaos ne c'houneze netra, met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-ma\u00f1; so\u00f1jit-se.\n27:25 Hag an holl bobl a respontas: Ra gouezho e wad warnomp ha war hor bugale!\n27:26 Neuze e laoskas dezho Barrabaz; ha goude beza\u00f1 lakaet skourjeza\u00f1 Jezuz, en lakaas etre o daouarn evit beza\u00f1 staget ouzh ar groaz.\n27:27 Neuze soudarded ar gouarnour a zegasas Jezuz er pretordi, hag e tastumjont en-dro dezha\u00f1 an holl strollad.\n27:28 O veza\u00f1 e ziwisket, e lakajont warna\u00f1 ur vantell ruz-skarlek.\n27:29 O veza\u00f1 gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag o plega\u00f1 o glin diraza\u00f1, e raent goap anezha\u00f1, o lavarout: Me a salud ac'hanout, roue ar Yuzevien.\n27:30 Hag o veza\u00f1 kra\u00f1chet outa\u00f1, e kemerjont ar gorzenn hag e skojont ganti war e benn.\n27:31 Goude beza\u00f1 graet goap anezha\u00f1, e lamjont ar vantell diwarna\u00f1, e wiskjont dezha\u00f1 e zilhad en-dro, hag e kasjont anezha\u00f1 evit e lakaat ouzh ar groaz.\n27:32 Evel ma teuent er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e lakajont anezha\u00f1 da zougen kroaz Jezuz.\n27:33 O veza\u00f1 erruet en ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo lec'h ar c'hlopenn,\n27:34 e rojont dezha\u00f1 da eva\u00f1 gwinegr mesket gant bestl; ha p'en devoe e da\u00f1vaet, ne fellas ket dezha\u00f1 eva\u00f1.\n27:35 Goude beza\u00f1 e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad, ouzh o zeurel d'ar sord, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lodennet o deus va dilhad, ha taolet o deus va sae d'ar sord.\n27:36 Hag, o veza\u00f1 azezet, e tiwalljont anezha\u00f1.\n27:37 Lakaat a rejont a-us d'e benn abeg e gondaonidigezh, dre ar skrid: HEMA\u00d1 EO JEZUZ ROUE AR YUZEVIEN.\n27:38 Neuze e voe kroazstaget ganta\u00f1 daou laer, unan a-zehou, hag egile a-gleiz dezha\u00f1.\n27:39 Ar re a dremene dre eno a lavare dismega\u00f1so\u00f9 dezha\u00f1, o heja\u00f1 o fenn,\n27:40 hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar dout Mab Doue, diskenn eus ar groaz!\n27:41 Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed hag an henaourien, a lavare, en ur c'hoapaat:\n27:42 Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em savetei\u00f1 e-unan! Mar deo roue Israel, ra ziskenno brema\u00f1 eus ar groaz, hag e kredimp enna\u00f1!\n27:43 En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezha\u00f1 brema\u00f1, mar en em blij enna\u00f1; rak lavaret en deus: Mab Doue on!\n27:44 Al laeron ivez, a oa kroazstaget ganta\u00f1, a rae dezha\u00f1 an hevelep rebecho\u00f9.\n27:45 Adalek ar c'hwec'hvet eur betek an navet, e voe te\u00f1valijenn war an douar holl.\n27:46 Ha war-dro an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kre\u00f1v: Eli, Eli, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet?\n27:47 Hinienno\u00f9 eus ar re a oa eno, o veza\u00f1 e glevet, a lavare: Setu e c'halv Elia.\n27:48 Ha raktal, unan anezho a redas, a gemeras ur spoueenn, hag o veza\u00f1 he leuniet a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn, hag he roas dezha\u00f1 da eva\u00f1.\n27:49 Met ar re all a lavare: Lez; gwelomp hag-e\u00f1 e teuio Elia d'e savetei\u00f1.\n27:50 Neuze Jezuz, o veza\u00f1 taolet adarre ur griadenn vras, a rentas e spered.\n27:51 Ha setu, gouel an templ a rogas e div, adalek krec'h betek trao\u00f1, an douar a grenas, ar reier a frailhas,\n27:52 ar bezio\u00f9 a zigoras, ha meur a gorf ar sent a oa marv, a adsavas a varv;\n27:53 hag, o veza\u00f1 aet er-maez eus o bezio\u00f9 goude adsavidigezh Jezuz a varv, ez ejont er g\u00ear santel hag en em ziskouezjont da galz.\n27:54 Neuze, ar c'hantener hag ar re a oa ganta\u00f1 da ziwall Jezuz, o welout ar c'hren-douar ha kement a oa c'hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: Hema\u00f1, evit gwir, a oa Mab Doue.\n27:55 Bez' e oa ivez meur a wreg a selle a-bell; heuliet o devoa Jezuz adalek Galilea, ouzh e servija\u00f1.\n27:56 En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm da Jakez ha da Jozef, ha mamm mibien Zebedea.\n27:57 Diouzh an abardaez, e teuas un den pinvidik eus Arimatea, anvet Jozef, un den a oa ivez diskibl da Jezuz.\n27:58 Mont a reas da gavout Pilat, hag e c'houlennas diganta\u00f1 korf Jezuz. Neuze Pilat a c'hourc'hemennas rei\u00f1 ar c'horf.\n27:59 Jozef a gemeras ar c'horf, en goloas gant ul lienenn gwenn,\n27:60 hag a lakaas anezha\u00f1 en e vez nevez e-unan en devoa toullet er roc'h; ha goude beza\u00f1 ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit.\n27:61 Mari a Vagdala hag ar Vari all, a oa azezet eno, e-tal ar bez.\n27:62 An deiz war-lerc'h a oa deiz goude ar c'hempennadur; ar veleien vras hag ar farizianed en em zastumas hag a yeas da gavout Pilat,\n27:63 hag e lavarjont dezha\u00f1: Aotrou, deuet eo da so\u00f1j deomp, penaos an trompler-se a lavare pa oa bev: A-benn tri devezh, ec'h adsavin a varv.\n27:64 Gourc'hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien [en noz] d'e laerezh ha da lavarout d'ar bobl: Savet eo a-douez ar re varv. An tromplerezh diwezha\u00f1-se a vefe gwashoc'h eget an hini kenta\u00f1.\n27:65 Pilat a lavaras dezho: Gwarded hoc'h eus, it ha diwallit e\u00f1 evel ma karot.\n27:66 Mont a rejont eta kuit, hag e lakajont e surentez ar bez, en ur siella\u00f1 ar maen, hag o lakaat gwarded war e dro.\n28:1 Pa voe tremenet ar sabad, da darzh an deiz kenta\u00f1 eus ar sizhun, e teuas Mari a Vagdala hag ar Vari all da welout ar bez.\n28:2 Ha setu e c'hoarvezas ur c'hren-douar, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an ne\u00f1v, a zeuas da ruilha\u00f1 ar maen [a zirak ar bez], hag a azezas warna\u00f1.\n28:3 E neuz a oa evel ul luc'hedenn hag e zilhad gwenn evel an erc'h.\n28:4 Ar warded a grene gant ar spont raza\u00f1, hag e teujont evel tud varv.\n28:5 Met an ael a lavaras d'ar gwragez: Evidoc'h-hu, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.\n28:6 N'ema\u00f1 ket ama\u00f1, rak adsavet eo a varv, hervez m'en devoa lavaret. Deuit ha gwelit al lec'h ma oa bet lakaet an Aotrou;\n28:7 it raktal, ha lavarit d'e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv; ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot; setu, em eus e lavaret deoc'h.\n28:8 Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da ziskl\u00earia\u00f1 kement-ma\u00f1 d'an diskibien.\n28:9 Ha setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho, hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag en em stouas diraza\u00f1.\n28:10 Neuze Jezuz a lavaras dezho: N'ho pet ket aon; it ha lavarit da'm breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac'hanon.\n28:11 Pa voent aet kuit, setu, lod eus ar warded a zeuas e k\u00ear hag a ziskl\u00earias d'ar veleien vras kement a oa c'hoarvezet.\n28:12 Ar re ma\u00f1 o veza\u00f1 en em zastumet gant an henaourien, ha goude beza\u00f1 en em guzuliet, a roas kalz a arc'hant d'ar soudarded,\n28:13 o lavarout: Lavarit: Deuet eo e ziskibien e-pad an noz ha laeret o deus e gorf e-keit ha ma oamp kousket.\n28:14 Mar deu ar gouarnour da glevout kement-se, ni a c'hounezo anezha\u00f1, hag a dennimp ac'hanoc'h a boan.\n28:15 Int, o veza\u00f1 kemeret an arc'hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se a zo bet en em skuilhet e-touez ar Yuzevien, betek hiziv.\n28:16 Met an unnek diskibl a yeas e Galilea, war ar menez a oa bet merket dezho gant Jezuz.\n28:17 Pa en gweljont, ec'h azeuljont anezha\u00f1; met darn a zouetas.\n28:18 Jezuz a dostaas outo hag a lavaras dezho: Pep galloud a zo bet roet din en ne\u00f1v ha war an douar.\n28:19 It eta, grit diskibien eus an holl vroado\u00f9, o vadezi\u00f1 anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,\n28:20 hag o teski\u00f1 dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h; ha setu, emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed. [Amen.]","title":"Breton Bible (NT Gospels): Matthew","type":"page"}
